« Ene Kornog a zo bev c’hoazh. Chom a ra dezhañ ar pobloù o deus miret divoulc’h, e-kreiz ar gwall reuz hag an droukverzh, o vertuzioù gwechall, n’o deus ket diviet c’hoazh o gred nag o fiziañs, a zo manet yaouank a gorf hag a spered. N’eo ket hep abeg e vez entanet, eus an hanternoz da Europa d’ar c’hreizteiz, hag eus ar c’hornog d’ar reter, kalonoù paotred ha merc’hed, a bep renk hag a bep stad, ma fell dezho, hep gouzout mat alies perak, saveteiñ o gouenn, oc’h anaout, mar bez kollet, e vo ur c’holl evit ar bed-holl. Emsav ar pobloù gwasket evel ez eus kant vloaz, hogen hiziv kalz kreñvoc’h, petra eo nemet ezhomm don Kornog da neveziñ ? Neveziñ, pe vervel ; kemmañ e spered pe vervel ; kemmañ e galon, pe vervel. Evel-se, pa zifennomp Breizh e tifennomp Kornog. Hor youl n’eo ket hor youl ez eo, hogen youl ar C’huzh-Heol en hor c’hreiz ».

   
Roparz HEMON, Kornog, Breiz Atao, Mae 1924 ; ademb. Ur Breizhad oc’h… p. 64.
  ______________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.