HAG-EÑ EZ EUS UR GUDENN EUS AN TEODYEZHOU E BREIZH ?

Petra eo un deodyezh ? Ar ger e-unan a lavar ez eo ar yezh evel m’he c’homzer, enebet ouzh ar yezh evel m’he c’helenner.

Pa vez ar yezh a gomzer yezh a-berzh Stad war un dro ne vez ket kudennoù bras gant an teodyezhoù. Ahelet int war ar yezh-Stad, – yezh ar skol, ar stlenn , ar mererezh, – ha ne bellaont ket nemeur diouti.

En enep, en ur vro-suj ma n’eo ket ar yezh vroadel yezh ar Stad ez eo kondaonet da emdreiñ diouti hec’h-unan, o tioueriñ al livenn-gein, an ahel-kempouezañ ma’z eo an arver stadel. Dizunvaniñ a ra, ha disleberiñ :

– dizunvaniñ, rak ne dalvez ket evit an ezhommoù boutin d’ar vro a-bezh, ha pep korn-bro a zeu da gaout e zibarderioù distagadur, geriadur, yezhadur, – en ur ger e deodyezh o pellaat buan pe vuanoc’h diouzh teodyezhoù ar c’hornbroioù all ;

– disleberiñ, rak bras eo hiziv ar perzh kemeret gant ar yezh-Stad e buhez an dud ; abred pe ziwezhat e teu poblañs ar vro-suj da ren he darempredoù kevredigezhel e yezh ar Stad sujer ; ar yezh vroadel ne chom dezhi nemet kelc’hiad strizh an tiegezh, – kent steuziañ da vat. Hogen pell amzer a-raok steuziañ ez a he geriadur war baouraat, he yezhadur war laoskaat, – aloubet gant gerioù ha troioù-lavar ar yezh-Stad, – he distagadur war zistresañ. N’eus mui anezhi nemet ur bruzhunadur a drefoedoù. Kenderc’hel d’ober ganti er stad-se a dremen, gant gwir abeg, d’un arouez a warlerc’hiadur.

An emdroadur-se zo c’hoarvezet gant ar brezhoneg. Yezh a sevenadur, unvan ha diorreet, e voe betek an 11t kantved. Stagañ a reas da gilañ pa baouezas a vezañ yezh ar gevredigezh a-bezh, pa voe dilezet gant ar renkadoù a oa framm ar Stad. Koulskoude, o vezañ ma oa laosk an darempredoù etre ar Stad c’halleger ha poblañs ar maezioù brezhoneger, e voe gorrek emdroadur an dizunvaniñ-disleberiñ, betek an 19t kantved da nebeutañ. Buanaet e voe trumm an diskar gant ar Reverzhi C’hreantel , ken ma kouezhas ar brezhoneg teodyezhel e-touez yezhoù warlerc’hietañ Europa. Ar c’hêrioù, o tegemerout ar stuzegezh arnevez, o doa degemeret ar galleg war un dro. Ar brezhoneg ne oa ken ’met yezh renkad isdiorreetañ ar vro, ar goueriaded, chomet gant ar stuzegezh rakgreantel.

Padal, dres o vezañ ma n’he doa ket ar renkad-se kemmet kalz a-hed an amzerioù, n’o doa ket he zeodyezhoù kollet kalz eus barregezhioù an henvrezhoneg . Ar barregezhioù-se avat a chome kousket er yezh ha kollet da vat e vijent bet ma ne vije ket deuet an Emsav da zamantiñ dezho. Labouret e voe a-zevri e-pad tost daou gantved evit saveteiñ kement a c’halle bezañ saveteet eus pinvidigezh an teodyezhoù henvoazel : GREGOR A ROSTRENEN, DOM LE PELLETIER, GONIDEG, MILIN, VALLEE a dremenas dekvloaziadoù eus o buhez o renabliñ geriadur ha yezhadur ar brezhonegoù komzet. Frouezh o strivoù a voe krouidigezh ar yezh lennek.

Diwir e ve koulskoude reiñ d’ar yezh lennek an teodyezhoù mui pe vui trefoedet da vammennoù nemeto. Ul lec’h bras o devoe ivez ar geltiegourion en he c’hrouidigezh : ERNAULT, VALLEE e-unan, MEVEN MORDIERN a sturias an dibaboù a oa d’ober etre ar stummoù diniver kavet en teodyezhoù dre geñveriañ gant ar furmoù hen- ha krennvrezhonek, kembraek ha kernevek ; dasorc’hiñ a rejont furmoù keltiek da lakaat e-lec’h ar furmoù romanek ha gallek a vastare ar yezh. En ur ger e tiverkjont merkoù an dizunvanadur hag an disleberadur ; bennozh dezho e stage ar brezhoneg da greskiñ en-dro diwar wrizioù ur sevenadur milvedel manet kousket met bev-mat e stuzegezh poblañs ar maezioù. Graet o deus anezhañ en-dro ur yezh a lennegezh hag a zeskadurezh : tiegezhioù o vevañ e kêr a c’hell hiziv desevel ha skoliañ o bugale e brezhoneg hep o dilañsañ e-keñver ar bed ma vevont ; skrivagnerion a embann romantoù, barzhonegoù, studiennoù a bep seurt evit lennerion diazezet e stuzegezh ar c’hêrioù. Un deodyezh vrezhonek arnevez ez eus bremañ.

E-keit-se emañ an teodyezhoù henvoazel o vont da get buan. Ul lec’hienn voutin e kelc’hiadoù ’zo eus an Emsav eo hirvoudiñ da giladenn ar brezhoneg er bobl. Hag-eñ ez eus da vezañ prederiet gant steuzidigezh an teodyezhoù henvoazel ? Sellomp ouzh ar gudenn : ar yezh lennek he deus dastumet ar pep pouezusañ eus pinvidigezh an teodyezhoù ; renet eo bet al labour gant aked ha gouiziegezh. Tu a vo bepred da soñjal en dije gallet bezañ renet gant brasoc’h aked ha brasoc’h gouiziegezh c’hoazh ; tu a zo ivez da glokaat al labour-se keit ha ma tregern c’hoazh teodyezhoù war ar ploue. Hogen echu eo mare krouidigezh ar yezh lennek : diazezet eo he yezhadur, termenet eo doareoù he geriadur, tonket eo an dibaboù bras a-zivout hec’h emdroadur ; an degasadennoù o tont eus an teodyezhoù henvoazel ne c’hellint ken bezañ nemet klokaennoù darnel o tennañ d’ar munudoù.

Ar braz eus strivoù ar yezh n’emañ ket ken war an tu-se. Emaomp bremañ en ur marevezh all : hini diazezidigezh ar brezhoneg evel yezh-Stad, – evel yezh an deskadurezh en holl zerezioù hag en holl skourroù, yezh ar mererezh, yezh an armerzh, ar ouezoniezh hag ar micherioù, yezh an darempredoù broadel hag etrevroadel, en ur ger, yezh ar gouarnamant. E gwir, ar marevezh-mañ n’eo ket ur marevezh eus ar yezh hec’h-unan ; mar boe krouet yezh lennek ha lennegezh hep ma kenlabouras un niver bras a dud, hep ma voe kemmet kalz traoù er vro, ne vo ket kenkoulz evit ar marevezh o ren : ne vo ar brezhoneg yezh-Stad nemet pa vo ur Stad Vrezhon evit ober gantañ. Er marevezh politikel emaomp war-lerc’h ar marevezh lennegel.

Dre-se ne c’hell ket bezañ a gudenn eus an teodyezhoù ken. Hetiñ a dleer ma ve diazezet ar Stad a-raok ma vo aet da get an teodyezhoù henvoazel diwezhañ, evit abegoù diseurt. Met an hetoù-se o-unan zo ur broud evit difraeañ sevel ar Stad, ha nann evit ampellañ tremenvan an teodyezhoù.

An teodyezhoù henvoazel zo tonket da lezel al lec’h gant an deodyezh arnevez. Ar c’hudennoù, mar’d eus, zo kudennoù kelennadurezh ar yezh lennek d’an deodyezherion henvoazel. Anat eo n’o deus ket tud Reter Breizh an hevelep kudennoù ha tud ploue ar C’hornog evit deskiñ ar yezh. Kalz aesoc’h eo da blouezidi ar C’hornog e keñverioù ’zo. Met ar gudenn-se, goude-holl, a sell ouzh kalvezerezh ar c’helenn ha n’eo ur gudenn bolitikel e nep doare. Emsav04. Ebrel 1967.

___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.