STER HON ISTOR

Moarvat ne ra ket diouer deomp al levrioù diwar-benn Istor hor bro. Hogen ne gav ket deomp e c’hellomp bezañ laouen ganto. Da gentañ int bet savet gant gallegerion stummet gant ar sevenadur gall ha n’eo ket souezh enta mar’d eo diaes tennañ diouto ur gentel bennak e sell da stummañ amzer-da-zont ar vro. Ha pezh a zo kiriek d’an dra-se eo dres an diouer a skiant-varn a ra anezho meulganoù berrboell a-walc’h. Kredet e ve o lenn an oberennoù-se o deus graet ar Vrezhoned bepred o seizh gwellañ evit difenn ar vro hag ez eo aet houmañ da fall en abeg da zrougiezh hon enebourion pe an Dichañs nemetken. War veno ar skrivagnerion-se ez eo bet diskaret Breizh bepred eus an diavaez ; prest int dalc’hmat d’ober tud-veur eus kement hini en deus kemeret perzh en Istor o bro o tifenn – pe oc’h ober van da zifenn – « frankizoù » pe « wirioù » ar vro, goude ma n’o defe graet nemet siellañ faezhidigezh washañ hon Istor, evel Anna Vreizh, – youl vat he doa met daoust hag a-walc’h eo ? N’eus nemet he c’heñveriañ ouzh ar C’hallez Janed Ark – ; kenkoulz-all int prest da c’horreñ d’al laezioù kement emsavadenn a zo bet aozet er vro-mañ, goude ma ve disoc’het d’ur c’hwitadenn vantrus, e-giz hini ar Chouanted. An heuliad eus kement-se eo n’omp ket evit kompren ervat abegoù drouziwezh hon Istor, rak betek-henn ez eo bet klozet hon Istor gant un drouziwezh, ret-mat eo henn lavarout. Ne gomzomp ket eus an Istor koshañ : an Normaned, da skouer, a zo bet lakaet kiriek da gement droug c’hoarvezet gant ar Vrezhoned. Kentoc’h e fell deomp menegiñ hon Istor arnevez, estrenekaet, a grog gant ar Stagidigezh hag a dizh prantad an Emsav e-unan. Biskoazh n’eus bet graet enklask gwriziennel ebet diwar-benn ar c’hantvedoù-se. Pa c’hoarvez gant un istorour bennak skrivañ ur studiadenn diwar o fenn e vez tonket dezhañ chom hep lavarout netra talvoudus ha bepred evit an hevelep abeg : dre ma nac’her barn n’eur ket kennebeut evit meizañ ervat emdroadur an amzervezh-se. Mat eo, da skouer, diskouez ar pezh a voe talvoudus en emsav Ar Chalotez evit derc’hel en e sav hengoun politikel Breizh, hogen arabat eo disoñjal evit-se ne oa ket un emsav broadel dre ma ne leuriade ket ar vroad en he fezh, met ur renkad anezhi hepken petra bennak ma c’hoarie ar renkad-se ur roll brogar en degouezh. Dav eo ivez enoriñ ar Chouanted o deus difennet hor c’henvroiz a-enep da vac’homerezh an estren, hogen ne ranker ket evit kelo ankouaat gwir abegoù o c’hwitadenn. En dro-mañ avat adarre ez eo douget hon istorourion da lakaat ar bec’h penn-da-benn war fallagriezh ar gouarnamantoù gall, roueel pe republikan. Hogen sklaer eo ivez ez eo bet trec’het an emsavadennoù-se en abeg d’o gwanded diabarzh, dre ma ne leuriadent ket broad Vreizh evel ur bloc’h difaout. Evit pezh a sell adarre ouzh ar Chouanted, anat eo ne c’hallent kaout tamm ebet skiant eus kenvad ar vroad evit un abeg splann : renet e oant gant estrenion pe gant Brezhoned n’o doa tamm ebet war wel mad ar vroad vrezhon, evel Kadoudal e-unan (lakaomp a-ziforc’h Ar Roueri en doa kemeret perzh da vihanañ en emgann Breizh evit he frankizioù). Renerion ar Chouanted e Breizh o deus bet dreist-holl mennadoù politikel gall hag o stourm a oa klenket e framm ar Stad C’hall roueel. Kement-se a ziskler ivez perak n’eus bet hini en o zouez o klemm pa wallegas roue nevez Bro-C’hall Louis 18 daskoriñ da Vreizh ar Breudoù hag an emvelestrerezh. Distro ar roue gall hag a sielle trec’h o renkad a oa a-walc’h dezho. Daelet e vo : lazhet e oa bet ar renerion, distrujet ar stourmerion. Nann, ar mennoz eo a vanke. Mar bije bet unan sklaer en emskiant ar Vrezhoned en em ganne da goulz an dispac’h gall, e vije addiwanet o emsav da n’eus forzh pe vare a-c’houdevezh. Kemend-all a c’haller lavarout diwar-benn luskadoù an 19t kantved a seller evel derou an Emsav. An egin kentañ, an Association Bretonne, diazezet e 1843, zo bet ganet war-eeun diouzh hengoun stourmadennoù an 18t kantved ; ar re a oa er penn anezhi a oa ken dic’houest-all da gompren natur ar Stad vodern a vije bet da sevel e Breizh. Evel o rakkerzherion en 18t kantved e komzent en anv renkadoù a oa war-nes koll o galloud a-barzh pell. An holl vodadoù a zeveras diouzh ar stroll kentañ-se, rannvroel pe vroadel o zalbenn (Union Régionaliste Bretonne, savet gant ar Markiz de l’Estourbeillon, bet stummet gant an Association Bretonne, F.R.B., Bleun-Brug, Foi et Bretagne, Les Frères Bretons, h.a.) a glaske o sichenn en tremened e-lec’h sellout da gentañ ouzh an amzer-da-zont, ha kendalc’het o deus hep gouzout dezho peurvuiañ gant ar c’hilstourm darnel a oa bet boulc’het en 18t kantved, hep tizhout empennañ meizad ar Stad arnevez a c’hronnfe pobl Vreizh a-bezh en ur vroad unvan. Eno c’hoazh avat, m’o dije klasket hon istorourion un anaoudegezh resis eus gwir ster an darvoudoù hag an emgavioù kevredigezhel, e-lec’h ober eus an hanez un doare opiom a vire outo a welout Breizh evel ma oa, n’o dije ket hor politikerion berniet ar fazioù a zougomp ar samm anezho betek hiziv. Rak d’ar renkadoù o doa miret un tammig ar skiant eus Istor o bro e oa kaout ur sell spis ha ledan a-walc’h evit diskouez d’ar renkadoù dihengoun an hent a zlejent bezañ heuliet a-unan ganto a-benn gallout adsevel ar vro. Kement-se n’eo ket dinac’hañ tamm ebet hon Istor hag e zisteurel. Ne vern petra ez eo bet, en deus hor graet ar pezh ez omp ; hon tonkad eo. Dav eo deomp enta sammañ hon Istor, hogen ivez embreger hor rezid o vont dreist dezhañ, dre skarzhañ diouzh an heuliadoù anezhañ kement a harz ouzh ar rezid-se end-eeun, dreist-holl rannadur ar gevredigezh en hor bro a laka renkad pe renkad a bep eil da glask he mad hiniennel-hi e skoazell an estren. An Emsav a gemer da bal diorren e Breizh ur gevredigezh kevarzhel . Dre veizañ ster he faezhidigezhioù, e c’hallo ar bobl vrezhon paouez a c’houzañv anezho ken ha diraez he rezid en diwezh.Emsav 5. Mae 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.