LEC'H GWALARN EN EMSAV. 2
Gwell eo ganimp moulañ, ha gwell e tle bezañ ganeoc’h lenn taolioù-micher an estrenion eget sorc’hennoù hor c’henvroiz. Ezhomm o deus Breizhiz da zeskiñ petra eo al lennegezh. Pa vo kavet ur skrivagner breizhat a ray estreget randoniñ war-lerc’h ar re all, e vo digoret frank dezhañ dor GWALARN. Hag evit « deskiñ da Vreizhiz petra eo al lennegezh » e stagas Gwalarn adal he niverennoù kentañ da embann troidigezhioù diwar un niver mat a yezhoù : kembraeg, iwerzhoneg, saozneg, alamaneg, japaneg, henc’hresianeg, h.a. Abegoù donoc’h a oa da seurt ergerzhadenn dre sevenadurioù ar bed : « En hevelep doare m’hon eus ezhomm evit traoù an ene eus skoazell an Denelezh a-bezh, evit traoù ar spered hon eus ezhomm eus ar Bed holl. Ul lezenn a “gemer” hag a “ro” a stag kenetrezo holl bobloù ar bed. () Arabat dimp krediñ ez anavezomp ar Bed, ma’z omp deut da zeskiñ un dra bennak diwar e benn e levrioù hag e kelaouennoù Bro-C’hall. () Evit Gallaoued e vez graet levrioù ha kelaouennoù ar C’hallaoued, ha n’eo ket evit Breizhiz. () N’anavezomp ket ar Bed. N’anavezomp nemet Bro-C’hall. () Eomp d’ober un enklask dre ar Bed. Bez’ez eus en tu-hont da harzoù Bro-C’hall, broioù ken kaer hag hi, pobloù skiantek hag oberiant, a zo o yezhoù ken pinvidik, o lennegezhioù hag o ijinoù-kaer ken brav ha re Vro-C’hall (). N’eus ket ul lec’h war an douar n’en deus ket ur gentel evidomp. » (Breiz Atao, Eost 1923). Dre an hent-se e teuas prim da lennegezh Vreizh ur vent keltiek hag hollvedel. Ar skrivagnerion tamm ha tamm a gavas o awen, ha dindan o fluenn e tiwanas an eostad gortozet. E lec’h all e vez kavet displegadennoù war danvez an eostad-se. Skedus e voe dreist-holl war ziv dachenn : ar varzhoniezh, ar gontadenn verr. En tu all d’an eostad a oberoù e kreske un eostad all : skrivagnerion yaouank dedennet gant talvoudegezh al labour sevenet gant strollad an diazezerion a zeuas da gemer lec’h en o c’hichen, oc’h ober ar pezh a anver Eil Strollad Gwalarn. En o zouez edo ar barzh Maodez GLANNDOUR, Frañsez KERVELLA, MEAVENN, Remont JESTIN, Olier MORDREL, Loeiz ANDOUARD, LANGLEIZ, Roperzh AR MASON, Yann SOHIER, KERLANN, h.a. Gant an Eil Strollad e voe ivez diorreet ur gevrenn obererezh nevez e brezhoneg : ar ouezoniezh. E 1929 e oa deuet er-maez kentañ levrenn Istor ar Bed gant Meven MORDIERN ; pep bloaz da c’houde betek an eil brezel-bed e teuas er-maez, dindan c’holo Gwalarn, oberennoù a ouiziegezh (kentoc’h eget a ouezoniezh) gant an aozer-se. E 1934 e voe moulet ul levr Mentoniezh gant C.L. KERJEAN, hag e 1936 ur studienn hir a brederouriezh religiel gant R. JESTIN : Ar Bouddha hag ar Vouddhaadegezh. Al lañs roet war dachenn ar skiantoù hag ar yezh ouiziel a dlee avat teurel e frouezh goude an eil brezel-bed. Gwalarn hag an Emsav. Evit ur gwel e pellaas Gwalarn diouzh ar politikerezh. Ken abred ha 1926 ez en em zisrannas diouzh Breiz Atao, hag aotreet eur da soñjal ne oa ket evit abegoù pleustrek hepken, pa lenner da skouer pennad-digeriñ an niverenn 9 (1927) : Penaos ne vo ket saveteet Breizh « An darn vuiañ ac’hanomp a gav dezho e vo saveteet Breizh dre n’ouzon pe daol-dispac’h, dre n’ouzon pe daol-reverzhi ; ha n’o deus nemet ur mennoz : lakaat tamm-ha-tamm o holl genvroiz da soñjal evelto, o krediñ en em gavo Breizh en he sav en deiz ma vo aet holl dud hor bro da vrogarourion c’hredus. Ac’hano an holl gelaouennoù hag an holl gevredigezhioù a welomp o tiwanañ pe o tasorc’hiñ amañ hag ahont adalek ar Brezel Bras. () o fiziañs a lakaont er stourm politikel : ar pezh a glaskont eo dastum muioc’h-muiañ a dud en-dro dezho, da c’hallout lavarout un deiz d’ar gouarnamant : “Setu, amañ emaomp, niverus, hag o c’houlenn an dra-mañ-dra”. « Tud e-leizh a gred e vo gounezet kalz en doare-se. Gwazh a se dezho ! » Penaos e vo saveteet Breizh « Saveteet e vo Breizh en deiz m’hor bezo krouet, daoust d’an holl hag a-enep d’an holl, ur vuhez vroadel e Breizh. Saveteet e vo Breizh en deiz m’hor bezo desket d’hor c’henvroiz lenn ha skrivañ hor yezh ; en deiz m’hor bezo gwellaet hor yezh, graet hol lennegezh, savet hor skolioù gant hor mistri hag hol levrioù paeet gant hon arc’hant ; en deiz m’hor bezo digoret hag uhelaet a-walc’h speredoù hor c’henvroiz, d’o lakaat da vezañ ur bobl dishual e pep tachenn eus ar vuhez, buhez ar c’horf hag an ene. » « Hag e lavarit : kement-se ne c’hell ket bezañ hep ar frankiz politikel. Neuze n’anavezit ket istor broadelezhioù bihan Europa. Hogen bezit dinec’h : gounezet e vo ar frankiz politikel hep re a brezegennoù a-raok ma vo sevenet an hanter eus kement-se. » Diaes e oa diskouez muioc’h a zisfiziañs ouzh an ober politikel ! Gwir eo ne oa taget amañ nemet ar re a felle dezho ober bruderezh hep kaout netra diazezet da vrudañ, brudañ an aoz direizh m’emañ dalc’het hor bro hep kaout en o c’herz an aozadurioù reizh prest da gemer al lec’h. Hogen Roparz HEMON ivez n’en doa da ginnig e-lec’h politikerezh ar mare-se nemet skouer « broadelezhioù bihan Europa » an 19t kantved, pezh a oa koulz ha netra, rak bro ebet en 20t kantved n’he deus kemeret an hentoù-dieubiñ a rae berzh e degouezhioù politikel an 19t kantved . Ha koulskoude, e Gwalarn eo e kav politikerezh brezhon hor mare e andon hag e ziazez muioc’h eget e forzh petore luskad politikel eus ar mare-se, Breiz Atao zoken. Penaos kompren an dra-se ? Sklaer e teu da vezañ ur wech ma komprener Istor Breizh en 20t kantved evel istor un dispac’h. Un dispac’h, da lavarout eo krouidigezh ur vro nevez gant tud en em grouet nevez. Meur a zoare zo da empennañ dieubidigezh ar vro. Hor politikerion gentañ, komz a reomp eus hor politikerion vroadel, a venne reiñ he frankiz da Vreizh ; hogen Breizh o mennoz oa Breizh evel ma c’halle hec’h anaout o daoulagad a dud sujet ; ar frankiz a vennent reiñ dezhi oa ar frankiz evel m’he danzee o hiraezh d’an amzer gozh, ar frankiz evel ma tlee bezañ bet e grez Nevenoe pe Yann 4 ; en ur ger, ar vennerion e oant oa Brezhoned ar sujidigezh, da lavarout eo tud an tremened, – an dud sujet zo dre ret tud an tremened ha ne c’hell o mennadoù nemet bezañ mennadoù an tremened. Dieubiñ evel ma veizent a oa kempenn, palastrañ ur frankiz a-wechall ouzh ur vro sanket endeo en tremened. Gwirion e oa avat o lusk d’ar rezid, – diouer a rae dezho al lavar d’e eztaoliñ. Dindan e vount e tlee frailhañ ar gwiskamant kozh ; Gwalarn neuze a zinodas. Gwalarn a zeuas da derriñ kempouez meizel ar sujidigezh dre reiñ ul lavar nevez d’ar Brezhon kozh. Ha dre berzh al lavar nevez-se e stagas ar Brezhon kozh da neveziñ ar bed en-dro dezhañ ha d’en em neveziñ e-unan. Diwar neuze, ne c’halle ket chom a-sav ken an nevezidigezh vrezhon. Mennad an emsaverion, dieubidigezh ar vro, a c’houlenn da gentañ an dreuzfurmidigezh anezhi, ha da gentañ c’hoazh treuzfurmidigezh ar vennerion ez int. E buhez an dispac’her e krog da gentañ an dispac’h, aze emañ ster istorek Gwalarn. « Abaoe Gwalarn ha Breiz Atao emañ blaz an dispac’h en avelioù Breizh. Paneveto e vijed c’hoazh evit dibab an hentoù distroñs : kempenn ar gevredigezh kozh, takonañ ar pilhoù kozh, leuniañ ar seier kozh, kemer evel m’emañ stad an traoù e Breizh da heul ar sujidigezh c’hall, an enteuzidigezh, ar spazidigezh c’hall, ha derc’hel damvev ar pezh n’eo ket peurvarv c’hoazh, hep direnkañ urzh ar Stad, o toujañ d’ar Galloudoù Ensavet. Siwazh da gement-all a draoù doujet, bremañ ez eo stanket, berzet, diverket, kaset da get an hentoù distroñs, hentoù ar c’hempenn hag ar balzamerezh, – ha pebezh disamm d’hon askre ! An den nevez breizhat, an hini a zo o sevel bemdez e pep hini ac’hanomp, a zo un dispac’h pep hini eus e gammedoù er bed » (ABANNA, Eil derez hon dispac’h, Ar Vro, 19/33, 1963) Arguzet e vo : ar ster-se roet hiziv da Walarn, ne welomp ket he deus Gwalarn e roet dezhi hec’h-unan. Respont a reomp emañ dres aze an arouez ez eo Gwalarn hag an Emsav politikel a-vremañ daou brantad eus an hevelep dispac’h : Gwalarn zo da gentañ ar Walarn a chom bezant en endon an ober politikel a-vremañ. Rak forc’hellek e van bepred spered an dispac’her : e veiz zo treuzfurmet dre nerzh e veizadoù, – pa dreuzfurmont da gentañ e vuhez. Ne gompren da vat ster an dispac’h nemet pa zeu en e gerz ar meiz nevez a zo frouezh an dispac’h end-eeun. An domani klokañ, fetisañ, hollelañ eo ar politikerezh, ha n’eo ket souezh eo bet ken hir gwilioudiñ an den politikel brezhon. Dre Walarn e tremen e c’hanedigezh. Politikerezh ne c’hell hiviziken bezañ renet e Breizh anez e ve politikerezh an den brezhon nevez-se.Emsav.6 Mezheven 1967. ___________________________________________________________________________________________________ Yann-Ber TILLENON. KELC'H MAKSEN WLEDIG.