"Facebook" kement ha tachenn-stummañ

Setu testennoù e brezhoneg savet gant Yann-Ber TILLENON diouzh eskemmoù o vezañ skrivet war mogerioù "Facebook" : "KEVRE KERVREIZH", "FRONT BRETON EN 2014", "EMSAV". Pa'z eo ret d'ar c'helaouiñ bezañ graet e galleg e-barzh an trede kelc'h, brezhoneg hepken eo yezh ar stummañ e-barzh an eil kelc'h : dre "Facebook" o tont d'un dachenn-pleustriñ e vo tu d'ar "Bretons" da vont pelloc'h, d'en em stummañ evit troiñ e "Brezhoned" dre nerzh ar Yezh !

An tri c'helc'h

Arverañ ar brezhoneg ne c’hell talvezout nemet en ur framm prevez evit Breizh, hor Stad, hor c'hentañ kelc’h.... Se zo un dra vat. Met n’eo ket a-walc’h.

Ret eo ren ul labour kelaouiñ e galleg e kevredigezh ar « Bretagne » en trede kelc’h, heni ar foranelezh. Dreist-holl evit diskouez sotoni, pa n’eo ket « loustoni » tud ar « mouvement breton » evel Guillemain, Le Lay ha Gallaoued, furlukined-all eus an tu dehou pellañ betek an tu kleiz pellañ eus kevredigezh c’hall ar proviñs !... Ar bajenn « Front Breton evit 2014 » zo mat evit-se….

Evel-se e c’hellomp em zigeriñ ha tutañ ar re a zo prest da labourat er c’helc’h a zo etrezomp-ni ha Gallaoued ar 5 departamant : an eil kelc’h, ar c’helc’h-stummañ a vo ret frammañ anezhañ a-raok pell, da’m soñj !... Un urzh nevez a ray ezhomm anezhañ a-benn nebeut en Europa !...

Tri c'helc'h kroaz an drevion (drouized) zo deut da vezañ "kroaz keltiek" atoret gant ar gristeniezh da c'houde. Hi zo enni an tri c'helc'h a zo arouez ar vuhez gant ar spered e-kreiz a zo heniennel (hor penn) pe strollennel (hor Stad) enkorfet war an douar...