DREMM DISPAC’HEL AR BREZHONEG

Lusket eo Breizhiz gant un trivliad brogar, hag evit ul lod ez eo deskiñ brezhoneg treiñ an trivliad-se en un ober fetis. Kreskiñ a ra niver an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg. Ha reizh kenan eo.

Met diouzhtu e krog ar c’hudennoù. Da betra e talvezo d’an dud-se deskiñ brezhoneg er gevredigezh c’halleger ez eo hiziv pobl Vreizh dalc’het gant ar frammoù gall ? Da c’hallout lenn an nebeudig levrioù brezhonek embannet bep bloaz ? Da c’hallout brezhonegañ ur wechig an amzer gant ur c’houer a youl vat, pe gant tud o deus evelto desket « brezhoneg al levrioù » ? Seurt brezhoneg zo un hobi, un albac’henn a-vec’h talvoudusoc’h eget ar gerioù kroaz. Ha koulskoude, un darn vat eus ar skolioù brezhoneg n’o deus ken pal nemet lakaat an hobi-se etre daouarn an dud.

Ne c’hell bezañ a vrezhoneg e-maez ur gevredigezh vrezhon, ha ne c’hell bezañ a gevredigezh vrezhon e-maez frammoù politikel brezhon. Ur skol vrezhoneg a rank bezañ ur benveg da brientiñ an dispac’h a lakay ar frammoù politikel brezhon en o flom hag a ziskaro ar frammoù politikel gall e Breizh. Ur skol vrezhoneg nad eo ket ar benveg dispac’hel-se n’eo ket ur skol, met un touellerezh.

Diskouez dispriz ouzh an dud eo o lakaat da zeskiñ brezhoneg en ur guzhat outo an dibab o deus d’ober etre an daou argerzh a zo hiziv o stourm er vro : argerzh an dispac’h, an hini a ren e kevredigezh hag e frammoù an Emsav ; argerzh an diskar, an hini a ren er gevredigezh dalc’het gant ar frammoù gall.

Nac’h, evel ma ra skolioù ’zo, lec’hiañ ent politikel ar brezhoneg zo ober anezhañ un hobi, un albac’henn hiniennel, ur fetichenn, boued an dangorelouriezh, ober van d’e zibradañ evit e lazhañ suroc’h a se. Ar gelennerion vrezhoneg a nac’h ober politikerezh a asant derc’hel ar framm gall war ar vro. Ha lec’hiañ ar brezhoneg er framm gall zo tennañ digantañ kement galloudezh dispac’hel en deus.

N’eus nemet ul lec’h d’ar brezhoneg : ar framm brezhon. Lec’hiañ ar brezhoneg er framm dispac’hel brezhon zo reiñ d’e c’halloudezhioù dispac’hel an tu leun d’en em ziskouez ha d’en em seveniñ.

* * *

« Greomp forzh petra evit Breizh. Kement-se ’vo bepred ». Evel-se e komz tud bet tizhet gant gras an Emsav, o kempenn o brogarantez evel ma kempenn ar vourc’hizion vihan o relijion, da lavarout eo en dangorelouriezh hag en diboellegezh. En dangorelouriezh, peogwir e vez ganet o oberoù eus dimeziñ un trivliad distumm gant levezonioù an endro ha degouezhioù ar mare. En diboellegezh, peogwir ne veizont ket o oberoù evel eztaolioù ur gevanenn gevredadel, nag evel prantadoù ur c’herzhad istorek d’ur pal e darempred poelloniel ganto.

Ma ne daolomp ket pled da savelañ evel ergorelezh kevredadel kement tra a reomp, ma ne savlec’hiomp ket en e zarempred poelloniel gant ar pal kement ober ha kement darvoud a sell ouzhimp, n’hon eus ket gwir da zougen an anv a emsaver, a vesker an Emsav ne lavaromp ket.

Petra dalvez : savelañ kement tra a reomp en e ergorelezh kevredadel ? Setu ur skouer. Hogos an holl ac’hanomp a rank er mare-mañ ren o labour-bevañs er gevredigezh c’hall. An emsaver avat a lavar : « Gant va micher n’on ket evit gouestlañ kalz amzer d’an Emsav » zo en diboellegezh, rak kemer a ra ar gevredadelezh c’hall da ziazez ha reiñ d’an Emsav ul lec’h enni.

Ar boellegezh eo kemer ar gevredadelezh emsavel da ziazez ha reiñ d’al labour-bevañs e lec’h enni. Dlead an emsaver eo klask ur gourc’hwel a vasto da zivizoù e labour emsavel. En eskemm, ha bepred hervez ar boellegezh, ez eo gwir groñs an emsaver kaout en Emsav kement skoazell en deus ezhomm d’ober e labour emsavel.

An amkan kentañ da dizhout er c’heñver-se eo ma ve emsaverion o kaout o labour-bevañs en Emsav. Amplegad kentañ an tizhout-se avat eo ma teufe an emsaverion da boellekaat o doare-sellout war an danvez-mañ.

Petra dalvez : savlec’hiañ kement a sell ouzhimp en e zarempred poelloniel gant ar pal ? Setu ur skouer. Dedennet oc’h gant ar yezhoniezh, hogen ur mulgul ez eus en ober politikel dre ziouer a gevredadourion : dilezel a rit diouzhtu ho labourioù a yezhoniezh ha stagañ gant studioù war ar gevredadouriezh. Ur skouer all : skort e chom bezañs an Emsav er gennad-mañ-gennad eus ar boblañs. En em ouestlañ a ra un niver a emsaverion d’al labour er gennad-se, – zoken mar rankont, evit henn ober, dilezel un obererezh a vaste da c’hoantadoù o dangorelezh.

Anat eo e tle tremen an Emsav eus par an embregerezhioù hiniennel mui pe vui kendoniet d’ur c’hreizennadur eus ar veli politikel. Ne c’hallo avat an tremen-se bezañ graet ervat nemet p’o devo an emsaverion kemeret ar pleg da veizañ kement a reont a-gevreizh poelloniel gant pal an Emsav.

Unan eus an tachennoù ma kav ar veskerion lec’h d’o intrudu eo ar pezh a anvont an « emgann evit ar yezh » hag a zo an difreterezh yezhelour. Meur a wech c’hoazh ez eus bet strivet da zilouiñ seurt geun, nemet n’eur ket deuet a-benn d’he disec’hañ da vat. Ret e vo henn ober koulskoude, anez e welimp bep bloaz toulladoù a zanvez emsaverion o vont d’en em goll e-barzh diremed.

Graet eo spered an difreterion yezhelour e seurt doare ma ne welont ket ar brezhoneg a priori e-barzh ar framm dispac’hel brezhon. O dallentez politikel o degas da glozadurioù souezhus evel hemañ : ret eo lakaat ar brezhoneg e skolioù Breizh bremañ. Ne welont ket ez eo lakaat ar brezhoneg er skolioù gall kement ha :

– stagañ Breizhiz muioc’h c’hoazh ouzh ar frammoù sujer ha bac’hañ un tamm ouzhpenn eus o buhez en trap trevadennel ;

– mirout ouzh Breizhiz a grouiñ ar frammoù politikel a zo ezhomm kentañ o bro ;

– en diwezh, ha kement-se a verk ar splannañ amoedigezh o difreterezh, tennañ digant ar brezhoneg e-unan pep nerzh dispac’hel ha dre-se pep chañs da vevañ.

Lakaat ar brezhoneg er skolioù gall zo distrujañ ar brezhoneg evel benveg da sevel ar vro. An difreterion yezhelour a oar ervat ez eo skolioù Breizh un tamm eus ar framm gall, ha ne drec’hint biken war an dachenn-se, met petra a ra se dezho ? Un tammig magadur hunvreel a gavont aze d’o dangorelezh ha mat pell ’zo !

* * *

Lec’h ar brezhoneg zo ar framm dispac’hel brezhon, ha da gentañ an deskadurezh vroadel vrezhon. Gant he dispac’h e vo bountet Breizh betek war dalbenn-krouiñ an denelezh. Barrek e rank an emsaverion bezañ da zerc’hel al lec’h-se. Roll an deskadurezh en Emsav eo degas ar Vrezhoned eus an azenerezh politikel, sevenadurel ha denel m’emaint da stuzioù uhel an talbenn hollvedel. Hir eo an hent hon eus da ergerzhout, da gentañ evit en em ziazenañ, da c’houde evit bezañ gwastadourion Breizh hag an denelezh a-bezh.

Ul lec’hienn voutin eo er framm gall lavarout ez eus daou seurt Breizhiz : ar re varrek, a ya da bParis, ar re zister, a chom e Breizh. Roll an Emsav eo krouiñ un trede seurt : Brezhoned varrek o chom er vro, – ha n’eo ket gant ar mennad da reiñ lañs dezhi e diabarzh ar framm sujer, met gant ar mennad da grouiñ ur framm Brezhon ha da freuzañ ar framm sujer.

An dud-se zo pal an deskadurezh vrezhon o c’hrouiñ. An dud-se ne ziwanont ket dre un trivliad berrbad na dre hent ar rambreadennoù dangorelour, met dre un embregerezh hirdermen. Uhel e rank bezañ o barr deskadurezh, ha n’eo ket hepken o deskadurezh difetis, met o deskadurezh emouiziek fetis.

An dud-se hepken zo gouest da anaout pobl Vreizh ha dreist-holl da lakaat pobl Vreizh d’en em anaout evel ma n’eo bet anavezet gant den araozo. O c’hefridi a wastadourion zo kavout an diskoulm d’an enkadennoù hag o diskoulmañ ; seveniñ ar galloud brezhon ha pellaat ar galloud sujer ; ha dreist-holl en tu all d’an dieubidigezh bleniañ ar vro en he gorreidigezh.

An dud-se n’int na gouroned na dreisttud, an emsaverion er ster boutin ez int hepken. Ur vicher ez eus aze da zeskiñ hag ur wall vicher, – hon eus holl da zeskiñ, rak bep ma’z a an Emsav war-raok e tihun pep hini ac’hanomp bep beure e kroc’hen un deskard emsaver.

Bemdez e rank bezañ adc’hanet dremm an dispac’h. Bemdez avat omp gortozet en hon dihun gant yezh an dispac’h. Gant ar brezhoneg, kehenter hon Istor ha kempoeller hor c’hevala istorek, emañ etre hon daouarn ar benveg azas-kaer diouzh micher an Emsav.