Div gevredigezh ha div Stad

a-berzh Yann-Ber TILLENON evit Rafael URIEN

Me zo a-du ganit. Nemet, heñveldra, e sav ur gudenn. Hag eñ n’out ket o kemmeskañ, da’m soñj, div vro disheñvel : « Breizh » ha « Bretagne » ?... Se a lavaran alies abaoe 20 vloaz…. Ar pezh a zo souezhus eus da berzh, pa n’out-te ket, war a hañval, er « mouvamant breton ».
…
« Breizh » zo ur Stad mikroskop dieub, en istor, bennozh da istor an Emsav abaoe daou c’hant vloaz. « Bretagne » zo ur vro aloubet, gallekaet, hep Stad nemet an heni « Gall », m’emañ oc’h heuliañ en istor Frañs evel ur giez oc’h heuliañ he mestr….

Ni zo neuze en Emsav, tud diempret etre div gevredigezh ha div Stad.

1/ Ur gevredigezh arallek, « Bretagne » gant ur bern yezhoù, dreist-holl ar galleg, a zo renet gant he Stad c’hall.

2/ Ur gevredigezh en he rezid, « Breizh », a ra hag a zo renet e brezhoneg gant ar Stad vrezhon dizurzhiet : an « Emsav ».

« Breizh » evidon, zo bevennet da’n Emsav gant he yezh krouet gant an Emsav : « brezhoneg kempred » pe « nevez brezhoneg », pe, ijinet ’m’eus ivez e 1976, « emsaveg » !…

Ar peurrest zo da lakaat e poubelenn ar « Bretagne » hag he « mouvamant breton » mestroniet gant ar Stad C’hall a-enep d’an Emsav.

Un daelerezh-krouiñ dedennus hon eus da ren, a-hed hor vuhez, o tispartiañ mat hag oc’h enebiñ ar Stad Vrezhon enep d’ar Stad C’hall gant div yezh, brezhoneg ha galleg war an hevelep tiriad.

An holl yezhoù all a venegez zo yezhoù er gevredigezh c’hall renet gant ar Stad C’hall. Yezhoù kevredigezh ar « Bretagne » ez int. Rol ar « mouvamant breton » zo servijout ar Stad C’hall, evel dislavar diabarzh anezhi, o luziañ an traoù.

Kemmeskañ a ra « Bretagne » ha « Breizh », a-ratozh kaer, evit distrujañ an Emsav. Lakaat a ra an dud da soñjal ez eo Stad C’hall ar « Bretagne » hag heni « Breizh » an hevelep tra !... Ar Stad C’hall a rank atoriñ nerzhoù ar Stad Vrezhon emsavel o plantañ dizurzh enni evit he distrujañ.

Setu perak ez eo, evidomp, istorel ha daelerezhel ar gudenn. Se, peogwir hon eus un daelerezh da ren etre div Stad. Pep tra zo liammet ! An den zo ul loen istorel, speredel, ha n’eus nemet ar Stadoù a enkorf ar spered gant o yezh hag a ra, neuze, an istor.

An Den « brezhon » zo un Emsaver, en Emsav. Desket en deus yezh an Emsav. An Den « breizhad » zo ur Gall eus ar « Bretagne ». Anavezout a ra yezhoù all evel ar re a venegez. Hogen, bez e c’hell deskiñ hor yezh evit bezañ « brezhon », neuze « emsaver ». Ha mat pell ’zo!... Se zo un dibab istorel, dispac'hel ; ha n'eo ket yezhel, kenedel nemetken.

Te ‘oar, me n’on ket ul lennegour. …Evit an arz ez on livour. Me zo kentoc’h ur politikour, ha dreist-holl ur brezelour. Evidon ar yezhoù zo armoù. Ar galleg zo un arm kelaouiñ evit ober bruderezh nemetken. Evidon, ar re a arver arm ar galleg evit politikerezh ar Stad C’hall, zo enebourion dimp. Kilstourmerion, mirelourion ar Stad C’hall hag he « Bretagne » ez int. Ar re a arver an « emsaveg », an « nevez brezhoneg » zo emsaverion, neuze, dispac’herion evit « Breizh » hag ar Stad Vrezhon. Pik echu !...