DEMOKRATEGEZH HA FRANKIZ-DEZEVIÑ

Unvanadur an istoregezh  hag ar frammadur politikel sevenet d’e heul o deus lakaet tri rumm da anadiñ en E.S.B. : a) an izili a zo bet micherourion an unvanadur ha, war un dro ganto, ar re o deus tennet diouzhtu o mad eus an hentennoù-dezrannañ neveztermenet b)  an danvez emsaverion k) ur rumm-etre, o c’hoarvezout eus tud sellet evel izili, hogen o tiskouez bezañ divarrek c’hoazh da arverañ an hentennoù-dezrannañ.

Gant tud an trede rumm e sav diaester, n’eo ket gant an holl evelkent. Mar boent sellet evel izili en ur mare ma rae diouer an hentennoù ret da briziañ ar stummadur, e voe ur fazi moarvat ; ken aes eo merzout ar fazi-se hiziv ha ma oa diaes neuze. Ar pezh o deus d’ober tud an trede rumm eo anaout ar fazi graet en o c’heñver gant o asant ha difraeañ d’e reizhañ dre c’hounit ar stummadur n’o deus ket. Ha setu ar pezh a ra un darn vat anezho, n’o deus nemet ur youl : kemer renk er rumm kentañ.

Reoù all avat a ziskouez enebiezh ouzh an treuzfurmadur c’hoarvezet, a nac’h degemer an hentennoù o deus roet tro da ziskuliañ skorted o stummadur. N’eus aze nemet un darvoud dibouez a-walc’h, rak tonket eo n’eus forzh penaos an trede rumm da vont da get buan dre an eil tu pe egile. Ne dalvezje ket ar boan embann ur pennad war e zivoud ma n’o dije ket an nagennerion hejet banniel an demokrategezh evit difenn o c’haoz, o reiñ dimp dre-se an tu da fraeshaat hor mennozioù war ar c’heal-se.

Goulenn a reomp : hag an demokrategezh eo lakaat an danvez emsaverion da grediñ ez int barrek da gemer disentezioù war bolitikerezh an Emsav, – int-i hag o deus da zeskiñ c’hoazh petra eo ar politikerezh ha petra eo an Emsav ? Seurt galloud-divizout ne oufe bezañ nemet ur c’hoariell dañjerus etre o daouarn, ha nac’h a zleont he c’hemer mard int fur. Ha koulskoude, lakaet e voe ar c’hoariell-se etre daouarn danvez emsaverion er mizioù tremenet.

Ur fazi e voe, anat ; zoken a-raok ma voe kaset da benn an dezrannadur politikel hollek, e oa prouennoù a-walc’h eus ar fazi e oa : n’eus nemet kounañ an tezennoù enebemsavel a voe ret mouezhiañ war o divoud da heul eurvezhiadoù arguerezh a-benn prouiñ d’an deskarded o difenne e oant enebemsavel. An deskarded-se, hiziv pa denner ar c’hoariell a-dre o daouarn, a gomz eus enepdemokrategezh.

Petra eo enta an demokrategezh en un emsav dispac’hel ? Pe ziazez he deus ? Ar fiziañs leun etre an izili. Ar pezh a laka an danvez emsaver da gemer renk e-touez an emsaverion eo kresk ar fiziañs o deus ar re-mañ ennañ. Harpet eo evel just ar fiziañs-se war azonoù ergorel, met ur fazi e ve diwelout an nerzh dangorel ez eo ivez. Diouzh an tu all, ne c’hell darempredoù demokratek bezañ etre an danvez emsaverion hag an emsaverion nemet war ziazez ar fiziañs o deus an danvez emsaverion en emsaverion. Ne c’hell den dont d’an Emsav en ur vagañ disfiz ouzh an emsaverion.

Arguzenn a vez graet ivez gant frankiz ar mennozioù, gant ar frankiz-dezeviñ. N’eo ket un dodenn nevez e Breizh. Pa voe unvanet ar yezh e savas ivez skrivagnerion evit difenn ar frankiz d’he skrivañ evel ma karent. A-raok ma voe unvanet an istoregezh e oamp holl techet da zifenn ivez ur furm a frankiz-dezeviñ a oa ar gwir da soñjal ha da lavarout n’eus forzh petra. Ar frankizouriezh-se a veize an dezeviñ, ar mennozioù, evel ur galloud hiniennel distag diouzh pep istoregezh, eleze kenkoulz diouzh pep poell evel diouzh pep ober.

Meizañ a raemp an dezeviñ evel distag diouzh pep poell. Ne renemp dezrann ebet war hon mennozioù na war mennozioù an dud all ha dre-se ne oamp evit o savlec’hiañ e nep poellelezh nag e nep istoregezh. Evit difenn hon « frankiz » ez aemp betek nac’h pep kendiviz kentoc’h eget klevout an dezrann eus hon emzalc’hioù. Heñvel oamp ouzh tud kouezhet er mor a laka o holl breder da stankañ o fri kentoc’h eget klask neuiñ.

Da heul seurt izilded ez eus bet pistriet rummadoù a-bezh a emsaverion gant ur preder estren na oa den evit e zizarbenn dre ziouer a vinvioù-dezrannañ. War un dachenn all, e voe bloavezhioù-pad lezet klañvourion da hadañ tabutoù amoet ha skoilhus en Emsav, pa vije bet a-walc’h gant un dezrann bredoniel eeun evit dieubiñ spered an emsaverion diouzh an amoedigezh o skoilhe.

N’eus ket a frankiz-dezeviñ hep an dlead da glask bepred ar poell eus an dezevoù. En diboellegezh ne c’hell bezañ frankiz ebet.

Meizañ a raemp an dezeviñ evel distag diouzh pep ober. O vezañ ma ne zifourke kentelioù, prezegennoù, tezennoù an dezevourion e oamp war ober politikel fetis ebet, e troe an dezeviñ en ur c’hoari mennozioù dizañjer. Dizamant e c’halle forzh piv difenn forzh petore tezenn. Ar pal ne oa ket trec’h an Emsav ken, met ar brud lennegel. Klask a raed bezañ anavezet evel skrivagner bras, komzer mat, meizour soutil, nevezour ar preder brezhon.

War an dezeviñ a oa hon hini neuze hon eus anavezet azonoù an hevelep diempradur a vrein hor bro : troc’het oa hor mennozioù diouzh pep poell evel diouzh pep ober. Seul zieupoc’h omp oc’h embann an dezrannadur-mañ m’hon eus e renet warnomp hon-unan. Ne vimp ket teneroc’h a se avat ouzh an nagennerion a nac’h ober kemend-all hag a zifenn ar gwir da skignañ mennozioù diempret en Emsav. An dezeviñ diempret-se ne anavez an Emsav frankiz ebet dezhañ. Argaset e rank bezañ, evel frouezh an arallekadur hag un hadenn a arallekadur nevez.

Kefridi an Emsav zo ademprañ an dezeviñ hag ar poell, an dezeviñ hag an ober, – e gerioù all, ademprañ ar preder brezhon hag an istoregezh vrezhon.

Petra eo ademprañ an dezeviñ hag ar poell ? Ne c’hell bezañ nemet an dezrannañ renet war gement emzalc’h, mennad pe zamkaniezh a-benn lakaat a-wel o foellelezh hag ar c’heñver etrezi ha poellelezh an Emsav .

Petra eo ademprañ an dezeviñ hag an ober ? Bez’ ez eo meizañ bepred ar mennozioù evel un ober pe ur rann ober oc’h engouestlañ tonkad an Emsav. Piv a gred kaout ar gwir da lavarout ar pezh a gar pa vez buhez tud e dalc’h e lavar ? Poent e oa d’an emsaverion merzout ez eo al lavar politikel un arm, ken dañjerus evit an hini {240}en embreg hag evit an hini a vez tizhet gantañ. Ne c’hell bezañ a frankiz-dezeviñ e-maez eus bevennoù ar frankiz-ober.

E meur a lec’h ez eus bet tro da dermenañ an Emsav evel un ober . Da gompren eo evel-henn : n’eo ket peogwir ez eo graet gant un emsaver ez eo emsavel un ober, met, en tu-gin, ez eo peogwir e reer oberoù emsavel ez eur emsaver. Ha penaos barn hag emsavel eo un ober nemet o kaout en hor c’herz muzul an emsavelezh : ar framm brezhon en e istoregezh hag e boellelezh fetis.

N’eur evit barn emsavelezh un ober nemet mar bezer engouestlet korf ha spered er framm brezhon. Reizh eo e ve an danvez emsaverion damantet d’o frankiz. Ha mat eo ez afent, kent tonkañ o buhez, da gaout ar re a bouez frank yev an Emsav war o choug ha da vuzuliañ led an erv ma embregont o frankiz, – ha da verzout, mard eus e Breizh tud en o rezid, ez eo ar re-se . Emsav 32. Eost 1969.

__________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. Kelc'h Maksen Wledig