AN EMSAV EVEL OBER HAG EVEL ISTOR

An daou zanvez-diazez eus stummadur an emsaverion eo ar yezh hag an Istor, rak diazez an Emsav e-unan ez int. Kentañ pazenn an Emsav eo ar brezhoneg. Kentañ tra a ra an deskad emsaver eo diazezañ e vuhez e brezhoneg, adfurmiñ e brezhoneg kement moul-lavar a zo ennañ. An eil pazenn eo an Istor. Pal an deskad emsaver eo diazezañ e vuhez en Istor, adfurmiñ en Istor kement moul-ober a zo ennañ. Dont d’ar brezhoneg n’eo ket hepken degemerout mennozioù war ar brezhoneg ; heñveldra, dont d’an Emsav n’eo ket hepken degemerout mennozioù war Vreizh. Evel ma ranker bezañ deskad war ar yezh, e ranker ivez bezañ deskad war an Emsav : ur vicher eo da gentañ an Emsav, rak ar pezh a zesker da gentañ evit bezañ emsaver n’eo ket mennozioù met un ober. Deskiñ a reer an Emsav evel ober dre e zeskiñ evel Istor. Al lakadenn-mañ a c’houlenn spisadurioù, rak n’eo ket fraezh bepred ster ar ger Istor er speredoù. Daou zoare zo da gompren an Istor, ha ret-mat eo diforc’hañ : – an Istor a anavezer evel darvoudoù na gemerer ket perzh enno ; an hanez eo ; – an Istor evel m’en anavez an emsaver, da lavarout eo unan a gemer perzh en darvoudoù. Den eus ur mare eo an istorour, pezh a lavarer c’hoazh : emañ an istorour en Istor. An hanezour avat a ra evel pa ne vije ket en Istor, evel pa vije o plavañ a-us dezhañ er-maez eus an amzer. An tun-se a ranker kemer d’o aozañ zo si bras an hanezioù. Daoust ma fell d’an hanezourion teurel war an Istor sell an dreamzerelezh, e tleer bepred lakaat an hanezioù en Istor en-dro, evel frouezh spered ur mare. D’an emsaver ez eo an Istor oberoù, ha da gentañ an oberoù ma kemer perzh enno. E-se ez eo disheñvel-krenn an Istor anavezet gant an hanezour hag an Istor anavezet gant an emsaver : – evit an hanezour, ez eo an darvoud un arvest, un danvez da zanevellañ, amzeriet dre ret en tremened ; – evit an emsaver, ez eo an darvoud un ober, un danvez da seveniñ ; ober dec’h a vez adkemeret gant ober hiziv, ha dre-se ne reont nemet unan : tremened an Emsav a chom bezant en endon an Emsav-bremañ, – en doare end-eeun ma chom e labour tremenet e daouarn ar micherour, e stumm ur skiant hag ur galloud prest bepred da dalvezout. An emsaver ne zianavez ket darvoudoù an tremened evel m’o danevell an hanezour, – o anaout a ra evel tu diavaez an ober tremened, evel rusk ar gwrizioù taolet en tremened gant an ober-bremañ. Boas eur d’ober un istorour eus an hanezour. Muioc’h a abegoù a ve da reiñ an titl-se d’an emsaver, rak eñ ne zisrann ket an ober diouzh an anaout. An hanezour a zibourc’h an anaout eus e zilhad-labour, ha goude lakaat warnañ ur gwiskamant bourc’hiz e c’houlenn digantañ « ober Istor evit an Istor », evel ma reer ivez « Arz evit an Arz ». An emsaver n’eo ket un tourist en Istor, met ur micherour eus an Istor. Evit kemer perzh en Emsav e ranker anaout an Emsav evel ober. An ober hepken avat a c’hell anaout an ober : ne ouezer petra eo an Emsav nemet goude kemer ur garg ennañ. Ha ne sevener mat ar garg a gemerer en Emsav nemet dre anaout an Emsav evel Istor. Ober hiziv zo gwriziennet en ober dec’h, hag ober dec’h zo anavezet dre ober hiziv. Setu div skouer o sklaeriañ al lakadenn-se : 1.?Evit an hanezour ez eo Al Liamm ur gelaouenn lennegel hag Emsav ur gelaouenn bolitikel : div oberenn disheñvel o falioù, da vezañ renket enta e kombodoù disheñvel an hanez. Ar gwel istorek avat a ziskouez an dra-mañ : krouerion Emsav zo bet stummet gant Al Liamm ; en endon an ober renet gant Emsav e chom ober Al Liamm, bezant ha bev-mat. Diouzh e du, Emsav a anavez da Al Liamm ul lec’h nevez en Istor : Al Liamm e-keñver ar Stad o ren, ar Stad C’hall, ne c’halle bezañ nemet ul « littérature marginale » evel ma embann Istor al Lennegezh C’hall, – e marz ar sevenadur, e marz an Istor ; Emsav, o kemer ar Stad Vrezhon da bal e ober, a ro d’Al Liamm al lec’h-kreiz, – e diazez ar sevenadur, e kalon an Istor. Al Liamm ne baouez ket a vezañ un oberenn lennegel, – ar pezh ez eo evit an hanezour ; krouidigezh Emsav avat a ro dezhi ur pouez istorek nevez, a zo politikel. An Istor a laka bepred war oberoù an dud sterioù en tu-hont d’ar ster mennet ganto ; dre an hontsteriañ-se e kav an oberoù emsavek kreñvadur ha padusted ; an oberoù nannemsavek er c’hontrol, diamzeret, a sank da vat en tremened hanezel. 2.?An eil skouer a sell ouzh ar spered faezhiad, – an neuroz a faezhegezh, – a ren er bobl vrezhon abaoe faezhidigezhioù an tremened. A-raok an Emsav, e kave Breizhiz an dizober dioutañ dre zont da C’hallaoued : remziad ar Vrezhoned neurozek a c’hane Gallaoued yac’h. Kaset e veze evel-se d’an tremened ar c’hleñved kantvedel, ha Breizh war un dro gantañ. Un diskoulm e oa, diouzh savboent an hanezour. Deuet eo an Emsav, o tegas gantañ ar pare d’an neuroz ha war un dro an adsav da Vreizh. O vezañ m’eo deuet, ne c’hell ket an diskoulm a-wechall, an dont-da-C’hall, bezañ un diskoulm ken ; Istor Breizh a dremen hiviziken dre an Emsav ; kement « diskoulm » all zo, dre ret, ur faezhidigezh nevez hag ur grevusadur eus an neuroz.Emsav 5 Mae 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.