EMSAV HA KENDALC’H
 
 
 
Da heul an notennoù-lenn embannet war Emsav 2/18 a-zivout prezegenn an ao. Yann GUYOMARC’H, Pennrener ar c’hengevredad Kendalc’h, hon eus degemeret al lizher-mañ : « Aon bras am eus e vefe Emsav d’e dro o kemer an hent fall eo en em gollet warnañ an darn vuiañ eus ar strolladoù hag ar c’helaouennoù krouet abaoe ar brezel : hent dall ar soñjezonoù hag an tamalloù. « “Meizad…”. “Hag-eñ ez eus… ?” « “Preder kentañ renerion Kendalc’h a zle bezañ…”, “Kendalc’h a zle…” Ho kenskrivagner ne seblant ket anaout ar c’hrennlavar : “Un oberer a dalv kant alier, ha kant alier ne dalvezont ket un oberer.” « Darempredet a-walc’h em eus Kendalc’h evit testeniañ eo direizh an tamalloù graet d’ar rener (p. 18 hag all). “Ne ginnig Kendalc’h reiñ stummadur ebet d’ar re yaouank nemet c’hwezhañ er vombarb hag er binioù…”, “E nac’her diskouez dezho an hent gwirion…”, “Kuzhat ouzh ar re yaouank istor an Emsav en ugentvet kantved”. Penaos e c’hell un den mar’d eo leal, skrivañ traoù ken diwir ? Hag anaout a ra ar re wellañ eus ar renerion ? Ha bet eo en o skolioù-hañv ? Mar n’eo ket, perak lezel da skrivañ en ho kelaouenn un den hag a zeu d’ober tamalloù goullo d’ar re a ra war dachenn Vreizh ul labour start ha kaer ? « Ur gelaouenn bolitikel a zo ur gelaouenn a gaver enni : 1. Un daolenn resis eus stad an traoù, mat ha fall. 2. Ar c’hemmoù resis a zo d’ober, ar pal da dizhout, an hent d’e dizhout, an enebourion da ziskar ha penaos. 3. Ur rentañ-kont eus ar pezh a zo bet graet gant ar strollad emañ ar gelaouenn en e servij. « Ne gavan netra a gement-se en Emsav, hag ezhomm bras hon eus koulskoude. Setu perak : « Dek vloaz ’zo emaomp (er Bleun-Brug, e Kendalc’h, er G.E.E.S.) o vodañ re yaouank, o tigeriñ o speredoù hag o c’halonoù war gudenn Vreizh, ouzh o degas betek penn an hent politikel. Biskoazh n’hon eus kavet gwir bolitikourion, gwir danvez-renerion-tud, evit mont pelloc’h gant al labour. Kavet hon eus merourion menozioù goullo, ha netra ken. Sur on ez eus e Breizh milieroù a dud o deus bet roet o anv d’ur strollad politikel breizhat, hag a zo aet e-maez peogwir ne raed nemet merat menozioù ! « En amzer-mañ, ne glever komz e Breizh nemet eus “Kudenn Vreizh” : labourerion-douar, saverion-yer, pesketaerion, micherourion…, anken ar re yaouank, nec’hamant ar re gozh, pegen diaes eo bevañ, pegen nec’het eo an holl gant an amzer da zont. Eno emañ gwir ziazez kudenn Vreizh : piv a savo ar samm-se diwar choug ar bobl hag a roio dezhañ magadurezh-korf, magadurezh-spered, esperañs hag enor ? Ha ne gavan skouer ebet en Emsav nemet skouer Meven MORDIERN (a zoujan kalz), peadra a-walc’h dezhañ da chom hep kemer labour-bevañ ebet ha reiñ e holl amzer d’ar studi !!! « En anv Doue, goulennit digant ho kenlabourerion lakaat o zreid war an douar ! Homañ eo ar gudenn : n’eus den ebet da blediñ gant ar re yaouank a vez bet degaset betek tachenn ar politikerezh n’eus den ebet da zisplegañ d’ar bobl eo gwall gudenn Vreizh eo a zo o sammañ o buhez pemdeziek n’eus strollad oberiant ebet war dachenn ar politikerezh, hag al labour a reomp gant ar re yaouank er Bleun-Brug, e Kendalc’h, h.a. ne dalv da netra peogwir ar re a c’hallje hon skoazellañ a gav aesoc’h stlepel ganimp falstamalloù ! « Oberoù ! Oberoù ! Oberoù ! » an Ao. beleg P. BOURDELLES – 08 02 67 Al lizher-mañ a embannomp war e hed peogwir ez eo, hep ket a var, un testeni eus an enkrez a ren e Breizh hag eus c’hwervoni an dud goude c’hwitadenn ar strolladoù a venne komz en anv ar vro. Merkañ a ra ivez pegen kizidik eo aet an emsaverion pa vrouezont d’an disterañ abegadenn a vez graet dezho. Ne asantomp ket avat bezañ enket da zibab etre meuliñ ha chom mut. Mennet omp da studiañ ent-dizalc’h kement a sell ouzh al labour a reomp, ha da gentañ an embregerezhioù brezhon all : da embann dezvarnadennoù warno, hag ivez da c’houlenn kendiviz ha da eskemm skoazell ganto. E embann a reomp dreist-holl pa ro deomp an dro da dostaat ouzh unan eus luskadoù an Emsav a zo bec’h warnañ diouzh a lavar e renerion o-unan. Evel a weler ez eus dezhañ stumm ur vreutadenn, tri luskad da ziverzout enni : a) Sevel a ra kudenn ar gwir en deus Emsav da varn Kendalc’h ; ar gwir-se en deus mar gell diskouez oberoù da geñveriañ gant oberoù Kendalc’h. b) An aozer ne wel ket an oberoù-se ha techet eo da nac’h ouzh Emsav ar gwir da varn Kendalc’h. k) An aozer a vreuta a-du gant Kendalc’h : 1. diogeliñ a ra talvoudegezh renerion ar c’hengevredad ; 2. menegiñ a ra ar strivoù a reont evit heñchañ ar re yaouank war-du ar politikerezh ; 3. anzav a ra c’hwitadenn ar strivoù-se, o reiñ un displegadur dezhi. a) Hag-eñ en deus Emsav ar gwir da vurutellañ labour ar c’hevredigezhioù a embann plediñ gant Breizh ? Emañ ar gudenn evidomp evel m’emañ evit hor c’henskriver : tud Emsav ne c’hellont barn nemet mar gellont reiñ da varn diouzh o zu an oberoù a zo a-dreñv dezho, al labour a zo etre o daouarn, ar pal hag an hent o deus kemeret. Betek amañ emaomp a-du. b) Hor c’henskriver avat ne wel ket an oberoù a ro da Emsav ar gwir da gomz ha da varn. Marteze eo peogwir ne dro ket e selloù war an tu mat. Emsav en deus kemeret e renk en ul labour renet e Breizh abaoe 70 vloaz. Etre e zaouarn emañ frouezh tennadoù-kent al labour-se, ha da gentañ benveg-stummañ gwirion ar Vrezhoned yaouank : ur yezh, bremañ diorreet, ha barrek war holl dachennoù ar vuhez ; kreizennoù-kelenn evel Skol Ober m’eo tremenet drezi abaoe 35 bloaz hogos holl stourmerion ar sevenadur, evel S.A.D.E.D. en deus goveliet dindan 5 bloaz diazezoù start d’an deskadurezh vrezhon, evel ar c’helc’hioù brezhonek a gresk hiziv er c’hêrioù. Emsav n’eo ket un emsav nevez, pazenn diwezhañ sevenet an Emsav Brezhon n’eo ken ; dre-se en deus ar gwir leun da gomz en anv an Emsav Brezhon ; n’en dije ket kemeret an anv en deus ma n’en dije ket bet ar gwir-se. Kefridi Emsav zo merkañ da Vreizhiz an hent treset gant hengoun emsavel ar vro-mañ : hent ar Stad Vrezhon. Ha dre-se e c’houlenn Emsav ar gwir da gomz en anv ar bobl vrezhon. Ne deu ket ar gwir-se eus perzhioù ar gelaouenn pe an dud hec’h embann ; dont a ra eus an daou zibab o deus graet : dibab ar pal, ar Stad Vrezhon, diskoulm nemetañ da donkad Breizh ; dibab an hent, prientet gant an Emsav e-doug 70 bloavezh ur mont-war-raok diastal ha trec’h en holl. Evit hor c’henskriver e chom pell an Emsav diouzh kudennoù pleustrek ar bobl ; gwall c’horrek ez a, pa n’eo ket barrek c’hoazh goude 70 vloaz da aozañ an emgann da zieubiñ ar vro. Reiñ a ra skouer c’hwitadennoù ar strolladoù politikel hon eus anavezet e Breizh. Hervezañ o defe c’hwitet peogwir ne raent nemet merat mennozioù. Ne gredomp ket eveltañ ; ur mennoz meret mat zo dija an tri c’hard eus un ober, hag an trec’h en ober a oa dija trec’h er mennoz. Ar rebech a reomp-ni d’ar strolladoù-se eo er c’hontrol bezañ kredet e oa mat forzh petore mennoz : se eo an hent dall ; rak buan int deuet da gaout ouzh ar mennozioù an disfiziañs a ziverzomp el lizher-mañ, ha da lakaat ar skritell ober war an emzalc’hioù divoas, evel ar freuz hag ar sponterezh. Krediñ a reomp e teu tamalloù hor c’henskriver eus e deneridigezh ouzh an dud : gwelout a ra pobl Vreizh o sankañ er bouktraezh ha droukklemm a ra ouzh ar saveteerion na zeuont ket. Moarvat e vo kablus an Emsav ma ne deu ket a-benn da zieubiñ ar vro ; met arabat ankouaat an trevell ramzel a oa da seveniñ e Breizh. Arabat diwelout, – evel ma ra dres ar strolladoù c’hwiter ha setu perak e c’hwitont, – edo pep tra da grouiñ er vro gouezhet, pep tra adalek ar c’hentañ Brezhon. Ar pep diaesañ hag ar pep hirañ e voe krouiñ an den brezhon nevez, disheñvel diouzh an den gall, hogen ivez disheñvel diouzh ar Breizhad gallekaet ha neurozek a bobl ar c’hêrioù hag ar maezioù en-dro deomp. Dre an Emsav, ha dre an Emsav hepken, e teu Breizhiz yaouank da vezañ an den brezhon nevez krouet er c’hantved-mañ. Poanius, freuzus alies e vez an dreuzfurmidigezh don a c’hoarvez ganto e-ser o stummadur a emsaverion ; ha n’eo ket dindan ur miz e vez sevenet seurt dispac’h hiniennel a zo da gentañ ur pare. Hogen, henn lavarout a reomp gant nerzh, n’eus hent all ebet dezho evit bezañ tud e Breizh. k) Trede luskad al lizher a ya da zifenn Kendalc’h gant taerded evit disoc’hañ gant an anzavadenn « ne dalv da netra » kement a ra. Lavarout eo fazi ar re all mar c’hwit zo re aes, ha forzh penaos seurt arguzenn n’eo ket degemeradus er politikerezh : neb a c’hwit a zle klask en e oberoù abeg e c’hwitadenn ; pe un hent a oa ha ne ouezas ket e gemer, pe ne oa hent ebet ha n’henn merzas ket e koulz. Nann, c’hwitañ a ra Kendalc’h evit abegoù sklaer. Ur gevredigezh, zoken ma n’he deus ket ur pal politikel war-eeun, ne c’hell ket tremen hep un diazez politikel, hep ereoù ouzh ur framm politikel. Ha ne dremen ket Kendalc’h hep daveiñ d’ar frammoù politikel ; hogen, gwech e ra dave d’ar framm brezhon ha drezañ, gant rat pe get, d’ar Stad Vrezhon, gwech, ha peurliesañ, e ra dave d’ar framm gall, d’ar Stad C’hall, n’en deus nepred paouezet a-hend-all a sellout evel framm reizh ar vro-mañ. Keit ha ma chomo Kendalc’h hep ober un dibab fraezh ha krennus etre an daou framm, e c’hellomp diogeliñ dezhañ e vo ur c’hwitadenn kement tra a glasko ober, forzh pe uhelberzhioù o defe e renerion, forzh pe venezioù a zilec’hfent dre nerzh o divrec’h. An eil abeg da c’hwitadenn gKendalc’h, heuliad an hini kentañ, eo ar mennoz faos en deus eus ar sevenadur. Ne abegomp ket studi ar werinoniezh pe bleustrerezh ar folklor. Hogen ar folklor zo hepken unan eus gwiskadoù basañ ha kemmusañ ar sevenadur ; ne c’hallfe bezañ, forzh penaos, d’ar muiañ nemet ur bazenn gentañ ; ne oufe kemer talvoudegezh nemet dre gas ar yaouankiz ar buanañ gwellañ war-du an Emsav gwirion, an Emsav brezhonek kemeret gantañ da bal ar Stad Vrezhon. Hogen petra a welomp ? Ar galleg o ren e Kendalc’h, ar brezhoneg o vezañ renket e-touez an danvezioù folklorek all e-lec’h bezañ diskouezet evel ar yezh-Stad da zont ; meneg ebet eus an dispac’h hiniennel ret nag eus e zisoc’h en adsavidigezh ar bersonelezh dre ar brezhoneg. Hag aze emañ c’hwitadenn vrasañ {91}Kendalc’h, rak n’eus ket plas evit un emsav gallek e Breizh. Kevrennoù gallek zo da sevel en-dro d’an Emsav kement ha ma vo ret evit ezhommoù an emgann, met an Emsav e-unan en e greizenn, en e ziazez, hag en e holl skourroù a rank bezañ brezhonek. Hor c’hlozadur a chom heñvel : prest omp da skoazellañ yaouankizoù Kendalc’h ; prest omp da gejañ ouzh e renerion evit studiañ ganto an doareoù da reiñ d’e izili ur stummadur a emsaverion. Rak ni a zo unan eus hon damantoù « stummañ tud gouest da servijout ». Emsav 4. Ebrel 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.