PENAOS ANAOUT AN EMSAV WAR AN DACHENN ?

Gant talbenn kantadoù a gevredigezhioù emañ meneget anv Breizh. Un arouez vat eo marteze ; un dra fall ivez en arbenn da niver bras an dud yaouank a vez sunet bep bloaz gant ar spoueenn ganttoullek-se ha kollet evit an Emsav. Koulskoude na daolomp ket re vuan ar bec’h war ar bodadoù a virfe ouzh yaouankiz ar vro a anaout an Emsav, rak zoken p’he deus tro ar yaouankiz da gejañ gantañ, n’en em ziskouez ket an Emsav outi evit ar pezh ez eo.

Un dra zo : ne oar ket an emsaverion termenañ an Emsav. Palioù an Emsav a anavezont, hogen pa rankont dibab war an dachenn petra zo Emsav ha petra n’eo ket e vanont gwall ziasur ha rannet kenetrezo. Gant reoù e franka an harzoù betek gronnañ ar C’helc’hioù Keltiek, ar C.E.L.I.B., h.a. ; gant reoù all ne chom e-barzh nemet un dornadig obererion hepken : diouzh un tu ar spered a unvaniezh, diouzh an tu all ar spered a c’hlanded, – biskoazh hevelep kevezerezh a vertuzioù ! Kentañ vertuz da gaout amañ avat eo gwelout sklaer. An dispisweled a glasker kuzhat a-dreñv vertuzioù n’o deus netra d’ober en degouezh.

Amsklaer eo evit gwir bevennoù an Emsav, mar o c’heñverier da skouer gant bevennoù ur riez. Anat eo an abeg : an Emsav n’eo ket ur gevredigezh diazezet, met un embregerezh-diazezañ. Enni hec’h-unan emañ pal ar riez. En dazont emañ pal an Emsav.

An diforc’h-mañ diwezhañ a laka anat fazi ar re a dres bevennoù d’an Emsav etre an dud pe etre ar strolladoù. Klask a reont bonnañ an Emsav dre sellout ouzh e stad-bremañ, ouzh ar remziad-bremañ, evel pa vije da gavout eno ar gwel fraezh na vo kavet nemet en diazezadur end-eeun a glozo amzervezh an Emsav.

En hent emañ an Emsav ; evit e gompren e ranker sellout ouzh an hentad a-bezh. N’eo ket a-walc’h sellout ouzh hor c’hempredidi : pobl Vreizh n’eo ket hepken ar remziad-bremañ, met hollad ar remziadoù tremenet, bremañ ha da zont. An Emsav e-unan ne c’haller ket anaout dre sellout ouzh hor remziad hepken, rak an hollad ez eo eus ar pezh a voe, a zo hag a vo an Emsav. Pe, er yezh resis, gant ar sell treadegel e tleer klokaat ar sell kevadegel .

Kentañ atersoù a zeu d’ar spered eo ar re-mañ : pe liamm zo d’an Emsav eus ur remziad d’egile ? Petra a ra anezhañ un unvez ? A belec’h e teu dezhañ e genstagded ?

Amañ eo dav dimp reiñ un nebeut termenadurioù. Greomp kenvezañ eus ar c’heñver a zo etre obererezhioù daou gempredad n’o deus ket darempred etrezo na levezon an eil war egile. Greomp kedvezañ eus ar c’heñver-se pa c’hoari levezon an eil war ober egile, – ar genlevezon-se o vont e degouezhioù ’zo betek ar c’henlabour, pe c’hoazh betek kendeuzadur an daou obererezh en unan.

Ur c’heñver all a zo, un tammig diaesoc’h da zisplegañ, evitañ da vezañ pouezus-bras. Sellomp da skouer ouzh ar c’heñver etre labour VALLEE, pe gentoc’h Breuriezh ar Brezhoneg ha Gwalarn. Boas eur da lavarout e kemeras Gwalarn diazez war labour ar Vreuriezh ; mat eo resisaat : daou dra a zegemeras Gwalarn digant ar Vreuriezh, he mennadoù brogarour, ha frouezh he labour, ar yezh unvan.

Diwar ar mennadoù brogarour e tiorreas ur vuhez spered brezhon hollvedel ; ar yezh unvan a yeas da zanvez-krouiñ al lennegezh vrezhon arnevez. Ken ma c’hellomp sellout e pep ober, e pep ober emsavel da nebeutañ, un diavaez hag un diabarzh, an diavaez o vezañ ar frouezh douget gantañ, an diabarzh o vezañ an endoniad oberoù tremenet bezant ennañ . Greomp bonvezañ (bon = diazez, gwrizienn) eus ar c’heñver-se etre an oberoù tremenet hag an ober-bremañ pa zalc’h an ober-bremañ an oberoù tremenet en e endon, pe, evel ma lavarer c’hoazh, pa wrizienn an ober-bremañ en oberoù tremenet .

Dre ar bonvezañ eo e c’hell un emsav padout a remziad da remziad. Dre berzh ar bonvezañ ivez e ra berzh hag ez a war-raok, pa gresk a remziad da remziad an endoniad a oberoù bev bezant en e oberoù pemdeziek.

Dielfennañ an Emsav zo enta dielfennañ da gentañ an endoniad-se, ar bonveziad-se.

Dezrannañ a reer ar « gwiskadoù » anezhañ, a zo war un dro kammedoù an Emsav a-dreuz ar bloavezhioù : an emskiant {170}vroadel arnevez, frouezh ober remziadoù an 19t kantved ; ar brezhoneg yezh vroadel unvan, frouezh ober remziadoù derou an 20t kantved ; an den brezhon nevez ha termenadur e bal, ar vroad vrezhon nevez, frouezh ober remziadoù eil palevarzh ar c’hantved. Lavarout a c’haller ez a an Emsav war-raok hag e ra berzh, pa vir da vat pep remziad en endon e ober frouezh trec’hioù ar remziadoù-kent.

Dre-se e ranker dezvarn pep ober politikel diouzh an div bennelfenn-mañ :

– ar bonveziad anezhañ ; un ober emsavel ne c’hell ket lakaat en arvar parzh ebet eus bonveziad an Emsav ; enebemsavel e ve un ober a zegemerfe pep tra nemet an emskiant vroadel, pe pep tra nemet ar yezh pe ar yezh unvan, pe c’hoazh pep tra nemet ar pal krouiñ ur vroad nevez ;

Kompren a reer ivez ned eo ket oberoù ur remziad tremenet da vezañ barnet evel ma varner oberoù ar remziad-mañ ; ne c’haller ket rebech da VALLEE bezañ bet rannvroelour betek 1920, pa n’edo ket c’hoazh termenadur pal politikel an Emsav e-barzh bonveziad ober emsavel ar mare-se. Bremañ avat, en enep, p’eo bet termenet ar pal-se ez eo dizegemeradus a-grenn pep rannvroelouriezh.

– ar vonvezusted anezhañ, da lavarout eo e c’halloud da vezañ d’e dro bonveziad, gwrizienn da oberoù da zont.

Gant ar selledoù-se omp degaset d’ur meizadur spis ha pleustrek eus an Emsav. An Emsav n’eo ket ur strollad tud a vefed evit didoueziañ diouzh braz ar boblañs dre verzout warno un azon-diforc’hañ splann ; an Emsav n’eo ket muioc’h ur mennoz pe ur c’horf a vennozioù a glaskfed lakaat da dalvezout. Ur c’horf a oberoù eo, ereet strizh dre geñverioù kedvezañ ha bonvezañ. Un unvez kenstag diouzh ar sell kevadegel, ha dreist-holl diouzh ar sell treadegel.

Laosk eo bet e-pad pell amzer ar genstagded kevadegel en Emsav, al liammoù a genober skoulmet etrezo gant an emsaverion eus pep remziad o chom hiniennek, dibad, bresk en holl. N’eus nemet abaoe pemp bloaz e labourer a-zevri da ziazezañ frammoù a anien stadel, – ha ma roer dre-se korf start d’ar genstagded kevadegel.

Pouezomp war ar perzh-mañ eus an Emsav : bezañ un unvez kenstag diouzh ar sell treadegel, – pezh a lavarer c’hoazh : bezañ ur furm amzeriek. Unanet emañ ennañ dre ar bonveziad an tremened, ar bremañ hag an dazont. Dre hon oberoù ez anavezomp endeo ar vroad nevez brezhon, rak diouzh an hevelep andon, diouzh an hevelep bonveziad hag int e strinko.

Heuliadoù niverus a denner eus an termenadur-se, an daou-mañ da skouer :

– arvarus eo tresañ ur gartenn eus an Emsav, o reiñ da dud ’zo ha da luskadoù ’zo an titl a emsaver hag ouzh e nac’h ouzh re all ; ne c’haller anaout nemet oberoù emsavel hag oberoù nannemsavel ;

– ne vezer ket ezel eus an Emsav evel ma vezer keodedad en ur riez : ne vezer ket ganet emsaver, evel ma vezor ganer Brezhon pa vo diazezet ar Stad ; an Emsav zo oberoù hepken, ha ne vezer en Emsav nemet kement ha ma sevener oberoù emsavel. Emsav 7. Gouhere 1967.

 ______________________________________________________________________________________________________

Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.