BRUDEREZH HA REIZHDED
Unan eus gwanderioù an Emsav abaoe an eil brezel-bed eo skorted e vruderezh. An emsaverion, pa vezont dirak ar Vrezhoned all, pe a chom mut, pe a liv gevier war balioù gwirion an Emsav. Chom a reont mut peogwir ne gredont ket e talvez ar boan displegañ d’an dud petra eo an Emsav. Hervezo ne ve hor c’henvroiz nepred evit kompren ez eo Breizh hor bro nemeti hag ez eo hon dlead kentañ he difenn hag hec’h adsevel. « Gortozomp ma vimp kreñvoc’h » emezo. Evit digarez d’o c’hiladenn e roont bihanded an Emsav. Soñjal a reont gant gwirabeg e rank an Emsav, evit gounit fiziañs an dud, en em ziskouez evel an hini a zaskoro dezho o enor a bobl. Hogen an emsaverion n’o deus ket o-unan fiziañs a-walc’h en Emsav evit e ziskouez evel un trec’hour hag un dieuber ; hag e chomont enket en ur c’helc’h-bac’h : ne ziskouezont ket an Emsav d’ar Vrezhoned peogwir en kavont re vihan, ha bihan e chom an Emsav peogwir n’en diskouezont ket. Livañ a reont gevier war an digarez ma ne zleer ket diaezañ an dud gant diskleriadurioù re daer. Hag a-fet diskleriadurioù e chom gwall deñval ar pezh a gontont. Pa vez goulennet outo : « C’hwi zo Breiz-Atao ’ta ? » e respontont : « O nann, n’on ket ! » -« Aotonomist neuze ? » -« Tamm ebet ! » Bep taol e nac’hont bezañ lec’hiet e-keñver an Emsav hag e klaskont harp war vennozioù pell-mat diouzh kudennoù gwirion o bro. Ar mennozioù-se, kevreadelezh, demokratelezh, dispis-meurbet keit ha ma n’o enkorfer ket e buhez fetis ur Stad, ne c’hallont kaout ster ebet keit ha ma ampeller an dibab-diazez a zo dres dibab ar Stad da reiñ da Vreizh. Ha bep taol e van ar c’hendivizer en amzivin, souezh ebet, ne denn netra eus an diviz nemet luziadell. An dud ne glaskont ket pemp troad d’ar maout : an Emsav evito eo ar re a ra eus Breizh ur vro diforc’h hag a venn reiñ dezhi gwirioù ur vro diforc’h. Forzh petra a soñjont a-hend-all eus ar mennozioù-se, ez eo ar mennozioù-se a skritellont pa lavaront : « un Breiz-Atao », « un autonomiste », « un séparatiste », « un de l’U.D.B. ». Padal e kaver ijinek kuzhat ar pezh a soñjer, o vagañ ar spi droch e tegasor an dud d’an Emsav hep gouzout dezho. Difenn a reer ar brezhoneg ; ya, met en ur ober anezhañ unan eus pinvidigezhioù Frañs… Touellañ an dud a glasker, hogen unan a zaou, pe e veiz an dud ar c’hoari hag e vezer kaset da sutal, pe ne veizont ket ha ned eont ket gwall bell gant an arguzennoù kleuz a zo bet graet dezho lonkañ. Hag e tremen an Emsav a-benn an diwezh evit un afer a lorberion pe a farserion. Ar bruderezh zo da gentañ un afer a onestiz. Moarvat ez eus lec’hioù ha mareoù dereat evit komz, ha dibaboù a rank ar bruder ober e sell eus an efedusted, – ar bruderezh zo ivez ur c’halvezerezh gant reolennoù termenet mat. E nep doare avat ne zle palioù an Emsav o-unan mont da zanvez un dibab kalvezel ha bezañ mac’hagnet, gwanaet pe hepken dispisaet war zigarez an efedusted. Ne vruder ket ur pal faos evit tizhout ur pal gwirion. Heñveldra ne vruder ket martezeadoù. Brudañ a reer diogeladoù. Morse n’eo ar bruderezh un ober a eil renk, met atav e sell ouzh an talvoudoù uhelañ, ouzh strivoù klokañ ar spered. Div reolenn aour zo d’ar bruderezh : 1) Bezañ diskoulmet reizh en ho puhez hag en ho meiz ar c’hudennoù a vrudit (ne c’hellit ket brudañ ar brezhoneg en ur lezel ho puhez diazezet er galleg, – na hep bezañ meizet, pouezet ha degemeret an holl amplegadoù eus trec’h ar brezhoneg). 2) Lezel bepred gant ho kendivizer an dibab a sell outañ. Ar bruderezh diazezet war reizhded ar bruder ha rezid e gendivizer eo an hini nemetañ gouest da zegas emsaverion wirion. Pep prantad eus emdroadur an Emsav a c’houlenn perzhioù disheñvel ha dre-se seurtoù tud disheñvel ; prantadoù ’zo a c’houlenn muioc’h a galonegezh pe da nebeutañ un doare dibar a galonegezh, hag an holl n’int ket evit kemer perzh neuze ; seurtoù ’zo a dud ne zeuint d’an Emsav nemet er mareoù diwezhañ pa dostay an trec’h, – ne c’halljent ket dont a-raok anez degas droug, – da ziwall ez eus bepred na dec’hfe an emsaverion diouzh an hent reizh o defe kemeret re abred. Ur bruderezh reizh hepken a c’hell reiñ da bep hini er vro ar galv emañ o c’hortoz hep gouzout dezhañ ha d’an ampoent a zere ouzh e berzhioù. Fiziañs hon eus, pa vo diorreet ar bruderezh gwirion, an hini a ra galv bepred da spered ha da galon an dud, e vo gwelet pegen marnaoniek eo pobl Vreizh eus ar vagadurezh politikel brezhon.Emsav4. Ebrel 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.