LEC’H GWALARN EN EMSAV.1
LEC’H GWALARN EN EMSAV Savet e voe Gwalarn e 1925. Er penn kentañ ne voe anezhi nemet « adniverenn lennegel trimiziek Breiz Atao ». Roparz HEMON, en doa embannet meur a bennad brezhonek e Breiz Atao er bloavezhioù a-raok, a gemere renerezh an « adniverenn »-se, he distage da vat diouzh he magerez er bloaz goude, hag a chome he rener betek he niverenn 165, an hini diwezhañ, deuet er-maez e mezheven 1944. Trimiziek etre 1925 ha 1930, e voe Gwalarn miziek diwar here 1930, – nemet etre gwengolo 1939 ha gouere 1940, ma ne voe moulet niverenn ebet. Bras eo bet pouez ha levezon Gwalarn e buhez hor yezh, e buhez hon lennegezh, e buhez hon Emsav. Gwalarn hag ar brezhoneg. Aozet e oa bet ar yezh unvan gant VALLEE, Meven MORDIERN hag ERNAULT . Gwalarn a voe ar gelaouenn gentañ oc’h ober a-zevri gant ar yezh unvan-se hag ouzh he lakaat da drec’hiñ. Hep Gwalarn e vije chomet aner labour tadoù ar yezh lennegel arnevez. Muioc’h a reas c’hoazh : dre dostaat kammed ha kammed ar yezh unvan ouzh ar gwenedeg, ar rannyezh chomet er-maez eus « Emglev ar Skrivagnerion », e kasas ar brezhoneg d’e beurunvanidigezh. E kavell Gwalarn enta eo bet ganet hor yezh-Stad. Evit kaout un alberz eus ar spered a rene war labour yezhel Gwalarn ez eo a-walc’h lenn arroudoù eus pennad Roparz HEMON : Danvez evit kentskrid ur geriadur (Gwalarn, Hañv 1927) : « Ne vo ket ar geriadur-mañ ul labour a ouiziegezh. Un dastumad gerioù hepken, kutuilhet ganin : 1. En oberoù krouerion ar brezhoneg lennegel. 2. En oberoù va c’henlabourerion. 3. Em oberoù-me. () Ne rin em labour meneg ebet eus doareoù lavar ar bobl. Ne rin em labour meneg ebet eus ar yezhoniezh. () Studiañ zo un dra. Un eil tra eo krouiñ. Ar studierion a gav lezennoù, – a zo mat pe fall evit o studi. Evit ar grouerion, avat, re strizh e vez lezennoù ar studierion. Peogwir ez eo ledanoc’h bed ar c’hrouer eget bed ar studier. N’eo ket gant ar viskoulenn e tesk ar valafenn nijal. « Pennañ ali a roer dimp eo kemer yezh ar bobl da stur, ha kemm ar yezh-se nebeutañ ma c’hellomp. War zigarez na dleer ket kammañ kreskidigezh-natur ar yezhoù. Setu ali ar viskoulenn. « N’eo ket digant ur bobl, avat, damesaet ha dizesk, ma’z aimp da c’houlenn petra ’zo mat pe fall da lavarout, na gant gouizieion kennebeut, n’int netra ouzhpenn bezañ gouiziek ha berrwel. Yezh ar bobl a zegemeromp. N’eo ket d’en em chalañ gant lezennoù yezh ar bobl. Rak hervez al lezennoù-se ez eo barnet ar brezhoneg ha Breizh da vervel. Setu lavar ar valafenn. « En aner e lavarer din : risklus eo kement-se. O klask an Holl, ar pezh hoc’h eus a c’hellit koll. Respont : ar pezh am eus n’eo netra din hep an Holl. » Diaes eo dimp hiziv ijinañ an degemer a voe graet d’ar gelennadurezh-se. Diouzh un tu, un dornadig tud yaouank entanet a wele enni « tarzh un deiz nevez hag emsav ur sklerijenn splann » (Maodez GLANNDOUR). Diouzh an tu all, kunuc’hennoù, ha kunujennoù, ar skrivagnerion rannvroel hag o lennerion a wele dismegañset ganti kement tra o doa lakaet en o dlead enoriñ. Un heklev anezho a glevomp e-barzh pezh-c’hoari Jakez RIOU, Gorsedd digor : Ar Barzh-diouganer : « Ya, ur vandenn baotred yaouank, – tud a galite panevet-se – o deus kemeret da dad-paeron ar gwashañ avel a c’hwezh en Armor. Dre-se e verkont mat-tre e fell dezho ober foeltr ha nompas labour profitabl. O fallentez a zo ken don hag an oabl, hag an distruj a raint a vezo ken bras hag ar mor. N’eo ket saveteiñ ar brezhoneg eo a raint, nemet kas anezhañ da netra. » E gwir, ne rae an tousmac’h enep Gwalarn nemet kenderc’hel an tabut a durmude abaoe ur c’hantved en-dro da labourioù AR GONIDEG, KERVARKER ha VALLEE. Divrall en o roud e oa chomet daoust da bep tra reizherion hag arnevezourion ar brezhoneg. Gwalarn avat a zegase armoù nevez, ha da gentañ un termenadur fraezh d’o embregerezh. Betek neuze e oa en em gavet an holl a-du war ar poent-mañ : ret eo mirout ar brezhoneg. Ur c’h « Comité de Préservation du Breton » en doa savet VALLEE e derou ar c’hantved. Hogen o klask mirout ar brezhoneg (na oa nemet ur bruzhunadur a deodyezhoù, meizet avat gantañ evel ur yezh vroadel), en doa VALLEE krouet ur yezh nevez, broadel. Evel roue ar vojenn, ne c’hell an dispac’her stekiñ ouzh netra hep krouiñ : o strivañ da virout traoù kozh, gant ur sell avat a ya en tu all dezho, e krou traoù nevez. Alese ar rendaeloù luziet en-dro da gammedoù kentañ ar brezhoneg unvan : ar grouerion oc’h embann bezañ mirourion hepken, hag oc’h en em zifenn diouzh ar pec’hed a vezañ diskaret an traoù kozh ; mirourion wirion an traoù kozh (na oant evit gwir nemet mirourion teodyezh o farrez) o prouiñ hep poan edo ar grouerion-sañset-mirourion o kas ar « brezhoneg bev » da netra. Evel ur gontell er skoulmadell e teuas kelennadurezh Walarn : ar brezhoneg n’eo ket da virout, met da grouiñ. War washaat ez eas ar cholori evit ur pennad. Met neuze e oa lakaet pep hini en e roll, hag evel dleet e teue termener ar rolloù da vestr ar c’hoari ha da drec’hour. Gwalarn hag al lennegezh. Estreget skrivañ ur yezh unvan hag arnevez a zeskas ar skrivagnerion ober a-drugarez da Walarn : he skrivañ gant reizh ha sked a zeskjont ivez, pezh a oa dianav dezho betek neuze koulz lavaret. « Sed un dra a glever bemdez : ur yezh skrivet a vez graet gant ar skrivagnerion. E broioù ’zo ez eo gwir (). E Breizh, ar c’hontrol a zo c’hoarvezet. Ar yezh skrivet a zo bet drailhet, dispennet, diskolpet, disgraet gant ar skrivagnerion » Roparz HEMON, Tadoù ar Yezh, Gwalarn 6 1926 Gant strollad Gwalarn e teuas ar brezhoneg da vezañ benveg al linkañ mennozioù hag ar c’hizidikañ trivliadoù. Tu a oa a-benn ar fin da sevel oberennoù par d’ar re a vleunie er yezhoù all a sevenadurezh. Skridoù kenedus a oa bet savet a-ziagent e brezhoneg moarvat, hogen kondaonet e oa bet ar skrivagnerion gant skorted ha diasurded o yezh d’ar berranal spered : bac’het e vanent en talvoudoù lec’hel. « N’oa ket niverus strollad kentañ he skrivagnerion. Pa vo bet meneget Roparz HEMON, Youenn DREZEN, Olier AP SULIAU, ABEOZEN, Frañsez VALLEE, Jakez KERRIEN, Yann-Eozen JARL, ha diwezhatoc’hik Jakez RIOU ha KERVERZIOU e vezo klok ar roll pe dost » . Ken rouez e oa al lennerion, peogwir, war a lavarer, ne oant ket ouzhpenn pemont. E rakjedoù Roparz HEMON edo an niveroù bihan-se, pa skrive, bloaz a-raok sevel Gwalarn, en e bennad Lennegezh embannet gant Breiz Atao : « Ret e vo dimp kaout un nebeut skrivagnerion o devo ar galon da skrivañ hep gortoz bezañ lennet gant an holl dud desket zoken ; skrivañ evit hanter-kant, pe ugent, pe zek, pe evito o-unan marteze. () Gwirheñvel eo ne vo ket komprenet o dezo, hag e vint goapaet, hag e kavint muioc’h a enebourion eget a vignoned. » Krouerez al lennegezh vroadel vrezhon e voe Gwalarn. Krouiñ a reas skrivagnerion diouzh ur patrom nevez : tra ma save ar skrivagnerion gozh o oberoù diouzh blaz o lennerion, e fellas d’ar bagadig arzourion yaouank bodet gant Roparz HEMON (an holl, nemet VALLEE, a oa etre 24 ha 30 vloaz) stummañ o lennerion diouzh o oberoù, krouiñ ivez lennerion nevez e Breizh. Hag, evit gwir, e voazjont da sevel o skridoù evit an dornadig eus o lennerion evel evit ur bobl nevez a Vrezhoned. Ne vern ket amañ e ve aet ar varzhed hag ar gontadennourion-se da glask o awen e korn-bro o c’havell, – evel ma rae Jakez RIOU pe Youenn DREZEN, – pe get : ar pezh a zo da verkañ eo e krouent evit ar Brezhon nevez. Aze ivez e voe taer ar stroñsadenn e bed al Lizheroù brezhon. Eneberion a savas. N’eo ket ganto koulskoude edo an diaested, met gant ar skrivagnerion nevez o-unan, rak ne oa ket stummet o fluennoù c’hoazh diouzh ar mennad a felle dezho seveniñ. Aze ivez e chomas dibleg Roparz HEMON, evel ma tiskouez an notenn-mañ embannet e traoñ pajenn diwezhañ eil niverenn Gwalarn (1925) : ALI d’ar re a gav dezho ez eus re a droidigezhioù e GWALARN ha re nebeut a oberennoù breizhat. Emsav.6 Mezheven 1967.  ______________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.