HENT AR SOKIALOURIEZH E BREIZH

Lennet hon eus an daou bennad embannet nevez 'zo war Ar Vro hag Al Liamm gant an U.D.B., pe gentoc'h gant ABERWAN en anv an U.D.B. Ha div vartezeadenn hon eus great :

- pe emañ an U.D.B. e soñj kenderc'hel da ren he labour e galleg hag ober bruderezh e brezhoneg ;

- pe emañ o tont d'ar brezhoneg evit he labour-diazez, en ur genderc'hel gant ar bruderezh e galleg.

Mar embannomp ar pennad-mañ, ez eo peogwir e tegemeromp an eil martezeadenn d'ar wirheñvelañ.

E lec'h all e vo kavet munudoù war istor ha roll-mennadoù an U.D.B. Merkomp e berr : e 1963 e tivizas un darn eus tud yaouank ar M.O.B. en em zispartiañ evit sevel ur gostezenn bolitikel wirion. Fellout a rae dezho :

- pellaat diouzh dibolitikelezh ar M.O.B., hag ober politikerezh fraezh ; embann a rejont bezañ sokialourion ;

- pellaat diouzh laoskentez frammadur ar M.O.B. ; lakaat a rejont ur genurzh strizh da ren en o strollad.

E-kichen ar mennadoù yac'h-se e chome ur gwan bras ganto. Hag unan grevus e oa : ne gemerent ket diazez war an Emsav. Daoust ma enskrivent « galvidigezh vroadel Breizh » en o fennaennoù e sellent ouzh Breizh douaroniezhel hepken, ha n'eo ket ouzh ar c'horf istorek a zo koulskoude lec'h nemetañ ar c'halvidigezh vroadel-se, an Emsav.

Mennet e oant da « zifenn ha diorren ar bersonelezh vrezhon e-keñver politikerezh, kedvuhez ha sevenadur » , met ne spisaent ket hag e diabarzh ar stern kozh eo e lec'hient ar pal-se, pe er c'hontrol en ur stern nevez oc'h amplegañ un dispac'h broadel, distrujidigezh ar framm gall e Breizh ha krouidigezh ur framm brezhon. Padal, hep ar spisadur-se e oa dic'hallus reiñ ur ster d'o mennad ; rak, en degouezh kentañ e verk an termen « sevenadur », « culture » kentoc'h, ar sevenadur gall (ha, lakaomp evit eñvor, aspadennoù stuzegezh keltiek maezioù ar C'hornog , skritellet « culture populaire ») ; en eil degouezh e verk ar sevenadur brezhon, hag eñ c'hoazh en egin gant an Emsav. Gant an dispister-se ne save forzh penaos kudenn vallus ebet da izili ar gostezenn nevez peogwir e labourent e galleg. Lavarout a c'haller ne oant ket gouest da zirouestlañ pep tra diouzh an taol kentañ ; kudennoù 'zo, evel hini an dispac'h hag ar sevenadur, a virent dindan ur golo a youloù mat evit diwezhatoc'h...

Alese an emzalc'h forc'hellek a ziskouezent ouzh an Emsav. E-lec'h ar c'horf fetis a oberoù istorek ez eo, termenet mat ha sterleun e-keñver an dazont, ne ouient gwelout ennañ nemet ur strewad a luskadoù enebet kenetrezo, ha ne oant ket evit ober o dibab. Dre-se e klaskent tremen ar muiañ gwellañ hep kaout d'ober ouzh an Emsav ; ha pa rankent e zaremprediñ, e choment en entremar : ne gredent ober diforc'h ebet etre an Emsav hag al ledemsavioù , ha dre zamant d'an eeunded moarvat en o renkent war bazennoù kevatal.

E gwirionez e kavent gwell bezañ er-maez eus an Emsav. Abegoù all o doa, ha hemañ : o meno e oa ne sevener labour ebet hep ur framm start hag ur genurzh strizh, ha rukuniñ a raent ouzh al laoskentez vezhus a rene e pep lec'h en Emsav. Nemet o pellaat diouzh an Emsav e kollent an tu nemetañ a zo e Breizh da wriziennañ . Embann a raent bezañ sokialour ha brezhon, hep merzout e oant gall da gentañ evel kement hini ac'hanomp a zo tremenet en ardivink-stuziañ galloudus ez eo ar skol c'hall. Daoust pegen truezus ez eo an Emsav, n'eus nemetañ barrek da zispenn an den gall ennomp ha da c'henel en e lec'h an den brezhon nevez. Ne skuizhimp ket o lavarout : ne c'haller bezañ Brezhon hiziv anez bezañ an den brezhon krouet gant an Emsav. Sokialour e c'hell bezañ ar Brezhon douaroniezhel, ne vo nepred dioutañ ouzhpenn ur sokialour gall.

Gant pennadoù ABERWAN e fell dimp gwelout ar meneg emañ an U.D.B. o'n em zizober diouzh ar gwan grevus-se. Ha setu perak :

- e brezhoneg eo savet ar pennadoù, - hag e brezhoneg reizhskrivet, n'eo ket didalvoud henn merkañ pa ouzer e voe an doare-skrivañ unan eus doareoù ar galloud sujer da engehentiñ al ledemsavioù ;

- arouezius eo ivez endalc'h ar pennadoù : a) ober a reont stad reizh eus an Emsav hag eus ar c'heñver istorek etre an Emsav ha pobl Vreizh b) lakaat a reont an U.D.B. e-barzh an Emsav, o reiñ dezhi da dremened tremened an Emsav e-unan .

Rannomp, evit ar studi, ar pezh, er pennadoù-se, a denn d'an Emsav, hag ar pezh a denn d'ar sokialouriezh.

An Emsav

An Emsav zo « gward-araok Breizh da zont, askre ha mouezh ur vro wasket » . A-zivout pal an Emsav e lenner ivez : « Dav eo () lakaat () ar stourm evit Breizh e red an emsavioù a zo o fal, dre ar bed, dieubiñ ar pobloù-suj en ur adsevel an den, korf ha spered » .

Komzoù fraezh eo. Ar pal zo dieubiñ pobl Vreizh ; ha roll an Emsav eo bezañ an dieuber ; ouzh e lakaat war ur renk gant emsavioù-dieubiñ all ar bed e tiskouezer a-walc'h an argerzh a verker d'an dieubiñ : freuzañ ar sujerezh ha sevel ur riez nevez emren. En un taol emañ lezet e-biou an daou fazi bras a gontamm ar spered politikel brezhon abaoe an eil brezel bed :

- ar gempennouriezh, eleze krediñ e vo a-walc'h da framm politikel, pe armerzhel hepken, ar Stad C'hall bezañ kempouezet, diwaret, digreizennet evit ma vo diskoulmet kudennoù Breizh ;

- an emdarzhelouriezh, eleze krediñ e tarzh dioutañ e-unan an argerzh-dieubiñ diouzh kreizon an dud wasket evel un heuliad ret d'ar gwaskerezh. An emdarzhioù devoudet war-eeun gant ar gwaskerezh ne droont nepred e dispac'h drezo o-unan ; evel arouezioù rakzispac'hel e c'haller meizañ stourmadeg ar Bonedoù Ruz pe fourgaserezh ar gouerion en hor mare, met evel arouezioù hepken ; evel devoudoù, ne c'hallent ket mont en tu all d'ar palioù darnel ha tremeniat a oa o re. Ne zeuy an dispac'h a ragaroueziont nemet dre an embregerezh end-eeun en devo e brientet gant rat ; e-touez soudarded an dispac'h e vo fourgaserion hiziv, bleniet avat gant « gward-araok Breizh », an Emsav .

Ur gwall vicher eo bezañ un emsav-dieubiñ, ha moarvat he deus an U.D.B. pouezet mat al lodenn a zibabe. Un embregerezh hirdermen eo, pa'z eo an dispac'h nebeutoc'h diskar ar stad kozh eget savidigezh ar stad nevez. Evit da Vreizh bezañ ur vro vihan ez eo ramzel al labour da seveniñ, rak n'eo ket hepken ar frammoù politikel a vo da grouiñ, met, - an U.D.B. n'hon dislavaro ket, - ar frammoù kevredigezhel, ar frammoù armerzhel, ar frammoù sevenadurel, ha diwar o diazezoù donañ. N'en em douellomp ket, e karg an dispac'herion o-unan e vo al labour-se, dezho d'e seveniñ en ur par berr moarvat. Poent eo dilezel pep lentegezh ha pep termerezh evit stagañ ganti.

Stagañ ganti zo da gentañ gwriziennañ en Emsav, da lavarout eo a) kemer da bal e bal, savidigezh ur vroad nevez e Breizh b) kemer da dremened e dremened, n'eo ket hepken an endoniad bev ma furmomp diwarnañ hon ober, met ivez ar peurrest, ar pouezioù marv, ar marevezhioù du, ar fazioù, ar sotoni, ar vezh, - ar gwir en deus an emsaver da varn kement-se, rak un emvarn eo neuze a ra.

Ar sokialouriezh

Poent eo lezel al lentegezh amañ ivez. Emañ an den brezhon nevez en ur redi-a-vuhez da sevel e gumuniezh vroadel, rak ned eo ket evit tennañ e anal en hini gozh, - unan a zaou, pe e varvo mouget enni, pe e freuzo anezhi. Evel an U.D.B. e soñjomp ne c'hell ket ar Stad Vrezhon, diazez pleustrek ar gumuniezh vrezhon nevez, bezañ forzh petore Stad. Hent an U.D.B. avat n'eo ket kilañ rak ar Stad Vrezhon, met prientiñ frammoù sokialour dezhi. Hent an emsaver sokialour n'eo ket diwriziennañ diouzh an Emsav, met er c'hontrol kas e wrizioù en Emsav pelloc'h war-du glad an ober hollvedel : dre an Emsav e tremen hent ar sokialouriezh e Breizh.

Distreiñ a reomp d'ar poent-mañ hag e pouezomp warnañ : an emskiant vroadel a zeu d'ar Brezhon da heul un dispac'h en e vuhez a zistruj enni an tremened estren hag a laka en e lec'h tremened an Emsav. Dre an dispac'h-se, dre an treuzvoudadur-se, e vez ganet an den brezhon nevez. Kement luskad na gemer ket diazez war dud nevezet en doare-se zo tonket da chom e toull dor an Emsav ha da c'hwitañ. Stad Israel ne c'hoarvezas nepred eus ar Yuzevion chomet er Stadoù-Unanet pe e Rusia, met a Yuzevion o doa treuzet ar bed evit en em ziazezañ war zouar o bro. Heñveldra, ar Stad Vrezhon hag he rakfurm, an Emsav, ne c'hoarvezo ket a C'hallaoued mui pe vui libistret a vreizhegezh, met a Vrezhoned o devo treuzet o bed-kent evit en em ziazezañ el lavar hag en ober emsavel . Emsav 7. Gouere 1967.

Emdroadur an U.D.B. a fell deomp kompren evel ar youl da wriziennañ en Emsav ha da reiñ da drede ger hec'h anv un dalvoudegezh istorek, ha n'eo ket hepken unan douaroniezhel. Dav eo d'an Emsav mont betek ar penn, ha buan bremañ : evitañ ne oufe an demokratelezh bezañ an emzalc'h demokratel hepken, met netra nebeutoc'h eget ar riez demokratel brezhon.

« Ha deomp e vo un doare evel unan all da stourm ouzh an impalaerouriezh c'hall e Breizh strivañ da zistrujañ mojenn ar ‘Frañs reizh ha denel' ha diskouez ne voe unvaniezh Breizh ha Bro-C'hall nemet ur wir aloubadenn gant an holl heuliadoù a zlee dont war-lerc'h... »

Yann SOHIER, Ar Falz 9, Du 1933.

___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.