KUDENNOU PLEUSTREK AN AOZADUR POLITIKEL BREZHON
 
 
 
 
 
Pa bleder gant an aozadur politikel o komz en anv ar Stad da zont , ez eo mat teurel ur c’hilsell war ar strolladoù a zo bet savet el ledenez-mañ abaoe derou ar c’hantved a-benn difenn ar vroadelezh.
 
 
 
Ar c’hentañ Strollad Broadel a voe diazezet e 1911 gant L.-N. LE ROUX ha Camille LE MERCIER d’ERM. Ne oa anezhañ avat nemet ur strollad-brudañ. Un dalvoudegezh a eneberezh romantel en doa dreist-holl. Ne oa ket bet meizet tamm ebet gant e renerion evel ur benveg da gemer ar galloud ha da sevel ur Stad. Zoken diwar-benn ar gwir he deus Breizh da gaout ur Stad a-benn mirout he broadelezh n’en doa ar strollad kelennadurezh ebet. En-dro d’ur skritell edo bodet an dud ha netra ken.
 
 
 
Damheñvel ouzh hennezh e voe ar strolladoù krouet war-lerc’h ar brezel-bed kentañ. Ar Parti Autonomiste Breton ne oa ivez nemet ur strollad-brudañ. Meizad arbennik ebet n’en doa eus ur Stad Vrezhon. A-hend-all e kaved ennañ emzalc’hioù diforc’h diwar-benn an emrenerezh a oa da reiñ da Vreizh : e-kichen broadelourion-disrannourion en em gave broadelourion-kevreadelourion. Kement-se a ro da gompren perak ez eas ar strollad-se buan a-walc’h da get e-tro ar bloavezhioù tregont.
 
 
 
Un doare emdroadur a zeraouas e 1931 pa voe savet an eilvet Strollad Broadel. Tamm-ha-tamm e teuas an aozadur-se da zegemerout sturiennoù ’zo evel « Pennaenn ar Rener », – ne c’haller barn an devoud-se nemet ouzh e adlakaat en e amveziadur hanezel. Ur gelennadurezh hollek a glaskad pourchas ivez d’ar strollad, dreist-holl e-barzh ar gelaouenn Stur. En houmañ en em sil ar mennozioù a oa diouzh ar c’hiz en amzer-se en Alamagn ar genelwerinelourion.
 
 
 
War un dro e teuas kenurzh ar Strollad da vezañ startoc’h. Un tammig amzer a-raok an eil brezel-bed e voe amparet un nerzh-lu dindan an talbenn gallek Service Spécial (Gwazerezh Arbennik). Gourdonet e voe neuze un toullad paotred.
E gwirionez e vane gwan aozadur an Emsav dre ma oa dizunvan : ne oa ket a zarempredoù diferet resis etre ar c’hevrennoù anezhañ, hag an tamm darempred a c’halle bezañ a oa breinet gant ar c’hevezerezh digor pe guzh etre ar renerion.
 
 
 
 
Edo da skouer ar gelaouenn-studi hag an nerzh-lu dindan evezh renerion distag ha digenurzh. Ar Strollad politikel e-unan a oa dindan evezh ur rener all. Pep hini eus ar renerion-se a glaske sachañ, mui pe vui, an dour d’e vilin ha diouzh a ouzomp, ne oa framm start ebet ouzh o eren kenetrezo : daoust ma veze lennet Stur gant izili ar Strollad Broadel, ez embanne DEBAUVAIS ne leuriade ket Stur ar Strollad en e zibaboù politikel.
 
 
 
E-pad ar brezel e voe adkavet da gentañ an hevelep teirrannadur : diouzh un tu, ar Strollad Broadel renet gant O. MORDREL da gentañ, gant R. DELAPORTE da c’houde ; diouzh an tu all, Stur o tont en-dro e reizh un eil rummad adalek 1942 ; hag en diwezh, ar Gwazerezh Arbennik, distag mui pe vui diouzh ar Strollad.
 
 
 
Moarvat e felle d’an eil Strollad Broadel kaout ur gelennadurezh. En em ginnig a rae en un doare bennak evel un unstrollad, ur strollad-Stad, par d’ar re a oa e penn broioù ’zo en Europa a neuze, en e roll kelenn ar boblañs, – da vihanañ e oa meizet evel-se gant ur stourmer e-giz Yann GOULET er mare-se. Ivez e tegemered « Pennaenn ar Rener » : boas e oad da ispilhañ luc’hskeudenn ar Rener e sezioù ar Strollad.
 
 
 
Daoust da se ne oa ent-devoud ar Strollad netra estreget ur strollad-brudañ ivez, mennet da zifenn dirak ar meno foran meizad ar vroadelezh vrezhon, kentoc’h eget bezañ ar benveg da gemer ar galloud.
 
 
 
E gwir, ne oa ket ur strollad dispac’hel, – ar pezh henn diskouez ar splannañ ez eo ezvezañs an amkanioù kevredigezhel resis en e raklun politikel. An arouez all eus gwander ar Strollad eo, evel a verkemp uheloc’h, an darempred disavel en doa gant an nerzh-lu, hemañ o vezañ bet savet dindan atebegezh ar Strollad, hag o tiankañ diouzh e reolerezh betek bezañ e gwirionez dishual dioutañ.
 
 
 
An trede Strollad Broadel diazezet gant DEBAUVAIS, LAINE ha GUIEYSSE a oa startoc’h dre ma oa kevreet ennañ nerzh-lu hag urzhiadur politikel. Mennet e oa moarvat da gemer ar galloud. Ennañ avat e oa ur gwander grevus a zeue eus e orin : deverañ a rae eus un nerzh-lu, ar Bezenn Perrot, savet war ar prim da geñver un degouezh politikel berrbad, da barraat ouzh an argoll m’edo an Emsav da heul ar brezel etre Frañs hag Alamagn.
 
 
 
Dispis e chome ivez kelennadurezh ar strollad-se diwar-benn kevredigezh, dre ma klaske dedennañ tud o doa mennozioù a bep seurt, – nepred ne embannas amkan kedvuhezel ebet da vihanañ, pezh a c’haller lakaat ivez war gont e verrhoali.
Diaes e ve ober eus al luskadoù bet savet war-lerc’h an eil brezel-bed, evel ar M.O.B., an U.D.B., gwir strolladoù broadel.
 
 
 
An dezvad a hañvalont gortoz evit Breizh en amzer da zont tostañ ned a ket en tu-hont da hini ul Land alaman, – daoust ma reont gant ar c’heriaoueg a zo bet arveret araozo gant ar Strolladoù Broadel, gant ar ger « broadel » end-eeun. Bezet pe vezet, n’eus diouto nemet strolladoù-brudañ evel ma oa ar Strolladoù Broadel, ha dre-se n’emaint ket e-keñver ezhommoù ar vro.
 
 
 
Ar gudenn enta n’eo ket gouzout petra ober gant al luskadoù-se pe an nevezadurioù anezho, met krouiñ ar pezh he deus Breizh ezhomm anezhañ, ha n’eus ket bet klasket e grouiñ betek hor mare : ur framm stadel.
 
 
 
An dalc’h eo gouzout penaos ren ar grouidigezh-se. Etre daou dalbenn e c’haller rannañ al labour : diouzh un tu, diazezañ tamm-ha-tamm war an dachenn skourroù ar vuhez kevredigezhel brezhon nevez kenurzhiet gant ar framm stadel e-unan ; diouzh an tu all, ren an embregerezh dispac’hel a zo anezhañ lakaat ar framm brezhon e-lec’h ar framm gall. An amkanioù-mañ ned eo ket an Emsav evit o dioueriñ e mod ebet, peogwir ez int e bal hag e boell.
 
 
 
Mar seller bremañ ouzh an doare da seveniñ al labour, e tiaweler meur a hent disheñvel, – hent ar brezel da skouer. Hini ebet eus an hentoù-se ned eo ret dioutañ e-unan a priori. Keit ha ma c’hallo an Emsav en em zerc’hel war an hent peoc’hiek hep paouez a gas war-raok al labour ret, ec’h en em zalc’ho warnañ a dra sur ; hogen an hent a gaso an Emsav d’e bal n’emañ ket e diuz an Emsav e-unan-penn, setu perak ne c’hell ket lakaat en a-raok e tiouero hent ar brezel.
 
 
 
Ar galloud gall a zifenno e zalc’herezh dre an holl araezioù a zo en e gerz, – stlenn, polis, luoz. Ne ziskrogo nemet pa gavo brasoc’h deur o tiskregiñ eget o klask derc’hel speg. Diawelout a ranker enta ur « skeuliatadur » diouzh ar pleustr dispac’hel boas. Ned eo ket empleget dre ret ar brezel gant ar seurt skeuliatadur, met adalek bremañ e ranker jediñ ar feurioù c’hoarvezusted ha prientiñ a-ziuz an degouezhioù c’hoarvezusañ.
 
 
 
Hogen an daelerezh, brezelel pe get, ouzh ar galloud gall ne oufe bezañ estreget ur skourr eus obererezh an aozadur politikel rakstadel. Hag ar skourr-se a vo, forzh penaos, kevreizhet diouzh pal nemetañ an Emsav : urzhiañ en he Stad ur gevredigezh vrezhon nevez.
 
 
 
Kement-se zo lavarout ne c’hell ket an aozadur politikel brezhon bezañ ur strollad-brudañ hepmuiken evel ma’z eo bet en tremened ; en enep, e tle adal bremañ gwiskañ furmoù ar Stad, ha da gentañ kenurzhiañ strizh skourroù obererezh pennañ ar vuhez stadel : deskadurezh, armerzh, darempredoù etrevroadel, diogelroez diabarzh ha diavaez, – ar brudañ e-unan pe, resisoc’h, ar stlenn o kavout e lec’h e stumm ur skourr ereet start ouzh ar re all.Emsav 11. Du 1967.
 
 
______________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.