ROLL AN EMSAV
Pa vez ken klañv ur bobl ma ne stourm ket ouzh an nerzhoù he distruj, pa’z a betek o skoazellañ en o labour marvus, e teu an dispac’h da vezañ un dlead groñs. Un dlead groñs eo an dispac’h e Breizh. An dispac’h hepken a lakay ur gevredigezh yac’h e-lec’h kevredigezh klañv an drevadenn c’hall ez eo Breizh hiziv. Roll an Emsav zo digeriñ an hent da bobl Vreizh war-du an dispac’h. Trec’h an Emsav avat ne vo ket trec’h ur gostezenn bolitikel war unan all, met trec’h ur Stad war ur Stad all. Pobl Vreizh emsavet e Stad Vrezhon a zistaolo diwar he choug ar Stad C’hall a voug he bro hag a zisleber he c’hevredigezh. Roll an Emsav zo urzhiañ en ur framm rakstadel kement striv renet en anv ar vro. Roll an Emsav zo en em urzhiañ evel ur rakstad vrezhonek a-benn seveniñ e brezhoneg ar c’hefridioù a vo un deiz re ar Stad. Ar strolladoù a labour hiziv e Breizh ne c’hellont lavarout ez int an Emsav anez en em ziazezañ war dachenn ar Stad Vrezhon. Dre-se n’o deus digarez ebet da chom hep ren o labour e brezhoneg, rak ar Stad a ranko bezañ brezhonek adalek an deiz kentañ. Roll an Emsav zo stummañ dispac’herion. N’eus a oberoù dispac’hel e Breizh nemet oberoù brezhonek : ar brezhoneg zo danvez-diazez stummadur an dispac’her. Urzhiet eo an Emsav evit reiñ dindan an amzer verrañ an deskadurezh ret d’al labour politikel brezhonek. Prantadoù stummadur an emsaverion zo termenet ken strizh ha re an diaesañ micherioù. Rak nerzh an emsaverion a ya kalz en tu all d’o niver : diazez ur gevredigezh hag ur bobl nevez ez int.Emsav 4. Ebrel 1967