STAD AR BOBLAÑS E BREIZH

Eus embannadurioù an I.N.S.E.E., ensavadur gall ar stadegoù hag ar studioù armerzhel, e tennomp ar sifroù-mañ :

Kendreiñ hollek ar boblañs e Breizh.

Departamantoù    Niver ar boblañs e miliadoù

    01 01 64    01 01 65    01 01 66    01 01 67

22    501,4    500,4    499,0    498,4

29    754,6    755,4    755,7    755,8

35    624,5    628,0    631,4    633,1

44    822,9    832,5    840,1    848,2

56    533,5    533,6    533,6    533,6

Breizh    3 236,9    3 249,9    3 259,8    3 269,1

Kefridiel eo ar sifroù-mañ evit ar bloazioù 1964 ha 1965 hepken .

Dre an daolenn eus kendreiñ poblañs Vreizh war dri bloavezh e tiverzomp un nebeut devoudoù :

– kresket eo poblañs hor bro eus 32 200 annezad en ur ober tri bloaz ; he feur-kreskiñ zo bet 3,03 ‰ (goût a ouzer emañ feur-kreskiñ broioù all Kornogeuropa e-tro 10 ‰) ;

– un departamant zo war zigresk niver e boblañs :

    22    :    –    3 000

– daou zepartamant zo peuzdigemm o foblañs :

    56    :    +    100

    29    :    +    1 200

– daou zepartamant zo war-gresk o foblañs :

    35    :    +    8 600

    44    :    +    25 300     ;

– mar seller ouzh ar Ranndir Steuñvel Bretagne (R.S.B.), eleze ar pevar departamant 22,29,35,56, e stader ez eo tremenet ar boblañs eus 2 414 000 da 2 420 900, da lavarout eo ez eo kresket eus 6 900 annezad dindan dri bloaz, kement ha diouzh ur feur-kreskiñ 0,9 ‰.

E-keit-se, ez emdroe poblañs Frañs eus 48 134 400 da 49 650 200, da lavarout eo e kreske eus 1 515 800 ann., kement ha diouzh ur feur-kreskiñ 10,1 ‰.

Notomp ez eo feur-kreskiñ poblañs an departamant 44 par da 10,2 ‰.

An dudegezh e Breizh a oa 95,9 ann./km2 d’ar 01 01 67.

An dudegezh e Frañs a oa 90,2 ann./km2 d’ar 01 01 67.

Kendreiñ remziel ar boblañs e Breizh.

    1964 (a)    1965 (a)    1966 (b)    1967 (b)

Genel               

22    8 672    8 443    8 199    8 073

29    13 333    12 919    13 681    13 513

35    12 004    12 089    12 860    12 688

44    16 884    16 041    16 569    16 863

56    10 079    9 887    9 584    9 477

Mervel               

22    6 186    6 627    6 613    6 437

29    8 732    9 466    9 432    9 119

35    6 847    6 943    7 181    7 124

44    8 596    9 047    9 114    8 812

56    6 418    6 796    6 718    6 391

Emgresk               

22    2 486    1 816    1 578    1 636

29    4 601    3 453    4 249    4 394

35    5 157    5 146    5 679    5 564

44    8 288    6 994    7 455    8 051

56    3 661    3 091    2 866    3 086

Breizh    24 193    19 530    21 827    22 731

(a) sifroù kefridiel, diwar niveriñ ; (b) sifroù jedet da c’hortoz1.

Feur-emgreskiñ ar boblañs vreizhat, da lavarout eo an diforc’h etre feur-genel ha feur-mervel hep derc’hel kont eus an treuztiriañ (divroañ, enbroañ), zo bet 6,7 ‰ e-pad an tri bloaz 1964,65,66.

Un nebeut evezhiadennoù a c’haller ober :

– ganet ez eus bet 65 550 bugel en hor bro en tri bloavezh 1964, 65,66 ; feur-emgresk ar boblañs vreizhat zo bet enta 6,7 ‰ ;

– an diforc’h etre ar c’hendreiñ hollek (+ 3,03 ‰) hag ar c’hendreiñ remziel (+ 6,7 ‰) a ro muzul ar c’hendreiñ egorel pe dreuztiriañ (– 3,67 ‰) : dre bep 100 bugel ganet e Breizh ez eus 50 den o tivroañ. Tud yaouank en oad da c’henel eo peurliesañ an divroerion ; ar vugale a c’hanont er-maez eus ar vro a zeu da greskiñ ar c’holl boblañs. Dre ma ne c’haller ket lakaat ar vugale-se e kont er c’hendreiñ remziel, e ranker sellout ar feur-emgreskiñ 6,7 ‰ izeloc’h eget feur-emgreskiñ gwirion ar boblañs ganet er vro ;

– an departamant ma emañ saviad ar boblañs en e washañ eo 22 : e tri bloaz ez eus bet ganet 5 880 bugel ennañ, ha war un dro ez eo digresket ar boblañs eus 3 000 annezad ; da lavarout eo, dre bep 100 bugel ganet en departamant-se ez eus 150 den o tivroañ. Da heul ivez e tigresk ennañ reoliek ar feur-genel evel ma c’haller stadañ war an daolenn diaraok.

E-keit-se, e oa ganet e Frañs 1 001 463 a vugale, hag e oa dre-se ar feur-emgreskiñ par da 6,9 ‰. Ar c’hendreiñ hollek a oa evelkent 10,1 ‰, pezh a ziskouez ur c’hendreiñ egorel muiel (+ 3,2 ‰).

 Emsav 10. Here 1967