EVEZHIADENNOU WAR AN DUGELEZH E BREIZH

Ster hollek ar c’hladdalc’helezh.

Goude trec’h ALAN BARVEK war an Normaned e tigor ur prantad nevez evit Breizh, ar prantad gladdalc’hel. A-hed ar Rouantelezh Vrezhon e oa bet gwarezet Breizh diouzh ar bruzhunadur.

War-lerc’h aloubadegoù an Normaned avat e teu buan ar glad, dasparzhet en eskemm ouzh gwazadurioù keodedel, da vezañ evel er peurrest eus Europa alc’houez ar frammadur politikel nevez. Da gentañ end-eeun e vo diresis a-walc’h an aozadur-se. N’eo nemet tamm-ha-tamm e vo reoliet ar reizhiad gladdalc’hel.

Ar c’hladdalc’helezh, e-lec’h bezañ ar stern strizh ha ponner a vo kavet diwezhatoc’h, a vo a-hed ar Grennamzer-Uhelañ un aozadur bev ha yaouank. An nerzhoù enebimpalaerel o deus kaset da get an Impalaerded Roman adsavet gant Karl-Veur a gendalc’h da werediñ ken ma weler ar pobloù oc’h adsevel.

Setu perak e welomp ivez ar Vrezhoned o sevel adarre hag o klask krouiñ diouzh o zu ur sevenadur, ha koulskoude, e-lec’h ober berzh, ne zeuy o strivoù a-benn nemet da zisteraat o bro en diwezh, dres p’emañ broioù all evel Bro-Saoz ha Bro-C’hall o kreskiñ hag o kreñvaat e meur a geñver.

Mat eo ober un nebeut evezhiadennoù war bolitikerezh diabarzh ha diavaez Breizh a-hed an Dugelezh, da lavarout eo eus trec’h ALAN BARVEK war an Normaned e 837 betek ar Stagidigezh ouzh Bro-C’hall e 1532, ha klask kompren perak eo bet goullonderet an ensavadurioù brezhon e derou ar marevezh kempredel.

Ar rendaeloù etretiegezhel.

Kentañ tra a verzer o lenn levrioù Istor Breizh a-hed an Dugelezh eo e voe gwanaet atav politikerezh diabarzh ar vro gant rendaeloù etretiegezhel.

{293}Moarvat ne oa ket er c’hantvedoù-se strolladoù politikel kempennet evel hiziv. An tiegezhioù bras a c’hoarie roll ar re-mañ evit lod, peogwir en em stage an dud ouzh an uhelidi-mañ-uhelidi hervez ma troe o ezhommoù. D’an tiegezhioù bras ha d’ar renkadoù uhel e oa neuze enta da gaout preder a-walc’h gant tonkad ar vroad evit diogelaat atav ur veli badus a-dreuz da froudennoù uhelidi pe c’hennadoù ’zo eus ar gevredigezh.

Padal, e Breizh, ez eo gant an tabutoù pe an emglevioù etre an tiegezhioù bras estreniekaet e vezo sammet hogos atav tonkad ar vro hag ar gevredigezh, ha re wan e chomo ar galloud-kreiz evit ma ve tu da embreger un adsav padus bennak, pe da nebeutañ d’en em ziwall diouzh c’hoantadurioù an estren.

Evel-se e welomp da skouer ar galloud o kouezhañ e dibenn an 12t kantved etre daouarn re Blantagenet. Ar re-mañ evit gwir a strivo kalz da ziogelaat ha da greizennañ ar galloud politikel, pezh a vo kavet kalet gant ar c’hladdalc’herion vrezhon. Vad a ray evelkent da Vreizh en un doare, hogen degas a ray ivez an Duged e Breizh da dostaat mui-ouzh-mui ouzh galloud Bro-C’hall, en abeg d’an doare ma oa empennet ganto ar frammidigezh politikel d’ar mare-se.

A-hed an 13t kantved hag e derou ar 14t e welomp atav levezon an Duged o kreskiñ. Diazezet e vo zoken ur gwir stadel a gavomp-ni marteze re laosk, anavezet dindan an anv Kustum Kozh-Meurbet Breizh, met eus 1341 da 1364 ez eo drastet Breizh adarre gant brezelioù diabarzh tarzhet dre an dizemglev etre tiegezh Bleaz ha hini Monforzh.

Evel just en deus trec’het unan anezho pa’z eo bet lazhet egile, met se ne ra ket kalz forzh goude-holl, rak n’eo ket ur meizadur nevez eus ar Stad pe ar politikerezh en deus trec’het war unan all, met un danvez-dug war un danvez-dug all, ha netra ken. Rak kalz eus an tiegezhioù-se en em selle evel tonket d’ar galloud-ren, zoken pa rae diouer dezho ar preder pe ar gefridi bolitikel e pep keñver.

Notet eo bet endeo e oa re dechet ivez an tiegezhioù brezhon d’en em stagañ dre an dimezioù ouzh tiegezhioù galloudusoc’h egeto e Bro-C’hall, a zegase ganto o zabutoù hag a roe tamm-ha-tamm da {294}roueed Vro-C’hall an digarezioù o doa ezhomm evit emellout en aferioù an Dugelezh ha da heul e kudennoù Breizh.

An diouer a bolitikerezh kevredigezhel.

Degaset omp neuze da anzav n’o deus ar c’hendereoù uhel e Breizh renet politikerezh kevredigezhel ebet a-hed prantad an Dugelezh. N’o deus ket meizet o doa da zerc’hel ar gevredigezh vrezhon unvan, pe d’hec’h unvaniñ e-lec’h he lezel d’en em rannañ e gwiskadoù estren an eil d’egile.

Evel ma kred alies d’ar vrientinion war an diskar, e kave d’an uhelidi vrezhon e oa diazezet o gwirioù er gevredigezh war an henvoaz hepken, en abeg da stourmoù pe da gefridioù o hendadoù, ha n’eo ket war ar preder a gemerent gant kudennoù o fobl.

N’o deus ket strivet a-walc’h evit diazezañ o brientoù war ar gwazadoù a oant gouest da bourchas da dud o bro, dre zifenn ar re izelañ anezho, ar pezh a zo kefridi ar vrientinelezh mar’d eus unan. Ar vuhez eo diazez ar gwir a-benn ar fin. An dud vev o deus gwirioù da gentañ, ha ne c’haller ket en em ziazezañ war an tremened hepken evit diskoulmañ kudennoù ar gevredigezh.

Fazioù ar politikerezh etrevroadel.

Ar c’hoari gant an Normaned

Ar boaz eo lavarout pegen drastus e voe aloubadegoù an Normaned e Breizh. Siwazh, n’eo ket se savboent renerion Breizh e dibenn an 9t kantved. An Normaned a oa moarvat preizhataerion hag en abeg da se dres e voe graet un degemer mat a-walc’h dezho gant unan eus hor roueed c’halloudusañ, SALAMUN e-unan.

Adalek 862 e kavomp enta ar Vrezhoned hag an Normaned o vrezeliañ a-gevret hag o rivinañ an douaroù en daou du d’al Loer. KARL MOAL, aet skuizh gant seurt aloubadegoù a gavas mat d’e dro goprañ Normaned all a-enep d’ar Vrezhoned… ha tamm-ha-tamm, implijet ha gopret diouzh an daou du evit ur vicher drastañ a blij atav d’ar c’hoprsoudarded, ec’h en em gavas {295}tud Lec’hlenn mistri pe dost war Vreizh ha war Vro-C’hall.

Aes eo goude-se tamall dezho o gouezoni ; diaesoc’h eo avat en em zizober diouto hag anzav sotoni ur politikerezh en deus klasket c’hoari gant nerzhoù estren e-lec’h diorren e Breizh ur galloud frammet strizh ha kreizennet. Brav eo gouzout en deus SALAMUN aloubet an Anjou, kornôg ar Maine ha kemeret kontelezhioù Coutances hag Avranches.

Arabat ankouaat ne voe graet kement-se nemet gant skoazell an Normaned adarre, hag edo a-benn ar fin galloud Salamun mui pe vui e dalc’h ar re-mañ. Pa vo ret en em zizober diouto e vo kollet ivez kement a voe gounezet gant o skoazell, setu perak en em gavo ken bihan Breizh adarre gant ALAN BARVEK, – hag ouzhpenn ar gevredigezh a-bezh da adsevel.

Skouer YANN 4

Gant trec’h YANN MONFORZH war CHARLEZ BLEAZ e kouezh ar galloud dugel etre daouarn tud tiegezh Reuz, pe ur skourr anezhañ, tiegezh Monforzh. Gwanaet kalz e oa bet avat galloud politikel an noblañs da heul emgann Alrae . Aesoc’h a-se e vo d’an Dug diazezañ e c’halloud.Bodañ a ray en-dro dezhañ ul lez pinvidik ha sevel a ray ivez tailhoù nevez a lakay da ziorren armerzh ar vro. Kemer a ra preder gant an Trede Stad, renkad ar genwerzhourion, ar gouerion hag an dud-a-vor.

Gouest e vije bet YANN 4 da reiñ ur ster politikel broadel d’e strivoù panave an doare m’en doa kemeret ar galloud gant skoazell ar Saozon. Da lavarout eo n’eo ket dieub adarre en o c’heñver. En-dro dezhañ ez eus kalz muioc’h a Saozon eget a Vrezhoned. Reiñ a ra dichipot baroniezh Raez da Walter HUET, ur c’habiten saoz, baroniezh Ruvieg ha Derval da KNOLLES e 1365. E-pad keit-se ne veze ket aotreet Brezhoned feal evel Olier KLIZUN da greskiñ un tammig e zouaroù gant aon da zisplijout d’ar roue saoz EDOUARZH 3.

Ar saozon a brest arc’hant, hogen ne roont ket. Echu ar brezel, setu ma teredont holl da c’houlenn o gopr evit ar skoazell o deus roet d’an Dug. Unan eus an abegoù a lakaas GWESKLIN da vont da vrezeliañ evit ar C’hallaoued a voe e zroukrañs ouzh ar Saozon. Ne oa ket kalz reishoc’h moarvat, hogen heñvel e oa ouzh politikerezh YANN 4, o vezañ m’o doa an eil hag egile muioc’h a fiziañs en estren eget en o c’henvroiz.

Dezrann un degouezh : GWESKLIN.

Distroomp un tamm war gudenn GWESKLIN a zo kentelius e meur a zoare. Brudet eo bet kalz ar GWESKLIN-se diouzh an daou du. Ar C’hallaoued o deus klasket diskouez e oa ur soudard kadarn moarvat en abeg d’e ampartiz da vrezeliañ, met ivez un den meur, na petra ’ta, peogwir en doa komprenet e oa mat en em lakaat e gwazoniezh Bro-C’hall. Evito ez eo skouer ar Brezhon korvoadus ha plijout a-walc’h e rafe dezho e ve e donkad hini an holl Vrezhoned. Netra souezhus e kement-se.

An emsaverion avat o deus diskouezet e-keñver GWESKLIN un dispriz padus a zisoc’h da reiñ d’an den paour ur renk n’eo ket dellezek anezhañ. Lakaomp en dije gwerzhet e vro hag ar Stad Vrezhon d’ar C’hallaoued, e vije peadra da ober anezhañ arouez an treitour meur. Padal, n’edo an den e penn netra, ha n’en doa netra da werzhañ nemet nerzh e zivrec’h hag e ijin en emgannoù.

Moarvat n’eo ket reizh ar pezh en deus graet, met ur skouer eo eus ar c’hantmiliadoù a c’hopridi a zo aet d’en em ouestlañ el luadoù estren abaoe kantvedoù. Lodek eo bet en un henvoaz n’eo ket aet da get c’hoazh, ha setu penaos e ve mat prederiañ un tamm war e gudennoù.

Politikerezh YANN 4 zo bet en em harpañ war ar Saozon, ar pezh a zo arvarus kenan diouzh ar savboent brezhon. Aes eo kompren neuze ez eus en dispriz o deus maget atav ar Vrezhoned ouzh ar Saozon ul lodenn vat a zisfiziañs diazezet war abegoù fetis. Direizh e oa reiñ d’ar Saozon e Breizh ar c’hargoù hag an enorioù dleet d’ar Vrezhoned.

Pezh a ziskouez ne oa e Breizh politikerezh divizet ebet e gwirionez, hag o deus atebeion an Dugelezh Vrezhon klasket atav c’hoari etre an nerzhoù estren evit tennañ o mad diouto emichañs, met hep diorren er vro ha gant ar Vrezhoned ur gelennadurezh politikel war hir dermen.

GWESKLIN hag e heulierion o deus dibabet bezañ mevelion e brezelioù ar C’hallaoued ; darn o deus dibabet mestroni ar Saozon ha darn all a yeas dindan ar Spagnoled. Pe ziforc’h zo etrezo ? Nebeut e gwirionez. Moarvat ez eo Bro-C’hall hor gwashañ enebour evit ar mare, met n’eo ket bet atav, nag an hini nemetañ, ha gant an doare m’he deus da gilañ bremañ n’eo ket sur e ve-hi er c’hantved nesañ hon dañjer brasañ.

Arabat da vojenn ar GWESKLIN-se enta hon dallañ ha herzel ouzhimp a veizañ n’eo ket deuet renerion ar vro a-benn da reiñ labour d’o soudarded a vicher er vro, evel ma n’eo ket gouest hiziv an Emsav da reiñ labour d’ar Vrezhoned war o douar, na zoken da ziskouez d’an danvez politikerion penaos seveniñ o galvidigezh en ur framm brezhon.

A-dreñv da WESKLIN hag o tisplegañ e emzalc’h, ma n’eo ket ouzh e zigareziñ, emañ an diouer-se a emskiant politikel resis a gaver a-hed ar c’hantvedoù diwezhañ e Breizh.

A-dreñv da bep galvidigezh, zoken a-dreñv d’ar c’halvidigezh soudardel ez eus bepred ur c’hoant da seveniñ e vuhez dre stourm evit un uhelvennad.

Pa n’eo ket gouest ar veizourion nag ar gefridiaded vroadel da ziorren en un doare emskiantek un uhelvennad politikel ez eo ret mat d’ar re a zo galvet da vicher an armoù seveniñ o buhez a-hend-all. Enebet e vo ez eo diaes klask labour atav d’ar re en em sant danvez soudarded.

Aes eo respont n’eus ket muioc’h a c’halvidigezhioù soudardel en ur vro en he rezid eget war an tachennoù all, ha ne c’haller e nep doare kemer evit soudarded wirion, da lavarout eo tud a laka o buhez en arvar evit ar reizhded, ar bagadoù-tud trec’het kaset d’al lazhadegoù impalaerel.

Kalzik tud e Breizh a oar bremañ ez eus ur gudenn a reizhded vroadel da ziskoulmañ amañ, hag en em santout a reont galvet da lakaat o buhez en arvar diouzh ret evit ar stourm-se.

Kement-se zo ur c’halvedigezh ken gwirion hag hini an arzour, ar mezeg, ar c’helenner pe ar beleg lakaomp, hogen ne c’hell bezañ sevenet nemet e stern un aozadur politikel hollek barrek da reiñ ur ster hag ur framm da bep emgann rannel. Pezh a zo da damall n’eo ket da gentañ ar soudarded o klask gopr, met ar mennadoù politikel hag ar renerion bolitikel hon eus dioueret betek ar c’hantved-mañ.

Klozadur.

A-hed an Dugelezh n’eo ket deuet Breizh a-benn da neveziñ dre ziouer a bolitikerezh diazez. Neuze n’eo ket bet adsavet ar vro evit gwir na suraet an dazont en ur frammañ ur gevredigezh unvan. Bevet he deus Breizh tro-ha-tro dindan skor ar Saozon ha hini ar C’hallaoued.

O c’hoari evel-se eus an eil tu d’egile eo deuet ar vro a-benn da loveal etre dañjerioù an Istor ha d’en em ziwall diouzh meur a beñse. Padet eo pell a-walc’h, betek m’eo c’hoarvezet ar pezh a zlee c’hoarvezout deiz pe zeiz gant ar vatimant kozh : bezañ kaset d’ar strad gant ur barr-amzer un tammig kreñvoc’h eget ar re all. Emsav 11 Du 1967

« Evit klozañ e lavarin emaomp pell c’hoazh diouzh anavezout istor gwirion ar vro-mañ. Ar studioù istorel e galleg zo aet da get er Skol-Veur hag an Emsav brezhonek en deus kresket evit lod en ur ankounac’haat istor Breizh.

Un arouez a yec’hed eo gwelout er bloavezhioù-mañ niver ar pennadoù gouestlet da studi an Istor o paotaat e brezhoneg. Diouzh ar studioù-se e savo e Breizh ur spered politikel nevez gouest da ziorren an Emsav ha da gas anezhañ d’an trec’h. »

Gwilherm DUBOURG, Isdiorreadur hag Istor, displeget er

Gendael war an Isdiorreadur, Roazhon 1966, Preder 84-85/25.

______________________________________________________________________________________________________

Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.