ENKADENN AR BLOAVEZHIOU PEMONT
 
       
E 1945 e kroge ur prantad fall evit an Emsav. Dispennet e oa bet ar framm, distrujet ar sternioù. Kalz eus ar strivadennoù graet evit adstrollañ an emsaverion a c’hwitas. Unan hepken a badas ; Al Liamm. En-dro d’ar gelaouenn-se e voe bodet e-pad ouzhpenn pemzek vloaz un dornad tud a stourmas garv evit derc’hel bev spered an Emsav. Ganto e voe saveteet unan eus hor madoù priziusañ, unvanded ar yezh. Bennozh dezho e c’hellomp hiziv tizhout pazennoù all o kemer harp war an diazez divrall o deus roet deomp. Direizh e vemp avat ma ne rafemp ket warno, war ar pennad eus Istor Breizh o deus graet, an dezvarn a rank pep emsav ober warnañ e-unan kellies gwezh ma vez ret. Goulenn a reomp bezañ komprenet mat : an dezvarn a reomp, ni tud 1967 war dud 1947 ha 1957, zo dezvarn tud 1967. Da lavarout eo, mar merkomp an tuioù gwan a welomp en emzalc’h hon diaraogerion, n’eo ket evit reiñ ur gentel dezho na diskouez penaos o dije dleet en em ren, hogen evit na gemero ket tud 1967 emzalc’hioù dañjerus, na c’halle ket marteze tud 1947 ober ma ne vent ket kemeret, hogen a ve fazi a dra sur adkemer hiziv. Lennegel hepken e voe Al Liamm hag an emsav diwanet diouti. En ur vro-suj ne c’hell un emsav lennegel bezañ nemet un emsav da c’hortoz, en arvar bepred da vezañ diskaret. Un emsav gwan eo, o c’houlenn evit padout un nerzh kalon bras a-berzh e luskerion. Doujañ a reomp da nerzh kalon luskerion hon emsav lennegel hag o meuliñ evit an trec’h o deus gounezet. Gwanded o embregeresh avat a dleomp ivez studiañ pizh evit mad an holl emsaverion. Emsaverion ar bloavezhioù pemont a oa heñvel a-walc’h ouzh tud bac’het en ur geto : dornadig brogarourion gronnet gant ur boblañs gallekaet ha disfizius, abeget gant emsaverion all a gave furoc’h tremen da C’hallaoued, n’o deveze evit magañ o nerzh kalon nemet koun an tremened ha spi an dazont ; netra er bremañ nemet ar skridoù ma embannent ar c’houn hag ar spi-se. Ar saviad ma edont a ro da gompren ar gwanderioù a ziskouezjont ; hag o gwander pennañ e voe o dic’halloud da varn ar saviad-se end-eeun ha dre-se da aozañ ur politikerezh. An Emsav kent a oa bet un emsav laouen, entanet, hag, anzav a ranker, froudennek alies ha skañvboell ; ur vugeliezh dibreder. An darvoudoù en diskaras a dizhas ken don buhezioù na oant ket bet prientet evit o degemerout ma vanas an emsaverion e-pad bloavezhioù hep gallout o barn ergorek . O meizañ a raent, n’eo ket evel un emgav istorel nevez, met evel un torr e dibun an Istor ; evel diwezh un oad aour hag un doare daonidigezh. An Emsav en em damolodas warnañ e-unan. N’eus netra par d’an emskiant reuzeudik evit diskenn don enni hec’h unan ; diskenn a reas ar preder brezhon betek donderioù na oant ket bet tizhet c’hoazh, pell diouzh eno ; ul lennegezh nevez a voe ganet, disheñvel diouzh al lennegezh arzourion ma voe hini Walarn ; ul lennegezh tud enket, teñvaloc’h, met bezant war holl dachennoù o buhez. Ar vuhez lennegel-se avat, eviti da vezañ birvidik, a oa buhez ur geto. An emzalc’hioù politikel o doa lezet al lec’h gant an emzalc’hioù mojennek. Politikerezh ar prantad-se ned ae ket pelloc’h eget hiraezhiñ d’an Oad aour kollet ha magañ ur meni mesiazelezh e-keñver dieubidigezh ar vro « na vo ket gwelet ganeomp met gant ar rummadoù da zont ». Hep ket a var e voe aze gwander bras Emsav ar bloavezhioù pemont, mojennekaat an darvoudoù e-lec’h o folitikaat. Un hevelep mojennegezh a rene e darempredoù diabarzh an Emsav. Steuziet an emsav politikel hag ar palioù resis a verke, en em dennas pep emsaver en e vuhez hiniennel pe diegezhel ; o vezañ ma ne oa mui a hent treset er bed, e voe klasket hentoù an askre ; ren an dangorelouriezh2 e voe. Kollet gwel ar palioù istorek, kollet skiant an dachenn bolitikel, e teuas an Emsav da vezañ un dachenn brevez na enkloze ken an enebour istorek gwirion, hogen a groue enebourion nesoc’h, « prevez » ; an enebourion « galloudeget »-se a voe e-pad ur mare ar paour kaezh rannvroelourion, berniet warno holl villigadennoù ar vroadelourion. Ar vroadelourion o vezañ ar re bur nemeto, ne oa netra diburoc’h eget an enebourion nesañ-se ; kounaomp ar berzh a reas ar skritell « touseg » lakaet warno, a responte ken mat d’an emzalc’h glanelour a rene neuze. Setu perak e komzomp eus « kataregezh » ar bloavezhioù pemont. Kriz ha digalonekaus e voe ar stourmoù a reuzias tachenn gloz Emsav ar bloavezhioù-se. Biskoazh ne oa bet distaget ar ger « heskinerezh » kement ha neuze. Danvez merzherion e oa an emsaverion, hag ur relijion drist e oa deuet an Emsav da vezañ. « Ur rummad aberzhet omp-ni » a gleved ; ur broadelour yaouank a skrive zoken : « ar rannvroelourion o devez o gopr er bed-mañ… » Disoc’h mat zo bet d’ar bloavezhioù diaes-se, peogwir e teu an Emsav er-maez diouto kreñvoc’h ha stabiloc’h. Met poent eo diwiskañ harnez meizel ar Gatared e voemp neuze, rak ouzhpenn ma’z eo doanius da zougen, ez eo diamzeret. Mar komprenomp darvoudoù 1945 evel diwezh bugeliezh an Emsav, e raimp eus ar bloavezhioù pemont gloazoù ar c’hrennoad. Echu eo avat ar c’hrennoad ; en e oad-gour emañ bremañ, pezh a dalvez eo ouzhpenn gouzañv an darvoudoù en ur gilañ en hor buhez-diabarzh hiniennel hon eus d’ober. Politikaat. Tapout peg en dachenn bolitikel ha chom hep diskregiñ diouti, forzh petra c’hoarvezo. Forzh pegen fall ez afe an traoù, forzh pegen dic’hortoz ha digalonekaus e ve an darvoudoù, e ouzomp ez int hon Istor, ha n’hon eus Istor all ebet. De GAULLE a lavare e 1940 : « Bro-C’hall he deus kollet un emgann, n’he deus ket kollet ar brezel » ; emsaverion 1950 a oa techet da lavarout : « Breizh he deus kollet an abadenn, gortozomp ar bed all, pe un dieubidigezh ken pell forzh penaos ma vimp-ni er bed all pa c’hoarvezo ». N’hor bezet ket aon da gemer skouer war an enebour, pa ziskouez deomp skouer ar yec’hed. Emsav 3 Meurzh 1967. --------------------------------------------- Yann-Ber TILLENON.  Kelc'h Maksen Wledig