EIL KENDIVIZ : BUHEZ AN EMSAVER
**B Komz a reer eus kelennadurezh ar Strollad Broadel da zont, komz a reer eus pal ar Strollad Broadel, eus urzhiadur ar Strollad Broadel ; ret eo komz ivez eus an dud a vo er Strollad, pe evit ober gant ur ger resisoc’h, a zo en Emsav. Komz eus an dud a dle bezañ graet a-raok komz eus an traoù ; un dra difetis eo ur Strollad politikel, un dra war ar paper a-raok bezañ un dra en ober. Ha pa vez un ober da seveniñ e ranker gouzout petore tud en seveno : diouzh talvoudegezh an dud e vez an ober. Amañ e stourmomp ouzh an difetisted a ren war ar speredoù. An dud eo a ra ar vro ha diouzh talvoudegezh an dud e vo ar vro. An Emsav n’eo ket ur gostezenn o stourm ouzh kostezennoù all. Diouzh un tu emañ ar Stad C’hall o klask krouiñ Gallaoued e Breizh, diouzh an tu all ez eus dilerc’hioù eus pezh a voe Breizh gwechall : ur Vreizh o vont da get tamm-ha-tamm, ur Vreizh o vreinañ. An dud eus ar Vreizh-se o deus mezh peurliesañ outi ha klask a reont bezañ Gallaoued, an doare nemetañ a gavont da vezañ tud eus o amzer. Un trede tra a zo : an Emsav ; pal an Emsav zo krouiñ ur gevredigezh nevez e Breizh hag e bal kentañ eo. Ur gevredigezh nevez, da lavarout eo tud nevez. Ar strolladoù, al luskadoù na gemeront ket ar pal-se zo tonket da c’hwitout, pa ne glaskont ket da gentañ kaout tud, pa ne welont ket ez eo an dud a zo da gentañ da grouiñ ha pa ne c’haller ket kemer tud diskaret evit sevel netra. Adsevel tud zo kejañ ouzh tud, tud a anavezer er vuhez fetis ha labourat ganto d’o adsevel ha ganto da sevel tud all. Setu al labour a zo d’ober da gentañ e Breizh. Hag an dud a vo adsavet, ar re a vo stummet e gwirionez eo ar re a raio al labour. E div lodenn e vo rannet hiziv an displegadennoù. Da gentañ e vo komzet eus an Emsav evel kevredigezh. Ha goude-se eus emzalc’h an Emsaver e kevredigezh an Emsav. Strizh e hañval bezañ an dachenn degemeret, met gwelet e vo e tizher dre an hent-se ar gudenn a-bezh, kudennoù hollek Breizh. **K An Emsav evel kevredigezh. An den brezhon nevez evel just ne vez ket graet e-unan. Graet e vez dre an darempredoù kevredigezhel ; da lavarout eo, ma ne vefe nemet ur brezhon e Breizh, ne vefe brezhon ebet. Ar brezhon nevez zo bet graet gant ar rummadoù tremenet ha tamm-ha-tamm ; an hini en deus lennet levrioù savet gant ar vroadelourion a c’hell dont da gompren kudenn Vreizh, d’en em santout Breizhad, d’en em zougen ivez evel ur Brezhon. Hogen ne c’hell kas ar mennad-se da wir nemet o kavout darempredoù e diabarzh ur gevredigezh a zo en un doare skeudenn ar vro warc’hoazh. Ar vro a rank bezañ stummet e diabarzh an Emsav, da lavarout eo, tamm-ha-tamm e tle ar stourm, stourm ar gevredigezh warc’hoazh bezañ stummet e diabarzh an Emsav. Evel just ez eo ar gevredigezh-se da gentañ ur Stad peogwir ez eo ar Stad kenurzhiadur hag e diabarzh ar Stad-se e vez stummet ar brezhon e gwirionez. Da gentañ, darempredoù a zen da zen, met ivez darempredoù kempleshoc’h e diabarzh ar gevredigezh, peogwir n’eus ket a-walc’h eus ar bazenn brevez evit stummañ un den met rankout a ra kaout ur framm ledanoc’h. Setu perak e tle ar c’hreizennoù bihan a zo savet bremañ en em gevreañ etrezo evit dont a-benn da stummañ tamm-ha-tamm ur vroad. An dra-se a vo graet er bloavezhioù da zont. (**6-K) Petore emzalc’h a zle an emsaver kaout dirak an darvoudoù a-vremañ, da skouer ar « Bzh » ? (**K-6) Ne gav ket din ez eus aze un darvoud e gwirionez. Istor ar « Bzh » zo fentus a-walc’h, peogwir er penn kentañ ne oa nemet un arouez evel n’eus forzh pe hini. Graet eo bet gant kenwerzhourion. Graet ez eus bet bruderezh dezhañ dreist-holl war gelaouennoù gall evel Bretagne Magazine ha setu perak en deus graet kement a verzh. N’eo talvoudus istor ar « Bzh » nemet evit diskouez o deus ar C’hallaoued aon rak an Emsav. Anat eo o deus kemeret spont o welout ar berzh a rae an arouez-se ha setu perak o deus he berzet. Talvoudegezh ar « Bzh » eo diskouez hepken ez eo ar C’hallaoued kizidik-tre ouzh kudenn Vreizh. Ar gwellañ bremañ eo ober bruderezh evit ar « Bzh », met arabat reiñ pouez d’un dra n’eo nemet un degouezh en istor an Emsav met n’eo ket bet aozet gant an Emsav. Talvout a ra d’ar bruderezh. Evit an emsaver en em gav un darvoud seurt-se war dachenn ar bruderezh dre vras ha netra ken. (**B-6) Aze e sav kudenn ar bruderezh e gwirionez. Hag ar bruderezh ez eus daou du dezhañ : – ober bruderezh ha tizhout tud ; – kaout un dra bennak da vrudañ. Ur strollad politikel pa ra bruderezh a ra evit brudañ un ober bennak. En degouezh-mañ e c’haller en em c’houlenn petra en deus an Emsav da vrudañ. Daoust hag ur Strollad Broadel a zo da vrudañ ? An dud dihunet gant ar bruderezh, war-du petra e vint heñchet ? Petore labour a vo fiziet enno ? Petore tud a vo lakaet war o zro evit o stummañ ? Setu ar gudenn. D’hor meno er mare-mañ n’eo ket prest an Emsav da zegemerout ur bern tud evit o stummañ ha reiñ dezho ul labour kendalc’hel da seveniñ. Ur bern tud a zihuner, skrapet e vezont a-gleiz hag a-zehou gant ar MOB, gant Kendalc’h, gant luskadoù all hag e tisoc’h kement-se gant ur c’hwitadenn ; rak n’eus den evit o stummañ, n’eus den evit fiziout enno ul labour da seveniñ hag ar pal : kemer ar galloud e Breizh, a zo lezet er-maez, o vezañ ma’n em gav den evit heñchañ war-du ar pal-se. Mat eo bepred afer ar « Bzh » peogwir e laka da vreinañ ar gevredigezh c’hall e Breizh. Met n’eus eno pal emsavel ebet evit ar mare. Evel an dud a laka bombez bremañ, pa grouont dizurzh e Breizh hag e lakaont ar C’hallaoued en un enkadenn. Met dañjerus eo ivez rak an Emsav n’en deus netra da ginnig er mare-mañ d’an dud a vo lakaet da zont dezhañ gant seurt darvoudoù ha neuze e vo amjestr al labour. Degemerout a c’haller an darvoudoù-se gant ur mini levenez met arabat eo bezañ touellet ganto. N’int ket bet, evel ma lavar K, prientet gant an Emsav ; diwanañ a reont evel kebell-touseg hag ez eont da get ken buan ha kebell-touseg. Ne vezont ket enframmet en ur roll obererezh resis, n’int ket bet rakwelet ha ne weler ket petra kas d’o heul. Kudenn ar bruderezh eo bepred. Ar bruderezh a rank kaout un dra bennak da vrudañ ha betek-henn ne c’haller ket lavarout ez eus kalz traoù fetis da vrudañ. (**9-K) Un arvar bras zo o krouiñ ur gevredigezh evel-se. Breizhiz a c’hell sellout outi evel ur geto muioc’h eget evel ur skouer. (**A-9) Ar gevredigezh a zo e Breizh bremañ n’eo ket ur gevredigezh wirion rak Breizhiz a vev enni evel laou e-barzh blev unan bennak, evel arvevaded. En un doare gouzañvat. Ha n’eus nemet an Emsav a c’hell lakaat Breizhiz da ren ur vuhez kevredigezhel wirion. Ne c’hell ket an Emsav bezañ ur geto evit daou abeg : da gentañ ez eo digor ; er mare-mañ ne c’hell enframmañ nemet nebeut a dud bep bloaz, ha dre-se e kredfe un arseller diwar-c’horre ez eo kloz ; e bal avat zo enframmañ an holl Vrezhoned, hag al labour kaset bremañ a denn end-eeun da herrekaat ar c’has ha digeriñ dorioù all ; d’an eil ez eo an emsaver dre dermenadur un den prederiet gant buhez ar gevredigezh emañ o sevel, ha, da heul, gant buhez an dud a dle amparañ ar gevredigezh-se, da lavarout eo gant buhez pep den eus al ledenez-mañ. Met aze ur spisadur zo d’ober : n’en deus ket an emsaver da vezañ chalet gant dazont ar gevredigezh c’hall, – nemet gant he distrujidigezh ne lavaran ket, – peogwir ne ra Breizhiz nemet gouzañv anezhi, ha n’eus netra evito da seveniñ er gevredigezh c’hall. N’eus nemet an Emsav a c’hell lakaat Breizhiz da seveniñ ur vuhez kevredigezhel hag ur vuhez wirion er mare-mañ. Mar bez komprenet an traoù en doare-se ne c’hell ket an Emsav, ar gevredigezh emsavel disoc’hañ war ur c’hwitadenn rak kinnig a ra an diskoulm da gudennoù ar bobl vrezhon, ha n’eus nemetañ ouzh henn ober. Al labour bremañ eo tizhout an dud a c’hell bezañ tizhet er mare-mañ e Breizh hag a zo digor da enkadennoù ar vro ha barrek da gompren ar pezh a c’hoarvez. Ul labour a vruderezh zo e-barzh evel just, hag ur gudenn a lavar eo ar bruderezh : kavout an doare da zisplegañ a glot ouzh ezhommoù, ouzh enkadennoù pep hini eus ar renkadoù tud e Breizh. Anat eo ne vez komzet heñvel ouzh ur micherour hag ouzh ul labourer-douar. Ha koulskoude e vo lavaret an hevelep tra dezho. Roll an Emsav eo respont da enkadennoù Breizh penn-da-benn, da enkadennoù holl renkadoù ar gevredigezh e Breizh. (**10-K) Penaos reiñ d’ho meno da gompren da strolladoù ’zo, a zo o ren war an dachenn bolitikel e Breizh a-vremañ (MOB da skouer) ez int tonket da gouezhañ ma ne gemmont ket o fenngelennadurezh ? (**B-10) Diaes eo lavarout emañ ar MOB o ren war an dachenn bolitikel e Breizh a-vremañ. Ar pezh a ren war an dachenn bolitikel bremañ eo ar Stad C’hall, da lavarout eo n’eo ket zoken ar strolladoù gall, met ar mererezh gall ha kement galloud-Stad gall a zo e Breizh. Ar MOB zo bet betek-henn ur strollad-brudañ. Bez’ e c’haller e varn e meur a zoare, met ne c’haller e nep doare lavarout emañ ar MOB o ren war an dachenn bolitikel e Breizh. Goulenn digant tud ar MOB kemmañ o fenngelennadurezh zo diaes ivez o vezañ ma ned eur ket sur o deus ur gelennadurezh politikel. Mennozioù difetis o deus war ur bern traoù, mennozioù hon eus gwelet o kemmañ dizehan abaoe an derou, – hag ar c’hemmadennoù-se, pouezus eo henn merkañ, ne oant ket frouezh un ober na disoc’h an daelerezh berzhus a gaver da linenn-ster e kement labour-krouiñ a zo ; ne voe anezho er c’hontrol heuliadoù hep ster d’an dizemglev, d’an termerezh, d’an hilgennerezh diavaez ; goulenn diganto kemmañ a ve na mui na maes goulenn ur c’hemm nevez war-lerc’h kemmoù all, ha ne gav ket din e kemmo se kalz a dra e tonkadur ar vro. Menegiñ ar MOB zo lakaat ur skritell war ur goumoulenn. Gwelloc’h eo en em dreiñ war-du Breizhiz dre vras : an dud a zeu d’an Emsav er mare-mañ, – komz a ran eus an Emsav politikel brezhonek, – zo dre vras tud n’o doa ket bet afer ouzh ar MOB a-raok. Neuze ne hañval ket bezañ ampled oc’h en em dreiñ war-du ar MOB… Ouzhpenn-se, an dud a zo bet er MOB zo bet gwaret o gweladurezh, hag ur pennad adheñchañ zo d’ ober ganto peurvuiañ, hep dont a-benn bepred eus an taol. Gwelloc’h eo reiñ digor da dud o paouez dihuniñ d’an Emsav rak gant ar re-se eo an aesañ labourat. {210}**11-K An emsaver dirak an dimeziñ (e-keñver yezh da skouer) ? **K-11 Da gentañ e c’haller lavarout ez eo gwelloc’h evit an emsaver chom hep dimeziñ. Ret eo lavarout emaomp en ur marevezh dispac’hel e Breizh. Neuze ar re a rank sammañ un atebegezh bennak a zle soñjal en dra-se. Mar dimez, e tle diwall mat, peogwir e rank e bried bezañ a-du gantañ war poent ar yezh da gentañ, hag ouzhpenn-se bezañ kendrec’het penn-da-benn diwar-benn talvoudegezh ar vroadelezh e Breizh hag an Emsav broadel. C’hoarvezout a ra, alies zoken, e timez un emsaver er-maez eus an Emsav. Un tiegezh a vo savet a c’hallo bezañ un tiegezh brezhonek evel just met atav e chom kudennoù diaes, – peogwir ne roer an hevelep talvoudegezh d’ar yezh ha d’ar vroadelezh. A-hend-all, ar re a gred e c’haller en amzer-vremañ sevel ur gellig kevredigezhel vrezhonek-rik en un tiegezh zo faziet. Tu a zo d’ober un dra bennak, met ne vo ket un dra klok ha marteze e vo kollet a-benn ar fin kalz amzer o sevel ur gellig kevredigezhel n’he deus ket a amzer da zont er framm gall. E framm ar Stad e tle bepred bezañ sellet kudenn an tiegezh, ha kudenn an tiegezh brezhonek, – evit ar poent eo arabat reiñ da hemañ un dalvoudegezh politikel, rak eus ar Stad Vrezhon hepken e teuio dezhañ. Da c’hortoz, n’en deus nemet un dalvoudegezh arouezel. Dre vras eta, an emsaverion, an dispac’herion, ar re hon eus ezhomm anezho a rafe gwelloc’h evel just chom dieub ; nemet ne c’hellont ket atav ha d’ar mare-se eo gwelloc’h dezho dimeziñ en Emsav. **B-11 An emsaver a zimez hag en deus bugale ne c’hell dimeziñ ha kaout bugale nemet er gevredigezh emañ o sevel ; evitañ e-unan, evit e wreg hag e vugale e rank sevel un tiegezh brezhonek hag emsaver, – n’eo ket brezhonek hepken, anat eo. N’eus ket kalz da c’hortoz moarvat war-eeun digant ar c’helligoù kevredigezhel a seurt-se, met evit buhez hiniennel an dud ez int pouezus-bras. Un doare d’en em stummañ eo ha da stummañ bugale. Un tu all zo d’ar gudenn ivez da’m meno. An dud e Breizh zo holl en un enkadenn. Klask a reont mougañ an enkadenn-se o tont da vezañ Gallaoued. Ne zeuont ket a-benn. Moarvat e teujent a-benn ma ne vije ket eus an Emsav ; met an emsaver dres o vezañ ur Brezhon gwirion, o tilezel ar galleg, o tiazezañ pep tra war ar brezhoneg a ro ur ster d’an enkadenn m’emañ an dud e Breizh hag e tiskouez un hent d’an diskoulm, – e par an hinienn. Dre-se ez eo krisoc’h enkadenn an emsaver eget an hini m’emañ Breizhiz dre vras, rak o kenderc’hel evel m’emañ ez a war-du an emzistruj, – pe an dispac’h. O krouiñ e Breizh ur vuhez ha na c’hell klotañ e nep doare ouzh ar vuhez mennet gant ar Stad C’hall e kas an traoù war-du an dispac’h. Hag e vir ouzh an dud all e Breizh a gemer an hent mennet gant ar Stad C’hall. En doare-se ez eo an emsaver, an hini a sav un tiegezh brezhonek, ur skoilh war an hent a gemerfe an dud e Breizh war-du ar gallekaat ; hag en un doare e redi an dud da zibab : pe heuliañ ar skouer a ro pe neuze mont war-du mennadurioù ar Stad C’hall. Nebeut-kaer a dud zo evit heuliañ e skouer, met an holl a rank degemerout an dra-mañ : reiñ a ra ur ster d’an enkadenn m’emaint. **12-K Aroueziusoc’h eo beaj-enklask dileuridi ar gouerion da vBrussel eget an emvodoù trouzus e Breizh. Ha kentel zo tu da dennañ diwar an darvoud-se ? **K-12 An dra-se a ziskouez hepken e krog ar gouerion da gompren kudenn Vreizh. Met daoust hag-eñ o deus komprenet evit-se e oa ret sevel ur Stad Vrezhon, n’ouzon ket. Ret e ve goulenn outo. Diskouez a ra e teu ar Vrezhoned da emouezañ ouzh kudennoù armerzhel ar vro met ne ziskouez ket c’hoazh o deus komprenet ar gudenn vroadel a zo e Breizh. An darvoud dioutañ e-unan n’ en deus ster ebet, – nemet ar ster a ro dezhañ an Emsav. **13-K Ar MOB a servij d’un dra memestra. Da skouer kas tud d’an Emsav. **A-13 Dre zegouezh e c’hell tud dont d’an Emsav dre ar MOB, ha c’hoarvezet eo. Met er mare-mañ dre vras, an dud a zo tremenet dre ar MOB n’int ket chomet e-barzh. Ha petra zo c’hoarvezet gant an dud-se ? Dre vras o deus pellaet diouzh an Emsav. Ar MOB enta n’en deus ket talvezet evit an darn vrasañ eus an dud a zo tremenet e-barzh d’o heñchañ war-du an Emsav. Dre zarvoud en deus kaset tud d’an Emsav, dre zarvoud hepken. Ha se dre an diouer a gelennadurezh emsavel. **14-K Daoust hag-eñ ez eo gwelloc’h d’an emsaver (ha d’e diegezh) bezañ o chom e Breizh, evit sevel un tiegezh brezhoneger ? **B-14 Ret eo sellout e-keñver petra en em lakaer. Hag-eñ ez eo e-keñver ar pouez-mouezh, hag-eñ ez eo e-keñver an darempredoù gant an dud pe hag-eñ ez eo e-keñver ur pal politikel. Evel just e-keñver ar pouez-mouezh, evit mad ar vugale en o yezh ez eo gwelloc’h dezho klevout brezhoneg en-dro dezho, ha, dre vras, brezhonegerion Kornog ar vro pa gejont ouzh bugale brezhonegerion a gomz outo en o yezh. Emañ an treuzvarn a oa a-enep d’ar brezhoneg o steuziañ, – re hir e ve displegañ perak, met, pa ouzon, tud ar vro a gomz brezhoneg ouzh bugale an emsaverion, hag un dra vat eo e pep keñver evit ar vugale. Da gentañ e c’hellont merzout ez eus tud estregeto o komz brezhoneg, ar pezh n’eo ket anat evit brezhonegerion yaouank o vevañ en estrenvro. D’an eil, e-keñver an dud o-unan, ez eo un doare evito da c’houzout ez eus un Emsav, un Emsav a dud o deus gouestlet kalz da Vreizh. Evel just e ranker displegañ dezho perak e komzer brezhoneg. Hag e komprenont peurvuiañ ; n’eo ket lavarout evit-se e heuliont ar skouer, rak ar skouer-se a c’houlennfe diganto kalz muioc’h eget n’int gouest da reiñ ; evelkent ez eus aze un doare ensiladur eus an Emsav er gevredigezh. Hervez an degouezhioù ez eo bras pe vrasoc’h ; arabat e ve avat gwelout aze un arm politikel. Un dra all : plas Breizhiz zo e Breizh. E Breizh e vez renet ar stourm brezhon. Evel just pa vo diorreet ur strollad politikel e vo roll tud’zo bezañ e Bro-C’hall evit kefridioù arbennik. An hini a vo e bal tennañ arc’hant digant Breizhiz pinvidik korn-bro Paris a ranko chom e korn-bro Paris diouzh ret. Seurt kefridioù, oc’h amplegañ un ober dispac’hel o treiñ, a dremeno a-raok ar selledoù all, tiegezhel da skouer. **B An emsaver e kevredigezh an Emsav. Gwelet hon eus agentaou emañ an emsaver dirak teir c’hevredigezh : kevredigezh an dud e Breizh, da lavarout eo ar gevredigezh krouet gant ar Stad C’hall gant danvez ar boblañs vrezhon – emañ dirak an Emsav evel kevredigezh hag emañ ivez dirak ar gevredigezh da zont, ar gevredigezh en deus da grouiñ. Anat eo, ar gevredigezh en deus da grouiñ a zle disoc’hañ diouzh ar gevredigezh a zo o ren en Emsav. An Emsav a zle kreskiñ, dont da vezañ ar gevredigezh nevez brezhon, ha war un dro distrujañ ar gevredigezh c’hallekaet. Ster an dispac’h eo kement-se : distrujañ ar gevredigezh kozh ha sevel ur gevredigezh nevez en he lec’h, – n’eo ket distrujañ an dud, met an darempredoù a zo etrezo, etrezo hag ar stadelezh. Ar gevredigezh a zo er mare-mañ e Breizh n’he deus kreizenn ebet enni hec’h-unan. Tolpet eo, dre un nerzh diavaez ha n’eo ket dre an dibaboù he deus graet hec’h-unan, ouzh ar gevredigezh c’hall. Gant ar C’hallaoued e vez kemeret kement disentez a sell outi. N’hon eus ket da welout hag-eñ ez eus lodoù eus ar gevredigezh c’hall a zo en hevelep degouezh hag ar gevredigezh vrezhon, se ne sell ket ouzhimp, met ouzh an dud a ra al lodoù-se eus poblañs Vro-C’hall. Da lavarout eo : ar gevredigezh vrezhon n’eo ket ur gevredigezh wirion pa n’he devez nepred an tu da welout war he zonkadur hec’h-unan. Divizet e vez pep tra eviti, n’he deus-hi nemet plegañ d’ober bepred. Diyac’h eo se. Neuze, Breizhiz a zo gwad dindan o ivinoù, pe a ya da C’hallaoued, a ya da chom da bParis hag eno e renont ur vuhez kevredigezhel wirion, pe neuze e teuont d’an Emsav. Pal an Emsav eo dres lakaat an dud e Breizh da zibab etre an daou ziskoulm yac’h-se. Pe neuze dont da C’hallaoued da vat, bezañ Frañsizion diazezet war bParis, pe dont da Vreizhiz diazezet warno o-unan, o kemer o divizoù evito o-unan, evit o bro. Al labour-sklaeraat-se eo roll an Emsav. Ur roll politikel eo, met ivez ur roll buhezel. Setu perak e ranker plediñ ken aketus gant buhez an emsaver. Ne c’hell ket kaout, anat eo, forzh petore buhez. Stummet e tle bezañ an emsaver adalek ar poent kentañ betek an hini diwezhañ. Pal ar stummidigezh-se zo ober anezhañ un den oberiat, – e-lec’h an den gouzañvat ez eo ar Breizhad gallekaet. An emsaver zo da gentañ un den a veiz e vuhez, evezhiek ouzh kement tra a ra, hag ouzh kement heuliad en devez ar pezh a ra. N’eo ket un hinienn distag diouzh pep kevredigezh ; un den a gedvuhez eo, ur c’hrouer a gedvuhez. En Emsav hon eus anavezet tud youlet mat, a c’hoantae mad Breizh hogen a chome en o c’horn. An emsaver ne c’hell ket bezañ diouzh skouer seurt tud. Diorren a ra darempredoù gant an emsaverion all hag amparañ ganto aozadurioù labour. An emsaver eo an hini a gemer perzh e labourioù hag e kevredigezh an Emsav. An darempredoù en devez an emsaver e diabarzh an Emsav zo a zaou seurt. An darempredoù labour, darempredoù a genurzh, a vez reizhet gant ar framm e-unan : an holl ac’hanomp emaomp dalc’het en ur reizhiad liammoù kefridiel a zo deuet bremañ evel eskern hor buhez pemdeziek. Ouzhpenn an darempredoù kalvezel-se e tiwan dre ret darempredoù buhezel, rak en em stagañ a reomp kenetrezomp da sevel ur gevredigezh nevez. Meur a wech e-pad an devezhioù-mañ hon eus komzet eus mignoniezhioù an emsaver. Un dra a verzomp buan : mont a ra da get ar mignoniezhioù e-maez Emsav. Aze e weler ne c’hell ket ar vuhez prevez evit an emsaver bezañ distaget diouzh ar vuhez foran. Bremañ, petore darempredoù en devez an emsaver gant an dud dre vras e Breizh ? Gwelet hon eus petra soñjal eus an « emsaverion »-se a glaske marmouzañ ploueziz ar C’hornog hag eus ar vruderion-avel a vicher. Gwelet hon eus ivez penaos ha perak e oa rouez a-walc’h c’hoazh an darempredoù politikel etre an Emsav ha peurrest ar vro. Ouzhpenn an darempredoù politikel ez eus avat un urzh all a zarempredoù, donoc’h ha karget a dalvoudegezh. Aze e ranker kompren ez eo an emsaverion tud o devez meur a enkadenn da dreuziñ : enkadennoù buhez, enkadennoù spered, enkadennoù kevredigezh, hag all. Rankout a reont, evit chom emsaverion, n’eo ket bepred diluziañ an enkadennoù, met reiñ ur ster dezho. Ha, tra pouezus, enkadennoù an emsaver zo an hevelep re, gant un dremm nevez avat, hag enkadennoù ar bobl vrezhon a-bezh. Displegañ a ran dre reiñ ur skouer : emañ an emsaver evel ar Vrezhoned all er-maez eus ar bed gall, ken e-keñver sevenadur, ken e-keñver armerzh, politikerezh, hag all ; hag er-maez emaint eus ar bed gall peogwir eo bet Breizh a-viskoazh er-maez eus kreizennoù-krouiñ ar bed gall, o vezañ m’he doa-hi en he c’herz he c’hreizennoù-krouiñ dezhi, kreizennoù-krouiñ ar bed brezhon. Enkadenn an holl an denn dres d’ an diouer a greizennoù-krouiñ bev e Breizh ; Breizhiz dre vras ne welont diskoulm ebet, o vezañ ma ne veizont ket an enkadenn en he ster gwirion, ha ne ouzont nemet, n’eo ket dienkañ, met diankañ, da lavarout eo tec’hout dre zistroioù darnel, hiniennel a denn holl en un doare pe un all da beurzistrujañ o fersonelezh vrezhon ; an emsaver en enep a anavez ent-sklaer ster gwirion, istorek ha speredel, an enkadenn m’emañ ar Vrezhoned hag eñ en o zouez ; hag an dremm nevez a ro-eñ d’an enkadenn, n’eo ket hini un hent d’ar peurzistruj, met hini hent an adsavidigezh. Ne glask ket diankañ, ne glask ket ivez dienkañ e-unan, – pezh a zo, dav eo henn merkañ, un tentadur evitañ, – met digeriñ a ra un hent d’e genvroiz : ar re-mañ oa techet da zistrujañ kement aspadenn eus ar bed brezhon-kent, eleze kement skoilh a oa etrezo hag ar bed gall ; stagañ a ra-eñ da grouiñ ur bed brezhon nevez. Dezho he deus an enkadenn dremm un arallekaat, dezhañ dremm krouidigezh ur bed. Setu perak ez eo ken pouezus evit pep emsaver studiañ e vuhez, rak dre deurel sklerijenn war e gudennoù personel e taol ivez sklerijenn war gudennoù donañ ar Vrezhoned all. An emsaver enta n’eo ket un den a zo er-maez eus ar bobl vrezhon met un den a zo krog da gompren ster gwirion an enkadennoù m’emañ ar bobl vrezhon. An doare a gemer d’o diluziañ en e vuhez a zle bezañ an doareoù o devo e genvroiz da ziluziañ o enkadennoù d’o zro. Houmañ eo neuze ar gudenn : reiñ ur ster hollek ha politikel d’an doare ma tiluz-eñ, pe da nebeutañ ma sklaera e enkadennoù dezhañ. Adalek ar mare m’en devo an Emsav lakaet en ur yezh politikel splann kudennoù buhez ar bobl vrezhon, e kemero un nerzh bras e Breizh, rak n’eo ket ar galonegezh a vank d’an emsaverion na d’ar Vrezhoned all met ar skiant eus pezh a zo d’ober. Evel just, ker e kousto distrujañ ar Stad C’hall e Breizh, ha keroc’h c’hoazh sevel ar Stad Vrezhon. Feiz hon eus ez eo ar Vrezhoned gouest da baeañ ar priz ; an emsaverion avat a zle bezañ prest da baeañ ar mizoù kentañ. Gwelout a rit aze, an darempredoù etre an emsaverion ha peurrest ar bobl zo darempredoù liesek e gwirionez, rak mont a reont eus pep poent a vuhez prevez ha buhez foran an emsaverion d’an hevelop poentoù a zo e buhez an dud e Breizh. Kement-se ne denn ket e bouez diouzh an tu kalvezel, pleustrek. An Emsav evel aozadur rakstadel a raio ul labour politikel resis e-keñver an darvoudoù a vo, met an diazez, ha ster donañ pep obererezh emsavel a chom hemañ : an emsaver eo an hini a ziluz an enkadennoù m’emañ evel Brezhon hag a heñch pobl Vreizh da ziluziañ an hevelep enkadennoù en he buhez dezhi. Evit dastum, setu a c’haller lavarout : an emsaver zo da gentañ un den stummet en deus desket an emsaverezh evel ur vicher. Ar vicher-se avat n’eo ket distag diouzh e vuhez. E vuhez eo. En un doare ez eo buhez an emsaver lec’h-imbourc’hañ, lec’h-arnodiñ, lec’h-sklaeraat, lec’h-sturiañ ar bobl vrezhon. Un embregerezh yac’h eo an Emsav, o vont en-dro gant berzh ha gounid, en ur ger : dellezek a fiziañs ; ennañ e lakaio dre ret ar Vrezhoned o fiziañs ; ne gilint ket razañ evel m’o deus graet betek-henn dirak al luskadoù a venne komz en anv Breizh hep talvezout ar fiziañs a c’houlennent. Kement-se zo lavarout ivez ne c’hell ket an Emsav bezañ ur frañmasonerezh, ne c’hell ket bezañ un noblañs, ur vrientinelezh nevez e Breizh. Ne c’hell ket en em veizañ evel distag diouzh pobl Vreizh. N’eus anezhañ nemet ul lodenn eus pobl Vreizh a zo o kompren kudennoù pobl Vreizh. Ur fazi zo bet graet gwechall pa gomzed eus an Emsav hag ar bobl evel daou dra distag. Ur fazi bras e oa, rak ne c’hell bezañ diforc’h ebet : an Emsav eo ar bobl. **4-B Disrannadur Breizh diouzh Bro-C’hall a vo graet en ur mare fall evit Breizh. Ni a c’hortozo eta en dienez an disrann-se, kalz ac’hanomp er-maez eus Breizh. **K-4 Da lavarout eo, pa vo pobl Vreizh er baourentez vrasañ eo e tarzho an dispac’h, mar komprenan mat ar goulenn. Me ’gred ez eus div gudenn aze. Bez’ ez eus kudenn ar boblañs hec’h-unan ha kudenn an emsaverion. Evit an emsaverion, ne gav ket din e c’haller lavarout o deus kemeret skiant eus enkadenn o bro pa oa gwashoc’h an traoù evit Breizh, evit an darn vuiañ eus ar Vrezhoned. Er c’hontrol, ar re a zo deuet da gemer skiant, da emouezañ ouzh enkadenn Vreizh a oa tud o doa tec’het diouzh an isdiorreadur endeo, da lavarout eo a oa deuet a-benn da gaout deskadurezh ha zoken plasoù uhel a-walc’h. En enep, ar bobl a c’houzañv gant an isdiorreadur n’he deus ket emouezet c’hoazh ouzh hec’h enkadenn. Neuze e c’haller lavarout n’eo ket ret en em gavout en ur stad isdiorreet evit kemer skiant eus enkadenn ar vro. Evelato ur wirionez zo er goulenn-se, da lavarout eo evit ma savfe dispac’h e-touez ar boblañs eo ret d’an enkadenn armerzhel, da enkadenn Vreizh dre vras mont war washaat, e seurt doare ma vo buhezet evel dic’houzañvadus, – buhezet, rak keal keñverel eo ar baourentez, – ha d’ar mare-se e krog ar boblañs d’en em sevel. Peurvuiañ, evel ma welomp bremañ, e ra hep pal resis ebet, da lavarout eo en un doare dall, – gwelit emsavadegoù ha displegadennoù ar gouerion er mare-mañ. D’an emsaverion eo da gorvoiñ an emouezadur-se, a zo dister c’hoazh, reiñ ur ster d’ar stad a isdiorreadur emaint enni evit o lakaat da gompren eus pelec’h e teu an isdiorreadur hag evit o lakaat da gemer hent an Emsav a-benn diskoulmañ o c’hudennoù, – da lavarout eo kemer hent ar Stad Vrezhon a-benn diskoulmañ kudennoù gwallemgav ar vro. Div zremm zo enta d’ar gudenn. Evit an emsaverion ez eo al lusker ur gwel emouiziek eus an traoù, – int o deus meizet e oa kiriek da wallstad Vreizh bezañ stag ouzh Bro-C’hall. Tremenet int eus pazenn ar buhezadur personel teñval, dangorek, d’ur gweladur hollel sklaer, ergorek, eus kudennoù Breizh. Er c’hontrol emañ ar boblañs dre vras war bazenn ar buhezadur teñval ha ret eo e teufe ar bazenn-se da vezañ dizalc’hadus, ar buhezadur-se da vezañ dic’houzañvadus evit ma krogo an emsavadeg, a vo sturiet d’ar mare-se gant an Emsav e-unan. **B-4 An dispac’h a darzh bepred diouzh ar mennoz o deus an dud eus o stad. E Breizh, lakaomp betek ar brezel, ne wele an dud o stad fall nemet evel un devoud naturel, da lavarout eo en he lakaent da heuliad naturel paourentez douar o bro ha dre-se petra a c’hallent ober anez gouzañv hep klemm ur baourentez kalz brasoc’h eget an hini a zo bremañ, – uhelaet eo kalz ar barr-bevañ keitat e Breizh abaoe ur c’hantved. Ur c’hantved ’zo e oa un dienez spontus o ren e Breizh met ne voe dispac’h ebet koulskoude. Divroañ a rae an dud, dizeriañ a rae ar vro a-bezh, met ne daoled ar bec’h war zen ebet. Natur an traoù o-unan a oa e devoud ar reuzeudigezh. Pell edod diouzh an dispac’h. Dont a ra ur mare avat ma teu an dud da ziskrediñ war orin naturel an droug : mar’d eo fall o stad, mar’d a fall an traoù er vro ez eo marteze peogwir int korvoet gant tud all, ez eo moarvat peogwir emaint e dalc’h ur gouarnamant fall, na bled ket ganto evel ma tlefe ober ur gouarnamant reizh. Dihun an emouezañ politikel eo ; an dihun-se avat, a verk derou ar stad rakzispac’hel, ne glot ket dre ret gant ur stad washoc’h eus ar boblañs. An emouezadur a verzomp e Breizh hiziv n’eo ket frouezh ur gwashadur eus an dienez, – en enep, sevel a ra ar barr-bevañ, ha dreist-holl, an emsavadegoù kouerion ne zeuont ket a-berzh ar re baourañ anezho, met a-berzh ar re ar muiañ en o aez. Evel pa lezfe an dienez o tigrizañ nerzhioù dieub a yafe da ziorren ur preder dispac’hel ha da brientiñ an dispac’h. War a hañval ez eo c’hoarvezet an hevelep tra en istor an holl zispac’hioù : ganet e vez bepred ar mennoz dispac’hel e-touez ar renkadoù-etre, ar vourc’hizion, ar re o doa nebeut a-walc’h da c’houzañv gant an dienez ; ar re-se eo o deus dihunet an emskiant dispac’hel e gwiskadoù ar boblañs a c’houzañve ar muiañ. Er mare-mañ e Breizh emaomp er prantad rakzispac’hel : emañ ar boblañs a-bezh o paouez merzout n’eo ket droukstad ar vro ur perzh eus natur an traoù, hag o klask emañ ar re giriek. Hag e sav a-gleiz hag a-zehou, a-enep d’ar gouarnamant, d’ar mererezh, d’ar frammoù diseurt a gav dirazi, – ne oar ket c’hoazh dibab an enebour, ne oar ket c’hoazh a belec’h e teuio an diskoulmoù. An displegadegoù, an emsavadegoù a ra ne ziskoulmont netra, ha krog eo d’henn merzout. Roll an Emsav e vo lakaat termen d’ar stad rakzispac’hel-se dre reiñ o ster gwirion, da lavarout eo politikel ha broadel, d’an darvoudoù-se, – ne lavaran ket emañ ar ster enno dre natur an traoù, rak n’emañ ket enno a-ziagent, en Emsav emañ, eleze e kreizenn-grouiñ nemeti ar vro, hag an darvoudoù er vro n’o devez ster ebet keit ha ma n’en devez ket an Emsav roet unan dezho. Met n’eo ket dav da stad an traoù mont war washaat evit ma tarzhfe an dispac’h. E Rusia edo ar barr-bevañ o sevel abaoe ur pennadig pa darzhas an dispac’h. En Iwerzhon ivez. **3-B Displegit, mar plij, ar mennoz : an Emsav eo ar bobl. **A-3 Ur fazi eo disrannañ an Emsav diouzh ar bobl, rak a-benn ar fin e vo an hevelep tra. Ur fazi eo lakaat an troc’h etre ar bobl hag an Emsav. Ur fazi e ve a-berzh tud an Emsav en em gemer evit tud veur pe tud eus ur ouenn disheñvel, ur mafia. An Emsav e gwirionez n’eo nemet ur rann eus ar bobl a zo emouez ouzh kudennoù hag enkadennoù ar vro. An Emsav zo un darn eus ar bobl a zo o sevel er mare-mañ hag a zegas d’he heul ar bobl en he fezh. Setu perak e c’haller lavarout ez eo an Emsav ar bobl. **15-B Daoust hag-eñ ez eus bremañ un niver bras a-walc’h a emsaverion prest da sevel ur strollad broadel e Breizh ha penaos e soñjit en em glevout ha kenlabourat gant al luskadoù a zo bremañ evel ar MOB hag an UDB ? **K-15 Bez’ ez eus div lodenn er goulenn : Da gentañ, daoust hag-eñ ez eus a-walc’h a stourmerion, a emsaverion evit sevel ur strollad broadel e Breizh ? Mar greer eus an emsaverion ar re o deus desket ar yezh, a zo deuet da vezañ e gwirionez Brezhoned, ne c’haller ket lavarout ez eus a-walc’h evit ar poent, zoken evit frammañ ar Strollad Broadel. Da’m soñj eta e ranker gortoz c’hoazh e-pad ur pennad evit ma vo pourchaset ar frammoù a zo ret evit sevel ur Strollad Broadel. D’an eil, penaos e soñjit en em glevout ha labourat gant al luskadoù a zo bremañ evel ar MOB hag an UDB ? Ne gav ket din e c’haller c’hoazh ober ar goulenn-se. Da gentañ e vefe ret anavezout kelennadurezh ar MOB da skouer e-keñver Breizh, e-keñver kevredigezh, e pep keñver o tennañ da vuhez ar Stad evit gallout en em glevout. A-raok sevel ur Strollad Broadel e ranker prientiñ ur gelennadurezh resis, – emeur ouzh henn ober. Pa vo bet prientet ur gelennadurezh resis e vo tu da geñveriañ ar gelennadurezh-se gant hini ar MOB m’en deus unan. Aze ez eus ur gudenn bleustrek. Evit an UDB kemend-all. An UDB marteze en deus ur gelennadurezh resisoc’h eget hini ar MOB. Evit ar poent n’eo ket gwall galonekaus ar pezh a welomp en UDB : n’eus nemet galleg, n’eus nemet gallegerion koulz lavaret, hag ouzhpenn-se o mennadoù n’int ket atav broadel. Ha n’eus forzh penaos eo ret dezho da gentañ prientiñ ur gelennadurezh resis a-zivout holl gudennoù boutin ar Stad, deomp da c’houzout ar chañsoù a zo d’en em glevout. Met adlavarout a ran : ret e vo deomp kaout dirazomp gwir Vrezhoned, da lavarout eo tud o devo peurzesket ar yezh hag o devo graet Brezhoned anezho o-unan, pezh n’eo ket c’hoarvezet er strolladoù a chom Gallaoued peogwir n’o deus ket desket ar yezh ha dre-se n’int ket disheñvel diouzh ar peurrest eus poblañs Frañs. Mont e-barzh ? C’hwi oar petra eo. Ur framm zo ur framm. Ur strollad a chom ar pezh ez eo. Er MOB ez eus tud a zo er penn abaoe an derou hag a chomo betek ar fin. D’ar mare-se eo koulz mont da sevel ur strollad all. Setu aze an dilenn na c’haller ket tec’hout dioutañ. Kompren a reer e keuzier d’an tammig framm a zo er MOB, – peogwir ez eus un tammig framm. Graet e vez bruderezh war-eeun, hag e gwirionez ez eo ar bruderezh kalonekaus d’ar bruder. En enep, er mare-mañ, ez eo digalonekaus stad an emsaver peogwir e rank chom war al loc’hvan ; n’eo ket loc’het c’hoazh ar stourm war-eeun evit ar Stad. Ar strolladoù a ra bruderezh a gav dezho e reont un dra bennak, hag an hini er c’hontrol a zo oc’h en em stummañ a soñj a-wechoù ne ra netra. Un dra bennak a ra peogwir en em ra brezhon, met n’en deus oberiantiz diavaez ebet hag an dra-se a c’hell bezañ digalonekaus, – setu perak en em daol meur a hini d’ar bruderezh, peogwir o deus ezhomm stourm, peogwir o deus ezhomm difretañ, – santet e vez un dra bennak. Ouzhpenn-se, an hini a zo c’hoazh oc’h en em stummañ a gav dezhañ e chomo atav er stad-se, en emgav-se. Da’m soñj ez eus aze ur gudenn vredoniel kentoc’h. Arabat chom war an dachenn-se. Mar chomfed da viken war bazenn an emstummadur, e teufe da vezañ ur bredkleñved. Ret-mat eo evelkent kregiñ gant an dra-se, ha diwar se loc’hañ war-du an ober. Da gentañ en em stummañ. Evit ar poent, un dra diaes eo, e c’houlenner digant an dud ober un akt a feiz en amzer da zont. Dezho da veizañ ne c’haller ket embreger n’eus forzh petra e n’eus forzh peseurt doare e n’eus forzh peseurt degouezh. Da gentañ eo ret gwelout sklaer an hent, divizout ar pazennoù, ha neuze kregiñ ganti. E mod all emeur war var da chom sac’het. **B-15 Ar pezh a zo d’ober bremañ eo en em stummañ evel emsaver, da lavarout eo deskiñ brezhoneg evel just ; hogen deskiñ brezhoneg n’eo nemet ar bazenn gentañ, hag ur bazennig a netra e gwirionez. Deskiñ brezhoneg ha kaout o buhez e brezhoneg a c’houlenner da gentañ digant an dud. Anez deskiñ brezhoneg ne c’haller ket mont e framm an Emsav. Ret eo soñjal ez eo al labour-se ul labour a netra, ul labourig, al labour kentañ ; rak al labour a zo d’ober goude zo ramzel. An hini n’eo ket gouest dre e leziregezh pe dre ziouer a urzh pe me oar da dremen ar bazenn gentañ, da lavarout eo adframmañ e vuhez e brezhoneg n’eo ket deuet e vare da zont d’an Emsav. Goude-se deskiñ ar vicher. Ne c’haller ket goulenn digant un den en deus lakaet e droad ur wech en ur skol a vezekniezh mont da vezeg. Youl vat en deus. Fellout a ra dezhañ reiñ ar yec’hed d’an dud, met moarvat ne vo ket evit ober kalz a vad dezho. Evit bezañ emsaver, e ranker tremen ivez dre ur stummadur a zo ur stummadur hollek hag arbennik war un dro, politikel, armerzhel, sevenadurel, istorel, emsavel en ur ger. **6-B Daoust hag-eñ e vo ret d’an Emsav tizhout an niver-mañ-niver a dud a-raok bezañ gouest da ober e roll e Breizh ? **B-6 Hervez ar stad ma vez degouezhet an Emsav, e c’hell tizhout al live-mañ-live er boblañs : ur rummadur zo er boblañs diouzh derez ha doare ar gizidigezh ouzh ar c’hudennoù emsavel, da lavarout eo politikel broadel. Hervez an hent en devez lezet e-biou, hervez e sevenadennoù, e tizho uhel pe uheloc’h er skeuliad-se a rummadoù. Met en ur mare lavaret ez eus bepred ur rummad pe unan all a zo aesoc’h da dizhout, hag ivez ez eus ezhomm eus ar rummad-mañ-rummad kentoc’h eget eus ar re all. Da skouer er mare-mañ e vez pledet dreist-holl gant ar re a vo sternioù an Emsav, da lavarout eo e klasker tud a c’hell bezañ stummet buan a-walc’h ha bezañ stummerion d’o zro. Ur wech ma vo amparet ar sternioù-se e c’hallor tizhout seurtoù all a dud. Amañ ez adkaver kudenn ar yezh. Rak ur wech ma vo diazezet ur framm ober er vro, ur framm oc’h arc’hwelañ e brezhoneg, e vo graet bruderezh e-touez ar boblañs, hag ar bruderezh-se a vo graet er yezh anavezet gant ar boblañs ha diouzh an doareoù gwellañ da dizhout ar boblañs, da lavarout eo e galleg. Aze e ranko an Emsav krouiñ kevrannoù, – brezhoneger evel just, – a raio gant arm ar galleg war an dachenn-ober merket dezho. Rankout a ra an emgannerion en em azasaat ouzh pep degouezh ha kemer an hentoù gwellañ hag efedusañ evit kas al labour war-raok. En abeg da ziaesterioù divoas, ha yezhel, ar brezel o devo da ren, e rankont bezañ tud stummet ha peurstummet. Emsav 08. Eost 1967.