Meizad ur Stad Vrezhon

 MEIZAD UR STAD VREZHON

Pal an emsav, an dra-se a oar an holl, a zo bet a-viskoazh savidigezh ur Stad Vrezhon e stumm pe stumm. Moarvat, abaoe derou ar c’hantved-mañ, eo bet komprenet e ranke pobl Vreizh adsevel ur Stad bennak anez bezañ barnet da vont da get. Meizet eo bet ar Stad-se e meur a zoare, daoust ma anzave an holl re a erbede ar savidigezh anezhi ne c’helled ket tremen hepti.

Peurvuiañ e oa renet ar stourmerion gant o spontoù hag o rakvarnioù pa glaskent termeniñ ar Stad-se. Da skouer, pa ginnigent ur Stad sujet da Vro-C’hall, hep perzhioù gwirion ur Stad, e oant renet gant ar soñj e oa ret didaeriñ ar pennadurezhioù gall ha gonit o madelezh evit ma asantfent dre gaer reiñ o goulenn d’ar Vrezhoned. A-wechoù all e tiazezent o goulennoù war ul lezennelouriezh aet e-maez a c’hiz.

Etre an daou vrezel, da skouer, e raed kalz a reuz endro da feur-emglev 1532, e giz p’en dije bet hemañ un dalvoudegezh bennak, diazezet ha ma oa bet da heul un drouziwezh soudardel dieiltro. Lod all, zoken, a nac’he resizañ e nep doare, koulz lavaret, bevennoù ar Stad a oa ezhomm anezhi gant ma vije bet goulennet en anv ar « vroadelouriezh » e vije bet mat atav. Dre vras e oad techet en amzer-se da grediñ e c’helle ar vroad end-eeun bezañ distag diouzh ar Stad.

Eno, dres, edo ar fazi. Daoust maz eo bet graet broad Vreizh gant an istor n’eo ket diazezet he gwirioù war an istor, na war ar gwir, etrevroadel pe get. Adal ma anzaver ez eus ur vroad vrezhon hag he deus ar gwir da vevañ eo e tegemerer war un dro ivez e tle kaout kement perzh he deus ezhomm ur vroad evit bevañ e gwirionez, da lavarout ur Stad vroadel pe ma karer ur Stad klok.

Ar Stad e gwirionnez n’eo nemet ar vroad hec’h unan, he buhez, ha n’eus diforc’h ebet etre ar Stad ha buhez ar vroad. Kement a zo graet adal bremañ abenn adsevel ar sevenadur, da skouer, a denn ivez war un dro da grouiñ ur framm stadel.

Ur vroad a zo da entañ ur gumuniezh ha n’eus kumuniezh ebet hep urzhiadur nag ere start etre an izili anezhi, pe kentoc’h hep framm a c’hell aotren d’ar bobl dibab hec’h hent e giz ma kar. Pa implijer ar ger framm e intenter ar menoz e tle ar bobl mirout an intrudu da reiñ d’he buhez al liv a zereo outi. Hogen merkañ a ra ivez un disrann krenn diouzh ar frammoù estren a vir ouzh pobl Vreizh end-eeun da embreger he frankiz. E gerioù all, ne c’heller meizañ Stad Vrezhon ebet, nemet dishual e ve.

Dishualded diavaez koulz ha dishualded diabarzh. Da lavarout eo ne c’hell ket ar Stad Vrezhon dileuriañ ur rumm eus ar bobl, hogen ar bobl a-bezh. E roll eo bezañ tredeog etre al luskadoù a zo o labourat e diabarzh ar bobl hag a denn, dre genc’hoari etrezo, da stummañ tonkadur ar vroad. E roll eo eta gwareziñ an ensavadurioù politikel a aotreo da bobl Vreizh dibab hec’h hent. Un diforc’h a zleo bezañ atav eta etre ar Stad hag ar gouarnamant, roll ar Stad o vezañ gwareziñ frankiz diavaez ha diabarzh ar bobl. Emsav 2 C'hwevrer 1967.

-------------------------------------------

Yann-Ber TILLENON.  Kelc'h Maksen Wledig