KENDIVIZ KENTAN: PENAOS URZHIAN AL LABOUR EMSAVEL ?

Danvez an niverenn-mañ zo testennoù sonenskrivet kendivizoù bet renet en hañv-mañ tu bennak e Breizh. E kefridi tri displeger edo pleustriñ war grefen termenet ha respont goulennoù ur bodad aterserion.

Ne vo kavet amañ nag anvioù an displegerion nag anvioù an aterserion. Gant al lizherennoù A, B, K e vo meneget an displegerion ; gant sifrennoù : 1, 2, 3, h.a., an aterserion. Testennoù daou gendiviz o vezañ roet amañ, e vo rakverket * kement testenn eus ar c’hendiviz kentañ, ha ** kement testenn eus an eil hini. Dre-se e tleo al lenner kompren an aroueziad *A evel-henn : displegadenn graet gant A da geñver ar c’hendiviz kentañ ; *1-A : aters graet gant 1 ouzh A da geñver ar c’hendiviz kentañ ; **B-8 : respont graet gant B da 8 da geñver an eil kendiviz.

Pedet eo al lennerion da zerc’hel koun ez eus amañ testennoù komzet dastumet diwar vandenn warellek gant nebeut-kaer a gemmadennoù. Na vent ket souezhet enta o kavout enno adlavaradennoù, hirderioù, ha dre vras doareoù ret pe voas an displegadennoù dre gomz.

 

KENDIVIZ KENTAÑ : PENAOS URZHIAÑ AL LABOUR EMSAVEL.

*A Pal nesañ an Emsav o vezañ ar Stad Vrezhon, e ranker dibab an hent gwellañ evit e dizhout, da lavarout eo raktresañ ar pazennoù a gaso an Emsav d’an disoc’h-se.

An dek mil embregadenn bet lakaet dindan anv an Emsav abaoe pemont vloaz o klask mirout ar c’hoefoù kozh, ar chapelioù kozh, ar botoù koad kozh, ar yezh kozh, feiz hon tadoù kozh n’o deus ket kaset da belloc’h eget mirout Breizh er framm gall, da lavarout eo war he marskaoñ. N’o deus kaset da netra nemet da zigalonekaat an dud. Ar skouer int hepken eus ar pezh na zleer ket ober.

Sevel ar Stad Vrezhon a dremen dre an dispac’h hag an dispac’h a vez graet gant dispac’herion. Ha petra eo un dispac’her ? un den o sevel ur gevredigezh nevez a gas da get ar gevredigezh kozh, e gerioù all, a sav ur Stad politikel nevez. Un den stummet e rank bezañ an dispac’her. Eleze, e Breizh, ne zeuer da vezañ emsaver nemet dre ur stummidigezh termenet resis. Div bazenn gentañ ar stummidigezh-se zo : a) gwriziennañ en Emsav, b) ren e vuhez e brezhoneg. Ar re-mañ e vo ivez talbennoù hon div zisplegadenn hiziv.

*B Petra a dalvez gwriziennañ da gentañ ? Petra a dalvez kemer gwrizioù ? Petra eo ar gwrizioù ?

Tud ’zo a gred e teuer da Vreizh hag e kroger da vevañ evel an dud a zo e Breizh. An dud e Breizh a vez dre vras o c’hallekaat, – bremañ eo tost echu an tremen-se. Ar galleg eo a ren er vuhez kevredigezhel, ma n’eo ket ar spered gall. Neuze gwriziennañ a ve en em veskañ gant an dud hag ober evelto.

Tud o deus kredet, ne gav ket din ez eus bremañ tud c’hoazh o krediñ se, e oa ret dont da Vreizh-Izel evit en em veuziñ er boblañs hag en em heñvelaat outi. An dud o dije graet se a vije holl deuet bremañ war ar galleg ; dilezet o dije feiz o zadoù kozh, peogwir emañ ivez ar boblañs dre vras o tilezel an Iliz e Breizh, – (ar fideled a chom a chom dre voaz dreist-holl : n’eus emsav relijiel gwirion ebet ; al luskad relijiel nemetañ eo an Oberiezh Katolik Gall a zo oc’h en em ledañ war Vreizh). Anat eo ne c’hell ket ar gwriziennañ bezañ an dra-se. Emañ ar boblañs o kouezhañ, n’eo ket kouezhañ ganti gwriziennañ. Petra e c’hell bezañ neuze gwriziennañ ?

Gwriziennañ zo klask e Breizh kement ober emsavel a zo bet araozomp. Tu zo da gavout oberoù emsavel e Breizh abaoe lakaomp 1 000 bloaz ; e pep remziad eus istor Breizh ez eus bet tud o deus kemeret damant ouzh Breizh, ouzh dazont Breizh, ouzh pobl Vreizh, ouzh tonkadur Breizh. Ar re-se, ar pezh o deus graet eo an Emsav. Ar gwrizioù a c’hellomp kaout eo hepken ar pezh o deus graet an dud-se.

Tu a zo da sevel betek Nevenoe, met e gwirionez e savomp peurliesañ betek derou an Emsav a zo o ren bremañ, da lavarout eo da 100 pe 150 vloaz ; resisoc’h c’hoazh, an Emsav emaomp o vevañ ennañ a grog gant ar strollad broadel kentañ ha dreist-holl gant labour Gwalarn. Goût a ouzoc’h, betek brezel 14 ez eus bet tud o labourat war zanvez Breizh. Bez’ ez eus bet istorourion, tud hag o deus furchet en dielloù ha savet istor ar vro.

An darnvuiañ anezho a oa brogarourion, da lavarout eo e sellent Breizh evel ur vroad ; ne sellent ket ouzh Breizh evel ouzh ur vro tonket da vezañ enteuzet e Bro-C’hall, – (an istorourion o sellout Breizh evel tonket da enteuziñ e Bro-C’hall ez eus anezho ivez ; ar re-se hon eus gwelet dreist-holl abaoe tregont vloaz, tud peurliesañ o labourat er Skol-Veur c’hall ha na c’hellont ober eus Breizh nemet ul lodenn eus Frañs ha tonket a-viskoazh da vezañ gall).

Hon istorourion gentañ a laboure e galleg : LA BORDERIE da skouer, unan eus ar re vrudetañ, en deus savet e holl labour e galleg. Evit gwir ne c’halle ket ober a-hend-all o vezañ ma ne oa ket ar brezhoneg gouest da zisplegañ ar pezh en deus displeget. An istorourion-se a c’hellomp sellout outo evel ouzh prienterion an Emsav.

Gant tud all ez eus deuet ur mennoz broadel, war ar mod barzhoniel. Kêrvarker da skouer a gomze eus frankiz Vreizh met hep lakaat ar frankiz-se evel darvoud politikel. Ur prienter eo bet ivez gant barzhed all ar rakvrezel kentañ, en un doare, met ne oa ket un emsaver er ster ma komprenomp bremañ.

E 1911 e voe lakaet evit ar wech kentañ ar mennoz brezhon war dachenn an ober politikel arnevez, gant krouidigezh ar Strollad Broadel kentañ. Ar re a oa e Ballon ar bloaz-mañ o deus spurmantet Camille LE MERCIER D’ERM a oa deuet eno ivez. Ur c’hozhiad eo bremañ, gant poan o vale, met ur monumant eus an Emsav eo evit gwir. Ken brudet ha tarzhadenn monumant Roazhon eo an taol c’hwitell laosket gantañ e 1911 da zeiz dioueliadur ar monumant-se, ma weled Breizh daoulinet dirak Frañs. Koumoulek e oa evelkent ar pezh a felle d’ar Strollad Broadel kentañ krouet gant LE MERCIER D’ERM ober eus Breizh.

E gwirionez, e krogas al labour fetis diouzhtu goude brezel pevarzek. Pa groger gant ul labour ne ouzer ket bepred, ne ouzer zoken nepred betek pelec’h ez aio. Breiz Atao, krouet e 1919, ne oa en he derou nemet rannvroelour, da lavarout eo emreneler. Un tammig lec’h a felle dezhi reiñ da Vreizh er ranndi gall, daskor gwirioù, frankizioù d’ar vro ; un tamm eus Frañs e vije chomet, evelkent gant un tammig personelezh, ur parlamant e Roazhon, ha me oar. Moarvat o deus ar mennozioù emdroet buan a-walc’h ha deuet eo tud vBreiz Atao da soñjal e vefe gwelloc’h goude-holl ober eus Breizh ur rannvro eus Europa. Ur mennad dispis-bras peogwir ne oa ket eus Europa, ha moarvat n’eo ket warc’hoazh e vo unan. Gant ar re-se koulskoude e voe prientet an hent d’an Emsav politikel.

Hogen ar re o deus lakaet an Emsav war dachenn an ober gwirion eo tud Walarn. Ar strollad dispac’her kentañ a zo bet e Breizh, ar re o deus kroget da zistrujañ ar gevredigezh kozh, ar gevredigezh c’hall a oa o ren e Breizh, eo tud Walarn, Roparz HEMON en o fenn. Lavaret o deus an dra-mañ : ne vo eus Breizh da vat nemet pa vo distrujet ar galleg e Breizh. Neuze o deus staget diouzhtu gant al labour, o deus kendalc’het da ziorren ar brezhoneg.

Amañ e ranker menegiñ an daou zen a voe o diaraogerion, hag a bleustre abaoe ur c’hard kantved war an hevelep tachenn : ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez ; an daou zen-se oa VALLEE ha Meven MORDIERN, – (eus VALLEE e ranker e-se ober dispac’her kentañ istor Breizh). Tud Walarn a gemeras da bal sevel ul lennegezh er brezhoneg diazezet gant VALLEE.

Ar yezh krouet ganto zo deuet da vezañ yezh ur gevredigezh nevez, hag aze emañ ster an dispac’h brezhon ; – (pa soñjer er ger « dispac’h » e weler diouzhtu tud o sevel bardelloù dre ar straedoù, o fuzuilhañ, oc’h en em lazhañ, o tiskar ur gouarnamant hag o lakaat unan all en e lec’h. Skeudenn romantel an dispac’h eo se. An dispac’h zo da gentañ un dra eus ar spered hag eus ar vuhez, un dra eus ar gevredigezh. An dispac’h zo krouiñ ur bed nevez, krouiñ ur gevredigezh nevez. Pa seller ouzh an dispac’hoù a zo bet er bed e kaver bepred enno fin ur bed kozh ha derou ur bed nevez.

Pa seller ouzh an dispac’h gall, an dispac’h rusian, e weler ez eus bet kaset da get drezo ur gevredigezh ha savet en he lec’h ur gevredigezh nevez. Hag e Breizh ivez n’eus diskoulm all ebet nemet kas da get ar gevredigezh direizh, – ganti emañ ar vro o paouraat, o tiboblañ, o tizeriañ, – ha sevel ur gevredigezh nevez yac’h).

Kentel Walarn eo e tleer klask an abeg eus pep tra er spered ; hag e gwir er spered e kaver bepred an abeg ; mar divro an dud eo peogwir n’o deus mui abeg ebet da stourm e Breizh. Soñjal a reont e vint kenkoulz-all e Bro-C’hall pe forzh pelec’h. Breizh evito n’he deus mui ster ebet. Merzomp e kemer an emsaverion a zo e Paris an hent kontrol war ar gartenn : d’o fal e lakaont distreiñ da Vreizh, pa ne soñj an dud dizeriet a zo e Breizh nemet e kuitaat ar vro.

Eus Gwalarn eta eo disoc’het mennoz an dispac’h. Evel just pa lenner Gwalarn ne gaver ket se skrivet ent-hir, ent-sklaer. Roparz HEMON moarvat en derou ne ouie ket ivez betek pelec’h ez afe an embregerezh ma kroge gantañ. E bal kentañ oa diazezañ al lennegezh vrezhon. Lakaat a reer da wirionez ne c’haller ket krouiñ ul lennegezh diwar netra ; e vez pep lennegezh krouet gant ur gevredigezh o vont war-raok.

Ur burzhud eo neuze m’he {194}deus Gwalarn krouet ul lennegezh hag ul lennegezh wirion a dalvoudegezh hollvedel, ha m’eo deuet war he lerc’h hepken ar gevredigezh o klotañ gant al lennegezh-se, ganet evit gwir ganti : emañ o tiwanañ bremañ. Un darvoud souezhus eo : Roparz HEMON zo bet war un dro diouganer ha krouer. Krouet en deus ur gevredigezh dre al lennegezh en deus prientet eviti ; bremañ emañ hor gwrizioù el lennegezh-se.

Ur gevredigezh emsavel zo o tiwanañ e Breizh. Gwan eo c’hoazh e-keñver an nerzh niverel, – met tamm ha tamm e kresk, e kemer lec’h war an dachenn gevredigezhel e Breizh, betek ma c’hoarvezo ar pezh na c’haller ket tremen e-biou dezhañ : e vo stourm etre ar gevredigezh nevez-se a c’houlenno al lec’h hag ar gevredigezh kozh, da lavarout eo ar gevredigezh enframmet gant ar Stad C’hall e Breizh, – neuze ar mare-se a vo mare an distruj, mare an diazezañ da vat.

Setu perak adalek bremañ e rankomp spurmantiñ ouzh ar stourm war gement tachenn a zo er vuhez, adalek an dachenn gevredigezhel, an dachenn armerzhel, an dachenn soudardel. Ar pezh a c’haller lakaat dindan ur skritell hepken : ar stourm politikel ; ar stourm politikel zo war un dro sevenadurel, armerzhel, kevredigezhel hag ivez soudardel, – ar brezel n’eo nemet un tu eus ar politikerezh.

Gwelout a rit aze an dro eus ar gudenn ha penaos gwriziennañ. Ar gwrizioù hon eus zo en Emsav e-unan. N’eus gwrizioù all da gaout e Breizh. Ha m’hon eus gwrizioù-ni ez eo peogwir hon eus gwrizioù da reiñ d’an dud e Breizh. Bloavezhioù ’zo e klever tud o lavarout « mont d’ar bobl ». Mont d’ar bobl e gwirionez zo degas d’ar bobl an Emsav, ha degas ar bobl d’an Emsav, da lavarout eo reiñ gwrizioù d’ar bobl ha n’eo ket klask gwrizioù enni, – rak ar bobl zo diwriziennet.

N’eus nemet komz gant tud ar vro e pep lec’h e Breizh hag e weler n’eus mui netra diouto, n’int ket Brezhoned peogwir eo bet distrujet o broadelezh, ha n’int ket Gallaoued ivez, rak Bro-C’hall zo ur vro, bet stummet a-hed ar c’hantvedoù, ha n’o deus bet perzh ebet, nag int nag o hendadoù, er stummidigezh-se. N’int na Breizh na Gall, n’int netra. Ni hon eus d’ober Breizhiz anezho, da lavarout eo tud wriziennet, ha ne c’hellont gwriziennañ nemet en Emsav.

*1-AB Mar’d eo ar pal da dizhout advrezhonekaat ar vro, penaos e welit kudenn ar rannyezhoù ha kudenn ar gwenedeg pergen ? Nac’h ez eus ur gudenn, pe diskoulmañ anezhi ?

*K-1 Ne gredan ket ez eus ur gudenn eus ar rannyezhoù. Da gentañ en holl vroioù ez eus rannyezhoù ; lakaomp e Bro-C’hall : mar’d eus 70 teodyezh e Breizh, ez eus 700 e Bro-C’hall. Ne’m eus ket klevet morse e ve bet ur gudenn eno. Perak e ve ur gudenn e Breizh neuze ? Kemeromp ur skouer resis : en hanternoz Bro-C’hall e oa teodyezhoù henvoazel. Ur rannyezh e oa ivez ; met nepred ne’m eus klevet an dud o venegiñ ar gudenn-se. Ha koulskoude ar rannyezh er vro-se a oa disheñvel-tre diouzh ar galleg lennegel ; tud desket a oa war ar rannyezh-se, ha ne gav ket din e roent pouez d’ar gudenn.

An dud a gemer ar yezh peogwir ez eo ur benveg kevredigezhel evit ar gevredigezh vroadel a-bezh. Mar bez kelennet ar yezh e vo kelennet ur yezh hepken. Ha zoken emichañs c’hwi hoc’h-unan hoc’h eus klevet alies ar vrezhonegerion a zo a-enep d’o yezh o lavarout atav deoc’h : n’eus ket tu da gelenn ar brezhoneg peogwir n’eo ket ur yezh unvan. Pa’m eus kroget da zeskiñ brezhoneg, atav ez eus bet lavaret din : ar brezhoneg n’eo ket ur yezh peogwir eus ur barrez d’eben e kemm. An doare da respont hepken eo lavarout : n’eus nemet ur yezh ; n’eus ket rannyezhoù. Evit pep yezh ez eo heñvel.

*2-A Savet en deus S.A.D.E.D. ur framm brezhon war dachenn an deskadurezh e-kichen ar framm gall. Daoust hag-eñ e vefe tu d’ober an hevelep tra war dachennoù all ?

*A-2 Pal an dispac’h eo brezhonekaat ar gevredigezh en he fezh. Dibabet ez eus bet sevel ur framm brezhon evit an deskadurezh moarvat peogwir e oa an tu aesañ da gejañ ouzh ar gudenn, hag an tu pleustrekañ ivez. Evit brezhonekaat ar vro eo ret da gentañ kaout tud barrek da zeskiñ brezhoneg d’ar re all.

Ha S.A.D.E.D. zo er penn kentañ ur skol evit deskiñ d’an dud doareoù ar brezhoneg arnevez, doareoù ar brezhoneg azasaet ouzh ar vuhez a-vremañ. N’eo nemet ur bazenn evel just, hag ar pazennoù all, pe gentoc’h ar bazenn all zo ar bazenn bolitikel. Goude pazenn an deskadurezh e tizher pazenn ar politikerezh, hag adalek ar mare-se, adalek ar mare ma vo ur framm politikel brezhonek, hor bo un ardivink evit brezhonekaat ar vro penn-da-benn.

*3-A Perak ne vez kemeret nemet studierion evit o stummañ ha n’eo ket ivez micherourion hag a vefe barrekoc’h ur wech stummet evit tizhout ar bobl ?

*A-3 An tachennoù a vez pleustret bremañ zo tachennoù a denn d’ar studi dre vras. Aze ez eus unan eus an abegoù evit displegañ perak ez eus muioc’h a studierion a zeu d’an Emsav er mare-mañ eget a vicherourion pe a dud all ha n’int ket studierion. Lavaromp koulskoude ez eus ivez micherourion hag implijidi a zeu bremañ da zeskiñ brezhoneg. Seurt stad a draoù ne deu ket dre un dibab tidel eus hor perzh.

Met dre ret gant ar pezh a zo d’ober bremañ en Emsav ez eo reizh ma teufe muioc’h a studierion eget a dud all. Rak nebeutoc’h a boan o devez ar studierion da ober al labour goulennet bremañ. Un afer a vruderezh eo ivez. Ma n’eus ket kalz micherourion en Emsav ez eo peogwir n’eo ket aes bremañ ober bruderezh evit tizhout anezho. Nemet e ve divizet ober bruderezh a-zevri en o zouez ; met ne gredomp ket eo deuet ar mare evit c’hoazh.

*4-B An Emsav a seblant nac’h Europa. Perak ?

*K-4 A-raok lavarout e nac’h an Emsav Europa, e vefe ret gouzout petra eo Europa, peseurt Europa a zo. E gwirionez evit ar poent n’eus Europa ebet. Klask a reer sevel un Europa, hini ar C’hwec’h, hag Europa ar C’hwec’h e gwirionez zo un danvez dreist-holl d’an impalaerouriezh c’hall.

Tamm-ha-tamm evel just e vo stummet un Europa. Evit ar poent, pezh a c’haller merzout eo hepken ez eus riezoù en Europa, dreist-holl ar riez c’hall, a glask tennañ o mad eus un uhelvennad a zo kozh a-walc’h, evit diazezañ o beli war an darn gornok eus Europa. Bep an amzer e klever komz eus Europa adal an Oural betek an Atlantel. E gwir, kement-se n’eo nemet anvioù.

Daoust e gwirionez an Emsav a nac’h Europa ? An Emsav ne c’hell ket nac’h Europa ; evel m’emañ ez eo re vihan, re zic’halloud evit kaout ul levezon bennak. Ha zoken pa vo Breizh dieub ne gav ket din e c’hallo diouti hec’h-unan kaout ul levezon war-eeun war donkadur Europa. Pezh a c’hell ober hepken eo diskar, pe harpañ da ziskar an impalaerouriezh e Kornog ar c’hevandir-mañ, ha dre-se tamm-ha-tamm heñchañ Europiz all war-du un Europa wirion.

Evit ar poent, an Europa ez eus anv anezhi zo e gwirionez ur stumm a impalaerouriezh ha netra ken, implijet dreist-holl gant ar riez c’hall peogwir eo hi he deus an arme c’halloudusañ en Europa er mare-mañ ; dre-se, Breizh n’he deus ket d’ober war-dro an Europa-se.

Pezh a c’hell ober eo distrujañ mennad an impalaerouriezh c’hall, neuze dre-se disteraat ar c’hevezerezh etre riezoù Europa a zo o klask kemer ar galloud ; hag evel-se degas en o lec’h pobloù n’o devo netra da welout gant ar « pobloù » kozh, pezh a anver a-wechoù Europa ar Pobloù en un doare diresis.

An Europa-se a vo savet n’ouzon peur, n’ouzon penaos ; ne c’hell ket bezañ savet diwar ar riezoù a zo o ren bremañ met diwar dispennadur ar riezoù-se, diwar dispennadur an impalaeriezhoù a zo o ren bremañ en Europa.

Pal an Emsav o klask sevel ur Stad Vrezhon eo dres diskar an impalaeriezhoù hag aotren d’ar pobloù all, ar pobloù bihan dreist-holl en em unaniñ en ur gevredigezh evit sevel un Europa unvan ; met an dra-se n’eo ket ur gefridi evit ar poent. Ne c’hellomp ober netra war dachenn Europa, bez’ e c’hellomp kaout krog war bobl Vreizh tamm-ha-tamm met ne ve ket mat skignañ hon nerzh e pep lec’h. Da gentañ sevel Breizh ha goude-se gwelout pa vo savet Breizh petra zo d’ober.

Ret eo kregiñ gant ur bazenn eus an ober, goude ar bazenn-se e c’haller mont pelloc’h evit urzhiañ ar bed en-dro deomp.

Ret e vo evel just sevel un Europa evit mirout na zeufe dres Europa da vezañ un doare janglenn, ar pezh ez eo bet gwechall.

Gwechall e voe tapet Breizh en Europa-se, distrujet evit aotren da Vro-C’hall trec’hiñ d’hec’h enebourion all ; ar broioù impalaerour kozh a oa o kevezañ etrezo, ha Breizh a oa ur skoilh evit Bro-C’hall ; diskaret eo bet evit aesaat ar stourm lakaomp ouzh Bro-Saoz. Neuze ne c’hellomp ket lezel un Europa digenurzh en-dro deomp ; ne c’hellomp ket bezañ diseblant ouzh uhelvennad Europa, met pezh a lavaren ne c’haller ket ober pep tra war un dro.

*5-B Lavaret hoc’h eus e oa paotred Breiz Atao rannvroelourion (aotonomisted). Da’m soñj e oant taeroc’h eget se ; mont a raent pelloc’h, met d’ar mare-se e veze graet « aotonomisted » eus ar re daerañ. Bremañ e vefe graet anezho « broadelourion ».

*B-5 Lavaret em eus e oa Breiz Atao kentañ, da lavarout eo Breiz Atao 1919, he doa ur gelennadurezh rannvroel. Da lavarout eo n’o devoa ket c’hoazh sellet Breizh evel ur vro e-kichen Bro-C’hall, hag er-maez eus Bro-C’hall. Aes eo da gompren, ken divoas e oa an dud c’hoazh. N’eo ket ur rebech a reomp dezho, n’eo nemet ur stadadur eus ar pezh e oant.

*K-5 Da lavarout eo, etre an daou vrezel, ar re a veze anvet « aotonomisted », zoken ar vroadelourion, a gomze alies eus broad Vreizh. Diaes eo gwelout an diforc’h, gouzout petra a soñjent. Aon o doa rak ar galloud gall, ha neuze ne oant ket gwirion. Breiz Atao a oa kalonekoc’h eget ar re all.

Bez’ e oa kalz re all, a oa war ur bazenn bolitikel dister a-walc’h ha na c’houlennent ket kalz hag a gomze hepken eus « autonomie morale », gerioù n’o doa ster ebet, met an holl evelkent a rae broadelourion anezho, pe a gomze eus broad Vreizh pe eus ar yezh vroadel, pezh na reer ket mui kalz bremañ.

*K An emsaver a ren e vuhez e brezhoneg.

Evit ar poent e vevomp en ur bed gall ; da lavarout eo, kement a reomp zo lec’hiet er bed gall e-keñver micher, e-keñver buhez kevredigezhel ; atav e vezomp en un aergelc’h gall, e-lec’h ma ne gomzer nemet galleg. Setu ez eus un dislavar etre hor buhez hag ho personelezh wirion.

Ar stad-se ne c’hell ket padout hag an hini a soñjfe e c’hell mirout mennozioù breizhek ha bezañ brogarour hep ober netra war dachenn an dispac’h brezhon, hennezh zo tonket buan da goll e vennozioù. Ret eo d’ar brogarour brezhon klask lakaat da glotañ e vennozioù hag e vuhez personel. Penaos e c’haller henn ober ? E gwir ne c’haller henn ober nemet dre hanterouriezh ar gevredigezh vrezhon nevez a zo o sevel.

Tachenn gentañ ar gevredigezh-se eo an tiegezh.

An tiegezh zo un unvez kevredigezhel ; sevel a c’hell bugale e brezhoneg ha reiñ dezho un deskadurezh e brezhoneg ; kement-se zo ul labour kevredigezhel. Bez’ ez eus evelkent ul labour kevredigezhel kalz ledanoc’h, hini ar gevredigezh dre vras, da lavarout eo hini ar Stad.

Evit ar poent n’hon eus Stad ebet ; pezh a glaskomp ober dres eo sevel unan ; ne c’hellomp he diazezañ en un taol ha ne vo diazezet ar Stad Vrezhon da heul un taol-dispac’h evel ur « révolution de palais », pezh a soñj darn ; met tamm-ha-tamm o sevel da gentañ ar frammoù a zo ret, hag ar frammoù-se a rank bezañ brezhonek. Setu perak ez eo dre an Emsav hepken e c’hell an den ren ur vuhez kevredigezhel vrezhonek.

Ur vuhez kevredigezhel vrezhon a c’haller ren ivez dre vezañ skrivagner. Gant un den e-unan e vez kaset peurvuiañ al labour sevel oberennoù a lennegezh, nemet e ranker merkañ : daoust ma’z eo al labour-se ul labour hiniennel, e tenn e dalvoudegezh d’ar gevredigezh evelkent. Tennañ a ra forzh penaos da stummañ ur gevredigezh nevez.

Hogen n’eo ket hepken en doare-se e c’hell an emsaver ren e vuhez e brezhoneg, met dre gemer perzh e labour an Emsav, anez, penaos kemer an anv a emsaver ? ha n’eo ket forzh petore emsav ; an Emsav urzhiet, an hini a gemero tamm-ha-tamm doare ar Stad.

Labour an emsaver eo kemer perzh e savidigezh ar frammoù labour, e stummidigezh an emsaverion nevez, en aozidigezh frammoù ar Stad o-unan. Savet eo frammoù ar Stad deiz goude deiz gant ar re a gemer perzh en Emsav, en Emsav brezhonek a zo an Emsav nemetañ.

*5-K Tud a dalvoudegezh vras a zo, na vint morse gouest da zeskiñ trawalc’h a vrezhoneg evit bezañ gwir frammerion. Lezet e vint dizimplij eta ?

*K-5 N’ouzon ket petra a c’haller intent dre ar ger « a dalvoudegezh vras ». Evel just ez eus tud a dalvoudegezh vras, me oar, met ar re na zeskint ket brezhoneg n’int ket Brezhoned. Neuze ne c’hellont ket bezañ talvoudus evidomp. An holl dud zo gouest da zeskiñ ar yezh pa fell dezho, – gant an doareoù kelenn a zo, ar re na zeskont ket brezhoneg eo ar re na fell ket dezho deskiñ, ar re o deus dispriz ouzh ar yezh e gwirionez.

A-wechoù, bep an amzer e klevan komz eus hemañ-eñ a zo oc’h ober war-dro an emsav armerzhelour e Breizh, hag e seller outañ evel un den a dalvoudegezh vras, – a c’hell bezañ un den a dalvoudegezh vras e gwirionez, nemet an den-se ma ne zesk ket brezhoneg a ziskouez dre-se end-eeun ivez ne ra ket forzh eus Breizh. Neuze petra a c’haller tennañ dioutañ evit Breizh ? Tra ebet. Evit petra ez eo graet K.E.A.V. neuze, ha Skol Ober ha S.A.D.E.D. ?

An dud a dalvoudegezh a gomzer anezho zo tud a dalvoudegezh er framm gall. Deomp-ni n’o deus ket a dalvoudegezh. Bez’ ez eus tud a dalvoudegezh e pep lec’h. Er framm brezhon n’o deus talvoudegezh ebet peogwir e chomont Gallaoued. E Breizh ez anavezomp tud a garfemp dedennañ d’an Emsav, met ma ne zeuont ket d’ar brezhoneg, daoust hag-eñ e vint talvoudus ? Da nebeutañ ne c’hallint ket bezañ implijet war-eeun er Stad Vrezhon. E c’hallint bezañ aze evel harperion, met n’o devo ket perzh gwirion er vro, e buhez ar vro.

Setu ar gudenn. Estrenion e chomint forzh penaos. Soñjal a ran a-wechoù en Ao. PHLIPPONEAU, a zo gall, a zo un den mat, en deus graet kalz evit dihuniñ an emskiant armerzhel e Breizh, ar pezh a zo talvoudus forzh penaos. Met lakaomp e ve savet ar Stad Vrezhon hag eñ o chom bepred gant e c’halleg hep ma c’hallfe kemer perzh en ur maodiernezh bennak e Roazhon, – ne c’hallfe ket e gwirionez bezañ sellet evel ur Brezhon ma n’en defe ket desket brezhoneg. N’eus netra d’ober, daoust ma’z eo un den a dalvoudegezh vras evel ma soñjit, hag evel ma soñjan.

*B-5 An Emsav a laka an dud da zibab etre Breizh ha Bro-C’hall, – n’eus mui netra etre an daou. Neuze, ar re a zibab Breizh a zle gwriziennañ en Emsav, da lavarout eo da gentañ adframmañ o buhez a-bezh dre ar brezhoneg. N’eo ket hepken deskiñ brezhoneg a zo d’ober, – distrujañ ar bersonelezh kozh ha sevel ur bersonelezh nevez. An dispac’h a grog er par hiniennel.

*6-K Daoust hag-eñ e c’hellomp sellout ouzh S.A.D.E.D. evel pazenn gentañ ur Stad ?

*B-6 Meur a wech en deus S.A.D.E.D. embannet en em selle e-unan evel pazenn gentañ n’eo ket ur, met ar Stad, hag ar re a labour e-barzh a labour gant ar mennoz-se. A-hend-all ne labourfent ket, sur. Rak poanius-bras eo evit an holl bezañ e S.A.D.E.D., ken kelennerion, ken kefridiaded, ken skolidi. Ma n’o dije ket ur pal a dalvoudegezh hag ur pal hollek dirazo, sur ne rojent ket kemend-all a amzer, kemend-all a boan d’ar pezh a reont.

*7-K Penaos derc’hel en Emsav bugale an emsaverion desavet e brezhoneg ha mirout outo a guitaat ar framm brezhon evit ar framm gall ? Petra e rank bezañ roll ar skrivagner brezhonek en emgav a-vremañ ?

*K-7 Respont d’ar goulenn kentañ. Lakaomp da gentañ an dra-mañ : ar vugale zo dieub eveldomp, dezho da zibab ; neuze ne glaskomp ket derc’hel anezho : emaint aze, setu holl. Derc’hel a raint d’ar pezh hon eus roet dezho pe e nac’hint, met dezho da zibab da gentañ. D’an eil, merzomp an dra-mañ : emaint er framm a savomp, ha peurvuiañ un den a zo en ur framm n’en deus ket c’hoant d’e guitaat, peogwir ez eo atav diaes hag e rank kaout abegoù, abegoù sklaer, abegoù resis evit e guitaat.

Lakaomp ar re ac’hanomp o deus kuitaet ar framm gall, o deus henn graet peogwir n’en em santent ket en o lec’h reizh er framm-se ; ar framm-se ne glote ket gant o fersonelezh ; un dislavar a oa etre ar sevenadur gall e oant sanket ennañ, hag o istor personel, stag ouzh un istor a oa ar sevenadur-se estren dezhañ. Ha setu pezh en deus hon lakaet da glask ur framm nevez a zo bet ar framm brezhon.

An diskloterezh-se avat n’eus ket anezhañ evit bugale an tiegezhioù brezhonek, peogwir e kenglot pep tra enno. Evel just e c’hellont dre leziregezh dilezel ar framm brezhon, dre laoskentez, met n’eo ket evit abegoù poellek, evel m’hon eus graet.

Dre vras ez eo da bep hini dibab, pep hini en deus e frankiz, pep hini en deus ivez e rezid da ziorren. Evito e vo anat evelkent penaos e klot ar framm emaint gant o fersonelezh.

Respont d’an eil goulenn. Roll ar skrivagner brezhonek zo komz en anv ar gevredigezh vrezhon eus warc’hoazh. Komz en anv ar vroad a zo da vezañ diorreet. Ne c’hell tamm ebet bevañ en e dour-olifant, evel ma ra lod, pe evel ma lavaront e reont, daoust ma n’eo ket gwir evel just, – ma ne zarempredont ket an Emsav ez eo peogwir e spir dezho an darempredoù o deus e-maez an Emsav.

Pep hini, kaer en devo ober, a vo atav frammet en ur Stad, en ur gevredigezh bennak. Hag ar re a soñj dezho e c’hellont bezañ er c’houmoul e gwirionez zo war an douar ha war un douar resis. Setu, mar’d emaomp e Breizh, emaomp en Emsav.

Kement a skrivomp, kaer zo ober, a vo atav lec’hiet e Breizh, lec’hiet en Emsav. Roparz HEMON en deus merket an dra-se daoust ma felle dezhañ ma vefe personel oberenn ar skrivagner, a lavare : n’eus forzh petra a skrivo ar skrivagner a vo brezhon dre ma’z eo brezhon ar skrivagner. Da lavarout eo, emañ frammet en a-raok er gevredigezh vrezhon ; neuze, kaer a vo ober, ne c’hallo ket en em dennañ diouzh ar framm-se. E gwirionez en deus ar skrivagner ur c’halvedigezh hiniennel, met e roll zo atav kevredigezhel.

*8-K Petore abegoù a laka bugale an emsaverion da chom en Emsav pe d’e guitaat ?

*B-8 War dachenn an divezouriezh en deus K lakaet ar gudenn ; me gav din ivez eo war an dachenn-se emañ ar gudenn. An Emsav zo an hent reizh nemetañ e Breizh. Mar bez desavet ar vugale en un doare reizh e tibabint an hent reizh, hag e chomint en Emsav. Ar c’hraf nemetañ eo se, da’m meno. An doare eo ivez da veizañ an diflipadurioù a welomp en-dro deomp.

Tud zo en Emsav o vevañ gant un doare morc’hed, o kaout aon da skouer da ziskouez an Emsav evit ar pezh ez eo d’o bugale ; tud o deus aon rak heuliadoù an Emsav, ha neuze a sav o bugale evel pa na vije ket a Emsav. Pe c’hoazh e tiskouezont an Emsav evel ur pleustradur er-maez eus an urzh o ren, mui pe vui evel un dra direizh ; neuze, morc’hedet eo ar vugale hag a-benn ar fin e tibabont an hent reizh a zo evito ar framm gall, an urzh c’hall, ar re nemeto int bet lakaet da anaout. Tud zo ivez a sav fall o bugale : ne reont ket a-walc’h war o zro evit o gwriziennañ en Emsav, hag o lezel a reont da ziflipout dre m’o deus an treuzgeot gall mouget ar gwrizioù emsavel.

An dud a zo o prientiñ ar Stad Vrezhon, p’o deus bugale, o sav e brezhoneg. Tud all avat a sav o bugale e brezhoneg oc’h en em zerc’hel er-maez eus pep preder politikel : un doare idolenn eo evito ar brezhoneg, hep netra en tu all. Ar vugale, perak e vent droch ? a zilez buan ar brezhoneg na gas da netra. Perak strobellañ ar vuhez gant an hentoù na gasont da nep lec’h ?

Evit ma talc’ho ar vugale da bleustriñ ar brezhoneg e rank ar brezhoneg kas d’un dra bennak a dalvezo ar boan da engouestlañ ar vuhez ennañ, e rank reiñ digor war ur vuhez a dalvezo ar boan da vezañ renet.

Ne c’haller ket ober goap nag eus an Emsav nag eus ar vugale ; reiñ dezho un hent faos, un hent bac’h, un hent o lakaio er-maez eus pep kevredigezh zo ober goap eus ar vugale ; diskouez dezho an Emsav evel un dra er-maez eus an urzh, eus ar Stad, evel ur blijadur difennet, zo ivez ober goap eus an Emsav.

Evit mad ar vugale eo e tesaver anezho, n’eo ket evit mad ur sorc’henn ha pa ve ar sorc’henn-se ar brezhoneg, – ar brezhoneg hep Stad Vrezhon da sevel evit reiñ talvoudegezh kevredigezhel dezhañ.

*9-K Ar C’hallaoued n’int ket prest da reiñ da Vreizh he frankiz. Ul lezenn zo abaoe Daladier, a zifenn n’eus forzh petore bruderezh a zo he fal distagañ un tamm eus tiriegezh Frañs. Difennet eo komz eus ar Stad Vrezhon. Penaos e vo graet bruderezh en Emsav politikel da zont ?

*B-9 Aze dija emaomp war dachenn an ober pleustrek e-touez ar boblañs. Un niver traoù zo a-enep d’al lezenn c’hall ; neuze, emañ ar C’hallaoued kemeret etre daou vennad : mar lezont an dispac’herion da genderc’hel gant ar pezh a reont e teuio ar re-mañ kreñvoc’h ha dañjerusoc’h evit ar Stad C’hall ; mar tagont an dispac’herion e vo diouzhtu muioc’h a vruderezh, ha forzh petra a raint a roio nerzh d’an dispac’h. D’an dispac’herion da c’houzout c’hoari en afer. Reiñ a c’haller istor ar « Bzh » evel ur skouer vihan eus an degouezhioù-se.

Da gentañ o deus ar C’hallaoued tavet war ar « Bzh » ; p’o deus gwelet e rae berzh, o deus laosket o frefeded outi ; dre un taol droukchañs ez eus bet ur penn fall a varner evit dizarbenn kemennadenn ar brefeded ; ar wech-se eo deuet ar « Bzh » da vezañ un arm a vruderezh politikel, goveliet gant ar C’hallaoued o-unan (rak, en derou, ne oa nemet un embregadenn genwerzhel ha touristel), ha ledet ganto (da heul embann-berzañ ar maodiern, ez eus bet trouz en holl gelaouennoù gall hag er Stlenn a-berzh Stad zoken).

Diouzh un daelerezh ez a ar stourm ; an daelerezh avat, ur wech lusket, a rank kenderc’hel : mar chom a-sav ur prantadig, emañ an dispac’h en arvar da goll kement en deus gounezet drezañ.

*K-9 Ur gudenn a gempouez eo se. En Iwerzhon e oa iskis a-walc’h. D’ur mare ’zo e oa gouest Iwerzhoniz da zibunañ e kêr gant armoù ha pep tra ; hag ar pennadurezhioù saoz ne gredent ket ober netra ; perak ? Peogwir o devoa aon da lakaat an traoù da darzhañ muioc’h. E Breizh emañ heñvel ; lakaomp e krogfent da heskinañ, en o defe aon na deufe an Emsav kuzh kalz taeroc’h.

Diouzh an tu all, mar tagont tud e vo graet bruderezh evel ma’z eus bet graet goude ar brezel diwezhañ, ar pezh en deus hegaset anezho a-walc’h evel ma ouzoc’h ha d’ar c’houlz-se evel just emaint etre an daou, oc’h en em c’houlenn petra ober, – goude ar brezelo doa bet lakaet Kembreiz da zont evit diskouez n’o doa graet droug ebet d’ar Vrezhoned, met an dra-se oa un afer spontus evito. Aze e vo tu da c’hoari evel just deiz pe zeiz.

*A Petra eo al labour emsavel bremañ ?

Al labour emsavel zo da dermenañ evel ar pezh a zo empleget gant palioù an Emsav.

Gwelet hon eus e oa ret d’al labour emsavel bezañ renet e brezhoneg ha d’al labour emsavel bezañ frammet. Bremañ ez eus tu d’en em c’houlenn : met penaos en em gemer evit ren ul labour evel-se e brezhoneg hag ivez penaos en em gemer evit frammañ an Emsav. En un doare e vevomp en devezhioù-mañ e-barzh ur framm emsavel ; ar frammoù emsavel a zle bezañ azasaet ouzh ezhommoù an Emsav.

Hag ezhommoù an Emsav er mare-mañ zo stummañ tud, stummañ dispac’herion ; setu perak ez eo ret en em zibab evit sevel kreizennoù-stummañ e pep lec’h e Breizh.

Gwelet hon eus ivez e krog stummadur an emsaver gant ar brezhoneg da gentañ. Kentañ tra a zle bezañ diazezet, hag aze emañ pazenn gentañ stummadur pep emsaver, eo an aozadurioù evit deskiñ brezhoneg d’an dud. Aze ez eus ul labour fetis a c’hell bezañ graet gant ur bern tud e Breizh.

Er bloavezhioù tremenet ez eus bet graet taolioù arnod un tamm e pep lec’h evit dizoleiñ pe evit amprouiñ an doareoù efedusañ da stummañ an dud, da nebeutañ evit deskiñ brezhoneg d’an dud. Bremañ ez eo anavezet ha diazezet mat an doareoù-se. N’eus kudenn ebet ken war an doare da zeskiñ brezhoneg d’an dud, pe n’eus hogos kudenn ebet ken.

Gwelet hon eus dre forzh pleustriñ e c’hell un den deskiñ komz brezhoneg en ur bloaz, hag a-benn daou vloaz lenn kement tra a vez embannet e brezhoneg, – gant ur geriadur marteze, met lenn evelkent pep tra. Kement-se a ziskouez e c’haller er mare-mañ degemer tud nevez hag o enframmañ buan en Emsav ; o enframmañ da gentañ dre zeskiñ dezho benveg kevredigezhel, sevenadurel ha benveg labour an Emsav, ar brezhoneg, ha goude-se dre o lakaat da gemer perzh el labour frammet.

Piv a zeu d’an Emsav ? N’eo ket n’eus forzh piv. Ne c’hellomp ket mont war ar straed ha kejañ ouzh kement paotr pe blac’h a dremen evit o fediñ da gemer perzh en Emsav. Daou abeg ’zo evit na ober en doare-se ; an hini kentañ eo ne c’hell dont d’an Emsav er mare-mañ nemet an dud o deus ur gizidigezh arbennik ouzh kudennoù Breizh.

An eil abeg eo en deus an Emsav er mare-mañ ezhomm eus ur seurt tud arbennik ivez, ar re a zo gouest da gemer perzh e labour ar c’hreizennoù-stummañ. Kemer a reomp da lakadenn-loc’hañ e kaver ar seurt tud arbennik-se e-touez ar re end-eeun a ziskouez ur gizidigezh arbennik ouzh kudennoù Breizh er mare-mañ.

Bihan e rank chom ivez bremañ niver an dud o tont d’an Emsav o vezañ ma ne c’hell ket ar c’hreizennoù-stummañ en arc’hwel plediñ gant un niver bras a zanvez emsaverion. Un dra nevez zo o tiwanañ aze, peogwir e tenn d’ar politikerezh, – ha koulz divoulc’h eo an dachenn-se en hor bro.

Evel just ez eus e Breizh kevredigezhioù pe strolladoù a lavar int politikel hag a ra ul labour o tennañ d’ar politikerezh, pe da nebeutañ d’an armerzh pe d’ar gevredigezh. Met ar fazi a reont eo diazezañ o labour er-maez eus an Emsav hag er-maez eus ar brezhoneg, setu perak ne zeuont ket a-benn d’ober kalz traoù.

Pa grogomp gant al labour politikel bremañ, hon eus da ergerzhout ha da ziazezañ an holl gevrannoù eus ar politikerezh, ar gevredigezh, an armerzh evel studi hag evel ober. Boulc’het e c’hell bezañ al labour-se bremañ a drugarez d’an emsaverion a zo bet stummet endeo er c’hreizennoù-stummañ kentañ.

Al labour stummañ ur wech diazezet a zle mont en-dro koulz lavaret dioutañ e-unan : ur wech divizet mat an hent da gemer evit stummañ an emsaverion, evit deskiñ dezho brezhoneg, evit deskiñ dezho istor an emsav, evit deskiñ dezho ren un obererezh emsavel, e vo skoueriekaet ar c’halvezerezh-stummañ ha ledet d’ar vro a-bezh. Ne vo ket pledet ken da ijinañ hentoù nevez ha kalvezderioù nevez.

Da lakadenn ivez e kemeromp e rank an Emsav mont buan, hag ur wech diazezet ur pennad-hent ez a an diazezerion pelloc’h da astenn an hent war-du ar palioù merket, hep koll amzer. Savet e tle bezañ an Emsav evel un aozadur liesek hag emgefreek meur a gevrann anezhañ.

*9-A Pe emzalc’h a gemero ar Strollad da zont e-keñver peurrest an « Emsav » breizhat dre ar munud ?

*B-9 Etre krochedoù en deus ar goulenner lakaet ar ger « Emsav », ar pezh a zo dija meizañ ar paour kaezh « Emsav »-se evel paket en ur glorenn. Hag e gwir ez eo an « Emsav »-se da dermenañ. Mar komprenan mat ar goulenn ez eo al luskadoù a anavezomp bremañ o tifretañ e Breizh a gleiz hag a zehou abaoe dekvloaziadoù, ha n’int ket gwriziennet en Emsav, lakaomp da skouer ar MOB, aspadenn ar rannvroelourion c’hallek eus ar rakvrezel, lakaomp an UDB a zo un astaol eus ar MOB, levezonet gant strolladoù politikel estren hag a chom diefedus ken e-keñver Bro-C’hall ken e-keñver Breizh o vezañ ma ne wrizienn ket en Emsav, betek-henn da vihanañ. Petra a c’hell ober an Emsav, anez tennañ an dud a dalvoudegezh a zo aet e-barzh al luskadoù hep gwrizienn na dazont hag a zo o koll o amzer e-barzh, – astenn an dorn dezho.

O vezañ ma vo an Emsav politikel diazezet un dra hollel ha klok e kavo pep hini e blas ennañ hag an doare da ren al labour efedusañ evit mad ar vro hag e vad dezhañ e-unan. Er mare-se ne gav ket din e c’hallimp lakaat ar skritell « Emsav » war ar pezh a vo er-maez eus an Emsav e gwirionez.

Ur wech diazezet kement skourr obererezh a zo ret evit ren an emgann da sevel ar Stad, ne vo mui digarez ebet da chom er-maez. Tud o deus nevez’zo klasket klenkañ an Emsav er reizhiad klasel dehou-kleiz ; ur beiadur eo : mar en deus an Emsav d’ober gant ar reizhiad-se, ez eo ar reizhiad-se a rank bezañ klenket e-barzh an Emsav ha n’eo ket d’an Emsav bezañ klenket enni.

N’eo na difennet na diboell diawelout e kenstrivo e diabarzh framm an dispac’h luskadoù a vo skritellet « kazel gleiz » ha « kazel dehou ». Emsaver ebet ne c’hell nac’h ouzh tud an UDB a welout ar Stad Vrezhon e stumm ur weriniezh giz yougoslaviat pe sinaat ; tud an UDB avat n’o deus gwir ebet d’ober emsaverion anezho ma nac’hont gwriziennañ en Emsav istorek ha kemerout e bal nesañ a zo sevel ar Stad Vrezhon. N’eo ket krennañ war frankiz an dud e fell d’an Emsav ober, met gant o frankiz end-eeun, ha gant unded ar vro, ez eus ampleget dibaboù-diazez na c’hell hini ebet ac’hanomp tremen e-biou dezho.

Ur ger hepken evit klozañ : labourat. Labourat zo d’ober evit perc’hennañ ar brezhoneg, labourat zo d’ober evit distrujañ ar vuhez kozh ha krouiñ ur vuhez nevez, labourat zo d’ober evit stummañ tud nevez, labourat zo d’ober dibaouez. Ha labourat en un doare speredek… Ur c’hi am eus, a vez staget, re alies, ha ramzel eo al labour a ra ar c’hi-se e penn e chadenn, oc’h ober kelc’hdroioù kant gwech bemdez ; ramzel e labour, met n’eo ket emsavel. Tud e Breizh a ve techet da labourat evel ma labour va c’hi. Labour emsavel zo d’ober. Emsav 8. Eost 1968.

______________________________________________________________________________________________________

Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.