Neventi "fall" d'ar Vretoned...

Neventi vat d'ar "Vrezhoned" !

Gweadegoù oc'h aroueziñ al liested bet kempennet gant nerzh ar spered
Keloù mat erruet fenozh ! Floc'h an Argouarc'h n'emañ ket mui en ABP !...

Gwel ha se. "Lécuyer" en deus plantet reuz en aozadur ! Gant ar spi e tistroio an ABP d’ur poell vrezhon habask. Elese ur poell wirion ha diles, unan « kevreadelour » !...

N’eus netra da c’hortoz digant « Bretoned », gall o spered. Ne reont nemet marmouzañ mennozioù diavaez eus « stourm ar renkadoù » pe « stourm ar gouennoù ».

Seurt tud zo enebourion. Gallaoued stummet evit brasañ mat ar Frañs a-vremañ gant he Stad. Ne reont nemet stourm a-enep da’n emsaverion vrezhon anat en istor.

Int a zo reizhet evit-se gant mennozioù gall. Diskrivañ a reont kealioù eus an tu kleiz pellañ betek an tu dehou pellañ gall evit freuzañ ar pezh a zo « brezhon ».

Ne reont nemet pellaat ar « Vrezhoned » diouzh an Emsav a zo « kevreadelour » ha peoc’hiek dre anien en diabarzh adal an deroù.

An Emsav nevez a c’hell kevrediñ ha liammañ an dud disheñvel, dre yezh nevet e spered, evel gweadegoù war groaz ar Gelted...

Setu perak eo ganet an Emsav arnevez, dres, abaoe daou gantved, war-lec’h an dispac’h gall kreizelour argadus.

Un ersav-krouiñ speredelour brezhon eo bet a-enep da c’halloud gall danvezelour tagus ar Jakobined. N’eo ket, dres, e zrevezañ a zo d’ober !

Chañs vat da’n ABP ! Bale gant skoazell Sent/Doueoù kozh ar Vro !...

Yann-Ber TILLENON