Hag-eñ e c'hell an Emsav kaout ur politikerezh diavaez war hir dermen ?

 Hag-eñ e c'hell an Emsav kaout ur politikerezh diavaez war hir dermen ?

Breizh nag an Emsav n’emaint o-unan er bed ; n’int ket kennebeut-all serret en un toull-bac’h hep gwel ebet war an diavaez. Gwir eo moarvat ez eo bet diskouezet an Emsav gant hon enebourion evel ul luskad disrannour hepken, dastumet warnañ e-unan, evel ur c’hilstourm a emzifenn dibellweled hag aner a-enep da nerzhoù an dazont. Seurt tamalloù direizh a vefe mat dizarbenn.

E gwirionez n’eo ket mennet an Emsav tamm ebet da sevel en-dro da Vreizh un doare moger Sina a zisrannfe Breizh diouzh ar bed. Hevelep « uhelbal » ne vije evel just nemet ur sorc’henn. Disoc’h an Emsav eo er c’hontrol pourchas da Vreizh an digoradur war ar bed a ra diouer dezhi adal ma chom serret e-barzh ar Stad C’hall evel en ur c’harc’har[1] .

An digoradur-se a denn da gentañ da adstagañ an ereoù etre Breizh ha broioù keltiek tramor a zo bet torret da heul darvoudoù an Istor. Diwar vremañ e tle an Emsav ar muiañ ma c’hell skoulmañ darempredoù stank gant emsavioù broadel ar broioù keltiek all. Laosk a-walc’h, ret eo anzav, ez eo bet an darempredoù-se betek-henn. Startaet e tleont bezañ.

Hogen kement-se ne vo nemet un derou. Ur wech ma vo bet adsavet pep a Stad er broioù keltiek, e vo da sevel etrezo, diouzh ma vo tu, ur framm dezvel[2] <#_ftn2> a roy d’ar c’hevread keltiek krouet diwarno ur bersonelezh etrevroadel. Finvez ar seurt kevread a vo kreñvaat mouezh ar Gelted en Europa hag er bed. Menegiñ ar pal ne reomp ken amañ, hep gallout resizañ doare ar framm politikel a vodo ar broadoù keltiek en ur reiñ dezho ur bersonelezh a-ziforc’h e-keñver strolloù broadoù all e diabarzh Europa. Anat eo e c’houlenno ar framm-se evit diwanañ, kreskiñ ha kemer nerzh, ur striv hir, pennek ha dalc’hus.

Evit pezh a sell ouzh an emsavioù broadel all a zo oc’h oberiañ en Europa ar C’hornog abaoe ar c’hantved tremenet, e Katalonia pe Euzkadi, ez eo reizh e kendalc’hfe an Emsav da gaout ganto an darempredoù hengounel a zo bet diazezet a bell ’zo ; strolladoù ar broioù-se a stourm e diabarzh ur framm impalaerel krisoc’h eget an hini ma’n em gavomp ; o enebourion zo ivez hon enebourion.

Kemend-all zo da lavarout a-zivout ar broioù okitanek, hogen en degouezh-mañ e ranker resizañ ha teurel evezh mat. Betek-henn ne oa er broioù okitanek nemet luskadoù rannvroel, ha dic’hallus-krenn e oa d’an Emsav kenlabourat gant aozadurioù seurt-se. Hiziv an deiz, ez eus o tiwanañ un Emsav broadel okitan gwirion, petra bennak ma chom dister-tre e nerzh. Gantañ, betek gouzout, e ve tu da genoberiañ, dreist-holl peogwir hon eus da stourm ouzh an hevelep beli impalaerel a glask distrujañ hor broadoù.

Amañ adarre, avat, e ranker diwall. Daoust da bep tra e chom ar broioù okitanek broioù roman ha natur e vo d’ar Stad pe d’ar Stadoù broadel a vo savet ganto en em glenkañ en ur framm kevreadel gant ar Stad C’hall end-eeun. Ne ve ket fur d’ur vroad keltiek chom stag a re dost ouzh Stadoù german pe latin. Mar’d eo tonket d’ar broioù keltiek bezañ klenket en ur framm dreistbroadel, e rank ar framm-se bezañ da gentañ ur c’hevread keltiek.

Hevelep kevread a-hend-all, evel an hini gall-roman pe spagnat, a ranko bezañ klenket er gumuniezh europat. Ha diwar vremañ e teuomp da blediñ gant kudenn ar Stadoù impalaerel bet savet en Europa abaoe ar c’hwezekvet kantved dreist-holl hag an darempredoù a ranko kaout ganto ar broadoù kozh adsavet. Lavarout e vo klenket ar frammoù kevreadel er gumuniezh europat a lavar ivez ne vo ket disrannet Breizh diouzh Bro-C’hall muioc’h eget diouzh ar broioù europat all.

Pa na ve nemet en abeg d’an douaroniezh e chomo Bro-C’hall, dreist-holl al lodenn gornok anezhi, ur vro nes da Vreizh (Bro-C’hall a fell deomp envel ha n’eo ket ar Stad C’hall a-vremañ, a zo ur Stad impalaerour hepmuiken). Rak-se enta e ranko Breizh diorren gant Bro-C’hall darempredoù politikel, armerzhel, sevenadurel a amezegiezh. Un devoud nevez e vo an darempredoù-se rak, evit ar poent, lakaet er-maez an darempred a zalc’herezh, n’eus tamm darempredoù etre Breizh ha Bro-C’hall dre an abeg ma n’eus c’hoazh Stad Vrezhon ebet, da lavarout eo kendivizer brezhon ebet a-dal d’ar c’hendivizer gall.

En dro-mañ adarre n’eus ket anv a zeskrivañ dre ar munud doare an darempredoù a c’hello bezañ etre Breizh ha Bro-C’hall. Merkomp hepken e vo diferet ar re-mañ gant daou ampleg : a) war an hevelep rez en em gavo Breizh ha Bro-C’hall e diabarzh ar framm dreistbroadel o c’hlenko ; da lavarout eo o devo an div vro darempredoù a-zremm ha n’eo ket darempredoù a-zerc’h, – evel ma c’hoarvezfe, unan eus an div vro o vezañ isurzhiet d’eben, en ur Stad C’hall kevreat a seurt gant an hini hunvreet gant ar M.O.B. ; b) enframmet e vo an div vro en hevelep kumuniezh, ha bonreizh[3] <#_ftn3> ar gumuniezh-se eo a zifero ment an dishualded a zegouezho da bep hini eus hec’h izili. Gwelout a reer enta en diwezh ne c’haller ket meizañ emgav ar Stad Vrezhon e framm ar gumuniezh-se hep meizañ da gentañ natur ar gumuniezh hec’h-unan.

Amañ eo e sav an diaesterioù. Lod a c’hoanag e vo diskoulmet kudenn Vreizh dre savidigezh Europa end-eeun hag e kement-se dres ez int faziet ivez. Moarvat e c’hellomp arvestiñ hiziv an deiz ouzh savidigezh un Europa bennak, hini an armerzh pe ar C’henvarc’had. Hogen da neb a sell pizh ez eo sklaer ez eo tonket d’an Europa-se c’hwitañ ma ne chom nemet un Europa armerzhel, dre’n arbenn ma’z eo ar politikerezh en diwezh mestr an armerzh. E gwir, ned eo ar gumuniezh armerzhel europat nemet ur skramm ma klask an holl Stadoù impalaerel hengounel europat a-dreñv dezhañ kuzhat o mennadoù a-viskoazh.

Da skouer, klask a ra ar gouarnamant gall sevel un doare Ruhr nevez en-dro da bParis a-benn pakañ krog e stur ar gumuniezh warc’hoazh dre hent an armerzh. Moarvat ez eo gwell e kevezfe ar riezoù-se war dachenn an armerzh eget war hini an armoù evel m’o deus graet ken alies en tremened. Hogen war hir dermen emañ seurt kevezerezh en arvar da deurel frouezh kontammet evit ar gumuniezh hec’h-unan. Da skouer, adarre, impalaerouriezh giz nevez Bro-C’hall he deus broudet endeo un adsav d’ar spered impalaerour en Alamagn m’eo an diskouezataenn anezhañ savidigezh an « Deutsche National Partei ».

Er Stad C’hall hec’h-unan emañ an impalaerouriezh, – azonet gant savidigezh ar Ruhr bariziat ha darbaridigezh ar bombez atomel, – a-zalc’h ouzh isdiorreadur « ranndirioù » an trobarzh[4] <#_ftn4> , evel Breizh. A-benn lemel ar gwalloù-se e vefe ret da Frañs ha d’ar riezoù kozh a Europa kemmañ o folitikerezhioù, dilezel o c’hevezerezh, degemer ur raklun[5] <#_ftn5> a gendiorreadur evit Europa a-bezh. Nac’het e voe avat betek-henn nep raklun eus ar seurt gant riezoù bras Europa, gant Frañs pergen pa argasas ar c’hinnig arc’hant-kred evit Breizh graet gant ar Glad Diorren Europat nevez ’zo.

Hogen daoust ha gallus eo an dra-se ? Amañ eo e tostaomp ouzh dalc’h ar gudenn, a zo hemañ : hag-eñ emañ e galloud riezoù Kornogeuropa kemmañ diouto o-unan o folitikerezh impalaerel ? A dra sur ne c’hellont ket dont war o c’hiz hep kouezhañ en o foull : o emdroadur a-bezh, adalek o ganedigezh betek ar veli o doa kemeret war ar blanedenn a-bezh, betek ar stourmadoù a renont kenetrezo en enkadennoù o diskar, zo bet un embregerezh impalaerel. Sentiñ a rankont ouzh o saveladur[6] <#_ftn6> ken strizh hag ul loen ouzh e natur betek par e varv.

E gwirionez ne c’hell ar politikerezh impalaerel, kevezerezh etre ar riezoù bras ha mac’herezh ar broadoù-suj emaomp o paouez deskrivañ bezañ kemmet pe gentoc’h lamet nemet da heul un torradur. Neb a zistag ar ger torradur avat a lavar ivez dispac’h. A-benn ar fin ne c’hell bezañ savet an Europa o deus ezhomm ar broioù a seurt gant hon hini nemet da heul an dispac’h.

Hogen an dispac’h-se n’eo ket eus Bro-C’hall, nag eus Bro-Saoz, nag eus Bro-Alamagn e c’hell dont. Ne c’hello dont nemet eus Breizh pe eus broioù bihan heñvel outi, keltiek, okitanek, euzkarek, katalanek, gant harp broioù bihan all perc’henn endeo d’o Stad. Hini ebet eus ar broioù-suj ne c’hello en em zivazhyevañ ha diazezañ ur Stad vroadel hep nac’hañ a-grenn an hengoun istorel a zo bet gwrizienn ha sabr ar Stadoù impalaerel. Adsavidigezh ur Vreizh vrezhon a glozo Istor Frañs, – n’eo ket hini Bro-C’hall ; adsavidigezh Kembre hag Alba a glozo Istor Breizh-Veur, – ha n’eo ket hini Bro-Saoz ; adsavidigezh Katalonia hag Euzkadi a glozo Istor Spagn, – ha n’eo ket hini Kastilha.

Hevelep kerzhad istorel, a c’hell bezañ gorrek ha kemer hir amzer, ne vo ket dizañjer evit Breizh hag Europa a-bezh. Ha setu perak : bez’ ez eus en Europa hiziv an deiz un doare kempouez etre riezoù peuzkevatal, dezho uhelc’hoantoù a gozh pe a nevez. Mar disteraer galloud unan eus ar riezoù-se, emeur war var da reiñ lañs d’unan all a glasko d’he zro diogeliñ he mac’homerezh war ar c’hevandir-mañ. A zo gwashoc’h, Breizh hag hec’h Emsav, koulz hag ar broioù bihan all hag o Emsavioù, a glaskor implijout a-benn kemmañ kempouez Europa a-du gant hini pe hini eus ar broioù impalaerel a gendalc’h da gevezañ enni. Darbet eo bet d’an dra-se c’hoarvezout endeo e-kerz ar brezel diwezhañ.

Bremañ ivez e rankomp spisaat unan eus sturiennoù politikerezh diavaez an Emsav : un dlead groñs eo d’an Emsav dilezel ar mennad da zont tre e c’hoari ar riezoù impalaerel a-vremañ, en deiz, lakaomp, m’en devo kemeret nerzh a-walc’h evit c’hoari ur roll europat ; kendonkad eo Breizh d’ar broioù-suj all, hag e nep degouezh ne zleo mont war ar renk gant ar galloudoù sujer, – da skouer o klask kevrederezh ur riez impalaerel a-enep d’ur riez impalaerel all, ha pa ve houmañ an hini c’hall.

Hiziv e rafe un direizh damheñvel, – hep menegiñ ar fazi kadoniezh, – ar Vrezhoned a rafe bruderezh evit Alamagn unvan war an diviz ma rafe dalc’herion an adunvanidigezh-se en Alamagn brud en-dro da vennad ar vroadelourion vrezhon en eskemm. Diwanidigezh ur riez alaman a gant milion a dud avat ne rafe nemet broudañ gwashoc’h c’hoazh ar c’hevezerezh etre ar riezoù impalaerel en Europa hep degas gounid ebet da Vreizh na da vroad-suj all ebet. Diwall a rankomp diouzh pep politikerezh a dennfe da greskiñ galloud nep riez impalaerel en Europa hag er bed. Hetiñ a zleomp er c’hontrol kresk an nerzhoù enebimpalaerel a c’hell diwanañ e-barzh ar riezoù-se, en hini c’hall koulz hag en hini alaman.

Moarvat e vo tamallet da seurt politikerezh nac’hañ degemerout an traoù evel m’emaint, ha dre-se bezañ dibleustrek. Respont a reomp ez eo dres aze natur ar mennad dispac’hel. War verr dermen e hañval an tamall-se bezañ reizh, rak ne vo ket tizhet diouzhtu ar pal hon eus merket. N’eo ket dic’hallus kennebeut e ve diskoulmet pe zamziskoulmet kudenn Vreizh evel hini Iwerzhon a-barzh ma vo diskoulmet kudenn Europa. Moarvat ez eo ar gudenn europat en he fezh dreist-diraez deomp. Hogen dre skoueriañ broioù bihan all en Europa, – ha kemer skouer diwarno, – e c’hell Breizh luskañ ganto un emdroadur a zisoc’ho war hir dermen da ziazezañ ur sevenadur nevez en Europa.

« Ene Kornog a zo bev c’hoazh. Chom a ra dezhañ ar pobloù o deus miret divoulc’h, e-kreiz ar gwall reuz hag an droukverzh, o vertuzioù gwechall, n’o deus ket diviet c’hoazh o gred nag o fiziañs, a zo manet yaouank a gorf hag a spered. N’eo ket hep abeg e vez entanet, eus an hanternoz da Europa d’ar c’hreizteiz, hag eus ar c’hornog d’ar reter, kalonoù paotred ha merc’hed, a bep renk hag a bep stad, ma fell dezho, hep gouzout mat alies perak, saveteiñ o gouenn, oc’h anaout, mar bez kollet, e vo ur c’holl evit ar bed-holl.

Emsav ar pobloù gwasket evel ez eus kant vloaz, hogen hiziv kalz kreñvoc’h, petra eo nemet ezhomm don Kornog da neveziñ ? Neveziñ, pe vervel ; kemmañ e spered pe vervel ; kemmañ e galon, pe vervel. Evel-se, pa zifennomp Breizh e tifennomp Kornog. Hor youl n’eo ket hor youl ez eo, hogen youl ar C’huzh-Heol en hor c’hreiz ».

Roparz HEMON, Kornog, Breiz Atao, Mae 1924 ; ademb. Ur Breizhad oc’h… p. 64.


[1] <#_ftnref1> Sl. R. HEMON, Breizh hag ar bed, Breiz Atao 1923, ademb. Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh 1931, p. 19. E diwezh ar pennad e lenner :

« Ur Vro, da lavarout eo ur C’horf hag ur Spered, dizalc’h-kaer e-mesk ar broioù all, hag o klask e-lec’h ma kar hent ar mad hag ar wirionez.

« An hent-se ne gavimp biken ma n’anavezomp ket ar Bed.

« D’al labour eta, kement hini a c’hall, da zegas da Vreizh arz, skiantoù ha furnez ar Bed, n’eo ket evit mougañ hor sevenadur-ni ; evit e binvidikaat kentoc’h. Dreist-holl evit hon digabestrañ diouzh spered Bro-C’hall ; evit diskar ar voger he deus savet en-dro dimp, gant prenestroù bihan na welomp drezo nemet ar pezh a gar. »

[2] <#_ftnref2> Un dezv zo anezhi ul lezenn, ha dreist-holl ul lezenn-diazez ; dezvel a dalvez enta : diferet dre lezennoù, reizh e-keñver al lezenn.

[3] <#_ftnref3> Bonreizh b., reizhennoù-diazez ur riez, ur c’hevread riezoù, h.a.

[4] <#_ftnref4> An trobarzh zo al lodenn lec’hiet war an dro ; abaoe un nebeut bloavezhioù eo bet rannet tiriegezh Frañs e Ranndirioù Steuñvel (Régions de Programme) na glotont na gant ar rannbarzhioù douaroniezhel, na gant ar rannvroioù a-wechall (Ranndir Steuñvel Bretagne zo ennañ pevar eus ar pemp departamant treset war diriegezh Vreizh gant an dispac’h gall ; aliet eur da dremen hep ober gant ar ger Breizh evit envel ar Ranndir Steuñvel Bretagne ; met da ober pe gant an anvad ent-hir, pe gant ar pennlizherennoù anezhañ hepken : R.S.B.)

[5] <#_ftnref5> Raklun g., taolennadur savet en a-raok evit ul labour da seveniñ.

[6] <#_ftnref6> Savelañ a dalvez diazezañ, lakaat da wir. Saveladur un dra bennak a dalvez an diazezadur anezhañ, hag ivez an doareoù, ar c’henreizhadur anezhañ evel m’int bet diazezet.

[7] <#_ftnref7> Ar gadoniezh zo skiant an emgannoù, da lavarout eo an hini a studi an doareoù pleustrek da ren an embregerezhioù-brezel war an dachenn ha diouzh an degouezhioù.

Emsav 7. Gouere 1967.

 

 

--------------------------------------------

 

 

Yann-Ber TILLENON.  Kelc'h Maksen Wledig