NOTENNOU ARMERZHEL (1)
 
 
 

Unan eus tachennoù ar politikerezh eo an armerzh. Studi an armerzh avat zo ur studi skiantel, ur ouezoniezh ; ne c’heller ket kregiñ ganti hep bezañ displeget an termenoù diazez anezhi, da lavarout eo ar meizadoù a dalvez dezhi da vinvioù-labour.

Da gentañ an termen armerzh e-unan. An armerzh zo kement a c’hoarvez gant ar madoù, madoù an dud, madoù ar broioù, an diwanañ anezho, an ober ganto, o distruj, an darempredoù skoulmet drezo etre an dud, h.a.

Kemeromp ar gwinizh da skouer. Ar gwinizh a vez hadet, eostet, dornet gant al labourerion-douar. An holl oberioù-se a renker dindan an anv : ar c’henderc’h ; kenderc’h ar gwinizh, kenderc’hañ gwinizh ; un atant kenderc’her gwinizh ; Kanada zo unan eus brasañ kenderc’herion gwinizh ar bed ; kenderc’had Kanada zo bet 15 milion t e 1963. En hevelep doare e komzer eus kenderc’h ar glaou, kenderc’h ar c’hirri-tan, kenderc’h an tredan, h.a.

Ar madoù kenderc’het a vez lakaet da dalvezout. Reoù’zo ne c’hellont talvezout nemet dre vezañ distrujet, ar boued da skouer : o beveziñ a reer. An distrujadur-se a reer ar bevezerezh anezhañ. Bevezerion ar gwinizh eo an dud a zebr bara ha kement boued tennet eus an ed-se.

Diouzh ar c’heñverioù a zo etrezo hag ar c’henderc’hañ hag ar beveziñ, e ranner ar madoù e madoù-kenderc’hañ, da skouer an douar ma vez gounezet ar gwinizh, ar greanti ma vez kenderc’het an tredan, hag e madoù-beveziñ, evel ar gwinizh, an tredan ; komz a reer ivez eus madoù-aveiñ, eleze an ardivinkoù, an aozadurioù a zeu da glokaat ar madoù-kenderc’hañ (an ijinennoù labour-douar da skouer). pe ar madoù beveziñ (al linennoù-tredan).

Un tremen a zo eus ar c’henderc’hañ d’ar beveziñ. Ar gwinizh ne vezont ket bevezet war al lec’h m’o c’henderc’her na gant ar re o c’henderc’h. An tremen-se, eus daouarn ar genderc’herion da zaouarn ar vevezerion, a reer anezhañ dasparzhañ ar madoù. Dasparzh ar madoù a gomprener gant daou ster : a) an tremen anezho eus tud ’zo da dud all, an dud-se o vezañ kenderc’herion, bevezerion pe hantererion etre an daou rumm-se, pe c’hoazh perc’henned pe get war ar madoù ; b) an doare m’emañ rannet ar madoù en ur mare roet, al lec’hioù ma emaint, an dud m’emaint en o c’herz, h.a. Ar ster a gemeromp amañ eo ar ster a), a verk un ober (ha n’eo ket ur stad evel ar ster b).

E-ser an dasparzhañ-madoù e vez renet eskemmoù. Ar gounideg a werzh e winizh. Ar vestrez-ti a bren bara. Etre an daou ez eus tremen. An tremen-se a c’heller gwelout diouzh daou zoare : a) ar gwinizh a vez treuzfurmet e bleud da gentañ gant ar miliner, e bara goude-se gant ar pober ; b) ar gwinizh a vez prenet ha gwerzhet meur a wezh en ur vont eus an atant ma vezont eostet d’an ti ma vez debret ar bara. An doare-gwelout a) zo hini ar c’halvezerezh ; an doare b) zo hini an armarzh. Ar maladur hag ar baraadur zo anezho darvoudoù kalvezel eus tremen ar gwinizh ; ar gwerzhañ hag ar prenañ zo anezho darvoudoù armerzhel o zremen eus ar c’henderc’her d’ar bevezer.

An eskemmoù prenañ-gwerzhañ a reer anezho ar c’henwerzh. Komz a reer eus kenwerzh ar gwinizh ; komz a reer ivez eus kenwerzh-diabarzh ha kenwerzh-diavaez ur vro, hervez ma seller ouzh an eskemmoù graet gant tud pe kevredadoù ar vro se etrezo, pe etre kevreadoù ar vro-se ha kevredadoù ar broioù all.

Emañ ar c’henwerzh e dalc’h daou ezhomm : an ezhomm-gwerzhañ (ur wech eostet e winizh, e rank ar gounideg o gwerzhañ), an ezhomm-prenañ, pe, evel ma lavarer c’hoazh, ar c’hinnig hag ar goulenn. An daou ezhomm-se, o c’hoari an eil a-dal d’egile, an eil war egile, a reer anezho an nevid. Komz a reer eus nevid ar gwinizh, nevid ar gloan, h.a. Komz a reer ivez eus nevid ur vro, eleze kement kinnig ha goulenn a zeu a-berzh kenderc’herion ha bevezerion ar vro-se.

An armerzh enta zo anezhañ kement a sell ouzh kenderc’hañ, dasparzhañ, beveziñ ar madoù. Evit reiñ un termenadur eeunoc’h : armerzh ur vro zo an doare ma tenn ar vro-se he mad eus he finvidigezhioù.

Studi skiantel an armerzh, gouezoniezh an armerzh, a reer armerzhouriezh anezhi. An armerzhouriezh zo ur studi, hogen ivez un ober : ouzhpenn studiañ doareoù an armerzh evel m’emaint, e studi ivez an doareoù d’o gwellaat ha pleustriñ a ra d’o gwellaat war an dachenn.

An den a studi an armerzh, a ra war-dro armerzhouriezh, a reer un armerzhour anezhañ.

Pep gouezoniezh a studi tuioù ’zo eus an traoù ; da skouer, an armerzhouriezh a studi buhez an dud, ar broioù, en he c’heñver gant ar madoù, ar pinvidigezhioù. An tuioù gwiriadus eus an traoù studiet a reer anezho devoudoù. Da skouer, kresk ar c’henderc’h tredan a c’haller gwiriañ en holl vroioù ar bed, zo un devoud armerzhel eus hon amzer ; ar perzh bras en deus ar c’henwerzh en armerzh an Izelvroioù zo ivez un devoud studiet gant an armerzhourion.

Er yezh voutin, diresis, e vez graet gant un nebeut gerioù all evit menegiñ an armerzh : « espernouriezh », « arboellerezh », « ekonomiezh », h.a. Ar yezh resis, evel just, ne c’hell ket degemerout ar gerioù-se, da nebeutañ o reiñ dezho an hevelep ster. Arboellañ zo lakaat arc’hant, madoù, h.a., a-gostez e sell eus an dazoned. An arboelladoù eo ar pezh a lakaer a-gostez evel-se. An espern a vez graet ivez eus an arc’hant arboellet.Emsav 1. Genver 1967.

______________________________________________________________________________________________________

Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.

Notennoù armerzhel (2)

NOTENNOU ARMERZHEL (2)

Div rann bennañ an armerzh, pa seller ouzh ar c’henderc’h, eo ar gounezerezh hag ar greanterezh.

Ar gounezerezh, pe gounit-douar pe labour-douar, zo anezhañ ar c’henderc’hañ plant ha loened plantdebrer. Ar c’henderc’hañ loened a vez anvet c’hoazh magerezh, magañ chatal. Un den o ren gounezerezh a reer anezhañ ur gounideg, pe ul labourer douar, pe, dibaotoc’h, ur gounezer-douar, ur gounezer ; pa vez e penn un embregerezh distag, en en anver un tieg. Un embregerezh labour-douar zo un atant ; un atant renet gant un tieg zo un tiegezh ; ren un tiegezh zo tiekaat.

Madoù-kenderc’hañ ar gounezerezh zo : a) an douaroù hag an adeiladoù tiez-annez, tiadurioù-korvoiñ b) ar chatal, a dalvez d’ar bevezerezh, met ivez d’ar c’henderc’h k) an ardivinkoù. Al lodenn eus an douar a dalvez d’ar gounezerezh eo ar gwiskad-gorre, a reer anezhañ gwiskad aradus pe atil.

Daou zoare pennañ da lakaat an douar da dalvezout, – pezh a lavarer c’hoazh : da drevekaat an atiloù, – zo anezho : a) ar gounezerezh askoridik, a glask tennañ ar muiañ frouezh diouzh ar bihanañ gorread douar ; b) ar gounezerezh astennidik, a glask trevekaat ar brasañ gorread gant ar bihanañ labour.

E broioù ’zo ez eneber daou zoare gounezerezh : unan henvoazel, oc’h ober gant doareoù-gounit a c’hiz kozh, eleze hep kalz ardivinkoù, hep temzoù kimiek, en ur ger hep tennañ e vad eus araokadennoù ar ouezoniezh ; unan arnevez, o klask gwellaat bepred e zoareoù-labourat dre ober gant ijinennoù niverus, temzoù kimiek, o c’houlenn o skoazell digant an dud a ouezoniezh hag ar galvezourion.

Ar plant gounezet, – ar gounezadurioù, – a c’hell talvezout d’ar bevañs : plant-bevañs, pe c’hounezadurioù bouedel, pe d’ober gwiadoù : gounezadurioù gwiadel. Kenderc’hadoù gounezel ’zo ne vezont bevezet nemet goude bezañ bet treuzfurmet en ur greanti : an darnvuiañ eus ar gounezadurioù gwiadel, lod eus ar gounezadurioù bouedel (ar boetrabez-sukr da skouer) ; komz a reer neuze eus gounezadurioù greantel.

An askorad zo an dregantad a verk ar c’hementad kenderc’het dre hektar bep bloaz ; lavarout a reer da skouer e sav askorad ar riz e Japan da 5 tonen dre hektar.

Hervez ar broioù e vez rannet an douar-atil e meur a zoare e-keñver perc’henniezh. Ar stad m’emañ dasparzh an douaroù etre o ferc’henned hag o labourerion a anver aoz ar glad. Kemmañ aoz ar glad a vez lavaret ober adaoz ar glad. Daou zoare bras ez eus da aoz ar glad : ar berc’hentiezh Stad, ar berc’hentiezh prevez.

1. Er berc’hentiezh-Stad emañ an douaroù e perc’hentiezh ar Stad ha lakaet ganti e kerz ar c’hounideion. Ar reizhiad-se anvet kengladegezh eo a ren en U.R.S.S. da skouer : 500 gounideg da nebeutañ zo bodet en un atant bras anvet kevelouri (rusianeg : kolc’hoz) ; en o c’herz etre 1 000 ha 8 000 hektar ; etrezo emañ boutin an douar, an ardivinkoù, ar chatal, ar c’henderc’hadoù.

2. Er berc’hentiezh prevez ez eo an douaroù da berc’henned prevez (tud pe gevredadoù) o gounez o-unan (korvoiñ dihanterat) pe o ro e feurm (korvoiñ hanterat).

2.1. Ar c’horvoiñ dihanterat a ren e meur a vro : Danmark, Alamagn (87,5 % eus an douaroù), Italia, Frañs, Stadoù-Unanet (64 % eus an douaroù) ; an atantoù a vez bihan peurliesañ hag oc’h embreger ar gounezerezh askoridik. Ar c’horvoiñ dihanterat zo bet ivez ur stad-tremen, e Sina da skouer, etre ar gourferc’hennerezh hag ar berc’hentiez-Stad.

2.2. Ar c’horvoiñ hanterat a ren dreist-holl e Breizh-Veur (80 % eus an douaroù), en Izelvroioù (60 %), e Belgia (66 %). Meur a stumm ez eus dezhañ hervez ment ha doare an atant, hervez doare ar feurm. An tieg a gemer un atant e feurm, pe e koumanant, a reer anezhañ ur feurmer, pe ur c’houmanatad.

a) Ar feurmer a c’hell paeañ ur feurm divizet en a-raok etrezañ hag ar perc’henn ; merour eo neuze, hag an atant a anver mereuri.

b) Ar feurmer a c’hell paeañ e goumanant dre reiñ d’ar perc’henn an hanter eus gwerzh e holl genderc’hadoù. Tieg war zaouhanter, pe metaer ez eo, hag an atant a anver metaeri. Ar metaerezh a vez kavet dreist-holl er broioù latin hag er Stadoù-Unanet. Dibaot eo e kreizeuropa, dianav e Breizh-Veur.

k) an tieg, perc’henn pe feurmer, a c’hell kemer e gopr implijidi anvet gwezhourion-douar, a vo :

– mevelion, mar chomont da labourat en atant a-hed bloaz ;

– gwezhourion rannvloaziat, pe rannvloazidi, mar deuont da labourat e-pad ur rannvloaz hepken ; ar rannvloazidi o tont da c’hopr evit padelezh an eost a vez anvet gopr-eostourion.

– gwezhourion devezhiat, pe devezhourion, a zeu da c’hopr diouzh an devezh hepken.

Hervez ar broioù e kemm mui pe vui an doareoù-korvoiñ ha reizhiad ar berc’hentiezh. En Argentina da skouer e ren ar gourferc’hennerezh : an atantoù, pe estancias, zo bras-ec’hon ha gopret e vez gant pep perc’henn un niver bras a wezhourion-douar, tra ma vez fiziet e metaerion darn eus ar parkeier. E Sualmagn e kaver er c’hontrol un niver bras a atantoù munut a c’hell a-vec’h bevañ o ferc’henned. Ar re-mañ a rank en em unaniñ d’ober kevelourioù ha kenstrollañ, – kengantañ, – o douaroù.

Ouzh ar gounezerezh e stager daou gorvoerezh all : ar c’hoataerezh pe korvoerezh ar c’hoadoù, hag ar pesketaerezh, a vez renet mui ouzh mui o daou evel ijinerezhioù. Emsav 2. C'hwevrer 1967.

 ______________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.

NOTENNOù ARMERZHEL (3) : AR GREANTEREZH (1)

NOTENNOU ARMERZHEL (3)
 
 
AR GREANTEREZH (I)
Rann bouezusañ armerzh ar broioù arnevez eo ar greanterezh. Nevez eo koulskoude en istor ar bed, peogwir ne sav ket e zerou pelloc’h eget diwezh an 18t kantved, da heul dizoloadenn an ijinenn dre vurezh. E-lec’h kigennoù an dud hag al loened e voe diwar neuze lakaet nerzhoù an natur nann bev da labourat. An ijinerezhioù greantel a gemere lec’h an ijinerezhioù dornwezhel . Deraouiñ a rae ar pezh a anver an Oadvezh Greantel pe, mar seller ouzh an heuliadoù a bep seurt a c’hoarvezas en armerzh hag e buhez ar broioù, ar Reverzhi C’hreantel . Evit termenañ ar greanterezh ez eo mat keñveriañ an doareoù bras anezhañ gant doareoù an dornwezherezh1 bet distroadet gantañ. Evel hon eus merket, an dornwezerezh ne oa en e gerz nemet kementadoù gremm bihan, a orin bevel dreist-holl. Gremm anvevel a gementadoù bras zo e kerz ar greanterezh. An diforc’hioù all a denn mui pe vui d’an diforc’h kentañ-se. Diazezet e oa an dornwezherezh war droioù-micher henvoazel, gwellaet moarvat a gantved da gantved, oc’h emdreiñ gorrek avat. Ar greanterezh, en enep, a denn e vad dibaouez eus araokadennoù ar ouezoniezh ha, dre henn ober, a ro lusk da araokadennoù nevez : ur rann eus ar greanterezh arnevez zo gouestlet d’an imbourc’h gouiziel ; ar c’halvezerezh en deus kemeret lec’h an troioù-micher henvoazel. Da heul ez emdro ar greanterezh buan ouzh buan. An dornwezhourion a rae gant binvioù hag ardivinkoù eeun a-walc’h, dornreet (= embreget gant an daouarn), pezh a c’houlenne un hir a zeskoniadur. Ar greanterezh a sav ardivinkoù kemplezh ouzh kemplezh, dizalc’h ouzh dizalc’h diouzh daouarn an dud, da lavarout eo emgefreek , pezh a c’houlenn diouzh un tu ijinourion hirstummet, ha diouzh an tu all micherourion a zesk o labour dindan un nebeut eurvezhioù. Un diforc’h pouezus all eo hemañ : strewet e oa an dornwezherezh dre ar vro a-bezh (an disterañ keriadenn he doa he dornwezhourion) ; ar greanterezh a denn da dolpañ e obererezhioù en un nebeut lec’hioù hepken. Heuliadoù ken pouezus-all zo bet d’ar Reverzhi C’hreantel e-keñver framm an embregerezhioù, aoz ar berc’henniezh, an darempredoù etre an arc’hant hag al labour, ha framm ar gevredigezh hec’h-unan. Notennoù armerzhel all a vo gouestlet d’ar c’hudennoù-se. Elfennoù ar greanterezh Ar greanterezh zo e gefridi oberiañ a-vras kement danvez, kement kenderc’had en devez ezhomm ar bed arnevez. Enebet hon eus greanterezh ha gounezerezh. E gwir emañ ar greanterezh oc’h aloubiñ ivez ar gounezerezh o reiñ dezhañ hentennoù kenderc’hañ a-vras diazezet war ar ouezoniezh. Dre ar greanterezh e vez treuzfurmet danvezioù an natur e traezoù-arver . Sellomp enta ouzh derezioù an treuzfurmerezh ha kevrennoù an traezoù oberiet-se. An danvezioù krai Danvez krai a reer eus kement danvez a-raok ma vez danzeet gant labour mab-den ; da skouer ar c’hail houarn a denner eus kondon an douar, ar gwez a ziskarer, ar gloan a douzer war gein an deñved. An danvezioù gremm An darbarer a sav mein betek krec’h ar voger a ra labour ; lavarout a reer c’hoazh e tispign gremm. Gwelet hon eus e lakae an dornwezherezh dreist-holl ar gremm bevel, denel pe loenel, da dalvezout ; ar greanterezh, en enep, a ra dreist-holl gant gremm anvevel, da lavarout eo tennet eus danvezioù meinel : – ar glaou, a roas tro d’ar Reverzhi C’hreantel, hag a chom unan eus an danvezioù gremm pouezusañ ; – an tireoul, pe eoul-maen, hag an diraezhenn, dianav kant vloaz’zo, a ro bremañ ouzhpenn an drederenn eus ar gremm-bed ; – ar metaloù skinoberiek (uraniom, toriom, h.a.), a denner diouto, dre skiriañ derc’hanoù an atom anezho, kementadoù bras a c’hremm, a anver gremm derc’hanel. Gremm ar glaou hag an tireoul a c’hell bezañ arveret war-eeun, en ijinennoù dre vurezh pe er c’hefluskerioù ; alies avat e vez treuzfurmet da gentañ e tredan. Kenderc’het e vez an tredan diwar leskiñ glaou, tireoul, h.a. (gwreztredan, anezhañ an 2/3 eus tredan ar bed), diwar nerzh ar stêrioù, ar mor (dourdredan), diwar ar gremm derc’hanel. Ar vetalouriezh Metalouriezh a reer eus ijinerezhioù greantel ar metaloù. Ar gevrenn bouezusañ eus ar greanterezh eo. Kement hag an 80 % eus ar vetalouriezh eo ijinerezhioù an houarn. E daou skourr e ranner metalouriezh an houarn : – an houarnouriezh, pe vetalouriezh ponner, a dreuzfurm ar c’hailh e potin hag e dir ; – ar vetalouriezh pleuskañ , oc’h oberiañ diwar ar potin hag an dir-se traezoù a bep seurt adalek ar mordreizher betek an nadoz wriat. Er vetalouriezh pleuskañ e kaver saverezhioù treloc’hel a bep seurt : tangirri, morlistri, kirri-nij, dafar houarnhentel, ijinennoù gounezel, ardivinkoù, kefluskerioù hag aveadurioù a bep seurt evit ar greanterezh e unan, hag all. Ar metalouriezhoù all a renker dindan an anv metalouriezh amhouarnek. Ar re bouezusañ eus ar metaloù amhouarnek zo : – an aluminiom, anavezet abaoe 1827 hepken, a denner eus ur gailhenn anvet balzit, metal skañv arveret kalz en oberierezh an tangirri hag an nijerezed ; – ar c’houevr, metal pouezus evit oberierezh an dafar tredanel ; – ar staen, an nikel, ar manganez, metaloù-kendeuziñ an houarn ; – ar metaloù prizius : aour, argant, platin ; – ar metamoù skinoberiek. Ul lec’h a-bouez zo d’ar metaloù amhouarnek er vetalouriezh-pleuskañ. An ijinerezhioù gwiadel Ijinerezh ar gwiadoù zo deuet da vezañ unan eus kevrennoù pennañ an armerzh-bed. Hiziv, ouzhpenn ar c’henderc’hadoù a orin loenel (gloan, sidan) pe blantel (lin, kotoñs, kouarc’h, jut, a reer anezho plant gwiennek ), ez arverer mui ouzh mui ar gwiennoù9 a orin kimiek. Ar gloan a oa, daou gantved ’zo, an danvez gwiadel bras nemetañ. Pleusket e veze ken war ar maez, ken e kêr. Pouezus eo bepred, hogen ar gloanerezh dornwezhel a-wezhall en deus lezet al lec’h gant ar gloanerezh greantel. Ar c’hotoñs zo ivez hiziv greantelet ar gounezerezh hag ar pleuskerezh anezhañ. Ar greanti ma vez danzeet ar gloan zo ur c’hloanerezh pe ur c’hloaneri ; ar c’hotoñs, ur gotonserezh. Ur vro ma ren ijinerezh ar gloan (ar gloanerezh) a zo ur vro c’hloaner ; heñveldra e komzer eus ur vro gotoñser. Pleuskerezhioù pennañ ar gwiennoù bevel eo an nezañ hag ar gwiadiñ. Al labouradegoù-nezañ a anver c’hoazh nezadegoù. Priziañ a reer braster an nezerezh en ur vr dre niver ar c’haladurioù o vont en-dro ; sk. : niver kaladurioù Pakistan a save da 10 milion e 1962. Al labouradegoù-gwiadiñ a anver c’hoazh gwiaderezhioù. Priziañ a reer braster ar gwiaderezh en ur vro dre niver ar sternioù-gwiadiñ en arver en ur mare ; sk. : niver ar sternioù pakistanat a oa 2 vilion e 1962. Ar gwiadoù gloan, kotoñs, sidan, jut, h.a, a reer gloanadoù, kotoñsadoù, sidanadoù, jutadoù, h.a., anezho. Ar gwiennoù kimiek zo daou seurt anezho : – ar gwiennoù kalvezadel , oberiet diwar un danvez krai plantel, ar c’helloz (pe keluloz) : ar reion, an aketat, ar fibrann ; – ar gwiennoù kevanaozel10, kenderc’hadoù eus ijinerezh ar glaou hag an tireoul, dizoloet goude 1930, o deus aloubet tamm ha tamm an ijinerezh gwiadel : nilon, dakron, perlon, terilen, rilsan, tergal, h.a. An ijinerezhioù bouedel Ijinerezh an danvezioù-bevañs, pe ijinerezh bouedel, pe c’hoazh bouederezh, zo e bal pleuskañ a-vras kenderc’hadoù ar gounezerezh. E gavout a raer e greantioù liesseurt : sukrerezhioù, oc’h oberiañ sukr diwar ar boetrabez pe ar c’horz-sukr ; eouldioù, ma prienter eoul diwar eouluzed evel an oliv, ar c’hraoñ-douar, h.a. ; ar milinerezhioù, pe vilinoù greantel ; ar bouedvirerezhioù, ma lakaer e boestoù-mir ar c’hig, ar pesked, ar frouezh, al legumaj ; h.a. An ijinerezhioù kimiek An ijinerezhioù kimiek zo stag ouzh an ijinerezhioù all, o vezañ ma tegemeront diouto an danvezioù a zanzeont (sk. an aozadoù tennet eus ar glaou pe an tireoul), pe ma prientont oberiadoù evito (sk. : ar gwiennoù kevanaozel). Kenderc’hadoù pennañ an ijinerezh kimiek zo : an temzoù douar, superfosfat, kali, h.a. ; ar simant ha dafar adeiladel a bep seurt ; al louzeier pe aozadoù apotikel ; al livuzennoù ; ar golorodoù kaoutchoug pe gevanaozel. Ur rann eus an ijinerezh kimiek zo war emastenn : ar mezelloù, pe danvezioù plastikel, danzeet diwar ar glaou hag an tireoul. Ret eo menegiñ ivez ar saverezhioù tredanel, an ijinerezh elektronek, an oberierezh dafar luc’harzel (filmoù, h.a.), an dilhaderezh, ar gweraerezh, h.a. Emsav 3. Meurzh 1967.  ______________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.

NOTENNOU ARMERZHEL (4) : AR C'HEHENTEREZH

NOTENNOU ARMERZHEL (4)
AR C’HEHENTEREZH
 
 
 
Kehentiñ zo mont gant an hent ha kejañ ; kemmañ lec’h hag ober kemmañ lec’h d’an traoù ; dre gehentiñ e veaj an dud etrezek palioù a bep seurt, e teu an traezoù hag ar stlennadoù d’al lec’hioù ma’z eus ezhomm anezho. Studiañ ar c’hehenterezh zo enta studiañ an eskemmoù. Daou du avat zo da studiañ en eskemmoù : an tu kalvezel, – eleze an hentoù hag an doareoù ma vez graet ganto, – hag an tu arc’hantel, – da lavarout eo ar c’henwerzh. Ar wech-mañ e studiimp an tu kalvezel nemetken. Ent-kalvezel e seller ouzh daou vod a gehenterezh : ar c’hehenterezh tolzel, a laka da loc’hañ danvezioù talvoudek dre o zolz ; ar c’hehenterezh stlennel, a dreuzkas elfennoù talvoudek dre o stlenn1. E berr, ar c’hehenterezh tolzel a ro da gaout, ar c’hehenterezh stlennel a ro da c’houzout. Ar c’hehenterezh tolzel Ar c’hehenterezh tolzel, anvet c’hoazh tolzhenterezh, a ranner hervez e zoareoù douaroniezhel, – pe, resisoc’h, diouzh ar metou fizikel ma tremen an hentoù pleustret gantañ, – e tirhentoù, morhentoù, aerhentoù, oablhentoù. Degas un danvez bennak dre un hent bennak zo dehentañ ; pa loc’h o dalc’her war un dro gant an danvezioù dehentet, e reer gant dezougen ; an dezougerezh a reer eus ar rann gehenterezh a denn d’an dezougen. Nep ijinenn-dezougen (tangarr, bagon, nijerez, h.a.) a reer anezhi ur c’hkarbed. An tirhentoù An tirhentoù a isranner e douarhentoù, houarnhentoù, stêrhentoù ; enno e lakaer ouzhpenn mod-dehentañ danvezioù liñvel ’zo : ar sanioù. An douarhentoù. E-pad pell e voe an douarhentoù an araez-kehentiñ pennañ. Distroadet int bet gant an houarnhentoù, dreist-holl er broioù ec’hon ha nevezdiorreet : e 1 962 e voe dezouget 23,8 % eus ar marc’hadourezhioù dre an douarhentoù er Stadoù-Unanet (43 % dre an houarnhentoù), ha 4 % en Unaniezh Soviedel (83 % dre an houarnhentoù). Daou barzh a ya d’ober un douarhent : ar sol, gwisket gant un danvez gwevn ha levn (ter, simant), evit ar ruilherezh, hag an tuennoù, pe riblennoù terket evit degemerout ar c’hirri en arsav. Sol an hent a vez alies rannet diouzh e hed etre div, teir ha betek c’hwec’h forzh, banelloù bevennet gant linennoù liv evit urzhiañ an tremenerezh. Gourhentoù a reer eus an douarhentoù bras miret d’an tangirri nemetken. Douarhenteg a reer eus rouedad douarhentoù ur vro pe ur rannvro. Heñveldra e komzer eus karbedeg ur vro pa veneger niver hollel ar c’harbedoù a zo e kerz ar vro-se. An houarnhentoù An doare aesañ eo an houarnhentoù da gas marc’hadourezhioù ha beajourion war bellderioù bras (9 340 km eo an Treuzsiberian da skouer). Un darn vras eus treizhidell-diabarzh ar c’hevandirioù a ya ganto. Outo avat e kevez mui-ouzh-mui an aerhentoù evit dezougerezh ar marc’hadourezhioù skañv hag ar veajourion. Al led-forzh a reer eus an hed etre an div roudenn ma ruilh an tren warno. E Breizh, evel e trevadennoù europat Azia hag Afrika, e voe savet houarnhentoù unanforzh ha strizhled. En India, e voe unan eus ar c’hudennoù da ziluziañ goude an Dieubidigezh unvaniñ an houarnhenteg : tri led-forzh disheñvel e oa d’al linennoù anezhi, hag an darnvuiañ unanforzh ivez evel linennoù an « houarnhenteg vreizhat ». Ar stêrhentoù Ar stêrioù hag al lennoù naturel, ar c’hanolioù hag al lennoù kalvezadel a dalvez da araezioù-kehentiñ, evit dezougerezh an danvezioù pouezek dreist-holl. Drezo ez ae e 1 962 15,8 eus treizhidell ar Stadoù-Unanet, 12 % eus treizhidell an Unaniezh Soviedel. Ar sanioù Kantadoù ha miliadoù kilometroù zo a-wezhioù etre al lec’h ma eztenner an tireoul (an eoulvaez) betek ar greanti m’en puraer (ar burerezh) pe ar porzh m’en lestrer ; an doare aesañ d’e zehentañ eo e gas dre eoulsan. Sanioù a dalvez ivez da zehentañ an diraezhenn : an aezhennsanioù. Dre ar sanioù ez ae 17,3 % eus an dreizhidell hollel amerikan e 1 962, 1,2 % eus an dreizhidell soviedel. Ar morhentoù A-raok dizoloidigezh an ijinenn dre vurezh e tenne al listri o gremm-loc’hañ eus an avel. Gorrek, amjestr hag arvarus e oa neuze ar merdeerezh. Gant an Oadvezh Greantel e kreskas fard ha tizh ar bigi, ha dieubet diouzh damant an avelioù e c’hallas ar baramantourion diazezañ linennoù reoliek a-dreuz d’ar meurvorioù. Emdreiñ a reas an erlusk (an doare ma vez kaset ul lestr war-raok) : da gentañ dre elvad (war rodoù elvennek), goude-se dre viñsoù ; an ijinenn dre vurezh tommet gant ar glaou (20 % eus bigi ar bed) pe gant ar mazout (55 %) a lez he lec’h tamm-ha-tamm gant ar c’heflusker diesel (25 %), tra ma chom c’hoazh an erlusk derc’hanel war dachenn an imbourc’hioù pe d’ar muiañ, ar verdeadurezh vrezel. Hervez ar pezh a zougont e reer eus al listri : mordreizherioù, a gas treizhidi (10 % eus ar fard-bed, – kilañ a reont rak kevezerezh an aerdreizherioù) ; kargerioù, pe listri-karg, o tezougen marc’hadourezhioù. Ur rumm kargerioù zo war emastenn buan : an {95}eoullistri, pe vigi terket evit dezougen an tireoul. Hervez o zreugoù ez anver ar bigi : listri-linenn pa verdeont ent-reoliek etre daou pe ur steudad a borzhioù ; aocherion pa vonedoneont etre porzhioù an hevelep pennad aod ; trabotellerion pa’z eont a borzh da borzh diouzh ezhomm ar fredoù. Frediñ ul lestr zo e reiñ pe e gemer e feurm ; lavarout a reer ivez : reiñ, kemer e fred. Ar fred a reer eus feurm ul lestr, hogen ivez eus ar marc’hadourezhioù karget el lestr fredet. Hollad bigi ur vro, pe an holl vigi dezho an hevelep kefridi, a anver ul lestraz ; komz a reer eus al lestraz-ved (holl vigi ar bed), eus lestraz-kenwerzh Kornogeuropa, eus lestraz Japan, h.a. Meur a zoare zo da briziañ kementad ar marc’hadourezhioù, pe fard, a c’hell ur vag dezougen. Diforc’hañ a reer ar fard-ec’honad hag ar fard-tolz. Ar fard-ec’honad a c’hell bezañ ar fard kriz, pe ec’honad diabarzh dre vras ar vag ; pe ar fard rik, ec’honad ar marc’hadourezhioù a garger e gwirionez ; unanenn ar fardoù-ec’honad zo an donell (pep tonell zo par da 2,83 m3). Ar fard-tolz, a vuzulier e tonennoù (1 t = 1 000 kg), zo tolz ar marc’hadourezhioù a c’haller lestrañ. Ar porzhioù-mor zo dezho ur pouez bras en armerzh ar bed. Drezo e vez renet un darn vat eus kenwerzh diabarzh ha dreist-holl diavaez ar broioù. Ouzhpenn bezañ lec’hioù-tremen ez int ivez etrepaouezioù e-lec’h ma vez danzeet, arbaret , feurbriziet, adhentet ar marc’hadourezhioù. Kreizennoù greantel e teuont da vezañ, o tolpañ en-dro dezho ijinerezhioù diseurt a zegemer drezo o danvezioù krai hag a ezporzh drezo o fleuskadoù. Buhez ur porzh avat ha pinvidigezh ar vro en-dro dezhañ zo e dalc’h strizh an doareoù politikel o ren. Porzh Trieste da skouer, bleunius dindan an Impalaeriezh Aostrian-Hungariat en krouas, a grakvev bremañ m’emañ e dalc’h Italia, troc’het dioutañ e geinvro gant harzoù Yougoslavia. Gant dalc’hidigezh Breizh dindan ar riez c’hall eo mouget he forzhioù, hag int lec’hiet dispar war aod ar vro ha war vorhentoù Kornog Eurazia. An aerhentoù An darempredoù dre nij o deus kemeret abaoe ar brezel-bed kentañ {96}un astenn bepred war vuanaat. Hiziv ez eo an nijerezh an araez-beajiñ ar c’hletañ, an herrekañ, hag alies ar marc’hadmatañ. An erlusk dre viñsoù a lez al lec’h tamm-ha-tamm gant an dazloc’herioù ; dek gwezh herrekoc’h eget an herrekañ trenioù eo an aerlistri dre zazloc’h. Kevalaoù bras avat a ranker postañ evit aveiñ an aerlinennoù : koustus eo an nijerezed, an helosk, ar c’hoskor, terkadur an aerborzhioù, ken ma rank, en holl vroioù koulz lavarout, ar c’hompagnunezhioù aerhenterezh mont dindan veli ar Stad a-benn bezañ skoazellet ganti. An oablhentoù An oablhentoù (a dremen e-maez an aergelc’h) ne dalvezont ket c’hoazh d’ar c’hehenterezh tolzel. Emaint c’hoazh en o frantad imbourc’hel. Padal, arveret e vez an amgerc’helloù (pe adplanedennoù) evel adkaslec’hioù skinwel etre ar c’hevandirioù. Ar c’hehenterezh stlennel. Ar c’hehenterezh stlennel, pe stlennhenterezh, zo en e furm eeunañ ha koshañ gant al lizheroù-post. Abaoe 100 vloaz avat e voe dizoloet araezioù stlennhentiñ herrekoc’h : ar regehenterezh, da lavarout eo ar c’hehenterezh dre reelloù (neudennoù metal o ren an tredan) : ar pellgomz, ar pellskrivañ, h.a. ar skingehenterezh, oc’h ober gant skinoù hertzel : ar skingomz, ar skinwel, h.a. Emañ ar stlennhenterezh o kemer ur roll bras ouzh bras er bed arnevez, o treuzfurmiñ buhez an dud en un doare na c’haller ket rakwelout.Emsav 4. Ebrel 1967. ______________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.