GWERINVELIEZH
     

Evel ma verk ar ger e-unan, ez eo ar werinveliezh ar reizhiad politikel a laka an holl geodedourion e piaou d’ar veli hep derc’hel stad a renk, glad, brient  pe c’halloud a nep seurt : ar gwir hag ar garg he deus ar werin, ar bobl a-bezh, da embreger ar galloud politikel ha da leviañ ar Stad.

Kozh-tre eo e gwirionez keal ar werinveliezh. Diazezet e voe da gentañ e keodedoù gresian ’zo eus an henamzer, en Aten pergen ; hag enebet e veze neuze ouzh an unveliezh  hag ouzh ar vrientinveliezh a gaved e-barzh keodedoù all. Ret eo merkañ evelato ne oa ket ar weriniezh  atenat, an demokratiezh atenat, ha hi patrom ar gweriniezhoù europat arnevez adal an 18t kantved, ur weriniezh klok en abeg da ensavadur ar sklavelezh a lakae un darn vat eus ar boblañs er-maez eus ar vuhez keodedel ha politikel.

Dre vras ne voe ket pleustret ar werinveliezh e Roma, hag an impalaeriezh roman a voe, da gentañ, ur vrientiniezh a-raok treiñ d’un unpenniezh3 kravezel : sellet e veze ouzh an impalaer roman evel ouzh un doue pe, da vihanañ, ouzh un danvez doue.

Padet eo seurt meizadur kravezel eus ar Stad a-hed ar grennamzer hag un darn vat eus an amzervezh vodern. Evel-henn e c’halled taolennañ urzhaz ar galloudoù neuze : el laez emañ Doue o ren ha galloudegañ a ra ar rouaned evit pezh a sell ouzh aferioù ar bed-mañ. Heuliad pleustrek kement-se eo e veze graet eus ar roue leuriad Doue, ha rouaned ’zo a gemere roll ur « besdoue » hag a c’houlenne ur veli diharz war o sujidi, – evel ma empenned beli Doue e-unan war e grouadurioù. Ur skouer splann a unveliezh diharz eo ar roue gall LOUIS 14, – e chapel e balez edo ar fideled troet war-du ennañ e-pad an oferenn. Anat eo n’he deveze ar werin gwir ebet dindan hevelep galloud politikel doueelaet, nag emell ebet en aferioù ar Stad, – kounañ a reer respont ar monark : « Me eo ar Stad ».

Notañ a ranker ne gasas ket pennaenn an doueleuriadelezh  betek seurt mac’homerezh bep taol, er grennamzer da skouer hag e grez diskar ar roueelezhioù. E Bro-Saoz, diwar ar grennamzer, e oa deuet ul lodenn eus ar boblañs da ziframmañ un toullad brientoù digant ar roue ha da gemer perzh e buhez ar Stad. Hogen se a c’hoarveze en ur bobl a oa e chal muioc’h gant ar pleustrerezh eget gant ar meizerezh. Met zoken e Frañs, ne dizhas ket beli ar roue bezañ peurziharz en abeg da emrenerezh proviñsoù ’zo ha beli an Iliz hec’h-unan.

Ne luskas ar mennozioù da emdreiñ en Europa nemet e diwezh ar seitekvet hag e-kerz an eitekvet kantved, e Breizh-Veur hag e Frañs. Er vro-mañ end-eeun ez eo anavezet roll ar skrivagner ROUSSEAU, petra bennak ma ne rae ket hemañ, hag eñ galleger, ur gall anezhañ e-unan. ROUSSEAU an hini eo a glaskas un diazez nevez d’ar veli bolitikel. E-lec’h lakaat gwrizienn ar veli e Doue, mestr pep den hag en Iliz, e amsavadez, e kavas gwell ober anezhi ar sammad eus an dilezioù graet gant pep hini eus ar galloud en deus warnañ e-unan. Unvennoud ar bobl a zeue da vezañ lezenn pep hini, ul lezenn ha na roe ket nemeur a lec’h d’an damantiz a-hend-all, – kravez ar bobl, da skouer, e ranke bezañ, dre ret, kravez pep keodedour.

Pennañ heuliad pleustrek ar gelennadurezh-se eo n’eus gwir doueel ebet, – beli ar rouaned a c’hoarveze eus ur gwir a-berzh Doue da embreger ar galloud. Youl ar bobl, n’eo ket Doue, setu diazez ar gwir : ar reizhveli a dermener enta evel beli a-berzh ar bobl, pe welloc’h, beli ar bobl, ha n’eo ket ken evel beli a-berzh Doue. N’eus nemet disentezioù ar werin, galloud ar werin, a gement a ve reizhwir  hiviziken. Pobl ur vro a c’hell disteurel forzh petore levierezh, diskar forzh petore gouarnamant, distrujañ ar Stad zoken evit sevel unan all, – pe veur a hini, – en he lec’h ; diouzh an tu all n’o deus al lezennoù talvoudegezh nemet diouzh ma’z int bet kavet mat, mouezhiet ha degemeret gant ar bobl. Tra ar bobl a-bezh eo ar Stad, ha levierezh ar Stad a vez fiziet e dileuridi ar bobl, n’eo ket ken e leuriad Doue. Pennaenn ar werinleuriadelezh a gemer lec’h pennaenn an doueleuriadelezh.

Daoust ha reishoc’h eo an eil pennaenn eget eben ? Lavaromp diouzhtu eo kudenn diazez ar veli ur falskudenn evit un darn. Roll ar Stad eo moarvat reiñ d’ur gevredigezh an tu da badout ha d’en em seveniñ diouzh an talvoudoù-stur kemeret ganti. En-dro d’an talvoudoù-stur-se end-eeun emañ ar gudenn, hag evel-henn e c’haller he dezrevellañ : an talvoudoù-se, hag-eñ en deus ar galloud politikel beli warno, pe, kentoc’h, hag-eñ n’emañ ket en o gwazoniezh ? Diouzh o zu, e vez alies an talvoudoù-stur-se lodek en ur veli all, diforc’h diouzh ar veli politikel, a lakaimp dindan an anvad ledan a aotrouniezh speredel. Ur skouer anavezet-mat eus an aotrouniezh speredel eo an Iliz ; skouerioù all zo da reiñ : ar brederourion, ar veizourion, ar skrivagnerion, an arzourion, h.a.

Drezo holl e vez bastet d’ar gevredigezh ar vagadurezh speredel na ve ket evit bevañ hepti, e vez roet dezhi ar sturiadoù a zo re he buhez donañ ha padusañ. Hogen ivez, hep ar Stad a zo enni evel he c’horf-eskern hag en-dro dezhi evel ur goudor diogel, ne ve ket ar vuhez-se evit padout, – da gentañ-holl ne ve ket evit diwanañ. Setu perak ez eur aotreet da c’houlenn hag-eñ n’eo ket an damant d’an talvoudoù a zo kalon ha gwad ar gevredigezh unan eus diazezoù ar veli bolitikel. E-lec’h termenañ diwar skañv hag er c’houmoul ar reizhwir hag ar reizhveli evel perzhioù-hud ar werin pe un dileuriad a-berzh an neñv, hag-eñ ne ve ket gwell en em ziskouez uveloc’h ha diskenn war an dachenn evit muzuliañ reizhwir ha reizhveli en oberoù pemdeziek ar galloudoù politikel o ren ?

Rak-se moarvat n’eo ket kudenn ar reizhveli digoulz evit an Emsav. Ent-istorel eo arabat ankouaat e voe prederiet darn eus ar stourmerion pell amzer gant ar gudenn-se. Da skouer, etre an daou vrezel e oa nec’het paotred ar Bleun Brug dre ma ne felle ket dezho en em harpañ war sturienn « dizoue » an Dispac’h Gall « gwir ar pobloù d’ober diouto ar pezh a garont » . Klask a raent prouiñ pegen reizhwiriek e oa an emrenerezh a c’houlennent evit Breizh dre arguiñ diwar feur-emglev 1532, hep merzout ne oa bet ar feur-emglev-se nemet frouezh un emgav a nerzh ma oa an tu-kreñv ennañ gant ar C’hallaoued.

Klask un diazez-reizhveli e seurt degouezhennoù zo lu. Peogwir e oant katoliged n’o doa d’ober nemet kounaat an diskoulmoù dibabet gant an Iliz e troioù heñvel : n’he deus graet nemet reiñ hogos bepred he siell d’ar galloudoù diazezet war an nerzh ha berzh an armoù. Se a voe gwir en amzer Klotwig, roue ar Franked, ha diwezhatoc’h, e grez e warlerc’hiad Napoleon, impalaer ar Frañsizion.

Furoc’h eo enta barn ar reizhveli evel reizhded embregerezh ar veli : e-lec’h klask prouiñ ar reizhded-se o taveiñ d’un diazez mojennek ez eo gwell studiañ an darempredoù war an dachenn etre ar galloud politikel o ren hag ar gevredigezh renet gantañ. Setu dres diazez hor gwir da adsevel ur riez vroadel er vro-mañ. An doare nemetañ eo ivez da reiñ un diazez ergorel da reizhwiriegezh an Emsav : peogwir ez eo distrujet talvoudoù-stur ar gevredigezh vrezhon ha riviner madoù ar vro eo e tleomp, gant reizhwir, distrujañ ar galloud gall e Breizh, ha lakaat en e lec’h ur galloud a zamanto da sevenadur ha da vadoù ar bobl vrezhon, – en damant-se e vo diazez e reizhveli.

Diziouerus eo moarvat asant ar bobl d’ar Stad ha d’he galloud ; an asant-se avat n’en deus ket an dalvoudegezh nevet, hud, a wele warni ROUSSEAU, met un dalvoudegezh pleustrek : ar Stad hag ar gevredigezh o deus d’en em glevout ent-pleustrek, war an dachenn bemdeziek, a-zivout ar madoù hag an talvoudoù-stur a vo miret ha diorreet ganto.

Gwelout a reer en diwezh ez eo enk ha resis tachenn ar werinveliezh. Bevennet eo gant mennad ar Stad a zo lakaat holl dud ar bobl gwitibunan da vezañ lodek er vuhez politikel, o vezañ ma ne c’hell den diorren e zenelezh anez e framm ar gevredigezh e ve. Pal ar Stad werinel eo enta kevarzhelaat ar bobl ar muiañ gwellañ, ha doareoù pleustrek ar werinveliezh n’o devo talvoudegezh nemet diouzh ma vint un hent da dizhout ar pal-se end-eeun. E gerioù all, ar pal eo reiñ d’ar bobl an tu da gemer skiant eus he c’hudennoù ha da glask hec’h-unan an diskoulmoù dezho : gouest e tle dont da embreger he rezid.

An dalc’h eo gouzout pegoulz e c’hell ar bobl embreger he rezid. Sklaer eo ne c’hell ket pobl Vreizh henn ober er mare-mañ. Dindan gazel-gae emañ gant ur Stad estren ha na zalc’h kont ebet eus he mad-hi. A-se n’eus ket lec’h d’ar werinveliezh e Breizh er mare-mañ o vezañ ma n’omp ket, Breizhiz, evit kemer disentez ebet war aferioù hor bro, – dindan estrenveliezh emaomp. Dre-se, ar gannaded a zo bet anvet e Breizh dindan ar gouarnerezh gall n’o deus evel just reizhwiriegezh ebet : ne leuriadont den. Ur sotoni e ve derc’hel kont anezho, da skouer, o vont d’o c’haout evel pa vijent dileuridi ar Vrezhoned. Deomp pelloc’h : en ur riez vrezhon zoken n’en defe dilennadur da gannad un den na oufe ket e yezh, eleze un den ha n’en defe ket graet anezhañ e-unan ur Brezhon, reizhwiriegezh ebet, dre ma tennfe seurt dilennadur da zistrujañ ar riez vrezhon en diwezh.

E gwir e c’haller lavarout e krog atav ar werinveliezh gant an dispac’h a zaskor he frankiz d’ar bobl, petra bennak ma n’en deus an dispac’h dioutañ e-unan netra da welout gant doareoù ar werinveliezh klasel. Pezh a c’hoarvez er mare-mañ war gevandirioù ’zo a skeudenn ervat an devoud-se . Galloudoù mac’homer ’zo, politikel hag armerzhel, ne c’hellont bezañ torret nemet dre an nerzh. D’ar c’houlz-se e teu ar brezel dispac’hel da vezañ pazenn gentañ ar werinveliezh dre ma tistruj ar galloud mac’homer en ur reiñ d’ar bobl an tu da emouezañ ouzh he c’hudennoù hag a-se da glask un diskoulm dezho. Emsav . Gwengolo 1967.