UNVANIEZH AN EMSAV

En hañv tremenet ez eus deuet er-maez, dre aked Skol-Veur Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, daou skrid, unan e galleg graet Charte Minimale Bretonne anezhañ, unan all, troidigezh vrezhonek egile, anvet Lizer diazez Unvaniez ar Strolladou hag ar C’helaouennou breizek.

« Un dasson estlammus » en defe bet ar skrid gallek er skingomz hag er c’hazetennoù gall. Talvoudus e ve, a lavarer dimp, seurt bouilhadoù moged taolet ouzh fri ar C’hallaoued. Sinadegoù ar Fondation Culturelle Bretonne Emgleo Breiz, levrioù evel Complots pour une République Bretonne , ma ne gasont ket da wall bell, a dennfe bepred da c’harchenniñ nervennoù ar Frañsizion.

E-se e tlefemp gwelout er Charte Minimale ur rakskeudenn eus ar pleustradur dispac’hel a zo anezhañ breinañ emfiziañs an enebour, – ur rakskeudenn hepken, rak al labour disfonterezh-se ne c’hell kregiñ da vat nemet gant ar brezel dispac’hel e-unan.

Petore rakskeudenn ? en em c’houlenn a reomp, rak mar’d eo ar Charte Minimale amoedigezh rik diouzh ar savboent brezhon, ez eo ken amoet-all diouzh ar savboent gall.

He fal zo

a) goulenn ma vo anavezet da bep Breizhad un « nationalité bretonne » en tu all d’e « citoyenneté française », rak, emezi, Breizh zo un « nation » e framm ar Stad C’hall ;

b) goulenn digant ar Stad C’hall ma vo kelennet ar brezhoneg hag Istor Breizh e skolioù Breizh, ha ma vo fiziet e « services départementaux de l’Education Nationale et de la Jeunesse et des Sports » ar garg da virout ha da vevaat ar stuzegezh henvoazel e Breizh ;

k) goulenn ma vo krouet un « Assemblée Régionale », ur « Conseil Economique et Social Régional », un « Exécutif Régional, assisté par un commissaire Régional du Gouvernement ».

Displegañ a reer dimp ivez e fell da aozerion ar Charte Minimale bezañ pleustrek, ha goulenn « ar pep retañ ». « Ar pep retañ »-se avat zo anezhañ lakaat ar C’hallaoued da zianzav 500 vloaz eus o Istor ha 700 bloaz eus o hengoun broadel.

Ar goulenn dister zo na mui na maes pediñ ar Frañsizion da zispenn maen-sol « unan ha dirannadus » o Republik. Pa ouzomp ar priz paeet gant an F.L.N. aljerian evit ur goulenn kalz disteroc’h, bezomp dinec’h e roio gouarnamant Paris e skouarn d’ar « représentants des groupements et de la presse bretonne » pedet da sinañ ar Charte Minimale.

Hag evit lavarout gwir, un druez e ve, rak reiñ dezho o goulenn a ve kenkoulz ha pilat un dervenn vilvloaziek evit difoupañ un neizh, hag un neizh goullo war ar marc’had.

Faltaziomp, e-pad ur vunutenn, en o defe hor « représentants » freuzet ar Stad C’hall a-vremañ, – rak petra a c’houlennont ma n’eo ket freuzidigezh an unded-se a zo frouezh kantvedel an holl riezoù gall abaoe PHILIPPE LE BEL ; lakaomp en o defe kempennet en he lec’h ur Stad C’hall nevez hervez o c’halon, liesrannvroadel, kevreadel ha ni ’oar. En ur asantiñ da veli ar Stad-se, ez asantfent en a-raok da gement diviz kemeret ganti evit diogeliñ he fadelezh.

Dav e ve neuze d’ar Stad nevez bezañ ur vargodenn etre o daouarn evit lezel un eurvezh da dremen hep diferañ e chom ar galleg yezh-Stad nemeti war he ziriegezh.

Ar skrid brezhonek o tegouezhout miz war-lerc’h an hini gallek a ziskouezas ne oa ket hepken ober trouz er c’hazetennoù gall e oa mennad ar Charte Minimale. Evit unvaniñ « ar Vretoned anavezet mat dre o menoziou breizek » an hini e oa, hag o lakaat a-zevri da gas ar goulenn dister dirak ar gouarnamant gall.

Pep hini ac’hanomp a c’hell faziañ. Hag en un doare emañ an Emsav aze evit skorañ ar faziad da adkavout e hent. Skorañ ar re a ra goap anezhañ avat ne c’hell ket ober.

Evel-henn e teraou skrid brezhonek ar Charte Minimale : « Implijet eo bet ar skrivadur K.L.T. () Pedi a reomp dalc’hidi ar skrivadur-mañ-skrivadur d’hon digarezi ha da gompren ar soursi da unani ar youlou ».

A-hed ur c’hantved hanter e stourmas an emsaverion da ziazezañ ar yezh unvan ; dont a reas an trec’h ganto e 1941. Ur maen-sol eo hiziv an trec’h-se d’an Emsav-dieubiñ, evel ma vo ur maen-sol d’ar Stad da zont. Kement a denn da arvariñ ar yezh-Stad zo da vezañ barnet evel ur gwalldaol ouzh an Emsav, hag un dlead eo diskar an enebouriezh-se evel ar re all.

Eil diazez an Emsav eo al labour renet abaoe seikont vloaz evit krouiñ ur gevredigezh vrezhon nevez frammet en ur Stad Vrezhon emveliek. An Emsav, pa’z eo e gefridi dispenn ar Stad C’hall e Breizh, en defe kenkoulz-all da zispenn nep « Galloud-oberier rannvroadel () skoazellet gant un Dileuriad Rannvroadel eus ar Gouarnamant » gall, evel ma tispenn an touell ez eo « Breiz () ur vroadelez e framm ar Stad c’hall ».

Techet eo emsaverion ’zo da wallegañ tezennoù evel re ar Charte Minimale. Evito, ouzhpenn ma talvezont da hegasiñ ar C’hallaoued, e vent dinoaz peogwir ez int amoet ha ne c’hellont neuze kaout levezon ebet war an dud.

Ankouaat a reont e c’hell an den dinoasañ, an dezenn diskiantañ bezañ un arm dañjerus etre daouarn un enebour akuit. Ledemsavioù a vo betek fin an dispac’h hag argollusoc’h e vint bep ma tostaio an disoc’h. Setu perak ez eo er c’hontrol pouezus-bras argas hep skuizhañ ar mennozioù faos, zoken ar re sotañ, a red e Breizh.

Talbenn skrid brezhonek ar Charte Minimale a denn an evezh. Un arguzenn a dalvez e Breizh da c’holeiñ ar mezhusañ kiladennoù eo hini an unvaniezh. Diegi hor bez evidomp oc’h ober anv eus an unvaniezh, – heuget ma’z omp gant an huanadoù-jostram a laosker dezhi en-dro deomp, – ha dreist-holl peogwir ne glaskomp ket war he lerc’h, dre an abeg ma ren en hon touez. Met n’eo ket re abred lakaat ar skiant prenet gant an Emsav da splannañ war an dachenn deñval-se.

Petra eo an unvaniezh ? Moarvat e kompren an holl ez eo disoc’h ul labour unvaniñ. Hogen nebeud a gompren ez eo al labour unvaniñ un embregerezh hirdermen, o c’houlenn dekvloaziadoù, kantvedoù a-wechoù, da zont gant e bal ; un diri serzh eo e gwir a graper pazenn ha pazenn diwar-bouez emgannoù didruez.

Istor un unvanidigezh eo end-eeun Istor an Emsav. Unvanidigezh un ober, ha da gentañ unvanidigezh ul lavar.

Meur a bazenn a voe en unvanidigezh al lavar e Breizh. Da gentañ e voe unvanet benveg ha tachenn al lavar brezhon, ar brezhoneg . Ar bazenn-se avat, eviti da vezañ unan diziouerus, ne voe nemet ar bazenn gentañ, – ne vije ket bet anezhi ma ne vije ket bet stegnet an Emsav abaoe an derou etrezek kalz pelloc’h ha kalz muioc’h egeti.

An eil pazenn en unvanidigezh al lavar e Breizh zo lakaat an Emsav e-unan e stumm ur c’horf kempoell a lavar sklaer. An ober tremenet, evit menel bev ha kaout e lec’h en ober-bremañ, a rank bezañ ergorelaet , da lavarout eo lakaet e stumm un teskad a anaoudegezhioù eeun ha poellet-start, euvret distroñs gant ar meizerezh.

War ar bazenn-mañ e labour ar gelaouenn Emsav. Kefridi gentañ Emsav eo dastum kement a zo bet diazezet gant an Emsav, ha displegañ an endoniad-se el lavar unvan, resis ha kenurzhiet a zo ivez frouezh an Emsav.

Derou an dispac’h eo krouiñ ul lavar nevez. Dre grouiñ ul lavar nevez en deus an Emsav digoret un egor speredel a zo hini ur bed nevez . En egor-se e kav hiviziken kement a zo e Breizh ul lec’h hag ur ster fraezh e-keñver Istor ar vro.

Rak n’eus un Istor Breizh en hor c’hantved nemet dre an Emsav hag ahelet gantañ. Roll an Emsav, war eil pazenn unvanidigezh al lavar, eo savlec’hiañ pep darvoud ha pep ober en egor istorek en deus daskoret d’ar vro, – da lavarout eo reiñ d’ar bed e ster istorek brezhon.

Ar bazenn da heul eo unvaniñ an ober. N’eus nemet ul lavar unvan a zo evit genel un ober unvan. Ur strollad tud bodet gant al lavar unvan nemetken a c’hell ren ur politikerezh unvan. Ar pezh a reont, evel ar pezh o deus graet en tremened, zo etrezo e stumm ur yezh fraezh, yezh o c’henlabour hag o c’hendaeloù.

E piaou emaint d’al lavar istorek a ro dezho an tu da eren gant rat o oberoù hag an darvoudoù evel ma ereer goulennoù ha respontoù ur c’hendiviz. Poell al lavar emsavel a vo adkavet evel poell an ober emsavel, – an hini nemetañ gouest da bareañ pobl Vreizh eus he mudelezh istorek .

Pazenn diwezhañ-holl eo an ober unvan, rak petra eo ar Stad anez an ober unvan e-unan. Kefridi ar Stad zo unvaniñ ar vroad, unvaniñ an dud.

Setu perak ez eo ur sorc’henn soñjal unvaniñ an dud a-raok ma vo ur Stad.

Emañ bremañ an Emsav o peurunvaniñ e lavar istorek, da lavarout eo o reiñ d’an emsaverion ar galloud da gempoellañ o oberoù gant an Istor, da veizañ o oberoù evel darvoudoù Istor Breizh, d’en em zieubiñ diouzh al lunedoù gall a zoug Breizhiz war o fri.

Unvanet eo bet ar yezh. Emeur oc’h unvaniñ al lavar hag ar meiz politikel.

Dre-se, mirout an unvaniezh hiziv zo mirout er strollad an dud unvan a spered, – ar re hepken a asant deskiñ al lavar unvan ha ren an ober unvan, – ha disteurel ar re all dizamant-kaer.

E nep doare ned eo mirout ar poentoù dister m’en em gavfe unvan warno an engroez, ha pa ve an engroez graet gant muioc’h eget an dornadig eus renerion gazetennoù an Emsav hag al ledemsavioù.Emsav 11 Du 1967.

« Daoust d’ar pezh a gred darn n’eo ket ar vroadelouriezh hepken ur stumm-spered a lakfe ac’hanomp da garout Breizh evel hor bro nemeti rak neuze evel just e kavfed meur a vroadelour e-touez ar rannvroelourion.

N’eus e-touez ar rannvroelourion den ebet – nemet aet e belbi e ve-evit magañ an disterañ karantez evit Bro-C’hall evel e vro dezhañ : ne reont nemet ober van da vezañ leal outi. Hogen ar pezh a ziforc’h ar rannvroelourion diouzh ar vroadelourion eo ur gudenn a bolitikerezh.

“Kempennourion” eo ar rannvroelourion, da lavarout eo e kav dezho e c’haller kempenn ar sistem gall e seurt doare ma vo gallet saveteiñ yezh ha broadelezh Vreizh. Degemer ar sistem politikel gall avat a dalv ivez, siwazh, degemer an talvoudoù broadel anezhañ, da lavarout eo an unded c’hall, an unyezhañ gallek hag a zo e diazez ar sistem-se.

Setu ez int degaset da zilezel o mennozioù donañ hep gouzout dezho hag a-nebeudoù, da c’hoari roll ar gall mat hag a zislavar o bezoud a Vrezhoned. Rak penaos kempenn ur benveg savet e sell d’un implij kontrol d’an hini a garfed tennañ dioutañ ?

Ar Stad C’hall a zo bet savet a-benn distrujañ ar broadelezhioù nanngall a zo endalc’het enni ha kontañ a reer deomp ez eus tu d’ober ganti evit adsevel hor broadelezh. Kement-se n’eo nemet touell ha follentez.

Ar “c’hempennerezh” a zo diazezet ivez war ar c’henlabour gant ar pennadurezhioù a zo karget da gas da benn ar politikerezh kontrol d’hon hini. Petra a c’hoarvez enta ? Evit kaout ar peoc’h e asanto ar pennadurezhioù-se d’un nebeut aotreadennoù e stern ar sistem.

An aotreadennoù-se n’o deus ket da bal diskoulmañ ar gudenn ha na c’hell bezañ diskoulmet nemet e stern ur Stad vroadel hogen lakaat da devel ar glemmerion en ur enframmañ anezho er sistem a labour a-enep d’o uhelvennad.

Savet e vo evel-se strolloù-kuzuliañ, strolloù-studiañ hag ensavadurioù a bep seurt a bourchaso ivez a bep seurt plasoù mat ha gounidus d’an dorrerion-reor-se (gant resped deoc’h) ha serret e vo o genou kerkent.

Bezomp sirius : forzh penaos e vo kontrollet strizh an holl gomiteoù-se gant ar Stad vac’hom ha dic’halloud e vint a-grenn. Enorioù ha goproù a vo profet d’ar genlabourerion hag adal ar c’houlz-se ne vint ket mui dieub. Ha kaer o devo ober, ar re yaouank a yelo da heul ar re-se a gollo o amzer hag o foan.

Youenn OLIER, Unvaniezh an Emsav, Ar Vro 10/19, 1961.

 ______________________________________________________________________________________________________

Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.