STUDI HON ISTOR

N’eus ket hiziv ur bobl marteze a zo truezusoc’h he stad eget pobl Vreizh. Hag a-viskoazh omp bet diboell, diegus, hep karantez vro, prest da lipat solioù troad an estren, o tougen ar yev evel loened-chatal sentus. Ha bremañ e lavarit din n’eo ket gwir. Gouzout a ouzon an dra-se. Ha gwiroc’h eo, avat, an istor evel ma vez danevellet dimp ? Re du an daolenn am eus treset ? Re wenn, avat, an daolenn a dreser. Mar demañ ar wirionez etre an div, perak ne lavarer ket ar wirionez ? Istor ur bobl a dle bezañ, da’m meno, un emvarnadenn. Anaout he fazioù, he gwall dechoù, a zo ken ret d’ur bobl ha d’un den. Ha ne raimp biken labour mat ma kendalc’homp da vevañ en hon huñvre eus ur Vreizh gwechall dreist holl vroioù ar bed. Lavaromp, hep keuz : « Hon Istor a zo splann hag enorus a-wechoù ; ha peurliesañ, teñval ha mezhus. Arabat dimp digalonekaat. Fall eo bet hon tadoù. Bezomp gwelloc’h egeto. » Roparz HEMON, Studi hon Istor, Breiz Atao, Meurzh 1926 ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.