NEVENOE, DEN A VREZEL, KROUER UR STAD
 
 
 
« Daoust hag ez eo bet Nevenoe an den brasañ eus Istor Breizh ? Marteze. Hep faziañ avat, hor brezelour brasañ. Ha koulskoude, n’ eus den, e-touez ar Vrezhoned veur, a zo nebeutoc’h anavezet derou e vuhez. Un tiern e oa moarvat, marteze eus kostez Ploulann-Veur, e Reter Bro-Wened, ha nann ur c’houer paour en defe dizoloet un teñzor, evel ma lavare e enebourion. « N’ouzomp ket zoken pegoulz na penaos e teuas da ren war e genvroiz a-berzh an Impalaer Loeiz, mab Karl-Veur. Goude unan eus emsavioù ar Vrezhoned e tlee bezañ, war-dro 830 ; anvet e voe, moarvat e kêr Ingelheim, e Germania, da gannad an Impalaer e Breizh, “missus dominicus in Britannia”. « Evel kargad ar Franked eo enta e krogas da vleniañ ar vro ; kont Gwened, anezhi ur gêr frank war harzoù Breizh, ha gouarnour ar Vrezhoned e oa war un dro. Keit ha ma vevas Loeiz e chomas Nevenoe feal dezhañ, daoust d’an Impalaer gouzañv a bep seurt trubuilhoù digant e vibion ; herzel a reas ouzh ar Vrezhoned d’en em sevel enep d’ar Franked, o soñjal moarvat ne oa ket deuet c’hoazh ar c’houlz. « Met goustadik e teue e levezon war ar vro da greskiñ ; krouidigezh abati Konwoion e Redon, aotreet gantañ en anv an Impalaer, e-pad ma oa hemañ prizoniad e vibion, a greñvaas galloud ar Vrezhoned war harzoù bet dalc’het gwechall gant ar Franked. « D’an 20 a Vezheven 840 e varvas mab Karl-Veur. Impalaeriezh vras ar Franked a voe rannet neuze etre e vibion, ha Charlez Moal a zegemeras lodenn ar C’hornog gant Breizh enni. Goude ur pennad amzer en em savas Nevenoe enep dezhañ, ha gwastañ a reas Bro-Roazhon ha Bro-Naoned ; ne felle ket dezhañ anzav gwazoniezh d’ar roue frank, na kennebeut d’e vreur hag enebour Lothar. En em unaniñ a reas gant ur Frank eus Naoned, ar C’hont Lamberzh ; e miz mae 843 e voe trec’h soudarded Lamberzh hag Erispoe, mab Nevenoe, war re an duged frank. Daoust dezhañ bezañ degemeret gourc’hemennoù an tri roue frank, bodet e Thionville, e kendalc’has Nevenoe da argadiñ bro ar C’hallaoued, war-du Angers ha Poitiers. Charlez Moal a gerzhas neuze a-enep dezhañ, met trec’het ha lakaet da dec’hout e voe gant ar Vrezhoned e gwerneier Ballon, e parrez Baen, d’an 8 a viz Mezheven 845. Unan eus devezhioù brasañ hon Istor. « Da heul arsailhadegoù nevez ar Vrezhoned a gerzhas e 846 betek Bayeux en ur wastañ bepred ar vro, ha da heul gourc’hemennoù nevez ar roueed hag an Iliz frank a-enep dezhañ, en em daolas an tiern e 849 war bro ar C’hallaoued. Roazhon a voe kemeret ha dismantret gantañ, ha soudarded kêr prizoniet ha kaset da Vreizh-Izel. Naoned ivez a gouezhas adarre etre daouarn ar Vrezhoned. Da c’houde ez argadas Nevenoe, a-gevret gant Lamberzh, broioù an Anjou hag ar Maine. E-touez ar Franked prizoniet ganto, n’eus nemet an ofiserion a voe kaset d’an harlu ; dizarmet ha kaset d’ar gêr e voe ar re all. E-pad ar brezel-se e kerzhas Nevenoe, evel ma lavar hon istorour kozh Pêr AR BAOD, betek Vendôme, en ur freuzañ hag en ur danañ ar c’harterioù “eus al Loer betek Neustria”. Edo e arme oc’h ober he reuz e-kreiz Bro-vBeauce, war-nes mont da Chartres, pa varvas ar priñs en un taol, d’ar 7 a viz Meurzh 851. Gant ul levenez vras e klevas ar Franked keloù marv o enebour pennañ : lavarout a rejod zoken e oa an darvoud-se “kastiz a-berzh Doue” a-enep “gwallgasour ar veleion” ; lazhet e oa bet, war a lavared, gant kleze un ael. « Disheñvel-mik e voe evel just barnadenn ar Vrezhoned diwar-benn o den meur ; douaret e voe gant enor ha doujañs en abati Redon. Daoust d’e vrud a grizder en deus Nevenoe trec’het ur wech ouzhpenn war e enebourion, war dachenn an eñvor, a drugarez da vrogarouriezh istorourion ha skrivagnerion vrezhon eus amzer ar romantelezh. N’en deus ket koulskoude, siwazh, ar vrud a dlefe kaout e spered ar Vrezhoned a-vremañ ! Gantañ e voe staget Gwened, Roazhon ha Naoned ouzh Breizh, – asantiñ a reas Charlez Moal d’ar greskidigezh-se er bloaz war-lerc’h marv Nevenoe, dre an emglev sinet en Angers etrezañ hag Erispoe. Gantañ e voe krouet enta Bro-Vreizh evel m’eo bet en amzer ar Rouantelezh, an Dugelezh ha betek bremañ. Gantañ ivez e voe krouet skeudenn gentañ ur Stad e Breizh ; unanet en deus dindan ur renerezh hepken ar Vrezhoned o doa araozañ ur bern tierned ha priñsed vihan, ar pezh a lakae an traoù aesoc’h a-enep d’ar Franked. « Aes rak, daoust dezhañ bezañ bet dreist-holl un den a vrezel, en deus graet ivez un oberenn a-bouez war dachenn ar mererezh-bro. E c’halloud a zeue moarvat da gentañ eus e garg a-berzh an Impalaer, met dre ma oa ur Brezhon o ren war e vro-eñ, kalz brasoc’h e voe ar galloud-se eget hini ur c’hargad kaset gant ar Palez d’ur vro estren, evel boaz, dreist-holl pa voe dieubet diouzh aotrouniezh ar Franked. War skouer ar re-se, o doa kalz da zeskiñ ar Vrezhoned, eo e renas e vro, nemet evel just a-enep dezho. « Evel an Impalaer e fellas dezhañ bezañ mestr war Iliz ar Vro. An eskibion frank a Vreizh, pe mignon d’ar Franked, a voe barnet e bodadeg Koadlev, war zigarez bezañ gwerzhet ar sakramantoù, ha kaset er-maez eus o c’hadorioù. Tud eus ar vro a gemeras o lec’h. Ne oa ket gwall reizh an dra-se, hep arvar, ha respont a reas ar Pab hag Iliz Bro-C’hall da glemmoù an eskibion en ur sevel o mouezh enep Rener ar Vrezhoned. Ne reas forzh. Trec’h e oa Nevenoe, hag ober a reas ar politikerezh a blije dezhañ. E bal a oa moarvat, gant skoazell an Abad Konwoion, dieubiñ Iliz Vreizh diouzh yev arc’heskob Tours, hag he lakaat war-eeun dindan Roma. Kaset da vat e voe evit ur mare ar mennoz-se gantañ, hag adkroget gant Salaun. « Gwirioù Iliz Vreizh a zifenne gant nerzh ha kalon, dreist-holl re abati Redon : ur c’hannad, Drewallon, a voe evel-se anvet evit kas da vat ur prosez etre Konwoion hag e eneber Fetmer. Ha n’eo ket hepken evit beleion ha menec’h en doa da varn, met ivez evit ar re all hag evitañ e-unan. Peurliesañ e tlee an hini en doa graet un torfed paeañ arc’hant, evel m’edo ar boaz e-touez ar C’hermaned pe ar Gelted ; un den, Demhoiarn e anv, en doa lazhet Kadored, gwaz Nevenoe, a voe barnet da reiñ digoll d’ar priñs. Ret e oa d’al lez-varn bezañ reizh : daou vreur o doa klasket gounit ur prosez en ur ginning ur c’harrad gwin da Nevenoe a voe kondaonet, ha barnet ouzhpenn da reiñ ar gwin dezhañ… Emsav 6. Mezheven 1967. « Evel-se, dindan ur rener a oa war un dro ur brezelour taer hag ur merour ampart, e voe krouet Stad Vreizh. Lavaret eo bet zoken en doa kemeret Nevenoe an anv a Roue ; kurunennet e ve bet en Iliz-Veur Dol. Koulskoude n’eus meneg ebet e dielloù an amzer eus an dra-se, ijinet en 11t kantved gant ur beleg eus Naoned, enebour d’ar Vrezhoned. Bepred e vez anvet Nevenoe “dug”, “priñs” pe “Nevenoe ar Breizhad”. Ur wech hepken e lavar ur skrivagner frank “ar roue Nevenoe”, dre fazi moarvat. Da’m meno, n’eo bet kurunennet morse hor roue kentañ ; ur gwir roue koulskoude, a rae fae avat war anvioù pe gizioù estren. Gwell e oa dezhañ kaout ur galloud gwirion eget ar skeud anezhañ. Goude e varv e resevo Erispoe an anv en doa gounezet Krouer Breizh ». Pol AR FLOC’H, Arvor niv. 156, p. 4 ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.