Un Aozadur politikel

 UN AOZADUR POLITIKEL

Disrannet eo an Emsav ; an emsaverion a glask e unaniñ ha ne deuont ket a-benn. Ne deuont ket a-benn peogwir n’eo ket sklaer en o spered abeg an disrann. Abegoù e-leizh a venegont, hogen n’int ket evit diverzhout ar pennabeg diouzh an abegoù a eil rank. An disrann pennañ n’emañ ket e youl an dud, emañ etre tachennoù an ober evel m’en em gavont treset gant an Emsav e-unan.

Anavezout a reomp un « emsav » evit diorren an armerzh, un « emsav » evit brudañ an direizhioñ armerzhel un « emsav » evit goulenn ar yezh ar skol, un « emsav » evit diorren al lennegezh, un « emsav » evit mirout ar yezh er bobl, un « emsav » evit diorren ar yezh arnevez, ha meur a « emsav » all c’hoazh. Pep hini anezho a labour gant kalon war e dachenn, ha moarvat mar deufe unan da c’hwitout e ve gwanaet ar re all.

N’eo ket kenurzhiet an « emsavioù »-se. Etrezo ez eus d’ar muiañ darempredoù a geneiliezh, n’eus ket darempredoù a genurzh. Hag-eñ e tleer klask o unaniñ war-eeun ? Respont a reomp : nann, hag e tisplegomp perak.

E nep bro ne vez unanet war-eeun an aozadurioù o plediñ gant an armerzh, ne vez lakaet kargidi an arc’hant d’en em glevout war-eeun gant kargidi an traoù diavaez. Ereoù war-eeun a vez emichañs, hogen an ereoù a ro d’an holl ha d’ar vro a-bezh o unaniezh n’int ket ereoù war-eeun ; an ere nemetañ o terc’hel pep hini en e lec’h eo ar framm stabil ez int holl lodek ennañ : ar Stad. Ar Stad hepken eo ar stern barrek da zerc’hel en e renk hag en e reizh kement obererezh a ya d’ober buhez pemdeziek ur bobl.

Ar gudenn en ur vro-suj evel hon hini n’eo ket enta lakaat al luskadoù diniver a striv war an dachenn vroadel d’en em unaniñ war-eeun, -aner eo klask unaniñ pa fell sol, benveg ha muzul an unaniezh, ar Stad. Ar gudenn nemeti eo sevel an aozadur politikel a gomze en anv ar Stad da zont.

Aozadurioù politikel hon eus e Breizh. Hini ebet avat ne vez selaouet evel mouezh ar Stad da zont. Pep hini a voe savet evit stankañ un toull en Emsav ; hini ebet ne voe mennet da sammañ ar vro en he fezh. Koulskoude, « komz en anv ar Stad da zont » ha « bezañ mennet da sammañ ar vro en he fezh » zo heñvelster rik. Setu perak ez adlavaromp : ar gudenn nemeti e Breizh eo sevel an aozadur politikel mennet da sammañ ar vro en he fezh, o komz en anv ar Stad da zont.

Hir e vo da sevel hevelep aozadur politikel. En ur vro dezhi Stad ha gouarnamant ez eo ur c’hoari sevel ur strollad politikel, kemer harp war ar framm stadel evit pouezañ war ar gouarnamant, e blegañ d’ur savboent pe lakaat un all en e lec’h. E Breizh avat ned eo ket heñvel gont, evit an abeg n’hon eus gouarnamant ebet, n’hon eus Stad ebet. Mar savomp ur « strollad » politikel, n’en devo ket kalz da welout gant ar strolladoù a saver er broioù dezho Stad ha gouamamant. Ar « strollad » politikel brezhon a vo dezhañ da bal kentañ sevel ar Stad, hag he sevel diwar netra, diwar an dezerzh politikel a ren e Breizh.

Ul labour ec’hon enta zo dirazomp. Sevenet e vo mar kenstriv warnañ, n’eo ket hepken « holl dud an Emsav », hogen poblañs Vreizh a-bezh. Unan eus palioù kentañ an aozadur politikel e vo gounit fiziañs an dud ; n’eo ket fiziañs tud ar vro a-bezh, n’eo ket o fiziañs en aozadur politikel hepken, hogen o fiziañs er Stad Vrezhon.

Petore gwarantizoù a rank enta an aozadur politikel reiñ d’ar Vrezhoned evit kaout o fiziañs ? An div bennañ eo ar re-mañ :

1. An aozadur politikel ne c’hell kaout ar gwir da gomz en anv ar Stad Vrezhon nemet mar stag diwar an deiz kentañ, ha dre an hentoù efedusañ, da sevel ar Stad Vrezhon. « Politikel » e Breizh er mare-mañ ne c’hell talvezout nemet « rakstadel ».

2. An aozadur politikel a rank kemer d’e hini kement goulenn reizh graet en anv ar vro. N’eo ket dispis an eil kraf-mañ, evel ma hañval d’ar sell kentañ ; talvezout a ra e tle an aozadur politikel kemer da lakadenn en deus pep hini eus an emsavioù darnel termenet da vat unan eus ezhommoù-diazez ar vro. An emsav sevenadurel da skouer en deus embannet gwir pobl Vreizh da ren he sevenadur, ha prientet en deus danvez ar sevenadur-se. An emsav armerzhel en deus diazezet gwir pobl Vreizh da verañ he madoù, ha prientet en deus tresoù bras armerzh ar riez vrezhon.

Arvez ebet eus buhez ar vro ne voe lezet a-gostez gant an emsavioù o deus poaniet war hon douar araozomp. Frouezh o zrevelloù a yelo d’ober danvez ar Stad da zont. Dre-se e rank an aozadur rakstadel kenderc’hel gant an holl strivoù renet araozañ gant an emsavioù darnel ; e gefridi zo o c’henurzhiañ en ur framm hollel a zeuy da vezañ framm ar Stad. Emsav 3. Meurzh 1967.

--------------------------------------------

Yann-Ber TILLENON.  Kelc'h Maksen Wledig