Digant "An Egor istorek"

Brav eo eztaoliñ mennadoù a eneberezh ouzh ar galloud sujer: Ma ne embregeromp ket diouzhtu war an dachenn an eneberezh-se, ez eo gevier ar mennadoù. Setu ar pezh a glaskan displegañ da dud "Adsav!". An Emsav zo hor Stad. Ur Stad vihan eo, hogen ur Stad memestra a c'hell emdreiñ gant tud sirius abegetaet!  Evit pep emsaver e krog distruj ar galloud sujer el lec'hioù m'en deus krap : En e vuhez hag e buhez e genvroiz, Al ledemsaver (paotr ar "Mouvement breton") zo ur "Breizhad" oc'h asantiñ d'an Emsav ha war un dro d'ar Stad c'hall, o herzel ouzh an Emsav. Breinet eo e asant gant e harzadur.  Setu perak e rank an darempred etre emsaver ha ledemsaver bezañ unan a eneberezh. O kas da get harzadur al ledemsaver e kas da get krap ar galloud sujer diwar vuhez ar Vrezhoned.  An eneberezh-.se e par an hiniennoù ha -war se e ranker pouezañ - zo an eneberezh emsavel andoniek : dioutañ e vez deveret ha warnañ e vez diazezet an eneberezh e par ar frammoù ez eo ar brezel dispac'hel.  war al liammerezh andoniek ha war an eneberezh andoniek diorreet gant pep emsaver en e zarempredoù personel fetis emañ diazezet ar framm. Ar framm ned eo netra nemet ar furmekadur hag ar c'hreizennadur ret diwar an andonioù-se eus ar gremm dispac' hel.  Drezañ e-unan, ar framm ne lakay nepred da ziwanañ na liamm emsavel na troc'h emsavel el lec'h ma n'eus netra, Holen ar vro eo an Emsav, met an holen-se a zeu eus buhez an emsaverion, ne vez ket degaset d'o buhez gant an Emsav.  Kent mont pelloc' h e raimp un evezhiadenn all a-zivout an degouezh Maodez. Ur c'hleñved o deus an danvez emsaverion da ziwall dioutañ, a zo unan eus kleñvedoù bugeliezh an dispac'herion : ar spered a strollad eo. Dre natur en em stag pep hini ouzh ar stroll tud ma labour ganto hag e pella diouzh ar strolloù aIl, ken ma tenn ar stagadur hag ar pelladur naturel-se da gemer lec’h al liammoù emsavel hag an troc'hoù emsavel.  Seurt spered a strollad a ro da gompren al lizheroù dislavarus a zegouezh gant an Emsav. : "Me oar emañ ar gwir ganeoc' h, met me rank chom er strollad m' emaon", Gwall glañv eo ar strollad a vir e izili diwar-bouez un dislavar. Spisaomp c'hoazh : an eneberezh emsavel n'eo ket forzh petore eneberezh. " Soliet eo war boellelezh an Emsav, ha n'en deus ket nemeur da welout gant an eneberezhioù hep sol poellel, leun a zislavaroù a zo frouezh ar spered a strollad.  Didruez eo un emsav yac'h ouzh e fazioù hag e zislavaroù. Gwell eo dezhañ bezañ re griz outo eget gouzañv dallidigezh dre berzh ar spered a strollad. Un emsav a glask goleiñ oberoù diemsavel e izili gant digarezioù a seurt gant: "Hemañ zo unan ac'hanomp. N'hon eus ket d'e dagañ" zo ar flaer gantañ. En em gondaonet en deus da zerc'hel e stronk en e gorf ha da vreinañ gantañ.Emsav Kerzu 69.