Unvanadur an istoregezh

E Mae 1967 ez embanne Emsav : « Evel ma ranker bezañ deskad war ar yezh, e ranker ivez bezañ deskad war an Emsav : ur vicher eo da gentañ an Emsav, rak ar pezh a zesker da gentañ evit bezañ emsaver n’eo ket mennozioù met un ober. Deskiñ a reer an Emsav evel ober dre e zeskiñ evel Istor » .

E 1967 e oa ar brezhoneg danvez a zeskadurezh emsavel. An Istor avat ne oa ket, – an Istor en e ster klok, e kement ha ma’z eo gwrizienn an ober. Moarvat e oa bet graet studiennoù e-leizh war Istor Breizh hag an Emsav, hag embannet prederiadennoù politikel, – heñvel e oant ouzh ar pezh a veze kavet war dachenn ar yezh a-raok hec’h unvanadur, eleze imbourc’hioù a yezhoniezh. Ken dic’hallus e oa ren e 1967 un ober politikel brezhon gant an dafar istorel a neuze ha ma vije bet e 1900 kemer ar brezhoneg da yezh vroadel gant dafar yezhel ar mare.

En hevelep doare ma ranke ar yezh bezañ unvanet evit adkemer he roll e buhez ar vro, e ranke ivez an istoregezh bezañ unvanet evit bezañ diazez ar vuhez politikel. E 1969 eo bet kaset da benn unvanadur an istoregezh vrezhon. Eeun eo ar pennaennoù a gaver e disoc’h an unvanadur-se : kefridi an Emsav zo ademprañ ar vro ; kefleuniañ a ra e gefridi dre vezañ framm brezhon dispac’hel ; roll ar framm brezhon dispac’hel zo distrujañ ar framm sujer ha kemer e lec’h. Diwar ar pennaennoù-se e vez dezrannet pep darvoud ha kemeret pep diviz. Stummadur an emsaver a varner evel e varregezh da ren e anaout hag e ober diwar ar pennaennoù-se.

N’eo ket a-walc’h anaout disoc’hoù eeun an unvanadur. Istor an unvanadur e-unan zo da vezañ studiet. Amañ e roimp un darn anezhañ : heuliañ a raimp an argerzh-unvaniñ a-dreuz d’an Devezhioù Studi aozet gant E.S.B..

Evel a ouzer ez eo da Bask 1965 e voe aozet evit ar wech kentañ an emvodoù politikel a zlee dont da vezañ an Devezhioù Studi da c’houde. E miz Du 1967 e voe embannet un dezrann kentañ eus al labour dindan an titl : Perak Devezhioù Studi Politikel ? .

E Du 1967 edo c’hoazh ar gelennadurezh war ar stern. Brastreset ne oa ken damkaniezh ar framm ; kefridi an Emsav evel ademprer ar vro ha roll bellourel ar framm ne oant ket termenet c’hoazh, – savelet oa al ledemsav, hogen dispis e chome e lec’h en daelerezh-dieubiñ, – ken ma oa dic’hallus n’eo ket hepken stagañ gant un ober foran, met reiñ ur ster emsavel d’un niver mat a zarvoudoù, da heul, kemer divizoù heboell, ha kenkoulz-all barn ergorek stummadur an emsaverion.

Anat oa an diglokted-se war furm an Devezhioù Studi. Betek 1968 e voe aozet ar re-mañ evel ur gejadeg kefredourion. Kouviet e veze kelennerion ha prezegennerion anavezet dre o gouiziegezh levrek war dachennoù o tennañ a dost pe a bell d’an Emsav : hanez, lennegezh, armerzhouriezh, politikouriezh, h.a.. War un dro e veze pedet kement deskad war ar brezhoneg a c’halled tizhout.

Ne c’houlenned ket digant ar gelennerion bezañ emsaverion, met bezañ barrek d’ober displegadennoù e brezhoneg. Dav eo lavarout evelkent ne beded da gelenn nemet tud a selled evel emsaverion. Hogen dangorek e oa seurt priziadur eus an emsaverezh pa na gemere sol war azon gwiriadus ebet.

An Emsav o vezañ repuet abaoe 1945 er « stourm sevenadurel », ne c’halled anaout an emsaverezh nemet diwar azonoù ameeun pe arouezel evel arver ar zh, desav ar vugale e brezhoneg, h.a.. Evit ar peurrest e ranked barn an dud diwar o mennozioù ha n’eo ket diwar o oberoù, – splannañ merk eus an dibolitikaat hag eus an diouer a emouiziegezh a reuzie c’hoazh en hon touez.

Digant an deskidi ne c’houlenned ket kennebeut-all bezañ danvez emsaverion. Da warantoù eus o danvez emsaverezh e spire o youl da zeskiñ ar yezh hag o bezañs en Devezhioù Studi.

Da heul, e vire labour an Devezhioù Studi un neuz akademek, re heñvel ouzh hini forzh petore « kamp a vrezhonegerion ». N’eus nemet ar c’hentelioù brezhoneg kentañ derez a veze aozet hag erounezet en un doare frammet gant kefridiaded wirion. Kerkent avat ha ma tremened war dachenn ar stummadur politikel e-unan e kouezhed e domani an hiniennelouriezh.

Degemeret e veze war ar roll-kelenn hogos forzh petore danvezioù, forzh petore doareoù da bleustriñ warno. Edod o paouez freuzañ mojenn ar brezhoneg sellet evel doare emgefreek da zont d’an Emsav. Ent devoud e vired pal ar « c’hampoù a vrezhonegerion », eleze embreger yezherion. Evit an amkanioù politikel, e teuent war ar marc’had.

Koulskoude, e Devezhioù Studi Kerzu 1968 e voe gwelladur. Pledet e voe a-hed an amzer gant danvezioù politikel. Anatoc’h a se avat en em ziskouezas an namm hiniennelour hag an disklotadurioù etre an damkaniezhoù displeget. Klasket e voe en em ober ouzh an droug, da gentañ dre welout en disklotadurioù-se diforc’hioù etre personelezhioù : erbedet e veze o gouzañv en anv ar frankiz-dezeviñ.

E gwir, ne oa ket poanius an aberzh goulennet pa na gemere pouez fetis ebet, – er par akademek e chome an displegadennoù. Nemet e kroged da verzout ne ve biken tu da vont war an dachenn foran keit ha ma ve ken disklotus an damkaniezhoù e diabarzh E.S.B.. Aozet e voe kendaelioù a-benn kompezañ an dizemglevioù, ha na ouejont nemet merkañ fraeshoc’h an enebadurioù. Un enkadenn ne oa ket, gwashoc’h : ur sac’hadenn, un hent-dall.

Tri lod a oa e poblañs E.S.B. dirak ar sac’hadenn : al lod kentañ a dremene hep he merzout, – ken heñvel oa an traoù ouzh ar pezh a welent e pep lec’h e Breizh ma ne oa evito netra nemet natur ; a viskoazh o doa gwelet an Emsav sac’het : hag un Emsav e vije c’hoazh an hini na vije ket sac’het ?

An eil lod a wele ar sac’hadenn, hag a asante dezhi evel d’un devoud ret, – n’eus netra peurvat er bed-mañ ! – muioc’h c’hoazh, a rae anezhi ur rakgwarant eus an demokrategezh a zo da ziazezañ e Breizh. An trede lod a wele ar sac’hadenn, ha n’he degemere ket : he dezrannañ a rae.

Hag an dezrann a lakaas a-wel an arbennoù anezhi :

– Dic’hallus e oa c’hoazh kinnig kelennadurezh an Emsav en ur furm gevan. Da heul, frouezhioù darnel an imbourc’hioù ne c’hallent kavout lec’h en deskadurezh nemet o tont war un hevelep renk gant damkaniezhoù all danzeet er-maez eus an Emsav hag estren dezhañ. N’eo ket e kelennadurezh an Emsav enta edo an disklotadurioù, met en diavaez anezhi, etrezi ha damkaniezhoù estren, pe etre an damkaniezhoù estren o-unan.

– An dud stummetañ evel emsaverion ne oant ket dre ret ar re ouestañ d’ober kentelioù. Diasur e choment dre ma chome digevan kelennadurezh an Emsav ha, dre-se, diechu o stummadur, ha ne gredent ket goulenn evit ar pezh o doa da lavarout kemer al lec’h kentañ pe al lec’h nemetañ er c’helennerezh.

E-se e oa dilañset div wech ar gelennadurezh emsavel en Devezhioù Studi, ha gwashaet c’hoazh neuz ar meskailhez a veze servijet d’an deskidi. Ken ma tegouezhed gant ar saviad amoet-mañ : deskadurezh an Emsav a gemere diazez damkanel er-maez eus an Emsav dreist-holl.

Da freuzañ e oa ar sac’hadenn. Ne c’halle bezañ freuzet nemet diwar-bouez un eilpennadur o lakaat an Emsav war e dreid. Kaset eo bet kelennadurezh an Emsav d’he furm gevan, hag an Emsav a gemer hiviziken diazez war e gelennadurezh.

Meur a hent zo da zeskrivañ an eilpennadur-se. Henn ober a raimp amañ oc’h arverañ ar meizadoù savelet er studienn war ar framm .

Kement ober emsavel a gomprener evel ur strivad da walc’hañ un ezhomm gouzañvet gant ar bobl vrezhon en he dangorelezh. C’hwitadennoù e voe en un doare kement strivad hon eus anavezet betek-henn : n’eo ket kement peogwir ne oa ket bastus ar gwalc’hadur nag an ergoreladur kaset da benn drezañ, met dreist-holl peogwir ne dalvezas ket an ergoreladur-se da benn-pont da ergoreladurioù nevez. Namm ar strivadoù emsavel kent ne voe ket bezañ bet darnel, met bezañ chomet darnel ha bezañ bet distrujet hep luskañ un argerzh-aloubiñ eus maeziad an ezhommelezh vrezhon.

Breiz Atao zo bet un derou a ergoreladur eus an ezhommelezh vrezhon ; Gwalarn ivez, ha war un tolead disheñvel ; met nag an eil nag eben n’o devoe en o c’herz ar benveg en dije roet dezho an tu da astenn d’an ezhommelezh vrezhon a-bezh ar gwalc’hadur hag an ergoreladur a renent war an daou dolead o doa savelet. Distrujet e voe an daou benn-pont, hag int krouet a briz bras koulskoude, hag an ezhommelezh vrezhon a adkouezhas e par an dangorelezh.

Pa lavaromp ez eus bremañ ur gelennadurezh emsavel, e fell dimp lavarout evel just ez eo gouest an Emsav da dermenañ fraezh e amkanioù ha da savelañ e vellouriezh ; met dreist-holl, mard eo gouest d’ober kement-se, ez eo peogwir emañ en e gerz bremañ ar binvioù a vanke d’e ziaraogerion.

Ar binvioù-se a ro dezhañ an tu a) d’en em anaout evel argerzh istorek b) d’en em ziazezañ evel framm dispac’hel war an dachenn k) da zezrannañ, ken e gouloù e istoregezh, ken e-keñver amplegadoù an dispac’h, kement embregerezh ha kement damkaniezh oc’h anadiñ ennañ e-unan pe en diavaez anezhañ.

Kerse eo ganimp dipitañ ar geneiled a zo bet mibilius a-walc’h evit prestañ dimp ar mennad da embann kelennadurezh an Emsav evel ur wirionez peurbadel. Hep mar e kemer ar gelennadurezh he diazez donañ war an damant d’ar wirionez, met na ankouaomp ket ez eo an Emsav un aozadur-brezel hag ar gelennadurezh ur benveg-emgann, eleze ur benveg-distrujañ. Roll ar gelennadurezh zo dezrannañ kement tra a vez graet e Breizh ha luskañ an distruj eus kement tra, damkaniezh pe embregerezh, na gas ket, pe na gas ket mui, an Emsav d’e bal.

Armoù diouto a gav ar geneiled-se gant an arguzennoù torkulet o deus graet c’hwitadenn an Emsav kozh. Chouaned int, na mui na maes, o hejañ filc’hier enep an tankoù hag an nijerezed. Diziouerus eo kaout an armoù a glot gant an emgann a venner ren.

Un dra all a ouzomp : pouez an armoù zo pouez ar vuhez a lakaer enno. Evel pep klav-brezel, ned eo ar gelennadurezh netra hep ar galonegezh.

Prouenn gentañ efedusted ar gelennadurezh eo bet he diazezadur : rak en em ziazezet he deus hervez an argerzh termenet ganti evel an argerzh-diazezañ emsavel. Diwar ar penn-pont e voe unvanadur ar yezh ha krouidigezh framm an deskadurezh vroadel en deus an Emsav gounezet tachadoù nevez a zo unvaniñ e istoregezh, kevanaat e gelennadurezh hag en em ziazezañ da vat evel framm dispac’hel. Ar gudenn manet e-maez gwel Breiz Atao ha Gwalarn, hini kresk ar framm fetis a-dal da vaeziad an ezhommelezh , zo bet war un dro termenet ent damkanel ha diskoulmet e-ser un embregadenn fetis.

Diazezidigezh an Emsav war e gelennadurezh, freuzidigezh ar sac’hadenn ma edo unan eus e aozadurioù-stummañ, a gas d’o heul treuzfurmadurioù don e doare an Devezhioù Studi end-eeun. Er c’heñver-se o deus bet Devezhioù Studi an hañv 1969 talvoudegezh ur gwilioud : e furm emsavel o deus roet d’ar stummerezh.

Betek 1968 ne oa unvan en Emsav nemet ar yezh. Diwar an unvanded-se e voe tu da ren un ergoreladur kempoell : krouidigezh S.A.D.E.D. e 1962, K.D. e 1965 a zisoc’has en ur c’helennerezh emsavel, frammet disi, eus ar brezhoneg. Anataet e voe kement-se dre an Devezhioù Studi : ne oa frammet-strizh nemet ar rann anezho o plediñ gant ar stummadur war ar yezh, tra ma chome digempoell ha laosk ar rann a oa fiziet enni ar stummadur politikel.

Eeun eo arbenn gwirion an digempouez-se : unvanet e oa ar yezh, tra ma ne oa ket unvanet an istoregezh. Ne oa ket unvanet an istoregezh, ne oa ket kevanaet ar gelennadurezh, ha ne ouie den petra oa ar stummadur politikel : penaos frammañ un aozadur-stummañ pa na ouzer ket petore stummadur a zo da reiñ ? Adalek ar mare ma’z eo unvanet an istoregezh, er c’hontrol, n’eo ket diaesoc’h kelenn an istoregezh unvan ha ma’z eo kelenn ar yezh unvan.

Un treuzfurmadur heñvel zo da gavout e stuz ar « gelennerion ». Evel ma empleg ar gelennadurezh ar varregezh da zezrannañ pep kelennadurezh, ez empleg ar stummadur ar varregezh da stummañ. Aes eo merzout an islonk a zo etre ar c’helenner giz « kamp a vrezhonegerion » hon eus anavezet en Devezhioù Studi betek 1968 hag an emsaver stummet stummer emsaverion.

Hiziv e verzomp pegen truezus e oa stuz hor « c’helennerion ». Seul grisoc’h e c’hellomp e varn ma oa anezhañ n’eus ket pell c’hoazh stuz an emsaverion stummetañ.

Forzh piv, gant bezañ heuliet an deskadurezh eil derez gall ha desket brezhoneg, a c’halle bezañ kelenner. A stummadur, keloù ebet. D’ar muiañ, ar mouladur degemeret e riboul ar skol c’hall. War ar mouladur-se, anv ebet d’ober un dezrann eus ar seurt ez eo gouest tud stummet da ren, – an deskadurezh c’hall a daol evezh mat da chom hep stummañ an dud na vint ket sternioù-diazez ar vro, – e touged hepken ur gwiskad a « vennozioù brezhon », mesket diouzh an dro gant « mennozioù » sokialour, frankizour pe kristendemokrat, ken distumm ha ken diefed an eil re hag ar re all…

Kentañ tra o deus graet an emsaverion eo kas warno o-unan an dezrann a roe dezho ar gelennadurezh an tu d’ober, an dispenn eus seurt stuz arallekaet hag an adsav diouzh poellelezh an Emsav na oufe bezañ a emsaverion heptañ. Emsav 32.Eost 1969.

-------------------------------------------------------------------------------------------

Yann-Ber TILLENON. Kelc'h Maksen Wledig