LEC'H AR YEZH EN EMSAV HG ER VRO

E pelec’h emañ diazezoù an Emsav ? E derou ar c’hantved-mañ betek 1920 tost da vat e voe lakaet an diazezoù-se er yezh hag er « sevenadur » da gentañ penn. Anzav a ranker e oad faziet neuze diwar-benn gwir dalvoudegezh ar yezh hag ar sevenadur peogwir e kemered da batromoù yezh ha stuzegezh maezioù ar mare-se, da lavarout eo ur yezh hag ur stuzegezh o klotañ gant bed an 18t kantved. War ar marc’had e pouezed war berzhioù diavaez ar stuzegezh-se a venned derc’hel en he sav da viken : ur Brezhon mat a dlee, a-hervez, bevañ hag en em wiskañ evel koueriaded ar c’hantved a-raok. E-keit-se e lezed a-gostez kudennoù armerzhel, kevredigezhel, politikel ar bed nevez deuet da gemer lec’h ar bed hag ar stuzegezh kozh end-eeun a oad e soñj saveteiñ. Abaoe ar brezel ez eus bet graet ur fazi enebet krenn ouzh an hini kentañ hogen kenstur dezhañ ha ken gwazh all. Da gentañ, klasket ez eus bet diforc’hañ e spered an dud yezh ha sevenadur diouzh armerzh ha politikerezh. Muioc’h ha gwashoc’h zo c’hoarvezet : techet eur bet da reiñ pouez d’an armerzh hepken ha d’ober anezhañ ur pal dioutañ e-unan. Ar stourm evit ar vroadelezh hag ar yezh a yae a-ziwar wel en ur seurt brizhemgann. Ret eo displegañ savboent an emsaverion. Ar re-mañ a ziogel ez eo pal an Emsav pourchas da bobl Vreizh an tu da embreger he frankiz. Houmañ, sur-mat, zo stag ouzh an diskoulm a vo roet d’ar c’hudennoù armerzhel kevredigezhel a zo ouzh he gwaskañ hiziv. Ne weler ket penaos, da skouer, e c’hallfe Breizhiz bezañ dieub mar be o buhez hag o zonkadur armerzhel e dalc’h galloudoù kevalael pe stadel estren. Hogen sklaer eo ivez ne c’hallo biken ar Vrezhoned diskoulmañ o-unan o c’hudennoù armerzhel hep bezañ savet da gentañ ur Stad a roy dezho ar benveg rekis d’e ober, o vezañ ma ne c’hell ket, ha hiziv nebeutoc’h eget biskoazh, seurt kudennoù bezañ diskoulmet hep emell kendalc’hus ar Stad. Moarvat, ar Stad n’eo ket an diskoulm drezi hec’h-unan, ar bazenn gentañ n’eo ken, na c’haller araok bezañ he diraezet reiñ diskoulm dereat ebet da gudennoù armerzhel ar vro. Hogen, n’emañ ket aze ar pal c’hoazh. An dishualded armerzhel tizhet dre ar Stad n’eo ivez nemet ur bazenn all war hent an adsav gwirion a zo speredel da gentañ. Krouiñ ur sevenadur gwirion, distag diouzh ar sevenadur gall, gwriziennet er stuzegezhioù a renas lerc’h-ouzh-lerc’h e Breizh a-hed ar c’hantvedoù, hag o tegas gantañ ur stuzegezh nevez lodek er bed kempredel, setu pal ar Stad Vrezhon hag an hent evit Breizh da embreger he frankiz. Ar stern hag ar benveg en devez ezhomm ur sevenadur evit em ziorren hag em ziskuliañ eo ar yezh end-eeun. Moarvat e chom ar yezh ur rann eus buhez ar vro, evel an armerzh, ar politikerezh, ar Stad hec’h-unan, hogen an hini dostañ d’ar pal ez eo evelato, ha rak-se e rank an emsavioù broadel plediñ ganti da gentañ. En tu-hont d’ar yezh ha drezi e fell d’an Emsav reiñ da Vreizhiz an tu da grouiñ ur sevenadur ha drezañ ur stumm den brezhon yac’h da gemer lec’h ar rummadoù neurozek a grakvev en hor bro dindan ar Stad C’hall. Emsav 3 Meurzh 1967 ------------------------------------- Yann-Ber TILLENON.  Kelc'h Maksen Wledig