FRAÑSEZ VALLEE
1860 – 1949
 
 
 
Ganet e voe Frañsez VALLEE d’an 26 gwengolo 1860 e Plounevez Moedeg. E penn ur vilin-baper edo e dad. Goude studioù eil derez e Sant Brieg hag un aotreegezh e Roazhon, e labouras e-pad ur pennad evel kelenner war ar brederouriezh er skol Sant-Visant er gêr-se. Dizale avat e tistroas da Sant-Brieg hag eno en em lakaas a-zevri war studi ar brezhoneg hep kemer micher all ebet. Ne zimezas ket kennebeut. Diskregiñ a reas diouzh e labour un hanter kantved goude, war-dro 1938. Ponnerglev, e zaoulagad o vont da fall, e rankas kuitaat Sant-Brieg evit ospital Sant-Laorañs e-kichen Roazhon. « Unnek vloaz en deus bevet eno, krignet tamm ha tamm gant ar gozhni, hogen bepred seder ha laouen » . Lakaet er-maez un nebeut beajoù d’ar broioù keltiek all, ne voe netra all e buhez Frañsez VALLEE. « Ar bed a veve ennañ a oa bed ar brezhoneg, ha ne gredan ket ez ae e spered alies er-maez eus ar bed-se. Er bed-se e tremene hinon ha korventennoù e holl vuhez » . Mar boe dizarvoud buhez an den, e voe leun hag efedus buhez an emsaver. Unan eus an tri den o deus graet brezhoneg hon amzer eo VALLEE, – Meven MORDIERN ha Roparz HEMON eo an daou all. E 1896 e tigor ur skol vrezhonek e kelenndi Sant-Charlez Sant-Brieg, ar skol vrezhonek kentañ en hon istor kempredel. E 1896 e sav Kroaz ar Vretoned, kelaouenn sizhuniek a bado betek 1920, govell ar yezh lennek. E 1902 e laka moulañ Leçons élémentaires de grammaire bretonne. E 1907 e tegas skrivagnerion Kerne, Leon ha Treger da unvaniñ o doareoù-skrivañ ; gant an emglev istorel-se, anvet Emglev ar Skrivagnerion ez eo roet al lusk a zisoc’ho e 1941 gant peurunvanidigezh ar yezh ha termenadur da vat ar reizhskrivadur. E 1909 e teu er-maez La langue bretonne en 40 leçons a vo dornlevr an holl studierion vrezhonek betek an eil brezel bed ; advoulet e vo eizh gwezh etre 1909 ha 1941. E 1911, staget da genlabourat gant Meven MORDIERN, ez embann gantañ kentañ levrenn Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh. E 1919 e fizi VALLEE el levrierion kentañ stumm e c’heriadur bras, aozet gant skoazell Emil ERNAULT, dindan an talbenn : Vocabulaire français-breton de Le Gonidec, nouvelle édition mise à jour et considérablement augmentée ; er rakskrid emañ diazezoù kentañ ar sturyezhouriezh vrezhonek. Etre 1920 ha 1924, o lakaat da dalvezout ar sturyezhouriezh-se, e ro d’e lennerion un Essai de technologie bretonne. Eus 1923 da 1925 e teu er-maez teir levrenn Sketla Segobrani, frouezh kenlabour Meven MORDIERN, Frañsez VALLEE, Emil ERNAULT, an oberenn he deus roet d’ar yezh lennek a vremañ he framm yezhadurel ha geriadurel. Diwar 1931 e laka VALLEE e goulou ar Grand Dictionnaire Français-Breton, a zastum strivoù e vuhez a-bezh. Frañsez VALLEE, diazezour ar sturyezhouriezh vrezhon « Daou rummad yezhourion a zo : ar re a labour evit ar yezhoniezh, hag ar re a labour evit ar yezh. Pal ar re gentañ eo mad ar skiant, pal an eil re eo mad ar vro. Diaes ober an diforc’h etre an daou rummad. Lakaomp, – daoust m’eo direizh troc’hañ ken spis ar gudenn, – Jozeb LOTH e-touez ar re gentañ, Frañsez VALLEE e-touez an eil re, Emil ERNAULT e-kreiz ». Roparz HEMON, a skrive kement-se da geñver marv VALLEE e 1949, a lavare pelloc’h : « Bezañ yezhoniour ha bezañ reizhour-yezh a zo daou dra disheñvel. Ar yezhoniezh a zo ur skiant anavezet, kelennet a-berzh-Stad e pep bro. Ar reizhyezhouriezh n’eo ket anavezet evel skiant, ha ne gredan ket e ve kelennet neblec’h. () Arouezioù ’zo hag a ziskouez e vo diazezet a-zevri ar reizhyezhouriezh er bloavezhioù da zont. En amzer VALLEE avat, n’eus ket bet anezhi. Hent un ergerzher dre ur vro tost dianav eo bet e hent ». Pa c’hoarvez ezhommoù nevez er bed, e tiwan ur skiant nevez en o c’heñver. Ar skiant-se avat ne vez ket anavezet diouzhtu evel skiant distag. Renet e vez an oberoù skiantel nevez da gentañ evel pa vijent oberoù ur skiant all diazezet endeo. E-se e voe ar sturyezhañ renet en derou evel ur yezhoniezh. Hogen buan e torr an oberoù nevez-se reolennoù ar skiant all. Bepred e rank ar sturyezhour dibab, reiñ respontoù krennus, -ar vuhez ne c’hortoz ket, – tra ma tle alies ar yezhoniour embann e amzivin ha gortoz prouennoù all na zeuint marteze nepred. Un disrann a darzh enta abred pe ziwezhat, ha dav eo da zalc’hourion an ober nevez reiñ dezhañ reolennoù a-ziforc’h. Dre-se e tiazezont ar skiant nevez, disheñvel dre he danvez hag he falioù diouzh ar skiant all. An darvoud-se, a weler bemdez er ouezoniezh, zo o paouez c’hoarvezout e Breizh pa’n em zistagas ar sturyezhouriezh diouzh ar yezhoniezh. VALLEE a santas an ezhomm da reizhañ, da binvidikaat, da glokaat ar brezhoneg, hogen e-lec’h takonañ diouzh an degouezh amañ hag ahont, e stagas gant un embregerezh a-vras war ar yezh en he fezh. Ouzhpenn reolennoù evit ar yezh evel m’edo er mare m’he studie, e tivizas reolennoù o verkañ penaos e tle ar yezh emdreiñ e-keñver ezhommoù nevez ar vuhez. An hini kentañ e voe da veizañ ez eus ouzhpenn reizhañ ar yezh d’ober, hogen he sturiañ war du he dazont. Daoust ma voe krouet ar ger sturyezhañ bloavezhioù goude e varv, e voe VALLEE krouer hor sturyezhouriezh. An arsanailhad rakgerioù ha lostgerioù en deus termenet a veze sellet evel dreistezhomm gant e gempredidi, ha dreistezhomm e oant ivez evit o mare. Sanket mat en dazont edo avat labour VALLEE ; bleuniadur yezh ar gouzoud hag ar preder a welomp-ni o teraouiñ en hor mare war an diazezoù ledan ha leun a eginoù roet gantañ d’ar yezh a ziskouez a-walc’h e oa reizh e selladur. Un den a Stad eo da gentañ-penn ar sturyezhour. Pa n’he devez e vro Stad ebet ez eo e labour prientiñ ur yezh-Stad dezhi ; p’he devez unan e pleustr da ziorren talvoudoù hollvedel ar yezh-Stad. Kemmañ a ra kalz enta kefridioù ar sturyezhour hervez ar mare eus istor e vro ma labour. Sturyezhouriezh VALLEE a voe anezhi : a) unvaniñ ar yezhadur, ar geriadur, ar skrivadur b) lakaat war ar stern yezh ar vuhez arnevez. VALLEE unvanour « An den a groge da embann, e 1897, pennadoù brezhonek war La Croix des Côtes-du-Nord() ne felle dezhañ, en derou, nemet lakaat tud Bro-Dreger da lenn o yezh.() Kompren a reas, koulskoude, ne voe ket pell, e ranke lakaat urzh, urzh er yezhadur, urzh er geriadur, urzh en doare-skrivañ », atizet gant « ur broud, don en e galon, da zaskoriñ d’ar yezh a gare un diazez start, dezhi da drec’hiñ er stourm ouzh yezh an estren ». Ar re gentañ da stourm ouzh VALLEE avat ne voe ket an estrenion, met ar Vrezhoned. Sabr ar brezhoneg o redek c’hoazh dre skourroù o buhez, ne c’houzañvjont ket beberez al liorzhour, na bouc’hal ar c’hoadour en em lakaet da dresañ alezioù eeun dre o strouezh ha hentoù bras dre o maezioù. Un trec’h kentañ e voe koulskoude « Emglev ar skrivagenrion » e 1907. Gantañ avat ne zeuas ket termen d’ar stourmadoù. Unan eus ar rebechoù a daole an aliesañ e eneberion war VALLEE eo skrivañ ur brezhoneg digomprenadus evit ar vrezhonegerion digelenn. Ar respont reizh a zo roet gant Roparz HEMON : « E-touez an diotachoù a vez kontet diwar-benn VALLEE, n’eus ket brasoc’h diotach eget : VALLEE a oa enebour da vrezhoneg ar bobl. Studi brezhoneg ar bobl a zo bet diazez e holl labour evel gouizieg. Edo dibaouez o tastum gerioù, troioù-lavar, krennlavarioù, kanaouennoù ha rimadelloù ar bobl. Un darn vras eus ar pezh en deus embannet a zo tennet diwar an danvez-se. Lavarout a rae avat e rank ar yezhour hag ar skrivagner dibab e yezh ar bobl ar pezh a zo glan ha lezel a-gostez ar pezh a zo trefoet. En abeg da se e troas a-enep dezhañ kalz eus ar re a garfe skrivañ ar brezhoneg dres evel ma vez drailhet » . An trec’h da vat a zeuas koulskoude gant an amzer. War zisteraat ha tevel ez eas trouz an eneberezh. Gant yezh VALLEE e ra hiziv an holl vrezhonegerion desket, zoken ar re a fell dezho pellaat ar muiañ diouzh e sturiadoù. Houmañ eo moarvat arouez splannañ e drec’hadenn. VALLEE arnevezour E 1910 e oa c’hoazh ar brezhoneg ur yezh a gevredigezh : talvezout a rae d’an darnvuiañ eus ezhommoù ar boblañs a rae gantañ. Ne oa ket avat yezh ar gevredigezh : yezh ur renkad, ar goueriaded, ne oa ken, ha gwashoc’h, yezh ur renkad trec’het, chomet er bed kozh na anaveze ket ar greanterezh, hanter flastret gant ar bed nevez, estren dezhi. Hag, e gwir, evit an dud a zihune d’ar spered nevez e oa yezh un tremened o pellaat da viken, « langue rustique » dre natur, tonket da vervel dizale, « non sans avoir eu de beaux accents » evel ma skrive Ernest RENAN. VALLEE, hag unan pe zaou all evel Tangi MALMANCHE, a ziverzhas an touell kuzhet e seurt diaweladoù ; n’eo tamm ebet ur perzh natur d’ar brezhoneg bezañ paour ha warlerc’hiet ; emañ ar yezh o vont e bruzhun peogwir eo enket ar vro, sujet m’emañ d’ur vro all. Dienkomp bepred ar yezh, ur c’hammed kentañ e vo war-du dieubidigezh ar vro. Er gerioù a vremañ e lavarfemp : an holl yezhoù-Stad o deus graet dizamant lamm ar Reverzhi C’hreantel ; ar brezhoneg, hep Stad hag e-maez a bep buhez stadel, zo chomet war ribl all an islonk, en e stuz rakgreantel. Ar pezh a zo d’ober enta eo diazezañ ar brezhoneg er bed arnevez ganet diwar ar Reverzhi C’hreantel, e lakaat ivez d’ober al lamm dreist an islonk da heul ar yezhoù-Stad ha marteze gwelloc’h egeto. Setu perak e stagas VALLEE da sevel rolloù gerioù gouiziel ha kalvezel, war an tangarr, ar skriverez, an tredan, h.a. Labour ramzel e gwirionez. Marteze n’en dije ket bet an nerzh da gas e-unan an dispac’h a oa da ren war ar yezh. Dre eurvad en em gavas gantañ ur skoazeller leun a feiz hag a galon. « Un darvoud a bouez e buhez VALLEE e voe e gejadenn gant Meven MORDIERN. Diwar ar c’henlabour etrezo, a badas daou-ugent vloaz, e tiwanas an darn-se eus e ober a chomo d’am soñj, an hini vrudetañ : krouidigezh ar yezh lennek ha savidigezh ul lennegezh uhel. () Kerkent ha deuet da vevañ e-kichen Sant-Brieg, war-lerc’h brezel 1914, ez en em lakaas Meven MORDIERN da dennañ digant VALLEE pep tra a c’helle evit mad ar brezhoneg. Fentus e oa klevout an hini yaouankañ eus an daou zen o klemm diwar-benn egile. Konnariñ a rae alies : lezirek, dizurzh, aonik dirak Pêr ha Paol, setu gouez da Veven MORDIERN, ar pezh a oa VALLEE. Ha ne vire ket outañ da gaout doujañs vras en e geñver. () E krouidigezh ar yezh lennek eta, klask diforc’h menozioù VALLEE diouzh re e genlabourer a zo dic’hallus-krenn. () Ar yezhoù manet fraost a-hed an amzerioù, ha deuet abaoe ur c’hant vloaz bennak da vinvioù a sevenadurezh, a rank sevel ur geriadur stank da glotañ gant ezhommoù ar vuhez a vremañ. Bez e c’hellont, pe klask krouiñ ar geriadur-se a-ziwar o danvez dezho o-unan, pe amprestañ diouzh ar geriadur anvet etrevroadel. VALLEE-MORDIERN, – o heuliañ skouer AR GONIDEG hag e ziskibion, – a zibabas an hent kentañ ». Gerioù a groujont a vil-vern, hogen aze n’emañ ket ar brasañ degasadenn a rejont d’ar yezh, rak alies ar gerioù arnevez ne badont ket pell, ket pelloc’h bepred eget an ezhommoù kemmus a ro tro dezho da ziwanañ. Ur bed war lusk eo ar bed arnevez : kalz mennozioù o devez ennañ berroc’h buhez eget an dud. Steuziet eo hiziv darn eus ar c’healioù pleustret gant an holl yezhoù e 1920 ha ganto dic’hizet ar gerioù o gwiske. Perzh dreist oberenn VALLEE n’eo ket bezañ krouet miliadoù gerioù, met bezañ lakaet ar brezhoneg gouest hiviziken da grouiñ diouzh e ezhommoù, forzh petore reverzhi a drofe ar bed ; bezañ lakaet mammennoù ar yezh da vevañ en-dro ; bezañ reizhekaet an doareoù he deus ar yezh da greskiñ. Oc’h ober se, e roas d’ar brezhoneg an armoù a glote ar gwellañ gant ezhommoù ar vuhez a vremañ. Tra ma chom yezhoù all, ar galleg da skouer echu gantañ e gresk daou gantved’zo, evel gwez krabosek mouget dindan iliav an amprestoù gresianek pe amerikanek, e taol ar brezhoneg da bep remziad un deliadur puilh ouzh puilh : delioù a gouezh, {65}delioù nevez a zifluk o kreñvaat bepred gant o sev framm ar yezh, kelf ha barradur. Ar mennozioù politikel diskouezet gant Fransez VALLEE a glote dre vras gant an « emsavioù » a dreuzas lerc’h-ouzh-lerc’h e hir vuhez : rannvroelouriezh pa edo ar rannvroelourion e penn a-raok an emgann brezhon ; broadelouriezh kerkent ha m’en em ziskouezas ar vroadelourion gentañ. E 1926 e skrive d’e genvarzh ABALOR : « Enor, eta, da Vreiz Atao he deus divorzet hon Emsav p’edo moredet ; hag adsavet hor banniel p’edo war gouezhañ, oc’h enskrivañ en e blegoù e anv gwirion : BROADELEZH ! Enor da Walarn a zigor an hent reizh d’hol lennegezh da zont ! Dalc’hent gant o labour ! Ha dalc’het ivez Yaouankiz Vreizh d’en em vodañ en-dro dezho ha da gerzhout d’o heul, hep selaou ar flemmadennoù hag ar c’huzulioù yud » . Ne gemeras ket perzh oberiant er politikerezh. E bolitikerezh dezhañ a selle pelloc’h eget e vare, egetañ e-unan en rene, spontet ma veze a-wezhioù evel an diouganerion gozh gant an eilpennadurioù spurmantet e penn an hent a heulie. Ur wezh da nebeutañ, « daoulagad ha dorn ar sturier o doa krenet »: ne lakaas ket e anv dindan Emglev 1941. Displeget e vo e nac’hadenn dre veur a abeg : reuted-spered ar gozhni, levezon Meven MORDIERN, enebour da bep obererezh politikel, h.a. An dilez-se a-berzh VALLEE, eizh vloaz kent e varv, zo dezhañ ur ster all : merkañ a rae e oa echu an amzer ma c’halle ar stourm evit ar yezh bezañ renet distag diouzh ur framm stadel. An diouganerion a ranke lezel al lec’h gant saverion an diougan. Hiziv an deiz ez eo ar ger « dispac’h » diouzh ar c’hiz dre ar bed hag en hon touez. Pet den avat, zoken en Emsav Breizh, a ve tuet hep prederiañ da lakaat an anv a « zispac’her » war Frañsez VALLEE ? Denig sioul ha klañvidik Sant-Brieg zo moarvat pell diouzh skeudenn folklorel an dispac’her. Padal, e zorn an hini eo a eilpennas tonkad ar brezhoneg er mare ma asante an holl d’e varv, ha dre-se a roas d’ar vro an diazez na c’hell ket dioueriñ evit adsevel. Emsav3. Meurzh 1967 ---------------- Reverzhi C’hreantel = An istorourion hag ar gevredadourion a ra Reverzhi C’hreantel eus an treuzfurmidigezhioù bras c’hoarvezet e buhez an dud, ar c’hevredigezhioù, an armerzhioù da heul emled ar greanterezh. Ar Reverzhi C’hreantel, sellet evel derou un oadvezh nevez en istor an denelezh, a loc’has diouzh Breizh-Veur e diwezh an 18t kantved evit en em astenn tamm ha tamm d’ar bed a-bezh. Unan eus he heuliadoù pennañ eo digresk niver al labourerion-douar ; unan all eo isdiorreadur broioù’zo na voent ket greantelaet evit abeg pe abeg, da skouer Breizh en abeg d’he sujidigezh politikel. Hiroc’h diskleriadurioù a gavor, diwar-benn ar c’henverioù etre Reverzhi C’hre C’hreantel hag isdiorreadur pergen, war Preder, 84-85. ------------------------------------------------- Yann-Ber TILLENON.  Kelc'h Maksen Wledig