PERAK DEVEZHIOU STUDI POLITIKEL ?

Er bloaz-mañ he deus Emsav aozet daou rummad devezhioù studi politikel.

Pal an devezhioù-se n’eo ket disheñvel diouzh pal Emsav hec’h-unan, nemet e kasont un tammig pelloc’h war an hent.

Lennerion Emsav zo tud stummet e brezhoneg pe o tegemerout ur stummadur e brezhoneg ; tud int ouzhpenn an darnvuiañ anezho o labourat en aozadurioù an Emsav. Dre ar c’hentelioù a heuliont, dre ar c’hefridioù a sevenont e renont ur vuhez kevredigezhel ha micherel en Emsav, da lavarout eo en un egin a framm brezhon.

An egin-se a framm brezhon avat n’eo ket a-walc’h dezhañ bezout, na kaout tud o kemer perzh ennañ : kreñvaat a rank ober, en em astenn, argas ar framm gall eus ar vro. N’eo ket a-walc’h enta d’an emsaverion bevañ en Emsav, ret eo dezho bleniañ an Emsav, ma kresko, ma teuio da vezañ Emsav ar bobl a-bezh, ma skarzho an dalc’herezh estren a zo o vougañ Breizh.

Ne dalvez ket ar boan lavarout ez eo bleniañ an Emsav ar pouezusañ embregerezh a zo evit an emsaverion, an hini ma tleer kevreizhañ an holl re all dioutañ. Krog gantañ emañ Emsav. Emsav avat n’eo betek-henn nemet ur gelaouenn, o tizhout dre-se an dud a-hiniennoù ; ar bodad tud a ra war he zro n’eo ket ur strollad politikel ; diouti avat e tiwano ur strollad-bleniañ d’an Emsav.

Ha setu abeg kentañ an devezhioù studi politikel : ar gentañ pazenn int war-du amparidigezh ur strollad-bleniañ politikel. E gerioù all, kentañ pazenn war-du politikaat ar gevredigezh e Breizh eo kevredikaat ar politikerezh en Emsav, dre vodañ danvez politikerion.

Pep emsaver, ha pa ve e dachenn-labour al lennegezh, ar c’helenn, pe ar ouezoniezh, a dle bezañ ivez ur politiker, da lavarout eo bezañ mennet, n’eo ket hepken da c’hounit douaroù an Emsav, met da gas bepred pelloc’h an harzoù anezho. Lezenn ret eo d’an holl en ur vro kemer an armoù pa vez ar vro en arvar ; seul retoc’h al lezenn pa n’eus c’hoazh eus ar vro nemet un emsav-dieubiñ.

An dud yaouank a zeu d’an Emsav dre an hent boas, da lavarout eo dre heuliañ kentelioù brezhoneg ha kemer perzh e labourioù pleustrek an aozadurioù emsavel, a c’hounez dre an hent-se un anaoudegezh wirion eus an Emsav, – un anaoudegezh korfel, dre ar boan hag an dudioù pemdeziek.

Teñval e chom avat e meur a zoare an anaoudegezh-se, dangorel ; ren a ra enno muioc’h eget na renont warni. Dav eo, evit bezañ emsaverion da vat, dont da ren warni, he ferc’hennañ, he zreiñ en un anaoudegezh sklaer, en ur ger hec’h ergorelaat.

Gant ar gelaouenn Emsav ivez eo bet sammet seurt kefridi heñchañ an ergorelaat.

Hogen anaout an Emsav ent-ergorel zo e anaout evel Istor . A-walc’h e ve neuze furchal er studiennoù istorel niverus war Vreizh embannet abaoe an eil brezel-bed evit anaout Istor an Emsav ?

Diwallomp diouzh an istorourion-se a zo bepred mall ganto klozañ Istor an Emsav hag ober anezhañ ur prantad lec’hel eus Istor Frañs. Istor an Emsav ne ra nemet kregiñ. Ar C’hallaoued hag al ledemsavioù ne c’hellont ket henn kompren, peogwir o deus divizet a priori e oa ar vro-mañ dre anien un tamm eus Frañs ; dre-se evito ne c’hell an Emsav nemet bezañ un darvoud diavaez : n’int ket evit displegañ perak e teu en-dro da bep remziad hag e rankont ijinañ bep taol un deus ex machina nevez, ar veleion, Hitler, ar gomunourion, h.a.

Er mare-mañ end-eeun ez eus strizhveizerion rannvroüs, re SERANT, LAFONT, h.a., o tezennañ war hor remziad-ni. Dic’hallus eo d’ar C’hallaoued meizañ ez eo an hevelep Emsav a zo o kreskiñ a remziad da remziad, o sankañ e wrizioù en Istor ar vro, o tont fraezh-ouzh-fraezh dezhañ e hent hag e bal, hag a zo o vont da ziflukañ dre ar vro a-bezh evel un tantad na vint ket muioc’h evit kompren eget ma vint evit herzel outañ.

Diskouezet hon eus penaos ez eo an Emsav unan en amzer ; penaos e chom start ha bev-mat dindan ar pezh a reomp-ni kement a zo bet diazezet gant ar remziadoù kent, hag ar pezh a oa kollet, war a greded, er reuzioù hag en drouziwezh. Krog eo an Emsav da gaout un dremm resis ha digemmesk e-keñver an elfennoù n’int ket anezhañ. Aze he deus Emsav c’hoariet he roll : lakaat e lavar resis sevenadennoù an Emsav adalek e benn-kentañ.

Eviti da vezañ en un doare dastumerez an tremened n’eo ket Emsav ur gelaouenn a hanezouriezh : n’eo ket ur mirdi met ul loc’hvan, ar vaezienn ma c’hronner nerzhoù speredel an Emsav evit an argad.

Emsav ned eo ket klok drezi hec’h-unan. N’eo ket peogwir e vankfe dezhi an addisplegadurioù lennegel pe, er c’hontrol, ar peurzisplegadurioù prederel a garfe lennerion ’zo kavout enni. Diglok eo hepken peogwir ez eus anezhi luskad kentañ un ober politikel war an dachenn. Un arouez fall e ve mar kavfe lennerion Emsav o gwalc’h gant danvez ar gelaouenn. Graet eo, en enep, da enaouiñ enno an nec’hamant, an distabilder a ren e derou pep krouidigezh.

Ar gammed kentañ diwar al loc’hvan eo end-eeun an devezhioù studi politikel. Displegañ a reomp.

Al labour a zo dirazomp zo fraezh ha dispis war un dro. Fraezh eo peogwir e c’hellomp e dermenañ resis, evel-henn : krouiñ ur gevredigezh vrezhon nevez en he framm stadel. Dispis eo peogwir n’omp ket evit anaout dre ar munud kement doare a vo d’ar gevredigezh-se.

Faltaziañ a c’hallfemp evel just ; met faltaziañ n’eo nag anaout na krouiñ. Hag e gwir, anaout ha krouiñ zo daou ober nes-tre an eil d’egile war hent an Emsav : bep ma’z a war-raok, e rank an Emsav dibab, ha dre e zibaboù e ro furm d’ar bed nevez ma tosta outañ.

Labourat a reomp enta war wrimenn an islonk, evel saverion ur pont. Da lavarout eo ez eus evidomp tachennoù diogel hag ec’honennoù digor c’hoazh.

En un doare ez eo tremened an Emsav a zo diogel ; hogen n’eo ket dik henn lavarout en doare-se. Ar pezh a zo diogel ez eo ar pezh a voe diazezet gant an Emsav tremenet hag a chom un diazez evit bremañ hag an dazont ; e lec’h all hon eus anvet an diazez-se un endoniad bev pe ur bonveziad , – kevala istorek a c’haller ober outañ ivez.

Ar yezh unvan da skouer, bet peurc’hraet gant ar remziad kent, a zo hag a vo bepred unan eus diazezoù diogelañ an Emsav. Tra an tremened ha tra an dazont kenkoulz-all ez eo, lodenn eus ar c’hevala istorek perc’hennet gant neb a zeu d’an Emsav.

Arabat e ve bezañ touellet gant an turmudoù a-c’horre. Brasañ ha diogelañ pinvidigezh Vreizh eo hec’h Emsav. Brasañ ha diogelañ talvoudoù a c’hell piaouañ ur Brezhon eo ar c’hevala istorek roet dezhañ gant an Emsav. Er-maez eus an diazez-se n’eus ober ebet evit padout er vro-mañ.

Ar gelaouenn Emsav, an devezhioù studi politikel o deus da roll aesaat d’an danvez emsaverion perc’hennañ kevala istorek an Emsav, ar pezh hon eus anvet e lec’h all : gwriziennañ en Emsav .

Ur gefridi ouzhpenn o deus an devezhioù studi politikel. An Emsav n’eo ket un nerzh-hud a raio pep tra e-lec’h an emsaverion o-unan ; n’eo ket un tren hor c’haso kousket betek ar Stad Vrezhon. Un diazez hepken eo, hag unan digor, diglok, ur pont diechu hon eus da beursevel anez kouezhañ en islonk. E gemer a zleomp da ziazez hor buhezioù ha goude-se en em zibab war an dachenn.

N’eo ket war bajennoù Emsav e kavimp an disentezioù politikel dibar hor bo da gemer, met er pri pemdeziek ma rankimp patouilhañ. Roll an devezhioù studi zo dres hor skoazellañ da dremen eus hor preder politikel hiniennel, levrek, d’ur preder politikel a-stroll, pleustrek.

Dre an devezhioù studi politikel e teu an danvez emsaver da glokaat e anaoudegezh eus ar yezh, da ergorelaat e anaoudegezh eus an Emsav, da anaout ivez an donezonoù en deus evit ar vicher bolitikel, ha da brientiñ kig-hag-eskern ar strollad-bleniañ a zisoc’ho eus prantad kentañ Emsav. Emsav 11.

« Da glozañ e lavarin hon eus da ziwall diouzh ar soñj e vo saveteet Breizh dre zegouezh, gant tud o dije strivet davit ur finvez all, hag int eneberion d’an hevelep stad a draoù ma enebomp outi. Saveteet e vo Breizh gant ar re o devo en em savet er stadelezh vreizhat. Ne vo e Breizh da gaout ar stadelezh vreizhat nemet ar re he savo a-benn-kefridi en o buhez, en o ziegezh, en o c’hevredigezh, e kement tra a zo en o c’herz. Ar re a gomz eus difenn un dra bennak n’int nemet touellerion. N’eus netra da zifenn e Breizh evit difennerion. Savomp da gentañ ur c’horf da Vreizh, ha gouest e vo ar c’horf-se d’en em zifenn e-unan. »

ABANNA, Broad ha Stad, displeget e K.E.A.V. 1962, embannet gant Ar Vro 17/26.

 ______________________________________________________________________________________________________

Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.