An Dislavar politikel

AN DISLAVAR POLITIKEL 

Droukskoueriet e vez an emsaver nevez pa gav muioc’h a zael etre an emsaverion eget etre an Emsav hag ar C’hallaoued. Goulenn a ra : ha reizh eo hevelep stad a draoù ? D’e heul e c’houlennomp : hag-eñ ez eus aze ur c’hleñved pe, er c’hontrol, un tu eus yec’hed an Emsav ? Hag-eñ e tle an Emsav bale hervez ul linenn treset en a-raok pe, en enep, kavout e lusk dre un heuliad a lavaroù-dislavaroù, eleze dre un daelerezh ? Kudenn pep politikerezh eo, ha lemm-ouzh-lemm evidomp. Kent mont pelloc’h e rankomp menegiñ ar pezh a lakaomp er ger dislavar. Un den a c’hell dislavarout unan all, an diemglev etrezo o tont dre ma tiazezont o menoioù war elfennoù anaoudegezh disheñvel. Dre vreutaat e ro pep hini da anaout d’egile ar pezh na ouie ket hag en doare-se e teuont a-benn d’en em glevout, da gompezañ o arguz, da ziren o dislavar. E gwir, an dislavar-se a oa hepken un dislavar da c’hortoz gwelloc’h anaout, hag evel ma oa savlec’hiet e par meizadur an traoù, d’ar meiz e oa d’e gompezañ. Ur seurt all a zislavar ez eus, anvet c’hoazh dislavar diabarzh, o c’hoarvezout pa vez gourzhenebus, digenglotus, daou zoare-diazez eus ar saviad. En traoù o-unan emañ an dislavar-se, ha n’eo ket ken en hor meizadur anezho. Ar skouer splannañ eo an dislavar a gavomp en hor buhez etre al lusk da beurbadout hag ar marv ret. An dislavar-se n’eo ket eus ar seurt a gompezer dre ar breutaat : dic’halloud eo ar meiz da zegas kloterezh etre an daou dermen anezhañ. Mar degemerer devoud ar marv, ha penaos n’en degemerfed ket ? – ne chom ket lec’h da lusk ar peurbad ; mar kemerer sol war lusk ar peurbad, ha penaos e zianaout ? – ne ouzer mui pelec’h klenkañ ar marv. Muioc’h eget un dislavar e dalc’h ar meiz hon eus aze : un dislavar o terc’hel ar meiz, un disveiz eo. Padal emañ an daou zevoud disveizus en hor buhez, ken diazez an eil hag egile, – n’omp ket evit tec’hout diouto. Derc’hel e-maez koun, ezkounañ, a c’hellomp an eil pe egile, pe an eil hag egile, sevel war an ezkoun-se meizadurioù ha damkaniezhoù… Ar feiz, emezoc’h. Dres, ar feiz, an hini en em ginnig da ziskoulmañ an dislavar-se, ne labour ket war dachenn blaen ar meiz, met er vuhez war-eeun, da lavarout eo dre un ober amzeriek : ar ret mervel hag al lusk da beurbadout zo daou vlein o terc’hel etrezo un andon diheskus a zislavar, hag ar vuhez, er vaezienn-se, a rank bezañ renet evel un daelerezh ; n’eo ket evel un daelerezh-poellata plaen e dalc’h ar meiz, met evel daelerezh amzeriek, amzerventek, an ober istorek. Perak seurt digoradur trabedoniel d’ur pennad war ziemglevioù an Emsav ? Peogwir ez eo trabedel dislavar-diazez ar politikerezh. Peogwir ez eo a bouez bras savlec’hiañ ervat an dislavaroù a laka keflusk en Emsav hag o intent evel stummoù an dislavar diabarzh a vo keflusker ar Stad. Ul lod mat eus an arguzoù o ren en hon touez a denn d’ar gourzhenebadur a vez etre ar Stad hag ar gevredigezh. Evel-henn e c’haller dezrevellañ ar gourzhenebadur-se : ne c’hell an den seveniñ e rezid nemet dre ar gevredigezh ; ar gevredigezh ne c’hell padout nemet dre ar Stad ; ar Stad avat zo beli, eleze rediezh : etre ar veli hag ar rezid ez eus un dislavar diabarzh, un disveiz diziren. Etre an daou vlein-se ez eus un andon diheskus a c’hourzhenebadur, hag er vaezienn a stignont e rank ar vuhez keodedel bezañ renet e stumm un daelerezh. N’eus diskoulm politikel ebet a priori, evel ma n’eus ket a rekipeoù kennebeut da ren ar vuhez. Klasket ez eus bet evelkent diskoulmañ an dislavar dre ezkounañ, ezvevennañ, an eil pe egile eus an daou dermen anezhañ, pe ar rezid pe ar veli, pe devoud ar gevredigezh pe devoud ar Stad. Anavezet hon eus ar reizhiadoù a glaske ober eus ar Stad andon ar galloud hag euvriñ ar gevredigezh enni. Ar renadoù hollveliek, faskour pe all, e voe. Anavezet hon eus an damkaniezhoù a gemer da bal dizeriadur ar Stad, a laka e rank ar veli stadel steuziañ evit ma’z afe ar rezid hiniennel en e varr. Met ar Stad zo evel diaoulion an Aviel : pa vez argaset unan, e teu seizh all kreñvoc’h da gemer e lec’h. E gwir, n’eus netra rediusoc’h eget al lezennoù savet gant enebourion ar rediezh. Na vezomp ket balc’h avat o varn reizhiadoù politikel ar pobloù all. An dislavar etre rezid ha beli hon eus ni ivez da ziskoulmañ ha n’eo ket anat a priori e raimp gwelloc’h eget ar re all. Penaos enta e kemer an dislavar-se e lec’h fetis en hor buhez keodedel ? E gwirionez, ez eo e vezañs enni un dra voutin. Bewech ma vez douget ul lezenn nevez, zoken mar he degemeromp da reizh, e vuhezomp hec’h anien evel diforc’h krenn diouzh anien hor rezid, – ken krenn ha ma’z eo diforc’h ar ret mervel diouzh al lusk da beurbadout. Pa embregomp hor rezid, ne anavezomp da nep beli an dalc’h warnañ, – pa’z eo hor rezid sol hor gwir. Oberoù ar veli a ya ouzh ar rezid evel ouzh un devoud digevanien. Oberoù ar rezid a ya ouzh ar veli evel ouzh un nerzh diavaez. E-se, taol-ober ebet ne c’hell bezañ war un dro a-berzh ar veli hag a-berzh ar rezid. Ha neoazh, hep ar veli ne c’hell ket ar rezid bezañ sevenet, hep ar rezid n’he deus ar veli ster ebet. Alese an daou duadur a gaver er vuhez politikel : an tuadur rezidel hag an tuadur beliel. Hini ebet ned eo evit enteuziñ egile en arbenn eus an disveiz a zo etrezo ; hini ebet ned eo evit kas egile da get hep en em zistrujañ war un dro, en arbenn eus an daelerezh a liamm bezoud an eil ouzh bezoud egile. An amkan zo kempoellañ an daou dermen, rezid ha beli, n’eo ket ur wech da vat e-ser un diskoulm kefredel war ar paper, – diskouezet hon eus ez eo dic’hallus, – met deiz goude deiz, e-ser heuliad ar c’hudennoù politikel bihan ha bras hor bez da ziskoulmañ er vro pe, da c’hortoz, en Emsav : war an dachenn e vez renet ar politikerezh, evel kempoelladur buhezel an nerzhoù belielour fetis hag an nerzhoù rezidelour fetis. Un dra all zo da c’houzout ervat ivez, anezhañ un adwirienn d’ar pezh a zo a-raok : neb a zo e gefridi difenn ar veli n’en deus ket da c’hortoz ma teufe difennourion ar rezid d’ober e labour ; hag heñveldra evit neb a zo e gefridi pe e savlec’h difenn ar rezid. An disveiz a zo etre ar rezid hag ar veli a vir na ve kompezet da vat ar gourzheneberezh etre an daou gamp : un andon diheskus a zislavar ez eus etrezo, hag a-walc’h eo kompezañ bemdez dislavaroù an deiz. N’eo ket re abred degas ar prederioù-se en Emsav. Ne chomint ket en un egor difetis. Rak deuet eo an dislavar rezid-beli da c’hoari en hon touez, hag un dra vat eo. An azon eo da gentañ-holl ez eus hiviziken ur vuhez keodedel vrezhon. N’eus ket pell c’hoazh, ne anavezemp nemet ur gourzhenebadur, an hini a zo stignet etre an Emsav hag ar Stad c’hall, ken n’oamp ket evit dispartiañ un dislavar diabarzh rezid-beli diouzh an enebouriezh degouezhel hon eus ouzh ar galloud sujer ; ken ma chome dilabour keflusker hor buhez politikel. Enebet e veze moarvat ur rezid brezhon ouzh ar veli c’hall, hag e veze graet eus ar Stad c’hall an enebour dre ma oa Stad kenkoulz ha dre ma oa gall. Da heul ne veze politikerezh brezhon ebet er ster rik, da lavarout eo keodedel. Al luskadoù eus an Emsav a asante da ren un daelerezh diabarzh gant ar gouarnamant gall a ranke, e kement ha ma asantent d’e ren, kemer gwrizienn er c’hevala istorek gall. Ur vuhez politikel wirion a renent moarvat, unan hag o degase da gevelerion ar strolladoù rezidelour gall ; met forc’hellek e vane an darempredoù : mar oa tu d’en em glevout etre rezidelourion, e veze an daelerezh brezhon-gall un andon a zisfiz hag a zigengred. E gwir, o vont e daelerezh diabarzh gant ar veli c’hall e teue al luskadoù brezhon-se da vezañ dre ret un elfenn er politikerezh diabarzh gall, hag unan diefedus, – un dra bennak evel pempet troad ar maout gall. Evit al luskadoù eus an Emsav a nac’he azezañ war an adskiñvier gall, kemer perzh ebet er politikerezh gall, n’o doa buhez politikel ebet dellezek eus an anv, pa n’edont e tro da ren daelerezh rezid-beli ebet nag en tu gall nag en tu brezhon. Rak evit ma ve eus an daelerezh-se e rank an daou vlein anezhañ bezañ andoniet en hevelep kevala istorek : ne c’hell bezañ a zislavar diabarzh nemet etre ar rezid brezhon hag ur veli vrezhon. Un hunvre eo kemer da bal ar rezid brezhon ma ne gemerer ket da bal war un dro ur veli vrezhon. Gant diorreidigezh un Emsav Stadel Brezhon e lusk an traoù da sklaeraat. Heuliet eo bet buan gant diwanidigezh ur gourzhenebadur en e vetou etre ul luskad belielour hag ul luskad rezidelour, – an eil emellet da deurel diazezoù ar Stad vrezhon, egile prederiet da reiñ lañs d’ar gevredigezh vrezhon ha da embann he gwirioù. Etre an daou luskad-se ez a bremañ en-dro daelerezh an Emsav. Bez’ ez int evel an div vrochenn o vroediñ stamm ar vroad. Unvan int dre o gwriziennadur er c’hevala istorek brezhon, hogen adalek bremañ emañ digor etrezo an andon diheskus a zislavar oc’h enebiñ al lusk d’ar rezid hag ar veli ret. Evit an daelerezh etre an Emsav-dieubiñ hag ar riez sujer e teu da vezañ un daelerezh deveret, o tegemerout hiviziken e ster eus daelerezh diabarzh an Emsav. Zoken mar c’hoarvez dezhañ un deiz goulenn ar pep muiañ eus nerzhoù an Emsav, – da geñver emgannoù an dieubidigezh, – e ranko menel en eil renk. Emsav 24. Kerzu 1968. Na vo ket enta an emsaverion nevez droukskoueriet gant an dael a gavont en Emsav. Ra ouezint ez eo an daelerezh gant ar C’hallaoued un daelerezh diavaez, degouezhel, a baouezo kerkent ha ma vo anavezet riez Vreizh er par etrevroadel. An daelerezh diabarzh avat, etre rezid ha beli, a bado keit ha ma vo ur gevredigezh hag ur Stad vrezhon. Emsav 24. Kerzu 1968. ------------------------------------------------------- Yann-Ber TILLENON.  Kelc'h Maksen Wledig