OPIOM AN EMSAV

« N’eo ket tenn merzout gwrizienn ar fazi o deus graet an holl stourmerion-se. Evel m’em eus merket dija, krediñ a raent bepred bevañ en naontekvet kantved hag e oa Breizh-Izeliz atav ur boblañs unyezhek. Neuze ne oa nemet heuliañ skouer ar pobloù bihan all o doa saveteet o yezh en naontekvet kantved. Ar wirionez eo e oa divyezhek ar vrezhonegerion adal 1920 : hogen ne dalv ket ar boan deskiñ lenn he yezh d’ur bobl divyezhek, a zo gwashoc’h, d’ur bobl a oar muioc’h ha gwelloc’h bemdez yezh an estren eget he yezh vroadel. Da lavarout eo, n’eus ket a blas e Breizh er mare-mañ d’un emsav a engroez evit ar yezh, pezh a greder dalc’hmat peurliesañ. Tud ’zo a zo touellet dre ma kavont Bretoned c’hoazh e Breizh etre 65-80 vloaz a oar komz gwelloc’h brezhoneg eget galleg. Hogen ar re-se zoken a oar lenn paot gwell ar galleg a zo bet desket dezho evel ur yezh unvan eget ar brezhoneg ha n’ anavezont nemet ur rannyezh gwall baour ha gwall zistreset anezhañ. Lakaomp zoken o defe ar re-se desket lenn brezhoneg. E-leizh mui a zanvez a gavint e galleg eget e brezhoneg. N’eus nemet ur yezh-Stad a c’hell stourm ouzh ur yezh-Stad. Savomp da gentañ ar Stad ha goude-se e strivimp da adsevel ar yezh e-touez ar werin. Ober e-giz-all a zo koll amzer ha foranañ hon nerzh en un emgann tonket da c’hwitañ. » Youenn OLIER, Opiom an Emsav, 1961 Tonkad 61, Preder 24-25/57 ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.