Annaig Renault a zo aet d'an Anaon...
- Annaig Renault, Itron o servijout an Emsav
Annaig RENAULT zo aet war an tu all d'an 8 a viz Genver 2012...
Soñj ‘m’eus eus Annaig Renault. Hi ‘ oa ur barizianez eveldon hag a oad ganin. Ni ‘ oa o teskiñ brezhoneg war-dro 1964/1965 e Kêrvreizh, rue Saint Placide e Montparnasse... Da’r mare-se edo Yann Kerlann rener ha kelenner, gant Rafael Drean , an Aotrou Chalier, Goulven Pennaod, Ronan Jolais ha kalz tud all.
Edo breudeur Caouissin hag an tiegezh Louarn o taremprediñ hor gevredigezh. Istitlet eo bet da c’houde « Ti Ar Brezhoneg » gant Mikael Coic, ar rener nevez. Evit gwir, ne oa ket klevet kalz ar galleg e Kêrvreizh !...
Evidon, ar plac’h yaouank Annaig Renault am boa anavezet oa deut da vezañ, diwezhatoc’h, kalz muioc’h eget ur vaouez hag ur skrivagnerez. Un « Itron », elese ur vaouez deskoniet edo. Edo un « Itron » er ster a oa roet en hengoun hor sevenadur gwezhall, da vare ar Stad Vrezhon brezhoneger er grennamzer. Da lavarout eo, he doa en em stummet, ent-speredel, evit bezañ ar pezh a c’hell ober ivez ur « Marc’heg », un « Aotrou » eus ur paotr yaouank !
Ar pezh a ra « Itronezed » diwar maouezed evel Annaig Renault, zo ar galloud da vestroniañ o fersonelezh, o live fizikel ha predoniel. Gallout a reont, neuze, en em reiñ, a-hed o buhez, evit servijout un uhelvennad speredel, elese, evidomp : servijout an Emsav. Elese ar Stad Vrezhon. Setu penaos e c’heller kompren an dra-se pennañ, a gentañ pouez : Hor yezh eo a dreuzkas ar spered arbennik da vezañ enkorfet en hor Stad : Ar Spered Brezhon dre ar brezhon-eg. Ar spered-se n’hell ket diskenn ha bezañ kavet, komprenet, dre ar galleg ! Trugarez Itron Annaig Renault !
Yann-Ber TILLENON