PELEC’H GWRIZIENNAÑ ?
 
 
 
Anv a reer a wriziennadur. Ur c’heal skeudennek eo hag aes da veizañ, war a greder da nebeutañ : stag eo pep hini ac’hanomp ouzh ur c’horn-bed, ouzh ur c’helc’hiad tud, ur rouedad voazioù ; kement-se, a zeskrivomp evel hor stuzegezh, a ve evel an atil ma sankfemp hor gwrizioù ennañ. Gwriziennañ a ve enta kendoniañ gant ar stuzegezh o ren el lec’h m’emeur o vevañ ; da heul e ve an diwriziennadur da veizañ evel un diframmadur diouzh ar stuzegezh : diwriziennet e ve an divroad peogwir ne ve ket an atil estren evit magañ e askre. Ur meizadur eo, hag e zifennourion en deus. Diwarnañ e luske ar genvroiz-se a welemp « o vont d’ar bobl » evel ma lavarent. « Mont d’ar bobl » evito oa kemer da batrom doareoù bevañ, komz ha soñjal plouezidi ar C’hornog, e gerioù all gwriziennañ e stuzegezh ar maezioù brezhoneger. Mennad ar gelaouenn Brud e oa. Damheñvel e voe e Rusia kant vloaz ’zo luskad an Narodniki, an dispac’herion yaouank-se a venne ivez « mont d’ar bobl » hag a rede ar maezioù gant gwiskamantoù kouerion en-dro dezho. Rankout a rae c’hwitout an Narodniki rusian, hag ar re vrezhon, rak faos eo ar meizadur ma kemerent harp warnañ : faos eo lavarout e wrizienner er stuzegezh. Merkomp n’eus netra stabil er stuzegezhioù ; o natur eo kemmañ dizehan : en holl vroioù abaoe kant vloaz o deus un niver bras a blouezidi troket o stuzegezh ouzh hini ar c’hêrioù hep na ve ret komz a ziwriziennadur evit-se. Ar stuzegezh n’eo e nep doare un embregerezh a rener ; hogen an elfennoù a ya d’hec’h ober a zisoc’h diouzh an embregerezhioù diseurt a gemer an dud, – pe a vezont lakaet da gemer, – perzh enno. Sellomp ouzh an eilpennadur devoudet en holl stuzegezhioù gant ar greantelaat hag ar skoliañ ret hag hollek. Ar gwriziennadur enta n’eo ket ur perzh gouzañvat , en em vagañ gant stuzegezh ur c’horn-bro, – met ar perzh oberiat a gemerer en embregerezhioù ma tisoc’h diouto ar stuzegezh. Dre-se, ar re a sell an diwriziennañ evel un heuliad d’an divroañ a gemer ar gudenn dre an tu-gin : n’eo ket peogwir e tivroont e tiwrizienn ar Vrezhoned, met peogwir int diwriziennet eo e sellont ouzh an divroañ evel an diskoulm d’o enkadenn armerzhel. Tud diwriziennet int war zouar o c’havell, ken ma ranker ober anv eus stuzegezhioù an diwriziennadur, – ken ez eo amoet lavarout « bezañ gwriziennet er bobl » : talvezout a rafe kement ha « bezañ gwriziennet en diwriziennadur ». Na vezomp ket touellet gant ster bevoniel ar verb « gwriziennañ ». Ne empleg ket ez eo mab-den ur meni plantenn, mat hepken da sunañ ar madoù speredel a zo en-dro dezhi. Er c’hontrol, adalek ar mare ma komzer eus degemerout madoù speredel, e tleer goulenn pelec’h e vezont krouet. Tezenn Brud eo e tiflukont diouto o-unan e metou ar stuzegezh, evel Gwener a-greiz an tonnoù, – met ne c’hoarvez ket ar burzhud-se. An Narodniki ivez a grede e tlee an ober dispac’hel diwanañ diouzh perzhioù gouzañvat ar bobl, – goût a ouzer penaos en o dizarbennas LENIN en e skrid Petra ober ? Ar madoù speredel a gaver er stuzegezh n’emañ ket o andon er stuzegezh. Dindan o stumm-beveziñ emaint enni, o lec’h-kenderc’hañ avat eo ar sevenadur. Daou ster a ranker diforc’hañ d’ar ger sevenadur. Ar sevenadur er ster gwan eo ar pezh a zo bet sevenet, disoc’h ur seveniñ tremenet. Er ster-se ez anavezomp sevenadur ar Gelted kozh. Er ster kreñv ez eo ar seveniñ e-unan, da lavarout eo hon ober-bremañ. N’eo ket forzh petore ober avat. Gwelet hon eus penaos e chom oberoù ’zo eus an tremened bezant ha bev-mat en oberoù-bremañ. An oberoù-se hepken zo dellezek eus an titl a sevenadur er ster kreñv. Galloudegezh ur seveniñ, pinvidigezh ur sevenadur a vez bepred diouzh puilhentez ha talvoudegezh an endoniad-se a oberoù « tremenet » bezant en oberoù-bremañ. An endoniad-se eo ar gwrizioù gwirion. Hag ur bobl gwriziennet eo ur bobl a zo bezant en he seveniñ-bremañ un heuliad didorr a luskadoù-seveniñ « tremenet » – diouzh sell an hanez – hogen bev bepred. An diwriziennadur eo an torr a laka an oberoù-bremañ er-maez eus hil an oberoù tremenet. An den diwriziennet eo an hini n’eo micherour war stern sevenadur ebet. Ganet e c’haller bezañ diwriziennet, hag ur boblañs a-bezh, dezhi koulskoude ur stuzegezh puilh, ur folklor skedus, a c’hell bezañ ur boblañs diwriziennet : heñvel eo ouzh un dervenn karget a zelioù rous a vo he delioù diwezhañ, rak marvet eo. Ar sevenadur er ster kreñv eo lec’h gwirion ar gwriziennañ ha n’eus hini all ebet. Sellomp ouzh hor bro. Pelec’h emañ ar sevenadur ? Ur sevenadur, er ster gwan, zo anat diouzhtu : ar sevenadur gall. Er ster gwan, emezomp, rak n’eo ket hor pobl en krouas, n’eo ket ennomp emañ an endoniad bev anezhañ, n’eo ket ni ar vicherourion war ar stern anezhañ. Madoù-beveziñ enporzhiet n’eo ken ar sevenadur gall e Breizh. E yezh an armerzh, e lavarimp n’eo ket ken ar seveniñ brezhon abaoe kantvedoù evit bastañ d’an ezhommoù : un dienez vras a sevenerion a ren en hor bro ; ken ma rank hor pobl bevañ diwar enporzhiadurioù sevenadurel estren. An enporzhiadurioù avat a ranker bepred paeañ : pa ne c’haller ket reiñ ezporzhiadurioù en eskemm, e ranker en em reiñ an unan ; perc’hennet eo bet Breizh gant an estrenion a vaste dezhi frouezh o sevenadur ; aze emañ ster ar milved diwezhañ eus hon Istor. Souezh ebet e ve meizet, ha gant Breizhiz o-unan, evel treuzgeot e park ar sevenadur gall ar pezh a chom eus ar stuzegezh vrezhon henvoazel. Piv e Breizh a harzas ouzh daouarn ar c’hwennerion, a viras ouzh embregerezh ar « Simbol » a beurober e gefridi ? Da dud diwriziennet eo gwelloc’h c’hoazh ur sevenadur er ster gwan eget sevenadur ebet. Padal, ur sevenadur er ster kreñv hon eus e Breizh, da lavarout eo ur seveniñ gwriziennet en ober ar remziadoù tremenet : an Emsav eo. Komprenomp mat. Pa lavaromp an Emsav, ne venegomp ket un dra difetis, ur perzh speredel digig, un emzalc’h-emsevel hollek. Komz a reomp eus an Emsav-embregerezh, da lavarout eo eus ar c’horf fetis a dud a labour da grouiñ ur vroad vrezhon nevez. N’eus nemet an Emsav, daoust d’e wander ha d’e sioù, a zo dellezek eus an anv a sevenadur e Breizh ; dioutañ e tifluko ur sevenadur brezhon, pe ne vo biken anezhañ. Dre-se, emañ hor gwrizioù en Emsav, ne c’hellont bezañ e nep lec’h all. Poent eo peurziskar mojenn ar « gwriziennañ er bobl ». Plas an emsaverion zo e Breizh, e-touez an dud, n’eo ket evit kavout gwrizioù enno, met evit reiñ gwrizioù dezho. Ar ster-se hepken a c’hell bezañ d’ar gerioù « mont d’ar bobl ». Ar pezh a zegas an Emsav d’ar bobl vrezhon eo un ober gwriziennet, da lavarout eo he sevenadur. Dre-se, ne c’haller gwriziennañ e Breizh anez gwriziennañ en Emsav. Emsav.6 Mezheven 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.