KENDEREOU HA POLITIKEREZH E BREIZH

Tech ar c’hentañ hag an eil Emsav e oa dianaout rannadur poblañs Vreizh e rummadoù kevredigezhel hag e kostezennoù politikel : « Na ruz na gwenn, Breizhad hepken » a voe ur ger-stur eus ar strolladoù broadel a-raok ha goude ar brezel-bed kentañ koulz hag e-pad an eil hini. An tech-se a verke a-dra-sur c’hoant an emsaverion da gomz en anv ar bobl vrezhon en he fezh, dreist d’an holl zisrannoù degaset en he c’hreiz gant an estren ; – dav eo gwelout ennañ ivez an dic’halloud ma oant d’en em savlec’hiañ ken e-keñver istor ar bobl vrezhon ken e-keñver an istor kempredel e-unan.

Hep mar ez eo an dalc’hidigezh c’hall kiriek evit un darn d’ar rannadur kevredigezhel ha politikel a gavomp en hor bro. Koulskoude n’eus ket abeg da grediñ n’o dije ket c’hoariet en ur Vreizh dieub an nerzhoù o deus devoudet ur seurt rannadur er broioù all. N’eus forzh penaos, zoken mar lakaomp da frouezh ar bruderezh estren an dibaboù marksour, gaollour pe faskour a ra hor c’henvroiz, n’omp ket aotreet d’o dianaout, dre an arbenn end-eeun ma’z int an dibaboù graet gant hor c’henvroiz.

Hon dlead eo en enep o dezrannañ pizh ha studiañ drezo hag en tu all dezho kudennoù gwirion hor c’henvroiz ; ha, da heul, en em harpañ warno, goude ma ve evit o c’hemmañ pe o lemel, e doare da dennañ pep korvo diouto evit sevel ar gevredigezh vrezhon.

Kement-mañ a dalvez evit an emskiant a renkad diwanet e Breizh en 20t kantved.

Kent mont pelloc’h ez eo mat resisaat ster ar ger renkad. Meur a zoare ez eus da renkañ ha da vezañ renket. Ha da gentañ e c’hell ar renkadur bezañ pe e spered ar renkerion, pe war an dachenn, pe e spered ar re renket. Da skouer, pa renker ar boblañs e tri gennad diouzh ezhommoù ar studi armerzhel, e krouer ur renkadur a zo kalz anatoc’h e spered an armerzhourion eget er gevredigezh. Er gevredigezh en em gav renket, en em renk pep hini diouzh an dere en deus. An dere, evel kement keal o ren war an dachenn, zo ur c’heal kemplezh : ennañ ez eus dave d’ar c’haout (pe gorvoder ?), d’ar gouzout (pe zeskadurezh ?), d’ar gallout (pe renk er framm ?) ha d’an daremprediñ (pe levezon ?).

An dud eus un hevelep dere zo strollet e daou zoare : e spered ar re o studi, diwar-bouez an heñvelderioù stuzegezh a zo etrezo, ha war an dachenn peogwir ez en em zarempredont hag en em gevredont, o tiorren dre-se un emskiant a gendere, – ken e reer kendere eus hollad an dud eus an hevelep dere. Amjestr-kenan eo avat termenañ bevennoù ur c’hendere, ken en egor douaroniezhel (hag-eñ ez eo an harzoù broadel harzoù kendereel ivez ?), ken en egor kevredigezhel (a-geñver gant petore korvoder e vez lakaet ar vevenn etre ar vourc’hizion vihan hag ar vourc’hizion etre ?).

Gant ar renkad ez eo empleget kealioù ouzhpenn. Gwelet hon eus ez eo ar gennad ur rannadur spis er spered, ez eo ar c’hendere ur rannadur dispis war an dachenn. Ar renkad a venn bezañ ur rannadur spis war an dachenn. N’eo ket ur benveg-studi evel ar gennad, n’eo ket un disoc’h emdarzhek eus ar gedvuhez evel ar c’hendere, un arm dispac’hel emouiziek ez eo, – kounaomp an droienn : stourm ar renkadoù.

A-raok stourm avat e rank ar renkadoù bezañ krouet : an emskiant a gendere, izil ha dizunvan, a rank bezañ kreñvaet, unvanaet, heñchet, emouiziekaet, a-benn ma teuio ar c’hendere dispac’her da vezañ ur c’horf kevredigezhel kenurzhiet ha barrek da zistrujañ ar renkad enebour. Ar renkad, termenet evel-se gant MARX, n’he deus bezoud ebet en he glanded ; e-keñver an ober ez eo termen prantad kentañ an dispac’h marksour (emouiziekaat kendere ar broletaerion) ; e-keñver an anaout ez eus anezhi ur boud metafizikel staget outañ ur gefridi istorel, un tonkad mesiazel o reiñ dezhañ kement gwir a zo.

Pa gomzer eus emskiant a renkad, eus stourm a renkad evel o c’hoarvezout en ur gevredigezh, e tleer kompren ez eo emdroet mui pe vui an emskiant a gendere er gevredigezh-se etrezek an emskiant a renkad evel ma’z eo bet termenet gant MARX, hep ma ve deuet koulskoude kendere ebet da wiskañ furm ar renkad en he stad klok .

Gwan eo e Breizh an emskiant a renkad, dre arbennoù diseurt. Evit ar poent ez eo kendere ar gouerion bepred an hini niverusañ ha kreñvañ. Kreskiñ a ra o emskiant a gendere e-ser an arc’hadurioù micherel taer pe daeroc’h a reont ouzh ar gouarnamant gall ; met chom a ra o stourm war bazenn ar c’hweluniaderezh, ha ne sav ket betek an derez politikel, – ne ziwan ket enno un emskiant a renkad, ha pell emaint c’hoazh diouzh an emskiant vroadel. Betek-henn ez eo manet kreñv warno levezon ar gloer ha kement-se zo un devoud da zerc’hel kont anezhañ.

{255}E Breizh enta ez a bepred al lañs gant ar strolladoù dehou pe etre, – anat eo diwar an dilennadegoù aozet gant ar Stad C’hall. Notomp ez eus gwrimennoù eus kendere ar gouerion e pastelloù-bro ’zo oc’h emdreiñ war-du ar mennoziadegoù kleiz. Se zo sklaer dreist-holl er Gouelou, e Kernev-Uhel ha Treger, broezioù o deus gouzañvet ar muiañ gant an isdiorreadur hag an divroerezh abaoe derou ar c’hantved-mañ. War un dro ez arvester en hevelep kornioù ouzh koazhadur levezon an Iliz hag ouzh un argerzh digristenaat a zo da zerc’hel kont anezhañ ivez.

A-zehou d’ar graonellad a gouerion lec’hiet-etre e skeul ar politikerezh e Breizh e kaver ur gennadig a vourc’hizion pe noblañsoù gallgar, er c’hêrioù dreist-holl (orin ar re-mañ a vefe da studiañ, da skouer e Roazhon, Brest, Kemper, Gwened, Naoned) ; a-gleiz d’ar graonellad e kejer ouzh troc’hadoù poblañs o risklañ war-du ar gleizelezh abaoe derou ar c’hantved-mañ : ar gouerion dibourvez hon eus meneget, ar besketaerion ; miret o deus koun eus ar baourentez kriz diwasket pemont ha seikont vloaz ’zo.

Erfin ez eo ret menegiñ degouezh ar vicherourion diorreet o vevañ er c’hêrioù bras evel Naoned, Roazhon, An Oriant, Sant-Nazer, Brest. Ur c’hendere ouzhpenn a ve da envel : hini ar gwiskadoù-etre ganet diwar emled ar gefridiadelezh c’hall el ledenez-mañ, dreist-holl war dachenn an deskadurezh, skolaerion ha kelennerion, – tud o tont eus ar c’hendereoù dibourvez, o klask fred gant ar Stad C’hall dre ma n’o deus a-hend-all peadra ebet ; gounezet int dre vras da vennadoù ar gleizelezh c’hall.

Unan eus kudennoù an Emsav eo reizhañ e gadoniezh diouzh pep hini eus kendereoù ar boblañs vreizhat. Seul amjestroc’h eo ar gudenn ma n’he deus hini ebet eus ar c’hendereoù-se muioc’h a emskiant vroadel eget ar re all. Evelato e ranker lakaat a-gostez diouzhtu ar gronnoù bourc’hizion ha noblañsoù gallekaet abaoe kantvedoù, – pa n’int ket Gallaoued a orin : ar re-se a zifenno ar gwirioù hag ar stuzegezh gall e Breizh goude ma vint bet dilezet gant ar C’hallaoued o-unan.

Chom a ra ar werin. En he zouez e rankfed, ent-kadoniel, derc’hel ar muiañ kont eus ar graonellad kouerion a welomp o ren o stourm c’hweluniadel. Anat eo ne zeuy ar stourmerion-se war-du an Emsav nemet en deiz m’o devo meizet n’en deus o youl dreistbevañ ha diorren chañs ebet da vezañ sevenet en Europa nemet dre hantererezh ur framm stadel brezhon.

Pa gomzomp eus un emglev etre an Emsav hag ar strolloù emaomp o paouez menegiñ e tremmomp dreist-holl ouzh an tuezioù peoc’hus ha war hir dermen. War verr dermen avat, hag e degouezh un dispac’hadeg, e kavfe an Emsav harp war ar gwiskadoù o deus gouzañvet ar muiañ gant an isdiorreadur, da lavarout eo a zo bet gounezet mui pe vui da vennadoù ar sokialouriezh, – kement-mañ n’eo ket lavarout n’o deus ket ar rummadoù-se o renk da gemer en obererezh war hir dermen : un degouezh dibarel a studiomp amañ hepken.

 Ar skoilh en em gavfe neuze dirazomp eo ez eo bet sternataet tamm pe damm ar rummadoù-se gant strolladoù estren. Hogen, a-benn an diwezh, ne ve ket disheñvel-bras an degouezh diouzh an hini m’en deus bet an Emsav-dieubiñ aljeriat da dalañ outañ : war ezhommoù ar c’hendereoù ar muiañ gwasket gant an isdiorreadur en deus an F.L.N. diazezet e raktres armerzhel ; ar c’hendereoù-se ivez a rankas dougen ar pep brasañ eus ar stourm a-enep d’ar galloud estren.

Arabat intent aze evelkent e rankfe an Emsav advabañ hepmuiken ar raktresoù kevredigezhel empennet gant ar strolladoù gall, – soñjal a reomp, da skouer, el lec’h bras roet gant ar strolladoù-se d’ar stourm a-enep d’an Iliz ; an hengoun kevarzhelour e Breizh, gwriziennet en dud a relijion, Sant ERWAN, LAMMENAIS da skouer, zo disheñvel diouzh an hengoun kevelep e Bro-C’hall, hag ur fazi kadoniel bras a rafe an Emsav ouzh henn ankouaat.

Dre-se e fell deomp merkañ n’en deus politikerezh an Emsav e-keñver kendereoù ar boblañs nemet un dalvoudegezh kadoniel ha pleustrek-rik. An emskiant a vroad ha n’eo ket an emskiant a renkad en deus da ziorren e Breizhiz. Mar degemer er mare-mañ-mare skor ar rummad-mañ-rummad, ez eo o terc’hel kont eus e nerzh gwirion e-keñver emgav ar mare, ha n’eo ket eus ur roll mesiazel a brestfe dezhañ.

Rak n’eo ket ar renkad a sav ar Stad, en Emsav ne lavaromp ket, – ha n’eo ket skouer ar broioù komunour a c’hallo hon dislavarout. Ar gevrat a stag an Emsav pe ar Stad ouzh ar c’hendere-mañ-kendere zo atav berrbad. Ar Stad, ur wech diazezet, a rank plediñ gant ezhommoù boutin ar boblañs a-bezh ha, dre-se, troc’hañ dillo al liammoù, – ha pa vent he funig a’r begel, – he stag ouzh kement stroll darnel anezhi.

D’ar bobl a-bezh kenurzhiet en Emsav hag er Stad e vo enta divizout ar stumm kevredigezh a zere ar gwellañ outi. Adalek bremañ ez eur evit lavarout petra na vo ket ar gevredigezh-se, – ne c’hell ket da skouer bezañ empennet ur Vreizh frankizour da frouezh an dispac’h. Bep ma’z aio an emgann-dieubiñ war-raok, e kemero ar gevredigezh vrezhon ganet gantañ un dremm spisoc’h bemdez.

E kendereoù hag e kostezennoù politikel en em gavo rannet ar gevredigezh vrezhon nevez. Dlead ar Stad avat a vo lemel kement rannadur a dennfe da lakaat un darn eus ar boblañs estren d’ar peurrest, pe da lakaat kendereoù dindan vac’h reoù all. Ur vroad unvan ha kevarzhel hepken a c’hell diorren ur gwir sevenadur. Emsav 10. Here 1967.

---------------------------------------------------------------

Yann-Ber TILLENON-Kelc'h Maksen Wledig