AL LEDEMSAVIOU
Ar galloud gall zo mennet d’ober ac’hanomp Frañsizion hag eus hor bro un tamm eus Frañs. An Emsav brezhon, diouzh e du, zo mennet da derriñ ar galloud gall en hor bro ha da reiñ da bobl Vreizh perc’henniezh war he feadra ha mestroni war he zonkadur. Dre-se ne c’haller ket meizañ ar c’heñverioù etre an Emsav hag ar galloud gall e termenoù a emglev nag a beoc’h, hogen e termenoù a enebouriezh hag a vrezel. E gwir, brezel zo e Breizh abaoe deiz kentañ an Emsav. E mareoù ’zo e vez kriz ha gwadus, e mareoù all e vez mut, evel un tan dindan al ludu. Hogen ne baouez ket. Ne c’hallo paouez nemet gant dibenn ar galloud gall e Breizh. Ar brezel renet gant Emsav ur bobl-suj ouzh ar galloud sujer, ar brezel dispac’hel, a c’houlenn digant an Emsav-dieubiñ perzhioù n’int ket re ul lu reoliek savet gant ur riez enep d’ur riez all. Al lu reoliek zo un nerzh fizikel diforc’h, ma n’eo ket distag, diouzh nerzh speredel ar vro. Al lu dispac’hel zo da gentañ un nerzh speredel : drezañ e tifluk spered ar vro diouzh noz ar sujidigezh. Dre-se, an emgannoù kentañ en deus da ren zo emgannoù speredel : an nerzh fizikel a zeu dezhañ da heul e drec’hioù war dachenn ar spered. An emgann dispac’hel a vez renet da gentañ e-pad pell amzer war dachenn ar spered. Anez kompren ar wirionez-se, ne gomprener netra er pezh a dremen e Breizh abaoe derou ar c’hantved-mañ. Evel e pep bro-suj ez eo chomet bresk ha diwar-c’horre enkorfidigezh ar galloud gall e Breizh. Ha pa ve un den hepken o nac’h, en anv ur galloud brezhon, bezañ korf dezhañ e oar ar galloud gall emañ en arvar. Setu perak en deus bepred renet ur stourm evezhiek, poellek ha didruez ouzh an Emsav. Dirak ar peoc’h roet d’an Emsav abaoe un nebeut bloavezhioù e ve douget brogarourion ’zo da grediñ, evel ma lavaront « o deus ar C’hallaoued komprenet a-benn ar fin hag emaint o vont da reiñ he gwirioù da Vreizh ». Hogen ar C’hallaoued n’int ket bugale evel hor brogarourion hegredik. Gwir eo, betek 1946 ne gilas ket ar galloud gall dirak an hentoù fizikel evit distrujañ an Emsav : ar bac’hadennoù, an telloù-kastiz, al lazhadennoù. Mar kavas spletusoc’h kemmañ doare-ober a-c’houdevezh, e oa daou abeg : a) dinerzhet e oa evit pell amzer an Emsav da heul an distruj fizikel end-eeun b) diouzh an tu all e oa krog mat an Emsav da gemer pouez e buhez pobl Vreizh. Reiñ a reas tu da ziwanañ da furmoù a gemere neuz an Emsav, hogen na anavezent ket an Emsav d’o mammenn ; na gemerent ket diazez war an Emsav-kent, hogen war ar pezh a anvent ar « bobl » hag a oa e gwirionez frammoù gall ar gevredigezh vreizhat. En em ouestlañ a raent da zifenn Breizh, hogen ur Vreizh poblet gant Frañsizion ; da zifenn ar brezhoneg, hag ar brezhoneg krouet gant Gwalarn zoken, hogen spazhet diouzh kelennadurezh Gwalarn. An « Emsav »-kartoñs-se a voe diskouezet dezhañ e lec’hig er gevredigezh. Goude an distruj fizikel e klaske ar galloud gall distrujañ an Emsav war-eeun dre ar spered. Ar furmoù-se, lakaet da dremen evit an Emsav goude an eil brezel-bed, n’int ket bet c’hoazh studiet ent-ouiziel, da lavarout eo gant ar gevredadouriezh. Unvezioù hiron ez eus anezho, o tennañ war un dro d’an Emsav ha d’ar galloud gall. Hep an Emsav drevezet ganto n’o dije neuz ebet ; hep ar galloud gall a ro lec’h dezho n’o dije bezoud ebet. Setu perak e reomp ledemsavioù eus ar furmoù-se. Kemeromp skouer anvek an doare embannet gant Skol-Veur gall Roazhon da skrivañ ar brezhoneg. Hep an urzhioù gall ne vije ket bet eus an doare-skrivañ-se ; hep an Emsav kennebeut, rak ar brezhoneg diorreet gant an Emsav, ha hemañ hepken, a c’halle talvezout d’an embregadenn. Un devoud hollek eo al ledemsavioù, ha n’eo ket un devoud brezhon hepken. O c’havout a reer e-kichen an holl emsavioù dispac’hel. Klokoc’h e vint studiet e lec’h all. Diskouezet e vo da skouer penaos e c’haller displegañ un darn vat eus o obererezh dre anadenn an heklev : o emdroadur a heuilh dre vras emdroadur an Emsav e-unan e-ser drevezadennoù mui pe vui daleet, dinerzhet, disteriet, dibaliet, evel ma heuilh an heklev son ar vouezh wirion. Amañ e pouezimp war daou zoare eus al ledemsavioù e kement ha ma’z int furmoù kevredadel : – ur wech krouet, ne emdroont ket dre ret hervez ar mennadoù o deus renet war o c’hrouidigezh ; – o emdroadur zo muioc’h e dalc’h ar furmoù kevredadel a zo en-dro dezho eget en hini youl an dud a zo enno. E gerioù all, al ledemsavioù zo furmoù engehentet gant poell politikel ar C’hallaoued ha ganet gant diboell politikel Brezhoned ’zo. Ur wech ganet avat n’emaint ket ken war-eeun dindan c’halloud ar C’hallaoued, na muioc’h dindan renerezh leun o izili. Emaint da gentañ dindan levezon ar furmoù kevredadel all a zo en-dro dezho, ha da gentañ an Emsav, a drevezont, hag ar galloud gall, a ro goudor dezho. Diwanet int diouzh youl ar galloud gall da zistrujañ an Emsav ; binvioù a c’hellont bezañ etre daouarn an Emsav evit distrujañ ar galloud gall. An Emsav enta n’en deus ket da zianaout al ledemsavioù. Emell a dle kaout enno, un emell war an dachenn, diouzh an degouezh pemdeziek. N’eus ket da welout aze moarvat un emell a gentañ renk, unan eo koulskoude a c’houlenn digant an emsaverion ur stummadur mat hag ur genurzh strizh. An anaoudegezhioù displeget amañ a zle talvezout en ur c’heñver all : hini an dud hag an enebiezhoù savet etrezo en arbenn eus al ledemsavioù. Brogarourion wirion zo el ledemsavioù ; soñjal a c’haller bepred n’emañ ket o flas eno, ha n’o deus ket bet ar stummadur politikel ret evit tremen e-biou d’an trap ; ober gaou outo eo avat dianaout int brogarourion wirion. O fazi eo krediñ e c’hallint « degas al ledemsavioù war hent ar vro », ha se dre ul labour hiniennel. Ne ouzont ket e sent da gentañ ur furm gevredadel ouzh levezon ar furmoù kevredadel all a zo en-dro dezhi : an nerzh nemetañ gouest da dennañ mad ar vro eus al ledemsavioù eo an Emsav, hag eñ nemetañ, gant ma ouezo diorren ul levezon greñv en-dro dezhañ. Ne ouzont ket ivez ned eo ket ur furm gevredadel evit kemmañ kefridi hep mont da get : lusket e voe al ledemsavioù gant ur gefridi a zistruj ; ne c’hell an Emsav a dleent distrujañ tennañ e vad diouto nemet dre o distreiñ ouzh o lusker gall. Pell diouzhimp lakaat emañ ar gwir gant tud al ledemsavioù kenkoulz ha gant tud an Emsav, evel ma lavarfe a-walc’h brogarourion verrboellik. Ken fazius-all avat e ve ober enebourion a-vloc’h eus tud al ledemsavioù. Al ledemsavioù zo un trap digor etre an Emsav hag ar galloud gall. Un dañjer int evit an Emsav. Un dañjer int ivez evit ar Stad C’hall. Unan eus o maezioù-emgann ez int. Evit ar vrogarourion kouezhet e-barzh, n’eus ken gortoz d’ober nemet ma raint an dibab o zenno er-maez eus an trap, ha ma kemerint renk en Emsav.Emsav . Mae 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.