HAG-EÑ EZ EUS UR SEVENADUR BREZHON ?

Klaskomp da gentañ termeniñ petra eo ur sevenadur. Dija en deus Maodez Glanndour prederiet war ar gudenn ha divizet un diforc'h resis etre ar sevenadurezh sellet evel ur menoz ledan ha difetis, hag ar sevenadurioù a zo kentoc'h an doareoù ma laka ar bobloù disheñvel da dalvezout en o buhez pemdeziek an talvoudoù hollek.

Ur sevenadur zo neuze an doare ma sevena ur bobl he zonkad, pe he gwirioù-diazez hag he dleadoù pennañ e-keñver ar bobloù-all hag an den. Daoust hag-eñ he deus Breizh ur sevenadur gwirion er mare-mañ ? Dav eo respont nann, ha resisaat perak. Abaoe kantvedoù, dreist-holl abaoe distruj an nerzh broadel goude gwallzisoc'h Sant-Albin-an-Hiliber, n'he deus ken hor bro an ensavadurioù retañ evit lakaat da dalvezout he gwirioù diazez. A-hed kantvedoù an emrenerezh eta ne c'heller ken komz eus ur sevenadur gwirion e Breizh. Ne c'hell ur vroad seveniñ he galvidigezh nemet dre hanterouriezh ur stad vroadel.

Keit ha n'hor bo ket ur Stad Vrezhon ne vo ket tu da gomz eus ur vuhez reizh er vro-mañ. An emsav evel m'en anavezomp neuze n'eo nemet un dra da c'hortoz, un emzalc'h dispac'hel o tizarbenn un emgav direizh a-grenn a zo da ziskoulmañ forzh penaos. Lavaret e vo ez eus bet graet ul labour hevrek abaoe ar Gonideg beteg an deizioù-mañ, oc'h adsevel derou ul lennegezh vroadel hag o strivañ evit dieubiñ ar vro, hogen dav eo respont n'eo ket reizh an digenvezder m'eo bet enket ennañ atav renerion pe izili ar stourm-se, evit kemer ur skouer vihan hag aes da veizañ.Ha dav eo ansav n'eo ket reizh an emgavioù dispac'hel, pezh a c'hell an holl kompren, hogen n'eo ket Breizhiz a zo da damall evit an emgav-se, met ar re a wask hor bro.

Ar Stad a c'hoanagomp eta ez eo ar reizhded, ar rezid evit ar vro, da lavarout eo goudor ur Stad Vrezhon. Arabat eta d'an emsav ankounac'haat e kas d'ur pal stadel anez en em gemer evit un dra padus e istor ur vro ha dihentañ diouzh ar preder yac'h. Al labourioù kaset da benn gant an emsav, evel unvanidigezh ar yezh, savidigezh ur yezh lennek pe krouidigezh ul lennegezh arnevez, n'int nemet derou ur sevenadur nevez a zo o vont da vleuniañ e Breizh. Ar re a fell dezho hiziv kemer o renk en emsav evit kaout o flas warc'hoazh er Stad Vrezhon a zo dleet dezho ivez gouzout ez int lodek adal bremañ er sevenadur a zisoc'ho diouzh dasorc'h ar vro-mañ.Emsav 2 C'hwevrer 1967.

___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.