AR C’HWEZEKVET KANTVED HA BELTRAM AN ARC’HANTREG
 
 
 
 
Ar 16t kantved zo bet evit Breizh ur c’hantved a anken gant diskar ar vro hag he stagidigezh ouzh Bro-C’hall. Ur c’hantved a stourm eo bet ivez en un doare don, dreist-holl war dachenn ar spered hag ar studi. Ar Vrezhoned wellañ o deus klasket adalek ar mare-se hentoù nevez a-benn adsevel ar vro. Gwelout a reomp da skouer gouizieion o ’n em dreiñ etrezek an hengounioù broadel hag o klask diwall an teñzorioù-se diouzh an ankounac’h. Ur c’hantved a enklask m’o deus strivet Breizhiz d’en em zisheñvelaat dre o mennozioù ha dre o Istor diouzh ar re a felle dezho bezañ o mistri hag o heñvelaat outo. Moarvat n’eo ket klok ar stourm-se, hogen dellezek eo buhezioù ar stourmerion bennañ da vezañ studiet. Menegomp da gentañ Nouel du FAIL, ganet e 1520 e maner Kastell-Letard e parrez Sant-Hermelen-Roazhon , hag a vrezelias e-pad un nebeut bloavezhioù da gentañ en armeoù Kont Enghien. Distro da Roazhon e teuas a-benn e 1553 da gaout ur gador evel kuzulier er Prezidial nevez savet. Eitek vloaz diwezhatoc’h, e 1571, e teuas da vezañ kuzulier Breudoù Breizh. Brudet eo dreist-holl en abeg d’e zastumad « Kounskridoù dastumet ha tennet diwar bouezusañ ha lidekañ Disentezioù Breudoù Breizh » savet evel ma skrive e-unan en e lizher-digeriñ d’e warezour, priñs ar Gemene, evit dihuniñ spered an Aotrounez Komiserion karget gant ar Roue da adreizhañ ar C’hustumoù. Adalek an amzer-se, e klaske ar C’hallaoued adreizhañ lezennoù hor bro, hervez o zreuzsoñjoù, daoust ma oa bet divizet mat ar c’hontrol er Feur-Emglev. Diouzh o zu e fellas ivez da Vrezhoned kalonek ’zo en em harpañ war ar gwir degemeret e Breizh abaoe kantvedoù evit herzel ouzh adframmidigezh o bro gant an estren. E-keñver lezennerezh emañ dastumad Nouel du FAIL e-touez ar re bouezusañ, met ken talvoudus-all eo c’hoazh e oberenn evit istorourion ar 16t kantved e Breizh. Ur Breizhad all brudet er mare zo anezhañ Eginer BARON, genidik a Vro-Leon. E gavout a reomp o kelenn ar gwir e Skol-Veur Bourges. Nouel du FAIL e-unan a daolenn deomp dremm ar paotr-kozh BARON, pintet uhel en e gador-gelenn, gant e robenn dafetas, e varv brizh, hir hag en dizurzh. E glevout a reer o kelenn gant e vouezh goapaus, leun a fentigelloù a-hed e brezegennoù, un tamm evel Jarl PRIEL o tanevellañ e veajoù gant farsadennoù a bep doare. E oberennoù avat skrivet e latin n’en diskouezont ket evel-se. D’an nebeutañ e c’haller gwelout e meur a arroud pegen stag e chome ar brezhoneger-se ouzh Breizh ha pegen divorc’hed-kaer e rae eus ar galleg ul lingua peregrina, da lavarout eo ur yezh estren. An dra-se hepken, e-kreiz ar 16t kantved a vefe a-walc’h evit mirout en hon touez anv ar gwiraour kozh kreouichennek. E-touez ar re vrudetañ er 16t kantved-se emañ diogel-mat an istorour Beltram an ARC’HANTREG, ganet e Gwizurieg e 1519, eus un tiegezh a eskopti Roazhon. E dad, Pêr an ARC’HANTREG, a voe an hini kentañ, war a lavared, o kuitaat ar c’hleze evit ar sae. Ober a reas berzh bras en e vicher. Galvet e 1526 d’ar garg a seneskal e Roazhon, e c’hoarias ur roll uhel en divizoù ankenius a zisoc’has da Feur-Emglev 1532 a stage Breizh ouzh Bro-C’hall. E 1546, gant ar gozhni o tont, e tilezas Pêr an ARC’HANTREG e garg a seneskal d’e vab Beltram. Pa voe savet kadorioù-prezidialed e tegouezhas gant Beltram an ARC’HANTREG bezañ kadoriad Prezidial Roazhon. Diwezhatoc’h, pa voe graet diforc’h etre ar garg a seneskal hag an hini a gadoriad ar Prezidial, e paouezas an ARC’HANTREG a vezañ seneskal, hogen chom a reas kadoriad Prezidial Poazhon, ha kenderc’hel a reas da seveniñ e gefridioù betek 1589, ur bloavezh a-raok e varv. En e gefridioù lezvarnel e tennas buan Beltram an ARC’HANTREG an evezh warnañ dre ledander ha spister e anaoudegezhioù war ar gwir ha surentez e skiant-prenet. A-hend-all, pell e oa diouzh bezañ {110}kemeret penn-da-benn gant aferioù boutin ar Prezidial. Labourer pennek ha spered hollvedel evel ma oad d’ar 16t kantved, ne chome estren dezhañ skourr ebet eus an anaoudegezhioù denel. Dedennet e voe koulskoude da gentañ gant div rannstudi : ar gwir hag an Istor. En abeg d’e vicher e voe an ARC’HANTREG ur gwiraour a-raok pep tra all. Kemeret en deus ul lec’h a-ziforc’h en Istor ar gwir kustum breizhek. Evel displegour ar C’hustum en deus kempennet ur savadur chomet abaoe hep e bar. Met n’eo ket bet hepken un displegour. Dre e vurutelladennoù war destenn ar C’hustum embannet ent-kefridiel e 1539 e strivas kalz evit lakaat adreizhañ anezhi diouzh spered ar vro. Kemer a reas perzh bras en adreizhadur-se a zisoc’has e 1580 da embannidigezh ar C’hustum Nevez. Beltram an ARC’HANTREG n’eo ket anavezet hepken en Istor ar Gwir breizhek. Levezon vras en deus bet e oberenn war emdroadur ar gwir er broioù all. Broadelour ha stag-mat ouzh Kustum e vro, ouzh ar patriae Britonum leges, an ARC’HANTREG, mar skriv e zivizoù e latin, mar gra dave alies hervez giz e amzer, da zisplegourion ar gwir romanek, n’eo dalc’het tamm ebet gant mennozioù ar gwir romanek. Pa eneber outañ bri ar Corpus Juris Civilis, e tifenn fraezh talvoudegezh Kustum Kozh-Meurbet Breizh. Evitañ e c’hell ar gwir romanek pourchas ur steuenn met tamm ebet bezañ ur chadenn pe ur frammadur endalc’hus. Ne fell ket dezhañ muioc’h lakaat boazioù Breizh da blegañ da voazioù Bro-C’hall. Ra dalvezo d’ar C’hallaoued o gwirioù, emezañ, evidomp-ni, miromp hon gwirioù diforc’h. Kompren a reer e ve deuet Beltram an ARC’HANTREG, gant seurt mennozioù pell diouzh hetiñ unvanidigezh kustumoù Breizh ha Bro-C’hall, da vezañ en enep ur stourmer mennet evit emrenerezh e vro. Ar studiadennoù en deus gouestlet da gudenn ar gwirioù denel ha trael o deus bet kalz levezon, n’eo ket e Breizh hepken, met ivez en Izelvroioù hag e Bro-C’hall. Diazezet o deus ar ARC’HANTREG evel pennrener war ar gwir. Hiziv c’hoazh, pa studier orin ar gwir prevez etrevroadel, e ranker menegiñ anv an ARC’HANTREG. Lezennour, Beltram an ARC’HANTREG zo bet ivez un istorour. E 1541, da 22 vloaz hepken, e skrive e latin un Istor Breizh chomet diembann. Un herezh a diegezh e oa evitañ ur broud ken abred d’an Istor. O ’n em stagañ ouzh Istor Breizh e kerzhe war roudoù e eontr Pêr ar BAOD. Pa fello da Stadoù Breizh un nebeut bloavezhioù diwezhatoc’h embann un Istor eus Dugelezh Vreizh, e c’houlennint digant Beltram an ARC’HANTREG, brudet ma oa dre e enklaskoù war ar gwir hag al levezon en doa bet dre e striv da adreizhañ ar C’hustum. Asantiñ a reas laouen, evurus evel ma lavar, da stourm « evit brud ar vro-mañ hag evit tennañ diouzh ar bez eñvor ar c’horfoù kalonek a zo dalc’het ennañ ». Met an Istor-se, skrivet e galleg hag embannet e 1582 a dalvezas dezhañ trubuilhoù grevus. An oberenn a voe end-eeun flatret da bParlamant Paris evel kontrol da « vrud vat roueed Frañs, o rouantelezh hag an anv gall ». An tamalloù douget war an oberenn a zisoc’has da lakaat krog warni ha d’he c’hondaoniñ. Ne voe nemet gant an diviz ma ve degaset kemmadennoù eo e c’hellas an ARC’HANTREG prientiñ un embannadur nevez un nebeut bloavezhioù goude, e 1588. Doug Beltram an ARC’HANTREG a oa bet dalc’hmat difenn Breizh hag he duged ouzh Bro-C’hall hag he roueed. En abeg d’e vrogarantez enta e c’haller anzav eo bet un istorour kalonek ha brogar, ouzhpenn bezañ ul lezennour bras. Ne oa ket a-walc’h an diaesterioù deuet da heul embannidigezh e Istor Breizh. Trubuilhoù grevusoc’h a gargas an ARC’HANTREG a anken a-hed bloavezhioù diwezhañ ur vuhez tremenet betek neuze sioul ha doujet. En e rakskrid d’e Istor e ra meneg eus ar strafuilhoù a zo abaoe bloavezhioù o trastañ Bro-C’hall, ha laouenaat a ra o welout eo bet diwallet Breizh dre c’hras Doue diouzh ar reuzioù gwadek tarzhet e meur a lec’h. Hogen Breizh a voe tizhet d’he zro. An ARC’HANTREG hag e dud a gemeras perzh e Kevre ar Re-Unanet. Ne c’hallas ket ar C’hevre bezañ diazezet e Roazhon en un doare padus. Goude Devezh ar Bardelloù, an 13 meurzh 1589, ha donedigezh an Dug Merkeur e Roazhon e tiflipas ar gêr-mañ diouzh e c’halloud, adalek ar 5 ebrel, evit kouezhañ da bad dindan Re ar Roue. Lakaet e ve an ARC’HANTREG da baeañ ker e vennozioù a-du gant ar C’hevre. Ar re-mañ ne oant kuzh evit den. En enklask digoret gant ar seneskal LE MENEUST enep ar Re-Unanet e lenner meur a wech anv an ARC’HANTREG. Displegañ a reer eo e ti an ARC’HANTREG en em vode renerion ar Re-Unanet, da vare ar Bardelloù, pa greded e oa ar C’hevre mestr war Roazhon : « O verennañ hag o koaniañ eno e tivizent a-zivout o aferioù en un doare kuzh-kenan ». An ARC’HANTREG, war a lavared, en doa en e gerz roll izili ar C’hevre. Lakizion Vro-C’hall a gavas aze un digarez evit tamall an den. Da heul ar furchadennoù graet en e di n’en em santas ket ken an ARC’HANTREG e surentez e Roazhon. Plegañ a reas da guitaat ur gêr n’en doa nemet trubuilh da c’hortoz enni, hag en em dennañ a reas e ti keneiled, e maner Tizieg. Ne zaleas ket da gouezhañ klañv, ha mervel a reas an 13 c’hwevrer 1590. Buhez Beltram an ARC’HANTREG, na gaver amañ nemet un diverrañ anezhi, zo dellezek da vezañ studiet hiroc’h. Er stad m’emañ ar studioù breizhek en ur vro dalc’het gant an estren eo diaes dont da c’houzout resis pe stourmoù a zo bet renet gant hon diaraogerion ha moarvat e vo ret gortoz imbourc’hioù spisoc’h a-berzh ur Skol-Veur vrezhonek pa hor bo unan, evit gallout embann dielloù prizius a chom kuzhet ouzhimp evit ar mare dre ziouer a amzer evit furchal. N’eo ket a-walc’h sevel ul Lennegezh evit adsevel spered ur vro. Studi an Istor, dreist-holl pa’z eo bet renet e yezh ar vro, zo ivez pouezus-bras, ma n’eo ket pouezusoc’h, evit derc’hel e-touez ar renerion hag e-touez ar bobl un emskiant don eus ar vroadelezh hag ar Stad. Ar re a zo mennet bremañ da adsevel ar Stad Vrezhon a gavo ivez e buhez an dud a Stad ken niverus e Breizh abaoe an amzerioù koshañ peadra da brederiañ a-zivout an dlead hag an enor degouezhet dezho. Emsav 5. Mae 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.