EZHOMMOU AMEMSAVEL AN EMSAVER

Amemsavel a verk amañ ne denn ket an ezhommoù meneget da labour an Emsav e-unan. Ezhommoù buhezel ha kevredigezhel an emsaver eo enta a vo studiet en displegadenn-mañ.

Un den etre div gevredigezh eo an emsaver. Daou dalbenn a gemerimp evit pouezañ war forc’hellegezh ar saviad-se : an emsaver evel den div gevredigezh, an emsaver evel den hep kevredigezh.

An emsaver evel den div gevredigezh.

An div gevredigezh zo a) ar gevredigezh vreizhat gallekaet hag enframmet gant ar galloud gall b) ar gevredigezh vrezhon emañ an emsaver o krouiñ.

An emsaver hag ar gevredigezh c’hallekaet

An emsaver keodedour gall.

Ar galloud o ren e Breizh, ar galloud gall, zo da vezañ distrujet. Arabat avat d’an emsaver krediñ e c’hallo eñ evel hinienn distrujañ, pe zoken distresañ un disterañ, ar galloud gall.

Ne anavez d’ar galloud gall beli ebet war Vreizh, – da lavarout eo ne anavez gwir ebet da c’houarnamant Frañs da ren e Breizh. Padal, ent-devoud e rank anaout emañ Breizh dindan renerezh ha mererezh ar gouarnamant gall. Muioc’h, keit ha ma vo ar mererezh gall ar mererezh nemetañ e Breizh, en devo ar brasañ ezhomm anezhañ hag e tamanto d’an urzh vat anezhañ. Evitañ da gavout skeudenn emgann Ballon muioc’h d’e c’hrad, ez eo lun flammik a c’hilhog gall a bego war gorn e lizheroù.

Eus emzalc’h an emsaver evel hinienn rik eo e komzomp amañ, n’eo ket eus oberoù an emsaver kefridiet gant an Emsav. Evel just, kerkent ha ma laka an emsaver kefridiet e droad war an dachenn, e skar dillo tudenn ar c’heodedour gall o sachañ ganti he damantoù daoudroc’h d’an urzh vat er framm gall.

An emsaver ezel eus ar gevredigezh vreizhat c’hallekaet.

Pal an Emsav eo degas ar Vrezhoned da grouiñ ur vroad dieub diouzh pep galloud estren, da lavarout eo gant ur galloud brezhon ouzh he ren.

Aze c’hoazh eo dav diforc’hañ an emsaver kefridiet diouzh ar peanv war ar straed ez eo e-maez kefridi. N’en deus ket, war zigarez ma c’hwezh avel Walarn, da gregiñ gant an dispac’hadeg war al leurgêr deiz ar marc’had. Amoet eo e ve ezhomm da zisplegañ n’eo ket un emsaver un emsav drezañ e-unan. Amoetoc’h c’hoazh avat an emsaverion-se a welomp o c’hoari emsav bihan pep hini en e gorn.

An emsaver preveziad.

Koulskoude, n’en deus an emsaver digarez ebet da reiñ harp d’ar galloud gall pe d’ar stuzegezh c’hall pa c’hell ober a-hend-all :

– evit reiñ d’ar Vrezhoned c’hallekaet un testeni eus an Emsav ;

– evit e vad dezhañ e-unan, ha mad e diegezh, p’en deus unan ; e zlead groñs eo reiñ korf kevredigezhel d’e emsaverezh en e vuhez prevez ha tiegezhel : kentanvioù brezhon d’e vugale moarvat, met dreist-holl ar brezhoneg er gêr, darempredoù prevez renet gant an damant ouzh al labour emsavel ; dre-se e ro un hent-seveniñ d’e zispac’h buhezel (kraf a adkavimp pelloc’h).

Bevennoù an emsaverezh prevez.

Aze e rankomp spisaat daou seurt preder :

– ne dle ket an ober prevez enep d’ar galloud ha d’ar stuzegezh c’hall koustañ keroc’h eget na dalvez. Hent an emsaver n’eo ket hini ur c’hamikaze, ur c’hadour a’n Ankou, – diwallomp diouzh pep romantelouriezh. Ar pal n’eo ket bezañ kelienenn e soubenn ar Gall, met aozañ ur c’horf kevredigezhel ha stadel a gemero lec’h ar c’horf kevredigezhel ha stadel gall er vro-mañ ;

– dleout a ra an ober emsavel prevez bezañ bepred un testeni gwirion ha spletus eus an Emsav e-keñver ar boblañs c’hallekaet. Pep istrogellerezh zo da skarzhañ didruez. Koun hon eus dalc’het eus ar familh-se a c’hallegerion a roe d’he bugale kentanvioù an digunvesañ gwellañ ; pe eus an oristal a rae goap ouzh tud ar vro pa hetent ar bloavezh mat dezhañ ; evitañ e oa deraouet ar bloavezh abaoe gouel Samon, d’ar c’hentañ a viz du. Ar blijadur da vezañ iskis, pe da feukañ, pe d’en em dennañ er-maez eus ar gevredigezh voutin n’o deus netra da welout gant an Emsav.

Mat eo gouzout ivez ez eus er stuzegezh o ren e Breizh, stuzegezh hiron ha diwriziennet ma’z eus, elfennoù mat, a zleomp doujañ dezho, ha n’eo ket o disteurel war an digarez n’int ket emsavel war-eeun na diouto o-unan. Seul aesoc’h e vo d’ar stuzegezh nevez diazezañ er vro ma ouezo amprestañ muioc’h a elfennoù digant ar stuzegezhioù kozh. Daouarn ampart ha kempouez a zo ezhomm aze ivez, ha n’eo ket daouarn fourgaserion.

Kudennoù diaes a vo da ziskoulmañ evit gwriziennañ an dud e Breizh. N’eo ket dav ma teufe meskerion a nep seurt da luziañ an darempredoù etre an Emsav hag ar Vrezhoned all.

An emsaver hag e zimeziñ.

Kontit en-dro deoc’h niver an emsaverion hag an danvez emsaverion a zo bet diskaret dre o dimeziñ. Savit mar karit stadegoù ha jedit ar feur-diskar ; uhel eo. Didouellañ an dud yaouank zo d’ober, ha war zifrae :

– arvarus eo d’an emsaver derc’hel darempredoù a vignoniezh er-maez eus an Emsav ;

– marvus eo dezhañ hogos bep taol dimeziñ er-maez eus an Emsav.

Lavarout a rit : tu a zo da zimeziñ gant un den ha n’emañ ket en Emsav c’hoazh, hag e zegas d’an Emsav goude. Respont a reomp : nann, degasit eñ pe hi d’an Emsav da gentañ ha dimezit goude. N’eo ket pa vezer lammet er vag ez en em glever gant ar c’habiten war bal ar veaj.

An emsaver hag e vicher.

Komz a reomp amañ eus al labour bevañs ha n’eo ket eus al labour Emsav. Moarvat e teuio un deiz ma c’hallo tud eus an Emsav dilezel o micher vevañsel evit en em ouestlañ penn-da-benn d’o micher emsavel. N’emañ ket aze ar gudenn. Evit ar re all, evidomp holl bremañ, e vez ret kemer micher er gevredigezh c’hall. Anat eo o deus un niver a emsaverion dibabet o micher hep derc’hel kont eus an Emsav, pe hep rakjediñ heuliadoù o dibab war o buhez emsaver, – dre verrboell, dre verrweled, pe c’hoazh peogwir e tiazezent o jedadurioù war diaweladoù faos : ne verzent ket ez eo an Emsav un embregerezh a hiramzer ha gwir vicher an emsaver. Daou seurt abegoù a zle dont e penn-kont pa zibab an emsaver e vicher, ha goude-se, e c’hourc’hwel :

– abegoù a gedvuhez :

dleout a ra ar vicher reiñ an tu da gemer renk er gevredigezh, ha dre-se da zerc’hel war an dachenn lec’h ar gevredigezh vrezhon da zont. Da gentañ e-keñver douaroniezh : tu zo moarvat da vezañ emsaver brezhon e Paris pe e Canberra, met, evit brasniver an emsaverion, emañ o flas e Breizh ; d’an eil, e-keñver savlec’h er gedvuhez : talvoudusoc’h a-galz e vo d’an Emsav ur c’hweluniadour eget ur c’hastellan o vevañ en distro ;

– abegoù a frankiz :

e vicher ne zle ket krennañ betek re war frankiz an emsaver ;

– ken war e frankiz danvezel : amzer a-walc’h a zle chom gantañ evit seveniñ ingal ar c’hargoù fiziet ennañ gant an Emsav ; ha war un dro, korvoder a-walc’h da ziogeliñ e zizalc’hted ;

– ken war e frankiz speredel : e-keñver ar galloud gall da gentañ (diaes d’ur c’hargiad gall, d’ur soudard gall kemer perzh en Emsav) ; e-keñver frammoù all, evel an Iliz.

An emsaver hag ar gevredigezh vrezhon

Kentañ tra a rank an Emsav pourchas d’an emsaver eo diazezoù kevredigezhel stabil.

Emañ an emsaver dre ret er gevredigezh c’hall, ha war un dro emañ dre e youl er gevredigezh vrezhon o tiwanañ. Da lavarout eo, dougen a ra un tammig muioc’h bemdez eus e vuhez da gemer harp war ar gevredigezh vrezhon nevez. Houmañ, eviti da vezañ bihan, a rank bezañ seul stabiloc’h, seul greñvoc’h a se. Alese an ezhomm groñs, aotrounius en deus an emsaver da gavout frammoù dir en Emsav, – frammoù-labour ma vo e vuhez kefridiel sterniet start ganto, ha ma kavo, harp outo, e vuhez prevez he diogelded.

Arabat d’an dud sankañ el lec’hid. Soñjal a reomp en evezhiadenn graet goude drouziwezh 1945 gant un emsaver eus 1940, o kejañ e Paris gant ur plac’h yaouank a lavare dezhañ edo-hi en Emsav : « En Emsav emaoc’h ? N’hoc’h eus ket aon da bakañ laou ! »

Hag ar frazenn a zeuas gant un den eus remziad an Eil Emsav, da geñver krouidigezh S.A.D.E.D., pa ne gave ket e oa dav sevel frammoù kreñv ha destrizhus : « Un embregerezh a youl vat eo an Emsav : arabat rediañ an dud. Deuet int en o frankiz. Ret eo o lezel en o frankiz ».

An emganner o verzout edo en ur c’hinkladur kartoñs ; ar c’hastellan…

An emsaver evel den hep kevredigezh.

Arvarus e vez bepred an tremen eus ar gevredigezh kozh d’ar gevredigezh nevez. Rak n’eus hent ebet treset en a-raok, – ne gomzomp ket amañ eus ar steuñvoù kelennadurel ha stummadurel evit degas an dud o tont d’an Emsav betek tachenn an ober ; an tremen kalvezel a vez aozet gant ar steuñvoù-se ; tremen kalvezel ha n’eo nemet ar c’hlokadur eus an tremen gwirion, a zo speredel hag a chom dre ret e-maez a bep steuñvadur.

Ne c’hell ar gevredigezh nevez bezañ anez distrujañ ar gevredigezh kozh. Emañ c’hoazh an hini gozh o terc’hel an dachenn, tra m’emañ lec’h an hini nevez muioc’h e youl an emsaverion eget er bed. An tremen eus an eil d’eben zo enta dre ret :

– un dispac’h politikel ha kevredigezhel,

– un dispac’h speredel ha buhezel : ar gevredigezh vrezhon nevez o tiwanañ en un doare diouzh youl an emsaverion, e rank ar Brezhon a zeu d’an Emsav dispac’hañ e youl da gentañ, da lavarout eo e spered hag e vuhez.

Hogen un dispac’h er youl hag er vuhez zo dre ret un dispac’h hiniennel. Hag er c’heñver-se ez eo an emsaver un den e-unan-penn : den na tra er bed ne c’hell ober evitañ an dibaboù en deus d’ober. Gant ur rañved strizh war ribl an islonk e rank tremen.

E-touez an arvarioù niverus o tennañ d’an dispac’h hiniennel e verkimp an daou-mañ :

– distreiñ d’ar gevredigezh kozh, en ur genderc’hel da zaremprediñ an emsaverion all ; kemer hent an Emsav ha kilañ goude. Touellerion eus ar seurt ne vankont ket en istor an Emsav. Meur a anv-badez o deus bet ; an hini brudetañ e voe : tousegi. Da vare ar giladeg veur goude an eil brezel bed o doa zoken an tousegi en em urzhiet war atiz ar galloud gall . Ur gwir bistri e voent evit an danvez emsaverion ;

– chom a-sav ha sevel ur goudorig war lez an hent. Un touell all, linkoc’h : war zigarez m’en deus pellaet diouzh prederioù boutin ar bed gall ha ma ra war-dro un danvez brezhon bennak, ez eur techet d’ ober diwar skañv un emsaver eus ar c’hampour. Meur a stumm a c’hell bezañ gant e c’houdor : peurliesañ ez eo un obererezh darnel na gas ket pelloc’h eget e vevennoù dezhañ ; ne venegomp ket pleustrerezh ar foklor pe an henoniezh na douellont den, met kentoc’h al lennegezh distag diouzh ar preder dispac’hel, ar sevenadur evit ar sevenadur, – a zo bet e-pad pell « opiom an Emsav » .

Ma ne c’hell ket an Emsav ober en o lec’h an dibaboù a ra emsaverion eus ar Vrezhoned, e c’hell aesaat an hent a gas war-du ennañ ha reiñ an tu da barraat ouzh arvarioù an hent-se. Da gentañ dre aozañ ur gelennadurezh spis, n’eo ket hepken war e balioù, met ivez warnañ e-unan, e istor hag istor e enkadennoù, en ur ziskouez bepred penaos en deus dienket ha trec’het a-benn an diwezh. D’an eil dre startaat bepred ar frammoù diogel m’emañ ar gevredigezh vrezhon nevez o tiazezañ warno tamm-ha-tamm.

Anat eo : abaoe ma labourer da ziazezañ frammoù stabil d’ar gevredigezh vrezhon ez a da get al ledemsavioù, – pe, da nebeutañ, e teu an dud a youl vat a oa kouezhet enno da anzav emañ an hent mat gant ar frammoù stabil-se.

Daoust da se, ez eo an hent eus ar gevredigezh c’hallekaet d’ar gevredigezh vrezhon un hent arvarus : hent an den e-unan-penn eo e meur a geñver. Setu perak ez eo ivez hent an den en e rezid. Gantañ e kav an tu da stekiñ ouzh skoulmoù donañ ha gwirionañ mab-den. Nebeut a skoazell en deus da c’hortoz a nep lec’h, – divarrek eo ar gevredigezh kozh da reiñ harp dezhañ, re bell emañ c’hoazh ar gevredigezh nevez, hag an Emsav, he furm a-vremañ, ned eo ket evit reiñ ouzhpenn ar pep retañ ; dre-se e rank tennañ dioutañ e-unan, diouzh e varregezhioù denel, kement nerzh-krouiñ a zo enno, – da lavarout eo e rank diorren e bersonelezh, meiz, youl, anaoudegezh, awen, anez mont d’un distruj diremed.

Da glozañ e lavarimp ez eo ezhommoù buhez an emsaver ezhommoù gwriziennel, brasoc’h ha donoc’h eget ezhommoù tud ar c’hevredigezhioù diazezet, ha dre berzh an Emsav emañ o ren e Breizh an amplegadoù ret da grouidigezh an oberennoù denel meur. Emsav 9 Gwengolo 1967.