Istor Breizh

Setu, da’m meno, an daou zoare da ginnig istor Breizh : An doare hon eus arveret betek bremañ : hanez pobl Vreizh (tamm-ha-tamm kempennet gant ar sklerijenn a daol warni an ergorelezh emsavel) + hanez an Emsav (mui-pe-vui kinniget ivez en ergorelezh an Emsav). N’omp ket deuet a-benn avat a) na da ziverkañ an torr etre hanez pobl Vreizh ha hanez an Emsav (anistor an eil, ledistor egile ne unanint nemet e stumm un istor a vo istor evit an eil hag egile) b) na da lemel an torroù hon eus degaset en hanez pobl Vreizh ; an torroù-se zo etre an darvoudoù a roomp dezho ur ster istorek en ergorelezh an Emsav (ar gallekadur da skouer) hag ar re n’hon eus ket c’hoazh roet ur ster istorek dezho ; an hevelep torroù zo bet ivez en hanez an Emsav – aze avat ez eo degouezhet pelloc’h argerzh an istorekadur ; –?e-lec’h loc’hañ diwar an hanez hag istorekaat, e ve tu da loc’hañ diwar an istor ha klokaat, eleze da zerc’hel kont hepken eus an darvoudoù hon eus roet o ster istorek dezho ha degas tamm-ha-tamm re all. N’ouzon ket avat ha tu ez eus da gregiñ gant frouezh en doare-se. Re abred e ve ? Ne ve ket a-walc’h a zarvoudoù istorekaet c’hoazh ? « Forzh penaos, un dra zo da verkañ : darvoudoù an anistor a c’hell bezañ istorekaet a-c’houde-taol. An istorekadur-se a ampleg evel just un embregerezh-distreiñ d’an istor ; pouezus eo merkañ a) e c’hell an embregerezh-se istorekaat darvoudoù tremenet b) an argerzh istorekaat an tremened (hag ar bremañ) a c’hellomp embreger o vezañ c’hoazh el ledistor, da lavarout eo hep bezañ krouet c’hoazh darvoudoù e par ar gevredigezh vloc’hel hag hollvedel. Evel just, hep an daou c’halloud-se ne vije ket a emsavioù-dieubiñ, – mat eo evelkent o sklaeriañ. « D’an emsaverion pe an danvez emsaverion o deus meizet petra eo embregerezh-istorekaat an Emsav ez eo ret kinnig an istor evel m’hon eus e skrivet betek bremañ, eleze anistor pobl Vreizh + ledistor an Emsav gant takadoù istorekaet ha takadoù hep ster istorek. War un dro avat e rankomp kinnig an embregerezh-istorekaat hag evel-se emañ ar pare e-kichen an droug e stumm ur gouviadenn da gas pelloc’h an erv. « Evit an dud avat na ouzont tra eus embregerezh-istorekaat an Emsav, petra reiñ ? Tidek e vo dezho bezañs un “istor eus an Emsav” c’hwezhet ha pouezekaet, peget ouzh kostez “istor Breizh”. An “istor Breizh” a ginnigomp ouzhpenn se a hañvalo dezho bezañ ur furm wariet, “tendancieuse” eus an “istor ergorek” a anavezont. Tamallet e vo dimp kinnig da ergorel an devoudoù a welomp a-dreuz d’hon c’hoantoù ; ergorelezh an Emsav n’en deus fetisadur ebet c’hoazh er bed ma vev an dud-se, hag evito ez eo ergorel ar pezh a glot gant ergorelezh ar bed ma vevont. Petra kinnig dezho neuze ? Da’m meno ez eo diaes kinnig estreget an darvoudoù en deus an Emsav roet o ster istorek dezho. Hag a-walc’h ez eus anezho evit ma c’hallfemp lakaat ar skritell “istor Breizh” war an teskad a reont ? a-benn ar fin n’eus aze nemet ur gudenn furmel eilrenk. An darvoudoù-se eo a ra an istoregezh vrezhon, pe c’hoazh an Emsav istorek, pe c’hoazh kelennadurezh an Emsav. « Evel just, mankout a ra dimp damkaniezh an diempradur. Gant an diempradur ez eo c’hoarvezet pezh a zo c’hoarvezet gant ar vroadelezh : benveg eo bet da gement a dreuzfurmadurioù en hon c’healiadurezh ma rank mont da heul ha bezañ treuzfurmet d’e dro. Anzav a ran ez eo latarek va sell war an tu-se. Evel a lavaremp n’eus ket pell : evit gouzout pelec’h e krog an diempradur en ur gevredigezh e ranker gouzout petra eo ur gevredigezh kenempret. An doare m’hor boa gwechall da intent ar c’henempradur oa e gwirionez ijinet evel kontrol da ziempradur kevredigezh Breizh etre he renkadoù, pezh a oa kemer an disoc’h evit an arbenn. Azonoù all zo bet kavet abaoe, unan eus ar re zeurusañ eo an hini a zeskriv H bremañ : an darempredoù etre parzhioù ar gevredigezh (renkadoù, gennadoù armerzhel, h.a., emanaoudegezh istorel ha kevredadel) o vezañ e dalc’h an diavaez. Pezh a vank c’hoazh eo an damkaniezh a savelo an diempradur a) e-keñver ar c’henderc’hañ istor b) evel kevanek ouzh daelerezh diabarzh an distro d’an istor. (Kement-se ne lam ket o zalvoudegezh digant an imbourc’hioù hanezour ha kevredadour war an devoudoù a welomp-ni e goulou ergorelezh an Emsav evel azonoù a ziempradur ; diziouerus eo an imbourc’hioù-se, hogen frouezhioù ameeun hepken a zeu diwarno : an devoudoù a lakaont a-wel zo danvez mut e-keñver Emsav ; an emsaver oc’h en em frotañ outo a daol goulou warno ha pelloc’h egeto). Dav e vo frotañ mat hon ibiloù-tenn-tan c’hoazh… » Emsav.

_______________________________________________________________________________________________________

Yann-ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG